MOSAÏQUE - II - AN TREITOUR / AMAN HAG AHONT - 6 - Vézelay .
17 Novembre 2006 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #MOSAÏQUE II
AN TREITOUR
( The Traitor )
" The Dreamers ride against the Men of Action ,
Oh , see the Men of Action falling back ... "
Leonard Cohen - " The Traitor " *
Vézelay
Pennad C'hwec'h
3 a viz du 2006
" Pa voe tost d 'ar c'hamp e welas al Leue hag an dañsoù . Kounnar Moizez en em danas , hag e taolas eus e zaouarn an Taolennoù hag e trailhas anezho e traoñ ar Menez ! "
Ermaeziadeg , 32 , 19 .
- Al Leue Aour .
1- Dreist-par al lec'h-se e-kreiz Europa , ur geoded istorel goude ma oa bet galvet ar Varc'heien hag an Aotrounez d'ar C'hentan Groaziadeg gant ar Pab Urban II ( Klermont , 27 a viz Du 1095 ) .
Dreist-holl eo an Eilvet a oa bet prezeget aman gant Sant Bernez , den uhel an Iliz , manac'h meur Citeaux , sturier speredel an Demplourien ( 1146 ) .
War un dro , ul lec'h emgav edo evit daou Roue ar C'hornôg etre ar vrasan : Fulub Veurdezus a Vro-Frans ha Richarzh " Kalon Leon " a Vro-Saoz o vont kuit o-daou gant un Trede Ergerzhadeg davit an Douar Santel
( 1190 ) . ( 1 )
2- Aman ' vez kavet relegoù Santez Mari-Madalen e kev an iliz-rouanez . Degouezhet e oa houman gwechall eus Palestina goude bout bet stoket hervez doare he bag zistur ouzh aodoù Provans goude ar Basion Vras . Ar vuian-karet e oa , marteze , etre an Abostoled , rak e voe test , a-raok ar re all , eus Dasorc'hidigezh ar C'hrist adsavet en E Gorf Santel .
" Perak e ouelez ' ta , maouez ? Piv a glaskez ? , a c'houlenne dezhi Ar Salver . ( 2 )
( Aviel Yann , 20 , 15 )
" Mari-Madalen " ( 1451 - 1452 ) ,
gant Rogier Van der Weyden ( war-dro 1399 - 1464 ) ,
livour flandrezat an Azginivelezh .
" E gwirionez , M 'hel lavar deoc'h , e kement lec'h ma vo prezeget an Aviel , ha dre ar bed , e vo displeget ivez ar pezh he deus graet evit ober koun outi . "
Mark , 14 , 9 .
3 - Diac'hinad ul lec'h tonket koulz da gemenn ar brezel , kenkoulz ha nac'h , war a seblante , Taolennoù al Lezenn bet roet Gant Doue da Voizez war Menez Sinai :
Un dra vat e oa d'en em glevout gwelloc'h da ziazezan , e-giz-se , raktres ur seurt " Jeruzalem Nevez " .
Awenet ' oa bet ar Grec'hienn gant an Nenv , un uhelenn ma vefe dleet d'ar birc'hirined diskouez un emglev peoc'hus etrezo .
Ha sonerezh an Aeled , hini ar Spered Santel , a c'hellfe bout bet klevet ivez a-wechoù , ma vefe dalc'het evezh outi aman .
" E gwirionez , M 'hel lavar dit , den ebet , ma ne vez ket ganet eus an Nec'h , ne c'hell gwelout Rouantelezh Doue " .
( Aviel Yann , 3 , 3 )
" Ne vern pelec'h ma c 'hwezh an avel , klevout a rez he zrouz ganit . Met n'ouzout ket eus pelec'h e teu , na ivez da ven e ya . Evel-se 'man ivez kement hini bet ganet diouzh Ar Spered . " ( Aviel Yann , 3 , 8 )
4 - E 1938 , e reas e annez er geriadenn ar skrivagner gall brudet , Romain Rolland
( 1866 - 1944 ) , keneil Sigmund Freud ha Stefan Zweig .
Roet ' oa bet dezhan Priz Nobel al Lennegezh e 1915 evit e bennober " Jean-Christophe " , ur romant a vent vras bet skrivet gantan da zanevellan deomp buhez un alaman yaouank donezonet-kaer , deut mailh war e vicher , ha , diwezhatoc'h , sonaozour ha penn laz-senin .
" Un oberenn feiz eo houman , a zispleg deomp anezhan , gouestlet da eneoù frank an holl vroadoù a c 'houzanv hag a stourm , a-raok dezho trec'hin a-benn ar fin " ! E doare ur gensonadeg Beethoven awenet gant an Natur eo un tamm , da skouer e " Delenngan d 'Al Levenez " gant pozioù Schiller ( Kan-Broadel Europa ) , m'eo meulet enni spi a zalc'h evit un Denelezh bet adunvanet gant kened hael ar grouidigezh arzel !
" Sonj an Unaniezh , bepred , eo resisaet gant ar romantour diwarni . Unded an dud etrezo , hag ar re-se gant an Hollved . " ( Rakskrid , Pask 1931 )
O tougen bri da dTolstoi , ar meizour rusian bras hag a sonje memes mod gantan d'e veno , e tispak e gred en emdroadur Mab-den ur skrid all anvet " Au-Dessus De La Mêlée "
( A-Uc 'h D 'Ar Stourmadeg ) , 1915 :
" An dlead eo sevel mogerioù kêr uheloc'h ha ledanoc'h c'hoazh , a-us da zislealded ha kasoni ar broadoù , el lec'h-man m'en em vodo eneoù kenvreurel ha dieub ar bed-holl . "
En ur stourm a-enep ar feulster en doa en em engouestlet e-unan , o skrivan , en abeg da se , e 1924 , ul levr a-zivout Gandi a gejas outan , ouzhpenn-se , ur bloavezhioù bennak goude , e 1931 .
Neuze , e voe entanet muioc'h-mui e spered gant ar prederouriezh indezat .
Ha pell a-raok ma vefe divizet mont , gant hon yaouankizoù , betek Katmandou ( Nepal ) , da studian du-hont en " Ashramed " , e voe digoret an hent dezho gant " Ar Rakwelour Vezelay " !
( 3 )
5 - Kement e oa skoet ha mantret-bras ivez Jules Roy , annezer brudet all ar " Geoded Nenvel " , gant euzhusterioù ar brezel , ken m'en doa divizet o tiskuilh anezho koulz en e romantoù faltazi niverus hag e-barzh e zeizlevr .
" Mont a reer da Vezelay evel davit ur Sterenn ... " , a skriv deomp , o tigerin e galon . ( 4 )
6 - Enno holl e sonjan pa bignan gant derezioù da vont tre en Neved .
Ur brezegennerez dispar ( Isabelle Malaurie ) , a zispleg deomp eo dav d'ar beajour bamet mont da gentan a-dreuz ar raknev d'he studian .
Heman a dalvez da dreuzoù pe damouez da bep hini en em sil er savadur .
Hag e c'hallo tostaat evel-se ar Pirc'hirin , war hent Kompostell , ouzh kened ar " Vuhez Gwirion " .
" Peogwir ez eo ret digerin Dorioù ar Baradoz a-benn mont en tu all ... " , emezi .
En un doare skeudennet e komz ouzhomp togenoù ha murlivadurioù diwar-benn diaezamantoù degouezhet gant an diskibl e-pad e veaj hir a-raok ma vo tu dezhan daoulinan e-tal Aoter an Dasprener ha goude , 'veldon-me , e donderioù ar c'hev ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - MOSAÏQUE - II - AN TREITOUR / Aman hag Ahont - 6 - Vézelay - 3 a viz Du 2006 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - Urban II ( 1042 - 1099 ) , pab e 1088 .
Sant Bernez Klairvaux ( Saint Bernard de Clairvaux , 1090 - 1153 ) .
Fulub Veurdezus pe Fulup an Aogust ( Philippe II , Auguste , 1165-1223 ) , roue Bro-C'hall e 1180 .
Richarzh " Kalon Leon " ( Richard I , the Lionheart , 1157 - 1199 ) , roue Bro-Saoz e 1189 .
2 - Santez Mari-Madelen ( Mari Magdala ) , test kentan eus Dasorc'hidigezh Jezuz
( Aviel Sant Yann ) .
3 - Sigmund Freud ( 1856 - 1939 ) , bredvezeg aostrian , diazezer ar Bredelfennerezh .
Stefan Zweig ( 1881 - 1942 ) , skrivagner ha buhezskridour aostrian .
Beethoven ( Ludwig Van , 1770 - 1827 ) , sonaozour , pianoour klasel ha romantel alaman .
Schiller ( Friedrich Von , 1759 - 1805 ) , barzh , saver pezhioù c'hoari , prederour , istorour alaman brudet abalamour d'e varzhoneg " Ode an die Freude " , kanenn veur Europa .
Tolstoï ( Léon , 1828 - 1910 ) , skrivagner rusek .
" Mahatma " Gandhi ( Mohandas Karamchand , 1869 - 1948 ) , pennlusker speredel ha politikel India , e penn ar stourm evit dizalc'hiezh e vro .
4 - Jules Roy ( 1907 - 2000 ) , ofiser , skrivagner gall bet ganet en Aljeria , annezer Vézelay .
* " A-enep an Oberourien ' var 'chegezh an Huneourien ,
 , sell 'ta an Oberourien oc'h adkouezhan ... "
Leonard Cohen - "The Traitor " , en e albom " Recent Songs " , copyright 1979 Leonard Cohen / CBS Inc./ Stranger Music Inc. - All rights reserved .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LA VIE EST BELLE !
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
Archives
/image%2F1535069%2F20210916%2Fob_354d41_village-de-vezelay.jpg)