Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 5 - Maria ( Pedenn ) .

23 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

Max Nonnenbruch ( 1857 - 1922 ) Abend am See / Evening by the Lake

Max Nonnenbruch ( 1857 - 1922 ) Abend am See / Evening by the Lake

Publicité

 

TREIZH 

( Dastumadenn divyezhek )

 

 

 

 

 

I - Dremmoù Aelezed

 

 

 

 

 

 

)   Maria *

 

 

 

       Maria gaezh ,

       ( Pedenn )

                 

        

       " Kavet em eus drugarez ?

Neuze , " e lugerno a-nevez  ar bleunioù gant an heol  " , 'vel ma'z eo skrivet gant Francis Jammes . ( 1 )

Ha breman , pa selaouan ouzh sonerezh Debussy , emaon o kavout un diskar-amzer melkoniek en-dro , unan a spin 'giz un nadoz-aer eus he divaskell diavaez an traoù . Dislavar pe varzhelezh ? Piv ' c'hellfe larout ar gaou digant ar wirionez ? ( 2 )

      Ne oa hini ebet da gompren va zristidigezh " pa laoske a-unvan ganto o garmoù levenez steredennoù ar mintin . " ( 3 )

Kentan skleur tarzh un deiz nenvel  !

      " Steuzian a ra an noz , pellaat ar stered . Setu m'eo aet en-dro d'ar gêr gant o re garedik an doused diwezhan ...

Ha me hogen o tresan dit war an traezh ar gwerzennoù-man dindan ar glav ... " ( 4 )

      " Beuzet ' oa va sonj gant un dour druz nevez aet da sankan don en douar gwerso kent tarzhan hiziv eus askre tenval kondonioù an douar , tamm daeroù boull sklaer ha glan o ruilhal war vousc'hoarzh Da zremm 'vel perlez glizh dindan da valvennoù serret ... ( 5 )

" 'Vel kentan pok ar garantez 'raok ma vefe roet dezhi da intent he-unan ... " ( )

      " Azginivelezh ar c'hras gant ur vuhez wirion a santfemp genel adarre ivez ennomp he c'halon o virvin krenvoc'h 'get anien hor boud ha pelloc'h 'get islonk distrad an dazont hag ar peurbad ; ur vuhez en he sav 'vel ur vleunienn vurzhudus e kildroioù ur bed a adkavomp fromet holl pa gemeromp penn hent Gwener pe erruomp estlammet dirak gouel drellus ar Brinsez Ishtar ... " ( 5 )

     Ha padal , pa'z an war-grec'h an duchenn Montmartre da bedin 'vel dec'h e-tal ar Galon-Sakr , eo bepred skoet va hini ken dister-me hag ar re all gant talmadennoù ken krenv ha kanvaouus un Den o youc'hal a-dreuz an egor divent rak hon didruez Outi pa oa bet dilezet en-E-unan er glac'har hag en dizeri war ar Grusifi !

'Vel un draen spern sanket don enni on gwasket me-ivez gant Da zilavar poanius , daoust d'ar skleurennig-se a sked a-wechoù war Da zremm gwerc'hezel , hini a gomzen diwarni emberr arouez ur goanag nevez bennak , marteze , pa ziskouez un tamm karantez ha kenskoazell 'vit ar paourkaezh tud 'veldon-me n 'o deus netra ebet ken met santad o digenvez pa rafe stad dezho un nebeudig tommder deut eus Da varlenn hepken  , Maria , en o kenver ... "

                     

 

                               ___

 

 

DAN AR WERNTREIZH Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed  - 5 - Maria ( Pedenn 1990 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH ( Traversée ) " , copyright 2022 .

                                            ___

Notennoù :

- "Kanv ar Bokedoù-Laezh " ( Le Deuil des Primevères , 1901 ) , eilvet klemmgan , gant Francis Jammes ( 1868 - 1938 ) , barzh ha romantour gall .

2 - "Dancing Shoes " , e-barzh albom " Nether Lands " , copyright 1977 Hickory Grove Music ( ASCAP ) - All rights reserved , gant Dan Fogelberg ( 1951 - 2007 ) .

3Job , 38 , 7 .

4 - " Kanennoù Bilitiz " * ( Les Chansons de Bilitis , 1894 ) , XII - Glav er Mintin ( La Pluie au Matin ) , gant Pierre Louÿs ( 1870 - 1925 ) , barzh ha romantour gall , sonaozet gant Claude Debussy ( 1862 - 1918 ) etre 1897 ha 1901 .

5 - Stumm kozh "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , Trede Lodenn , XII , 3 - A-Drenv da Ouel Ishtar

( Derrière le Voile d 'Astarté ) .

6 - " Smarra ha Diaouled an Noz " ( Smarra ou les Démons de la Nuit , 1821 ) , gant Charles Nodier ( 1780 - 1844 ) , skrivagner romantel gall . 

 

 

     

 

 

 

 

 

                                                 

 

 

* An Istor hag an Hêrezh IHolen Mor IV - Goanag em Digenvez ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz II ) - 2 - Kanenn Vilitiz - 16 a viz Du 1990 ( Adwelet : 'hwevrer 2017 )  .

  Avent ( Pennad 1 )

  Heulienn Bryn Mawr Ar Gouezhadenn )

  ( Heuliad ar Sterenn 7 )

 

 

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article