Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 2 - Ar Gejadenn / La Rencontre / The Encounter , Breton Version / E Brezhoneg ( 1 ) .

10 Octobre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 2 )


Ar Gejadenn

da C ... ( va gwreg gentan , italianez-aostrianez a orin )





"
Piv oc'h ? Petra a rit aman ?
  N'ho anavezan ket .
  Ha koulskoude , a gav din , ho anavezout a ran
. "
Alain-Fournier ( 1886 - 1914 ) .

Diwar-benn Melizand , e-barzh  "
Meaulnes Veur "



                                  
N'eo ket aes , er beure-man , steudan sifroù . 
Setu pell'zo , milvedoù , e kavan ar vuhez-se enoeüs hag hir ...
Bepred ar memes tud en ur burev ken sioul hag ur bez .
Pennkonter on , pebezh gloar !
Pa sonjan ...
                                  Hiziv , ne c'hellan ket tapout krog em sonjoù , pe gentoc'h derc'hel anezho , zoken .
C'hoant o deus , sur a-walc'h evidon , da vont da gantren war an toennoù lous ha gleborek , d'en em silan dre ar gwerennoù divoull evit distanan dindan skleurennoù glas un heol goanv o c'hoari toull-kuzh gant skeud ar c'houmoul du o vont e pilhoù .
                                  N'on ket deuet mat aman , dre ma'z on ur rener , da lavarout eo unan bennak etre ar Pennrener hag an implijidi .
Ha den ebet ne blij dezhan ar beli , zoken kuzhet a-drek minc'hoarzhoù damantus , evel ma oar ober pep hini dre-man , ha me evel ar re all .
                                  Gortoz a ran , e damc'houlou an deiz war e ziskar , ne vern petra resis hag a vefe lec'hiet e penn all ar sal-man , ken strizh , dres a-us da zremm vrav ha dilavar va amezegez .
An hini eo hounnezh , o stouin , kehelus , damdeoget , war vern divent he faperachoù diene .
Hag e ra van an holl-se da ziskouez diavaezioù ken sirius , pe ken tenval ?
En em c'houlenn a ran , a-wechoù ...
Eveldon ... Gant va gwreg ha n' he deus netra muioc'h d'am larout eget ar skinwel , ha va bugale , ezvezant ken alies , gwelet ur wech an amzer e dibenn an devezh , o tont en-dro d'ar gêr , pell re ziwezhat d'am meno , o tegas ganto en o c'hambr yaouankizoù estranch , difarle , " teen-agers " a-vec'h merzet , nepred adwelet goude ...



                                   Hag ar re-se aman , paour-keizh !
Nasket int gant o boazioù pemdeziek ha nac'hidigezh o bezans wirion .
Dilezet o deus o boud , da viken marteze , d'e guzhat n'ouzon ket e peseurt bed kevrinus , diwel .
Ardivinkoù hepken int deut da vezan , sentus ha goullo , a labour a-dal din , hag a-zoare , evel just !
Euzhusat hurlink !
                                   Penaos kuitaat anezho ? Penaos tec'hout ac'han , hag en em zieubin ?
                                   A dra sur , a-hend-all , e sono kreisteiz bremaik , gant an horolaj a-ispilh ouzh ar voger damvelen , hag e dik-tak dic'houzanvus .
Naon bras am eus !
                                   Kenderc'hel a ran da skrivan , koulskoude : ret eo bepred ober neuz ...
Naon du ma vo chenchet an traoù .
" Heman 'zo 'vel kezeg Benac'h : ne c'houlenn ken met boued ha beaj ! , a lare mamm-gozh en ur c'hoarzhin .
                                   Yaouank e oan d'ar mare-se , amzer va dimezin , yaouank-flamm , ha leun ag emdouelloù .
... Hegredik evel Inosant Ar Joli , " pa n'en doa bet tamm ebet d'e goan " , pezh a zo un dro-lavar em bro-me ( 1 ) .
                                    Ha breman ... Ne ran nemet gortoz ...
                                    Hag e teuio ar Merc'her , evel pep sizhun .
Mall am bo c'hoazh , ur wech ouzhpenn , da gaout ul lizher glas , skriverezet atav , e pakad al lizhiri ofisiel diniverus , gant ur merk ispisiel warnan ...
                                    Met en deiz-se , ne vo ket anezhan !
                                    Hiziv , da greizteiz hanter , e kejin , evit ar wech kentan , gant Laura , dirak ar Palez Bras .
Emgav 'zo ganeomp hon-daou , hag e welin , a-gevret ganti , diskouezadeg William Bouguereau : un daolenn a blij dezhi muioc'h eget ar re all , he doa laret din , anvet " An Temptadur " ( 2 ) .

                        om821.jpg           

                                     Biskoazh n'em boa klevet tra diwar-benn al livour-se , ret eo din anzav . N'anavezen ket e anv zoken . Pell diouzh an arz e vevan , re bell eus ar Gened , a zo saveteerez nemeti hor menozioù disteran .
                                     Gant Laura , e vo dishenvel , sur .
Ur vaouez vuhezek eo ! 
Muioc'h ouzhin e vo , mui pe vui .
Labourat a ra evit ur gelaouenn vrudet , ha dav eo dezhi mont e pep lec'h evit skrivan he fennadoù-skrid ken dudius .
Gouzout a oar kalz traoù diwar-benn ar sevenadur , dre vras , kalz muioc'h egedon .
War a seblant , dre lenn he lizheroù , anavezout a ra ur bern tud a bouez e Pariz , c'hoarerien , politikerien , hag all ... N'ouzon ket c'hoazh !
                                     Ar c'hoant-se da vont war-raok , neketa , a vroudfe n'eus forzh pe galon wak , deut yen ha kalet evel an dir , hag a dommfe anezhi tamm ha tamm .
Evel ma voe degouezhet d'am hini , daoust din da vezan lezirek un tamm ivez .
Se , avat , ne lavaran ket !




( da vezan kendalc'het )




DAN AR WERN - Auberive ( Trede kelc'h ) - 2 - Ar Gejadenn / La Rencontre / The Encounter ( 1 ) - Kerzu 1984 - Embannet war AL LIAMM 234 ( Genver /  C'hwevrer 1986 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Auberive " , Copyright 2006 .
                                     

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article