Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 7 ) .

30 Novembre 2010 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 11 )

 

 

 

 

Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 7 )

 

 

images-ht-Koenigsbourg.jpg 

12_REGION-A.jpg

 

 

evit Gustav Mahler

e koun Herbert Von Karajan

 

" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h

  ho tougo da Zoue " .

Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "

( Auferstehungssinfonie )

 

 

 

Trede Luskad

 

 

III - Auberive

 

Andante Moderato / Plarik Gonvorek

 

" Seblantout a ra iskis deomp , en abeg ma ne welomp netra biskoazh met tu enep hon tonkadur ... "

Maurice Maeterlinck - " Peleaz ha Melizand  "

 

 

 

 

                           13 - Evel ma gavas dezhan da gentan , e gounezas tre warnan o tiambroug en daolennaoueg .

D'an abardaez , avat , e-doug ma veze ar wallamzer o kas he reuz , e oa chomet simudet dindan ar glav , oc'h en em c'houlenn , broudet gant e boan ha krignet e galon gant ar vorc'hed , peseurt krouadelezh ken tenval hag hec'h hini a c'hallfe bout bet ganet diwar nerzhioù ken drastus ivez !

" Perak bourran er fank pa vez kejet gant ur sterenn da hanternoz ? , a glaske da c'houzout gant e sell aspedus . Ha dre beseurt hentoù troiellek am degaso va buhez c'hoazh ? , a c'houlenne , hegaset gant e zirolloù .

                   Kaerded gouez o sklerijennan daoulagad Lola a envoras neuze .

" Kentoc'h , ne oan ket dudiet gant ar plac'h-man ? " , a lenvas , enkrezet e spered gant poanioù skrijus lakaet da ziwan en aner ennan . 

Sizhunvezhioù a dremenas ...

 

 

                   14 - An diskar-amzer a erruas hep dale , goude hej ha press tomm-berv an hanv ha ne oa gwech ebet evitan mare ar vakansoù , o vezan ma oa ret dezhan , pep bloaz , kemer lod e gouelioù sonerezh niverus 'vel Bayreuth , Salzburg , Ais de Prouvenço ...

Ha dre-holl , e c'hortozed ar " Star  " glasel 'vel ur Mesiaz ! 

 

images-Karajan.jpg

                    Kavout a reas amzer , neoazh , 'vit skrivan dezhi ul lizheroù bennak , merket a-bezh o goleier , glas dalc'hmat , gant un arouezig dister warno , seurt hanafig alaouret . Ha , sur a-walc'h , e veze treuzkaset dezhi goude , a-drugarez da harp kenwall Alexandra , houman o lenn e skridoù d'he c'hoar hag o tiskrivan dezhan , sanset , chomlec'h ha respontoù an dallez yaouank : holl draoù bet kaset en-dro dezhan er post " war c'hortoz  " .

                    Un deiz , e oa bet souezhet-mik , avat , gant c'hoant-gouzout e genskriverez diwar-benn " Auberive " , ar gaeran eus e oberennoù , hini he doa savet e vrud 'touez ar re all . Muzikvarnourien o doa kanmeulet hep termal " ijin ha spered kaer un den eveltan , gouestoc'h 'get ar vrasan ! " , a larent , doare Wagner e c'hoarigan o tennan diouto d'ar " Roue Is  " Edouard Lalo ha da " Werther  " gant Massenet . ( 1 )

" Anavezout a rit pozioù brudet Ossian ? " , a c'houlennas outi , o sonjal e re a ginnigas ar barzh war e zistro eus an harlu :

" Perak va zihunin gant c'hwezh an nevez-hanv ?

  Warc'hoazh ' teuio ar beajour ' don ar saonenn ... " ( 2 )

                    Stad a rae dreist-holl ouzh kaerder an arroud-man , heson a-walc'h e c'hlanded .

Marteze , e kanfe brav anezhan ar studierez , a sonjas , gant he mouezh ken flour . Penaos gouzout kement-se ? Ha petra ' dorimelle en he fenn ?

" Perak an titl-man ? " , a adc'houlennas outan en he lizher da heul .

                    Neuze , e teuas da daolennin mammennoù e awen dezhi , barzhonegoù sinfoniek Richard Strauss , " Ur Vuhez Haroz  " , pe c'hoazh " Treuzfurmadurioù  " , hag a veze eus an dibab dioutan . ( 3 )

Ha komz a reas ivez dezhi eus kaeran romant Annemarie Schwarzenbach en doa lennet d'e sonj , hini o larout he frazenn e-barzh n'eo ket " diaes lakaat lev etrezomp hag ar vuhez . " ( 4 )

                     Gwell e vije bet dezhan tevel , marteze , 'get dizoujan ouzh an Nenv ? En ur ger , ma veze boemet gant sell he frinsez glanv , ma wele he foan-galon ennan , ne vefe ket gant ar marv ivez , danvez e c'hoarigan ?

E skleur a wele a-wechoù e melezour skorn anezhan , bet sklerijennet gant ur sterenn lufr e penn an divent : Marieke 'oa anezhi , hag en em ziskoueze dezhan adalek an tu all , skedus , ken pell ha ken tost war un dro , war-c'horre mor glas-moug e hunvreoù ...

" Bann-heol flour , gouloù an deiz ,

  Perak ' fell dit tec'hel diouzhin ? " ( 2 )

                     Biken ne resevas mui tra diganti , ha buan gant an amzer e entanas an dilavar-se e galon , o tiwaskan anezhi poanioù skrijus .

Met ne vefe ket evel-se , gant he c'hoant diremed pellaat diouzhin , he doa divizet degemenn dezhan he diseblant hag an disrann etrezo ?

                     Koulskoude , deut pitilh gant unan a oa aet breman diwar e zro , e reas tro-wenn pa glaskas pellgomz dezhi en Alamagn .

Respontet 'voe dezhan he doa kuitaet Berlin da viken .

 

 

                     15 - Ne ra met gwashaat e santad digenvez ar c'heloù nec'hus-man . Mont a reas neuze da deurel ur rozennig ruz er Spree , e koun ur gejadenn verr a viz Eost ganti , 'pad ma chome en ur skol a vro Pfalz . Iliz-veur Speier , lec'h ma c'hoarie war an abardaez , a zalc'hfe testeni e c'halvar en askont d'e garantez dic'hoanag .

 

                                           images-roses-2.jpg

 

War-lerc'h , e stagas da labourat muioc'h c'hoazh 'vit klask he ankounac'haat .

Hag evit dont tostoc'h outi , e veze gwelet alies o pedin 'barzh un iliz : marteze en doa anavezet he dremm e Hini Frealzourez ar re 'zo er boan ?

                     Met e-giz m'he doa diskuliet dezhan he bugaleaj er Vogesen , e kounaas trumm un deiz maner Auberive , hag evit gouzout muioc'h e tivizas , da genver gouel sonerezh Ribeauvillé , gweladennin kêriadennoù ar menez tro-war-dro .

Kerkent ha gouloù-deiz , e kemeras penn an hent da vont a-benn-herr gant e " Volkswagen  " betek Hoh-Königsburg , krenvlec'h meur a-us ar blaenenn elzasat , ha Sainte-Marie-Aux-Mines . ( 5 )

                     Kentan latar gwengolo a zegase e bilhoù koton arlouet adalek ar gwinegi ma veze warno betek uhelgompezennoù en dremmwel , o hanvalout bezan du-hont linselioù gwenn ispilhet ouzh begoù ar gwez-sapr , ha goude 'trezek ar " chaumes " , bleuniet gant pavioù-bran ha banal ... ( 6 )

Seblantout a reas dezhan brav-tre an diskar-amzer , goloet e heuliad delioù gell gant skleurioù blin alaouret heol ar beure , troellennoù ludu , tammoù poultrenn o troiata ouzh an avel , a veze sellet outo 'vel bruzunachoù e yaouankiz gollet gant ar bleinier hiraezhet na vije ket bet tu dezhan o tizhout en-dro daoust da herrder e garr ...

                      Hogen , a-daol-trumm ...

Gwech dilezet an hent departamantel strizh , e vo ret sankan don , kammed-ha-kammed , en ur sapreg didrouz , gwez bras ha du enni , da zizolein goude war ur bradenn c'hlas dreist ar c'houmoul , o velezourin e distaolioù dispis dour difinv un oglennig , ar savadur hir-se e brenestroù serret bepred el lusenn sked-disked ...

                      Ha peseurt dremm zisliv , mouch-avel flour er c'hlasvez , a dostaio deoc'h en amc'houlou , dindan ar bratell ?

" P'lec'h 'man 'r garedig ?

  P'lec'h an Dimezell  ? " ( 7 )

 

 

p297021-Germany-Schwarzwald.jpg

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                  ___

 

 

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 7 ) - 2003 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 . 

 

                                  ___

Notennoù

1 - Edouard Lalo ( 1823 - 1892 ) a sonaozas " Roue Is  " ( Le Roi d'Ys ) , awenet gant mojennoù Breizh ha krouet d'ar 7 a viz mae 1888 en " Opéra Comique  " .

" Werther  " , bet c'hoariet e Vienna d'ar 16 a viz C'hwrevrer 1892 evit ar wech gentan , c'hoarigan Jules Massenet ( 1842 - 1912 ) , awenet gant oberenn Goethe .

2 - " Barzaz Ossian  " ( The Works of Ossian ) , embannet e 1765 , bet skrivet gant James MacPherson ( 1736 - 1796 ) , barzh skosat .

3 - " Ur Vuhez Haroz  " ( Ein Heldenleben ) , barzhoneg sinfoniek ( 1897 / 1898 ) ha " Treuzfurmadurioù  " ( Metamorphosen ) , oberennoù ar sonaozer ha bleinier alaman Richard Strauss ( 1864 - 1949 ) .

4 - " War Dec'h 'Trezek ar C'hernioù  " ( Flucht Nach Oben ) , romant Annemarie Schwarzenbach ( 1908 - 1942 ) , peurechuet e 1933 . 

5 - Kastell Hoh-Königsburg ( Haut-Koenigsbourg ) ha Mines ( Markirch ) , lec'hiet e Val d'Argent ( Traonienn Arc'hant ) , cf kartenn dindan .

 

  

     FRALVOIT001000.gif 

 

6 - Chaumes ( pe hautes-chaumes ) , uhelgompezennoù ar Vogesen .

7 - " Skeudennoù Alain-Fournier  " ( Images d'Alain-Fournier , 1938 ) , gant Isabelle Rivière ( 1889 - 1971 ) , c'hoar ar skrivagner . 

 

   

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article