Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 8 ) .

6 Février 2011 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 11 )

 

 

 

Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 8 )

images-Kate-Winslet-1.jpg

evit Gustav Mahler

e koun Herbert Von Karajan

 

" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h

  ho tougo da Zoue  "

Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh  "

( Auferstehungssinfonie )

 

 

 

 

Trede Luskad

 

 

III - Auberive

 

Ur Licht / Stürmisch bewegt

 

" Seblantout a ra iskis deomp , en abeg ma ne welomp netra biskoazh met du enep hon tonkadur . "

Maurice Maeterlinck - " Peleaz ha Melizand  "

 

 

 

                    16 - O seblantout bezan goloet ha debret a lec'h da lec'h e vogerioù gant gwinienn vleunv a liv rous diskar-amzer 'vel hini al Loar , e tiskouezhe bezan kousket-mik an ti-annez kozh , ken habask e hun .

Klevout a reas ar baleer , koulskoude , garm kanvaouus ul loen a savas trumm er pellder e yudadenn zic'hoanag ...

                    O trec'hin war e aon , en em risklas da vont a-hed ur vali blatan gantvloaziek betek un nor a veze kizellet gwenan o vleuniaoua flourdiliz gwenn kaer warni , gant ur sterenn c'hwec'h skourr ivez ha dremmoù aelezigoù war ur bodad roz-agroaz , sinoù bennak an Arouezkelc'h en o c'hichen ...

A-us dezhi , e gwasked ur c'hustodig bet sanket er voger , delwennig ur Werc'hez-Mamm o vousc'hoarzhin , ma oa sederaet ganti kalon ar gweladenner ouzh he gwelout .

Merzout a reas war un dro e oa e-harz un douribell veurdezus a veze harpet ouzh talbenn bennan ar maner , uhel dreist dezhan , neoazh , kenstaget gantan gant e doenn vein-glas c'hwec'hkornek .

Tri derez brik , aet da fall gant ar bloavezhioù , hen ambrougas betek treuzoù an ti ma savas kliked houarn anezho , debret gant ar mergl .

Ne oa d'e veno nemet e nec'h e-unan , e enkrez , a c'hellfe dont war e spered d'ober harz d'e ranellded , a yae a-dizh war vrasaat ennan .

                    Krog an doan ennan , e teuas tre 'barzh an ti , a hanvalas outan didud .

En adraon evelato , e welas , 'kreiz ur pezh bras goullo , un tan koad brav a strake er c'heuneud dindan vantell ur siminal kozh , giz an Azginivelezh , kempennet gant kroazioù alc'houeziek niverus , blenchoù avalaouek o fevar skourr bet livet en aour ha strewet a vokedoù roz .

" Ar sal-debrin , moarvat ? , a sonjas-en .

Arabeskennoù ha kinkladurioù blizidik ur sonerez nenvel a zeuas goude betek ennan adalek kambroù an trec'h ma c'helled , evit o tizhout , pignat davito gant diri ur skalier koad derv prenvedet a droellene meurdezus diwar ar pondalez .

                   Ha tra ma grape ganti , brizhaonik un nebeut , mouezh aelez flamm Marieke a savas ken dreist ken e roas from dezhan , oc'h en em silan en e ene tamm-ha-tamm , keit ha ma vo leun-barr anezhi bremaik a levenez .

C'hoari a rae " Ur Licht  " , oberenn vrudet Mahler , unan eus ar sonourien a blije ar muian dezhan . Sartaat a reas dremm ar mestr pa selaouas outi gant aked ,  kizidik e galon :

" O Röschen rot ,

  Der Mensch liegt in grösster Not  ! " ( 8 )

Ken doueel hag hini un arc'hwerez e seblantas dezhan he c'han !

                   Degouezhet ma oa kuzh ha didrouz , kement ha ma c'helle , en etreleur gentan , ez eas Fred etrezek un trepasig strizh ma veze goulaouet anezhan gant ul lamp-moger nemeti .

Ispilhet e oa dreist an daolenn vrudet Poussin , " Bugulien Arkadia  " , adskeudennet en ur vent vihanoc'h gant ul livourig all dizanv . ( 9 )

Livioù flamm dishenvel o lugernin warni dindan sked ar goulou a ziskouezhe anatoc'h dezhan ivez holl gevrinoù an denvalijenn war he dro .

 

 poussin_arcadia.jpg

                  

                   O vont dousig gant e hent ouzh son skiltr ar piano , henchet a-wechoù gant e donioù flour , e pouezas goustadik ar bleinier laz-senin war zor zamzigoret ur gambrig-wele ma veze kizellet warni bleunioù gweadennet .

En ur sellad e tizoloas ur salonsig doare Loeiz C'hwezek , gwenvet e stumm hag e neuz , ma veze un tamm lorc'h koulskoude c'hoazh war lambruskoù glas-dour ha livadurioù-kamahu arc'hlas dislivet e speurennoù o taolennin dispis bugulien sinaat .

                   Azezet e-kreiz , e troe kein ar plac'h yaouank dezhan .

 

 

                   17 - Ha gwezhave , 'vit distanan gwrez he zerzhienn , e leze he sell melkonius o pellaat en tu all d'ar park .

A-dal dezhi , 'kreiz mogedoù an ezanser , e oa ul luc'hskeudenn gozh velenaet eus ar bloavezhioù daou-ugent ma anavezas-en warni , d'e veno , ur soudard eus an arme alaman . 

Neuze ez eas tre en he c'hichen , dindan ar c'hantolor-skourret e strink dilufr .

" Petra ' c'hellfed gwelout pa ne weler netra ? , a sonjas c'hoazh , enkrezet . ( 10 )

                   Dre anien , e santas an dallez ma oa unan all ganti .

- Piv 'zo aman ? , a youc'has-hi gant nerzh , deut stenn he bizied war douchennoù ar c'hlaouier kement ha ma oa bet spontet diouzhtu rak degouezh an estren .

Ken lentet 'oa e respont ma teuas dezhi war e nan , takenn c'hlav zamziverz o roufennan gorre dourioù tenval al lenn , o lakaat e galon da dridal ha lammat krenv en e greiz 'vel hini marc'heion an Daol-Grenn na c'hlaskas nemet un dra en diwezh  : gallout melezourin o ene e sell dreistdiraez o c'haredig ...

- Marieke ...

- C'hwi 'man ? , a respontas dezhan en ur c'hwezhadenn .

Trumm e kollas doareoù peoc'h meur ha parfeted wir war he dremm . Er-maez , 'oa krog ivez an avel da c'hwezhan e varradoù feuls ouzh deil ar faou dirollet , da c'hoari he c'han 'vel ma vefe bet en ur pennad blev fuilhet ganti , re ar pupli hag ar c'hren 'kreiz ar bodoù koad uhel ...

- C'hwi aman ? , ez adlavaras amgredik dezhan gorrekoc'h . Penaos oc'h deut'ta ?

                    Harp ouzh ar " Bösendorfer  " ( 11 ) , e daolas an den e selloù hep sonjal war ur bern levrioù dispak :

" Barzhonegoù Morven ar Gouezel  " ( Max Jacob ) , ur pennadoù bennak a-zivout Bro-Alamagn e-koulz an Nazied , " Bennozh Doue en Digenvez  " gant Franz Liszt , diwar oberenn Lamartine ... ( 12 )

                     Poan he doa o terc'hel war he c'hounnar , a ruzie he divjod dislivet .

- Aet eo Heidi d'ober kefridioù , a laras evit rein ur respont dezhan , tra ma chaoke mil sonj ha dra luziet en he fenn 'vit he zerrin .

- Va zad 'zo aet da chaseal gant Lamento . Na petra'ta oc'h deut ?

- Piv bennak eo al Lamento-se ? , a eilgerias outi , kement a warizi ennan ouzh holl re chansus bevan e ser ur vestrez ken koant .

- War-nes dont en-dro d'ar gêr emaint , sur eo ! , a laras ouzhpenn evit kaout frealz hag o klask en em zifenn outan . 

- Perak 'teus ket skrivet 'baoe 'n hanv diwezhan e Speier ? , a droc'has prim o fellout dezhan gouzout an holl wirionez en ur lakaat e zaouarn war he divskoaz .

- Klanv on bet ... , a strivas da enebin outan , o sonjal e yae dreist ar pal ganti kent ma vefe-hi fur a-walc'h da sioulaat pep tra .

                      Nag he doa bamet , gwechall , dirak ijin " he  " maestro !

Ne zlefe ket dezhi bezan ken displijet ganin , a huanadas , mantr o sevel en e galon gant klask abegoù enni d'e zianzav evel-se , hag o pokat flour d'he blev evelkent ...

 

 

                      images-couleurs-d-automne.jpg    

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                         ___

 

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 8 ) - 2003 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .

 

                 ___

 

Notennoù :

8 - " A , rozennig ruz !

       Er brasan dienez eman an den ! "

Gustav Mahler - " Urlicht  " ( Sklerijenn Andon , 1892 ) , pevare lusk an eil kensonadeg , arroud eus " Korn Achantet ar Bugel  " ( Des Knaben Wunderhorn ) .

9 - " Les Bergers d'Arcadie / Bugulien Arkadia " ( Et in Arcadia Ego , doare II , 1637 / 1638 ) , taolenn Nicolas Poussin ( 1594 - 1665 ) .

10 - C/f : " Istor ur Bleinier Laz-Senin  " ( 5 ) . 

11 - Merk brudet pianoioù eus Vienna , savet e 1827 .

12 - " Poèmes de Morvan le Gaélique  " ( Barzhonegoù Morven ar Gouezel , 1931 ) gant Max Jacob , barzh breizat ganet e Kemper ( 1876 - 1944 ) .

     - " Gottessagen in der Einsamkeit  " ( Bennozh Doue en Digenvez ) gant Franz Liszt ( 1811 - 1886 )  , diwar un oberenn Lamartine , Gouere 1829 , arroud eus " Harmonies Poétiques et Religieuses  " ( Hensonioù Barzhel ha Relijiel , 1830 , levr I , 5 ) .

 

Taolenn : " Bugulien Arkadia  " , gant Nicolas Poussin

 

                             

chastenay-2.gif

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article