Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 2 - Ar Gejadenn / La Rencontre / The Encounter , Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .

12 Octobre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

SD079-amoureux----Paris.gif
Auberive ( 2 )





Ar Gejadenn 
( dibenn )


                                Da gentan , ne gomprenen ket perak he doa skrivet d'ar c'helc'h " Ni Hon-Daou " .
War a seblante , e vefe bet aes dezhi kavout paotred a-zoare , speredek , dedennus .
N'hor boa ket kredet eskemman luc'hskeudennoù , met , a-viskoazh , em boa sonjet e oa-hi kaer-tre , re gaer , re goant zoken , evit un den didalvez , ur bureviad ken dister ha me .
" An dekenn , ar Pin-up ... hag ar bureviad " , tenergan arnevez , pennad kentan !
                                Respontet em boa d'he lizher , aon ganin evelkent na vefe bet graet goap ouzhin .
Ken dous e voe , en enep , en he respont , o tanevellan he digenvez kuzh , o kompren ken mat ac'hanon , hag o tiskouez bezan ken tost ouzh va hunvreoù glanan ! Dic'hortoz e oa !
Santout a rejomp diouzhtu e oamp graet evit bevan a-gevret , dorn-ouzh-dorn . 
                                Siwazh , ken abaf e oan deut , m'em boa divizet , mui pe vui , livan un tammig va doareoù ha va buhez !
Ha setu me troet e beajour-kenwerzh , o vont hag o tont e pevar c'horn ar bed , o redek broioù ha morioù da zivizout a-ziwar aferioù pouezus : re o tennan d'an urzhiataerezhioù , d'ar bankerezh , hag all ...
                                Anat e oa deut , a-benn ar fin , hor c'hudenn vras : kavout amzer vak evit kejan hon-daou !


                                Erru e oa ar merc'her , en diwezh , gant e samm a enkrez , gwell eo din laret .
Rak aon am boa muioc'h-mui , a-feur ma tremene an eurvezhioù .
A-daol-trumm e tintas an horolaj , koun mat am eus : kreisteiz !
                                D'an daoulamm , pe d'ar pevarlamm ruz , n'ouzon ket breman , ez eas va c'halon em c'hreiz , evel ur marc'h diroll , ha va sonjoù a zeredas em fenn , henvel ouzh ur menez-tan , gant tizh o nerzh !
Poent e oa mont !
                                Adwelout a ris , ur wech c'hoazh , film c'hwitet va buhez , p'edon o kerzhout dindan ar glav o litennin ken unton ha ken ingal eus an oabl , pe eus tu all ar bez , marteze ...
                                N'eo ket pell an hent , dre riboulioù ar " metro " .
Hiroc'h a-walc'h , evelkent , dre m'em boa ezhomm da vont war va zreid , da stranin un tamm gant va sonjoù , horjellet gant an engroez , da chaokat ennon  mil preder touellus a waskerezh , mesket gant ur c'hoant didruez a zroukrans a vefe un digoll din .

images-Rues-de-No--l.jpg        A-hed ar ruioù kinklet-kaer evit Nedeleg , evel e kildroennoù ur ster liesliv , sklerijennet-holl ha beuzet krenn en endro ar gouelioù , e tibune a-viliadoù bugale kozh deut d'o ment , o klask ur c'hoariell nevez bennak , pe oc'h hunvreal er freskijenn .
Edo pep hini o redek davet unan all evit un tremen hepken , tu pe du , tudennoù dihenchet o kerzhout hep pal , evel skeudoù digenvez o vont da gerc'hat o zonkadur , pe o klask ur ster d'ur pezh-c'hoari kevrinus na gomprenint ket , o tiduin didruez hag o vervel goustadik e trouzioù an didrouz .
The Sounds Of Silence ( 3 ) .
                                Ya , tec'hout , ha degas ganeomp nemet hor pokoù : " Si , fuggire , e portarci solo i nostri baci ... "
Ar pezh a gan sarac'h delioù ar gwez war ar vali : finval a reont dindan an avel-walarn , evel va mouezh a zeufe enno d'az kervel , a-dreuz gweledvaoù da vugaleaj e-kichen Roma . 
Ha va daouarn a flour c'hwek da vlev du , oc'h en em goll enno ...
Pell on bet ouzh da c'hortoz , Laura . Ken pell ...

Pont-des-arts-2.jpg                              

Met a-us d'an dourioù tenval , en em welout a ran o tremen war Bont an Arzoù .
Bremaik e vo te , dirak an nor-dal , bremaik e vi gwelet gant ur vrozh wenn hag ur vantell zu , livioù Breizh , da c'houzoug gwarezet gant ur skerbenn ruz , evel goanag feuls un nevez-amzer adc'hanet !
Bremaik ...
                                Tridan ' ra va c'halon , ur c'hlizienn enni , evel an douar o krenan , oc'h entanan hag o tarzhan evel an Etna pe ar Stromboli ...
Kridiennoù am eus , kreniennoù terzhienn .
Laura... Ar Palez Bras ...


                                Deuet on en-dro d'am burev .
Kerzhet em eus kalz dindan ar glav . Sec'hed am boa , sec'hed bras ...
                                E-pad eurvezhioù , em eus sellet pizh ouzh ar riblennoù-straed , soublet va fenn , o vont hep gouzout pelec'h , aman hag ahont , hep kompren ...
Evel ur foll pe un den gouez , em boa dirollet da zifronkan , da c'hoarzhin .
                                Piv an diaoul en doa graet an taol-se ?
Petra 'oa c'hoarvezet gant va gwreg ? Piv en doa laret dezhi ?
                                Perak e oa-hi o tougen dilhadoù gwenn ha du evel re Laura , gant ur skerbenn ruz-flamm ?
Seblantout a rae gortoz unan bennak , en he sav war an diri , o vutunin nervus , oc'h ober neuz da sellout ouzh liketennoù ar mirdi , dindan an disglavier am boa profet dezhi , pell a oa , e Venezia .
                                Piv an diaoul ?...

                                   
___


DAN AR WERN - Auberive ( Kelc'h Tri ) - 2 - Ar Gejadenn ( 2 ) - Kerzu 1984 - Breton Version / E Brezhoneg - Bet embannet war AL LIAMM 234 ( Genver / C'hwevrer 1986 ) - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Auberive " , copyright 2006 .

                                  
___


                              Notennoù



1 - Tro-lavar Bro-Dreger .

2 - William-Adolphe Bouguereau ( 1825 - 1905 ) , liviour gall eus La Rochelle . "Temptadur " ( Tentation ) , 1880 .

3 - " The Sound Of Silence " , kanaouenn vrudet an daouad amerikan , Simon and Garfunkel .
Copyright 1965 , Paul Simon . Pattern Music , LTD . Sony Music . All rights reserved .

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article