MOSAÏQUE - II - AN TREITOUR / AMAN HAG AHONT - 7 - An Avel ' Hej Parkadoù-Heiz - The Wind That Shakes The Barley - Le Vent Se Lève ...
15 Septembre 2021 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #MOSAÏQUE II
AN TREITOUR
( The Traitor )
" The Dreamers ride against the Men of Action ,
Oh , see the Men of Action falling back ... "
Leonard Cohen - " The Traitor " *

An Avel 'Hej Parkadoù-Heiz
evit Fant-Rozeg Meavenn ( 1911 - 2001 )
Pennad Seizh
17 a viz du 2006
" T'was hard for mournful words to frame ,
To break the ties that bound us ,
Ah but harder still to bear the shame
Of foreign chains around us ,
And so I said : " The mountain glen ,
I 'll seek at morning early ,
And join the Brave united men ,
While soft winds shake the barley ... " .
Robert Dwyer Joyce ( 1830 - 1883 ) - The Wind That Shakes The Barley .
" ... Me ' gav din eo ret bezan foll er vuhez . En em rein d'un dra bennak ; ket d'un den bennak . D'un dra bennak ...
Ho preur a zo bet lazhet ganin , war urzh ar C'huzhul . "
Meavenn ( 1911 - 2001 ) - " Ar Follez Yaouank "
7 - Rannet eo alies va c'halon gant luc'hskeudennoù euzhus .
Adwelout a ran neuze holl al lazhadegoù-se o deus goloet hon Douar gwechall gant o gwad euzhus !
Du-se , e Bro-Frans : Okitania zismantret , brezelioù a Relijion , Gouennlazh Vande , dibennerez an Eneprepublikaned ...
Du-man , hor Bro-Breizh a c'houzanvas ur marv kriz ha taer gant emsavadegoù ar Bonedoù Ruz ha diwezhatoc'h Beuzadegoù Naoned Yann-Batist Karrier ! ( 5 )
8 - Kentan a viz Here ( 1 / 10 / 06 ) :
Pa ' z aen da welout , ur miz abretoc'h , film Ken Loach , " An Avel ' Hej Parkadoù-Heiz " , en em gavout a raen e Rannvro kCorcaigh ( Cork ) , e Bro-Iwerzhon , lec'h ma oa bet reuziet gwechall gant bandennadoù c'houez " Black And Tans " ( 6 ) .
Rak poanius-tre en ivez e seblant bezan istor ar vro gouezelek , bet aloubet liesgwech gant ar Saozon !
Da gentan en trizekvet kantved , met dreist-holl da c'houde , e-pad renoù Elesbed ( 1533 - 1558 - 1603 ) ha Jakez I
( 1566 - 1603 - 1625 ) , pennroueed saoz a flastras an emsavadegoù , o vac'homan-kriz ar bobl Iwerzhon !
Tra ma varve kalz tud en dienez e kendalc'has reuz ha naonegezh da gouezhan war ar vro !
Ezporzhiet ' oa bet neuze an holl genderc'hadoù vroadel gant an drevadennerien a skrapas an douaroù gwellan war-an-dro .
Kromwell a zilestras d'an 15 a viz Eost 1649 e porzh Dulenn gant e soudarded a aloubas goude-se Drogheda , o lazhadegan eno holl he c'hêriz didruez , maouezed ha bugale e-barzh !
Etre 1845 ha 1849 , e varvas muioc'h a 800.000 a dud en abeg d'an " Naonegezh Vras " , d'ar vrec'h-du ha d'ar c'holera !
E diwezh an triwec'hvet kantved , e stourmas Emsav " Fenian Brotherhood " evit an dieubidigezh . ( 7 )
Embannet 'oa bet ur wech gentan ar Republik e miz Ebrel 1916 ( Lun Fask ) .
D'ar mare-se ( Easter Rising ) , e veuzas er gwad armeoù-dalc'h kêrbenn ar Vro !
An " Dail Eireann " ( Parliament Iwerzhon ) , diazezet e Dulenn e 1918 gant " Sinn-Fein "
( 8 ) Eamon De Valera ( 9 ) , a gemennas an Dizalc'h
d'an 21 a viz Genver 1919 .
Deroù ar film a zibun istor ar Brezel-diabarzh ( 1920 - 1923 ) o tarzhan dres goude sinadur Feur-skrid miz Kerzu 1921 . ( 10 )
Diouzh an destenn-man , e tlee an Dilennidi nevez touin ma vijent atav feal d'ar Gurunenn Saoz . Nag un douellerezh e oa evit ar Republikaned !
Setu perak e teuas da vezan enebourien daou vreur , pep hini o tleout choaz da vont en e du .
" Aes d'an unan gouzout ar pezh a gazh ! , a lare Damien , ar yaouan , danvez-mezeg met lazher dre ret ivez .
" ... Diaes eo , koulskoude , evitan , anavezout e petra e kred , a ouzhpenne goude .
Heman , paourkaezh , a vo fuzhuilhet d'e dro dindan urzh ar mab henan .
Pegement e koust feulsted ha kasoni ?
Pe wir gristen a c'hellfe asantin a galon vat lemel e vuhez digant un den all , e nesan , e vreur ?
9 - Gouel ( Sant ) Mikael e Brest
( 24 / 09 / 06 ) .
Pa n'em boa ket gwelet c'hoazh ar film , n'ouien ket a-walc'h , marteze , pegen pouezus e vefe evidomp gallout envel ur bugel evel ma vefemp mennet d'ober , Micheail , Michéal , pe Mikael ( cf : An Afer Ar Goarnig , e Breizh ) .
Tro am eus da zivizout un tamm diwar-benn dazont hor c'horn-bro gant Gweltaz Ar Fur .
Souezhet on o klevout pezh a anzav a-zivout Kembre .
" N 'eo ket memes tra aman , a respont din ar barzh , kerse gantan . Diaes eo kavout levezon a-walc'h . "
A-du emaon gant e veno , siwazh .
Koulskoude , ma felle dezho holl vinorelezhioù ar Bed
kerzhout dorn-ouzh-dorn ?
Diogelin a rae Gandi e oa tu a-dra-sur d'hen ober gant youl vat ha labour pep hini !
" Dleout a rit hoc'h-unan bezan ar c'hemmadur hoc'h eus c'hoant da welet erruout war hon Douar ! " , eme ar preder meur .
" Si tous les gars du Monde ... ( 11 )
10 - Pedenn :
" Roit harp dimp , Mari-Madalen , Maeronez ar Brizonidi , evit ma c'hallimp kredin ez eo krenvoc 'h ar Vuhez eget ar Marv , hag e vo trec'h ar Garantez da bep tra en diwezh !
" Pardonit d 'ar re o deus ho stlabezet . "
" Pardonit d 'ar re o deus E lazhet ! "
AMEN .
( Da Vezan Kendalc'het )
___
Notennoù :
5 - 1 - Yann-Batist Karrier ( 1756 - 1794 ) , Komiser ar Republik , a c'hourc'hemennas lazhadeg 4000 den , an darn vrasan anezho beleien , maouezed ha bugale bet beuzet el Liger ma oa bet graet dezhi " Kibell ar Vro " gantan .
6 - " Black and Tans " : Goprsoudarded Bro-Saoz , fallvrudet , o doa stourmet war dalbenn Som e-pad ar Brezel-Bras .
7 - Un tolpad brezelourien ha chaseourien eo ar " Fianna "e mitologiezh geltiek Iwerzhon .
8 - Sinn-Fein ( Ni-Hon-Unan ) : Emsav Broadel Iwerzhon , krouet e 1902 gant Arthur Griffith
( Art O Griofa , 1871 - 1922 ) , kelaouenner , penn an dileuridi o doa sinet Feur-Skrid Londrez ( Notenn 10 ) , prezidant an eilvet " Dail Eireann " ( parlamant iwerzhon ) etre Genver hag Eost 1922 .
9 - Eamon De Valera ( New-York , 1882 - Dublin , 1975 ) .
Kannad ha pevare prezidant
ar " Sinn- Fein " goude .
Pennrenner ar Stad Dieub Iwerzhon ( Eire ) , Prezidant ar Republik eus 1959 da 1973 .
10 - Feur-Skrid Londrez ( 6 / 12 / 1921 ) a anavez stad dieub Iwerzhon
( Saorstàt Eireann ) .
11 - Paul Fort ( 1872 - 1960 ) , barzh gall , " La Ronde Autour Du Monde " in " Ballades Françaises " , 40 levr , embannadurioù Flammarion ( 1922 - 1951 ) .
___
DAN AR WERN - MOSAÏQUE - II - AN TREITOUR / Aman hag Ahont - 7 - An Avel ' Hej Parkadoù-Heiz - 17 a viz Du 2006 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .
___
A-zivout film Ken Loach :
" The Wind That Shakes The Barley " ( 2006 ) - Palme d'Or e kCannes . Scenario : Paul Laverty . Dremmourien : Cillian Murphy ( Damien ) , Padraic Delaney ( Teddy ) , Orla Fitzgerald ( Sinead ) , Laurence Barry
( Micheail ) . Tous droits réservés / All rights reserved .
" Ta run doscaoilte dunta 'd chroi-se ...
Cad is run ann , a run mo chroi-se ? "
( Gwerz hengounel gouezelek )
* " A-enep an Oberourien ' var 'chegezh an Huneourien ,
 , sell 'ta an Oberourien oc'h adkouezhan ... "
Leonard Cohen - "The Traitor " , en e albom " Recent Songs " , copyright 1979 Leonard Cohen / CBS Inc./ Stranger Music Inc. - All rights reserved .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives