Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 4 - Laora .

20 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

Grand Palais , 1900 , Eugène Trutat / Yvonne de Galais .
Grand Palais , 1900 , Eugène Trutat / Yvonne de Galais .

Grand Palais , 1900 , Eugène Trutat / Yvonne de Galais .

Publicité

 

TREIZH 

( Dastumadenn divyezhek )

 

 

 

 

 

I - Dremmoù Aelezed

 

 

 

 

 

 

)   Laora *

 

 




" Piv oc'h ? Petra a rit aman ?'ho anavezan ket .
  Ha koulskoude
, a gav din , ho anavezout a ran . "
ALAIN-FOURNIER ( 1886 - 1914

" Meaulnes Veur " , I , 15 .



     
 N'eo ket aes , er beure-man , steudan sifroù . 
Setu pell'zo , milvedoù , e kavan ar vuhez-se enoeüs hag hir ...
Bepred ar memes tud en ur burev ken sioul hag ur bez .
Pennkonter on , pebezh gloar !
Pa sonjan ... Hiziv , n'hellan ket tapout krog em sonjoù , pe gentoc'h derc'hel anezho , zoken .
C'hoant o deus , sur a-walc'h evidon , da vont da gantren war an toennoù lous ha gleborek , d'en em silan dre ar gwerennoù divoull evit distanan dindan skleurennoù glas un heol goanv o c'hoari toull-kuzh gant skeud ar c'houmoul du o vont e pilhoù .
       N'on ket deuet mat aman , dre ma'z on

ar " Rener ", da lavarout eo unan bennak etre ar pennrener hag an implijidi .
Ha den ebet ne blij dezhan ur beli rediet dre heg diouzh an diavaez , zoken kuzhet a-drek minc'hoarzhoù damantus , evel ma oar ober pep hini dre-man , ha me evel ar re all .
      Gortoz a ran , e damc'houlou an deiz war e ziskar , ne vern petra resis hag a vefe e penn all ar sal-man ken strizh , ne vefe ket tu din damveizan pal anezhan dreist-pouezus da dizhout , met lec'hiet a-us da zremm vrav ha dilavar va amezegez .
An hini eo hounnezh , o stouin , kehelus , damdeoget , war vern divent he faperachoù diene .
      Hag e ra van an holl-se da ziskouez diavaezioù ken sirius , pe ken tenval ?
En em c'houlenn a ran , a-wechoù ...
      Eveldon ... Gant va gwreg ha n' he deus netra muioc'h d'am larout eget ar skinwel , ha va bugale , ezvezant ken alies , gwelet ur wech an amzer e dibenn an devezh , o tont en-dro d'ar gêr , pell re ziwezhat d'am meno , o tegas ganto en o c'hambr yaouankizoù estranch , difarle , " teen-agers " a-vec'h merzet , nepred adwelet goude ...

      Hag ar re-se aman , paour-keizh ! Nasket int gant o boazioù pemdeziek ha nac'hidigezh o bezans wirion . Dilezet o deus o boud , da viken marteze , d'e guzhat n'ouzon ket e peseurt bed kevrinus , diwel . Ardivinkoù hepken int deut da vezan , sentus ha goullo , a labour a-dal din , hag a-zoare , evel just !
      Euzhusat hurlink !

Penaos kuitaat anezho ? Penaos tec'hout ac'han , hag en em zieubin ?
      Pezh na vo ket dinac'het a-hend-all , eo e sono kreisteiz bremaik an horolaj a-ispilh ouzh ar voger damvelen gant e dik-tak dic'houzanvus .
Naon bras am eus !

Kenderc'hel a ran da skrivan , koulskoude : ret eo bepred ober neuz ...
Naon du ma vo chenchet an traoù .
"
Heman ' zo 'vel kezeg Benac'h : ne c'houlenn ken met boued ha beaj ! , a lare mamm-gozh en ur c'hoarzhin .

Yaouank e oan d'ar mare-se , amzer va dimezin , yaouank-flamm ha leun ag emdouelloù , " hegredik evel Inosant Ar Joli pa n'en doa bet tamm ebet d'e goan " , pezh a zo un dro-lavar em bro-me ( 1 ) .
      Ha breman ... Ne ran nemet gortoz ar Merc'her ...
      Neuze , hep mar ebet evel pep sizhun , e teuio an deiz-se ,  ha mall am bo c'hoazh , ur wech ouzhpenn , da gaout , e pakad al lizhiri ofisiel diniverus , ul lizher glas , skriverezet atav gant ur merk ispisiel warnan ...
Met hiziv , en deiz resis-se , ne vo ket

anezhan , rak evit ar wech kentan , da greizteiz hanter , e kejin gant Laora dirak ar Palez Bras !
Emgav 'zo ganeomp hon-daou , hag e welin , a-gevret ganti , diskouezadeg William Bouguereau : un daolenn a blij dezhi muioc'h eget ar re all , edo o paouez diskulian din , anvet " An Temptadur " ( 2 ) .

Biskoazh n'em boa klevet tra diwar-benn al livour-se , ret eo din anzav . N'anavezen ket e anv zoken . Pell diouzh an arz e vevan , re bell eus ar Gened , a zo saveteerez nemeti hor menozioù disteran .
      Gant Laora e vo dishenvel , sur .
Ur vaouez vuhezek eo ! Muioc'h ouzhin e vo , mui pe vui .
Labourat a ra evit ur gelaouenn vrudet , ha dav eo dezhi mont e pep lec'h evit skrivan he fennadoù-skrid ken dudius .
Gouzout a oar kalz traoù diwar-benn ar sevenadur , dre vras , kalz muioc'h egedon .
War a seblant , dre lenn he lizheroù , anavezout a ra ur bern tud a bouez e Pariz , c'hoarerien , politikerien , hag all ... N'ouzon ket c'hoazh !
     Ar c'hoant-se da vont war-raok , neketa , a vroudfe n'eus forzh pe galon wak , deut yen ha kalet evel an dir , hag a dommfe anezhi tamm ha tamm .
Evel ma voe degouezhet d'am hini , daoust din da vezan lezirek un tamm ivez .
Se , avat , ne lavaran ket !

Da gentan , ne gomprenen ket perak he doa skrivet d'ar c'helc'h " Ni Hon-Daou " .
War a seblante , e vefe bet aes dezhi kavout paotred a-zoare , speredek , dedennus .
N'hor boa ket kredet eskemman luc'hskeudennoù , met , a-viskoazh , em boa sonjet e oa-hi kaer-tre , re gaer , re goant zoken , evit un den didalvez , ur bureviad ken dister ha me .
" An Dekenn ( ar Pin-up ) ...

hag ar bureviad " , tenergan arnevez , pennad kentan !
      Respontet em boa d'he lizher , aon ganin evelkent na vefe bet graet goap ouzhin .
Ken dous e voe , en enep , en he respont , o tanevellan he digenvez kuzh , o kompren ken mat ac'hanon , hag o tiskouez bezan ken tost ouzh va hunvreoù glanan ! Dic'hortoz e oa !

Santout a rejomp diouzhtu e oamp graet evit bevan a-gevret , dorn-ouzh-dorn . 
      Siwazh , ken abaf e oan deut m'em boa divizet , mui pe vui , livan un tammig va doareoù ha va buhez !
Ha setu me troet e beajour-kenwerzh , o vont hag o tont e pevar c'horn ar bed , o redek broioù ha morioù da zivizout a-ziwar aferioù pouezus : re o tennan d'an urzhiataerezhioù , d'ar bankerezh , hag all ...
      Anat e oa deut , a-benn neuze , hor c'hudenn vras : kavout amzer vak evit kejan " evit gwir " hon-daou !

      Erru e oa ar gwall merc'her , en diwezh , gant e samm a enkrez , gwell eo din laret .
Rak aon am boa muioc'h-mui , a-feur ma tremene an eurvezhioù .
A-daol-trumm e tintas an horolaj , koun mat am eus : kreisteiz !
      D'an daoulamm , pe d'ar pevarlamm ruz , n'ouzon ket breman , ez eas va c'halon em c'hreiz evel ur marc'h diroll , ha va sonjoù a zeredas em fenn gant tizh o nerzh , henvel ouzh ur menez-tan !
Poent e oa mont kuit !
      Adwelout a ris , ur wech c'hoazh , film c'hwitet va buhez , p'edon o kerzhout dindan ar glav o litennin ken unton ha ken ingal eus an oabl , pe eus tu all ar bez , marteze ...
N'eo ket pell an hent , dre riboulioù

ar " metro " .
Hiroc'h a-walc'h , evelkent , dre m'em boa ezhomm da vont war va zreid , da stranin un tamm gant va sonjoù , horjellet gant an engroez , da chaokat ennon mil preder touellus a waskerezh bet lakaet da c'hlec'hian e don-donoc'h va bouzelloù , mesket gant ur c'hoant didruez a zroukrans a vefe , bremaik , un digoll din !

A-hed ar ruioù kinklet-kaer evit Nedeleg , evel e kildroennoù ur ster liesliv , sklerijennet-holl ha beuzet krenn en endro ar gouelioù , e tibune a-viliadoù bugale kozh deut d'o ment , o klask ur c'hoariell nevez bennak , pe oc'h hunvreal er freskijenn .
Edo pep hini o redek davet unan all evit un tremen hepken , tu pe du , tudennoù dihenchet o kerzhout hep pal , evel skeudoù digenvez o vont da gerc'hat o zonkadur , pe o klask ur ster d'ur pezh-c'hoari kevrinus na gomprenint ket , o tiduin didruez hag o vervel goustadik e trouzioù an didrouz .
The Sounds Of Silence ( 3 ) .
      Ya , tec'hout , ha degas ganeomp nemet hor pokoù : " Si , fuggire , e portarci solo i nostri baci ... "
Ar pezh a gan sarac'h delioù ar gwez war ar vali : finval a reont dindan an avel-walarn , evel va mouezh a zeufe enno d'az kervel , a-dreuz gweledvaoù da vugaleaj

e-kichen Roma
Ha va daouarn a flour c'hwek da vlev du , oc'h en em goll enno ...
Pell on bet ouzh da c'hortoz , Laora .

Ken pell ...

     Met a-us d'an dourioù tenval , en em welout a ran o tremen war Bont an Arzoù .
Bremaik e vo te , dirak an nor-dal , dizale e vi gwelet gant ur vrozh wenn hag

ur vantell zu , livioù Breizh , da c'houzoug gwarezet gant ur skerbenn ruz , evel goanag feuls un nevez-amzer adc'hanet !
Bremaik ...
      Tridan ' ra va c'halon , ur c'hlizienn enni , evel an douar o krenan , oc'h entanan hag o tarzhan evel an Etna pe ar Stromboli ...
Kridiennoù am eus , kreniennoù terzhienn .
Laora... Ar Palez Bras ...



     Deuet on en-dro d'am burev .
Kerzhet em eus kalz dindan ar glav . Sec'hed am boa , sec'hed bras ...
      E-pad eurvezhioù , em eus sellet pizh ouzh ar riblennoù-straed , soublet va fenn , o vont hep gouzout pelec'h , aman hag ahont , hep kompren ...
Evel ur foll pe un den gouez , em boa dirollet da zifronkan , da c'hoarzhin .
      Piv an diaoul en doa graet an taol-se ?
Petra 'oa c'hoarvezet gant va gwreg ? Piv en doa laret dezhi ?
      Perak e oa-hi o tougen dilhadoù gwenn ha du evel re Laora ,

gant ur skerbenn ruz-flamm ?
Seblantout a rae gortoz unan bennak , en he sav war an diri , o vutunin nervus , oc'h ober neuz da sellout ouzh liketennoù ar mirdi , dindan an disglavier am boa profet dezhi , pell a oa , e Venezia .
      Piv an diaoul ?...

     

                                                                                                                                                                                                         

 

                          ___

 

 

DAN AR WERNTREIZH Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed  - 4 - Laora 1984 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH ( Traversée ) " , copyright 2022 .

                                            ___

Notennoù  :

1 -  Krennlavarioù tregeriat .

2 - William Adolphe Bouguereau ( 1825 - 1905 ) , livour gall : " Temptadur "  ( Tentation  1880 ) . 

3 - " The Sound Of Silence " , kanaouenn vrudet an daouad amerikan Simon &

Garfunkel . Copyright 1965 , Paul Simon - Pattern Music LTD , Sony Music / All rights reserved . 

 

Ar Gejadenn - Kerzu 1984 - Breton Version / E Brezhoneg - Bet embannet da gentan war "Al Liamm " 234 ( Genver / C'hwevrer 1986 ) e Brezhoneg ha troet e Galleg da c'houde

( 1990-1993 , adwelet e 2022 ) .  

   

      

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article