AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 5 - Kernevez / Villeneuve , Breton Version / E Brezhoneg ( 1 ) .
Auberive ( 5 )
Kernevez

Kinniget da Vefa de Bellaing
" Ha da belec'h ez it , pa'z eo tizhet penn hoc'h hunvre ? " ( 1 )
( Where do you go , when you get to the end of your dream ? )
Dan Fogelberg - " Nether Lands " - Hickory Grove Music , 1977 ( ASCAP )
All rights reserved .
1 - Pignat a ranker evit mont da Gernevez .
Kuitaet oc'h bet ar gêr vras dizanv , astennet ganti he brec'hioù en oabl damlouet , dindan ar glav ... Dilezet ivez Porzh-Houarn Lyon , pell zo , e voged , e rouestlad linennoù hent-houarn hag e zonkadurioù diniver .
Aman , ez eus tud pres warno . Redek a reont a bep tu , bount ha chav ganto , evel merien .
Hag evel ur freg e klemm divent an Denelezh , gant e lavar diveiz , e skrign ar rodoù war an houarn : du-hont , steuziet en engroez , evel lonket gantan , un dorn astennet en dic'hoanag war-zu unan bennak all , war dec'h , evel skeud ur minc'hoarzh war glask ur plac'h yaouank .
Houman , aet buan diwar wel , he deus diskouezet deoc'h , e-pad un herrad berr , hent ur vuhez adc'hanet ...
Klask a rit en em rein da gousket , gourvezet war ho fled , en desped d'an trouz , d'an tommder , d'an diaez m'eo bezan c'hwec'h den stardet kichen-ha-kichen , ha roc'hal a ra unan anezho , bern-war-vern , er c'hambod strizh-se .
C'hoarzhadennoù mouget , kuzhuligoù n'eus fin ebet dezho gant daou anezho , e-krec'h ...
Ha da gredin 'zo eman Laura ha Muriel o klask o kouvian , ha koulskoude , n'o anavezit ket , kas ac'hanoc'h en o c'hoari , ha rein hoc'h ali war o c'hudennoù diabarzh n'emaoc'h mui dic'houzvez anezho ken .
Da c'houde , eo bet trec'h an hun warnoc'h , en diwezh , hag horjellerezh gwaskus ar vagon a zo deut a-benn d'ho luskellan ...
Buanoc'h-buanan , e tremen skeudennoù diwezhan an devezh , a-feur ma tap an tren tizh , dre riboull divoull an hunvreoù diechu : distro d'ar burev poultrennek , damvelen e skleur ar goulou neon , gant e zremmoù blouc'h , daouarn bouk tud lorc'hus , fouge ha stad enno dalc'hmat .
Dihelloù kaset da benn , etre div gaozeadenn ne servijont da netra , nemet da lakaat biz an horolaj landreant da vont primoc'h ...
Klianted amjestr , pellgomzadennoù , promesaoù pilpous d'ur plac'h a vo disonjet buan , peogwir ne douell nemet hoc'h enoe ...
Hag evel-se e tibun ur vuhez , dizudi , diret a-grenn , dre ijin un ardivink diskiant ha diroll hepken , hini ur c'hargiad yaouank , e-unan-penn , hag a glask tec'hout diouzh ar pemdez unton : heman oc'h en em gav gludet e brizh boazioù e genseurted !
Ha setu erru ar pred-se , en diwezh , ar poent hirgortozet da vont kuit , da c'hwec'h eur rik , met araokaet un tamm hiziv , rak , abaoe an derc'hent , mezvet oc'h ha moustret eo ho kalon , skoulmet ho poull-kalon gant avel ar frankiz : c'hoant ho poa da zislonkan zoken , a-wechoù ...
Ur sigaretenn gant unan all c'hoazh , hag an amzer 'ra he zro .
Goude-se , evel dre laer , e tec'hit kuit !
Gweledegizhioù all a darzho bremaik , pelloc'h , diresisoc'h , pa vo morzet an noz , serret en he c'havell kevrinus : emaon war gein ur marc'h feuls , d'an daoulamm , a-hed gouelec'h divent al Lev-Traezh , e Plistin , e-tal mor dirollet va bugeliezh ha va yaouankiz . Pemzek vloaz e oan d'ar mare-se .
Adwelout a ran c'hoazh va c'harantez kentan , diamen , gant he fennad- blev hir , liv ar mel . Ruzian a rae he dremm , ha grik ne rannemp ...
Pallenn ar pavioù-bran , hag ar banal e bleunv , a skuilhe o frond war an tevinier uhel . Lakaet e veze bodoù an nevez-amzer , dizeliet gant an avel-vintin , war lien kriz ar mor-bras . Hag ez ae livioù anezho , ken tener , da goll e koumoul un oabl damruzlivet gant ar spi .
" Da belec'h eo aet an holl draoù-se 'ta ? " , emezon-me , a feur ma tizolo ar saprennoù ken bras ha du er goulou-deiz gwenn-holl , dindan an erc'h dinamm : ha gedourien int , war a seblant , e traon ar barroù meurdezus .
Netraigoù , marteze , ganet diwar arvestin neuz an traoù , evel ur c'hoant diwalc'h war nij en aer , hag a vefe mennet , a-wechoù , da enkrezin kalon un den yaouank o vont da gestal ur gwirvoud all , ur boud all enno .
Tra ken , a-dra-sur , met ur brizhhunvre dibad , hag a dresfe trolinennoù diresis ur Spes peurbadel , gant e donkadur dreistlavar ...
Komzoù steuziet kerkent ha bet klevet , a sonje din , hag a adkaver gant poan e kammdroiù un endervezh sioul , kent nijal kuit diwar muzelloù un Achantourez , ' trezek broioù kevrinus .
Netra all , panevet uloc'h e kontreoù ar rez , luc'hskeudennoù kozh ...
2 - Sellout a ran outo , bep an amzer , pa sav hiraezh ennon d'an deizioù tremenet .
Da zremm a gas ac'hanon c'hoazh davit ar momedoù-se a c'hras hag a gerse , war glask ur marevezh kollet .
Ne oa nemet ur sizhunvez-ehan , koulskoude , 'vel kalz reoù all , en ul lec'h m'eo kustum an dud mont da skian , en Alpoù .
En ti-prenn bras-se , avat , war ar menez , e rene un endro gouel , intret a joa hag a yaouankiz . Hep mar , en gortoz e oan-me d'un dra bennak burzhudus , un dra ne oamp ket evit ober zoken , " dreistdiraez " , evel ma ouzhpenni diwezhatoc'h , te , plac'h Sant-Loeiz * , war un ton pragmatek .
" C'hwi , Gallaoued , eo hunvreerien , evel Chateaubriand ... Ar Romantelezh am eus studiet ! " , ' poa lavaret din , stad ennout , en ur zistagan ur c'hoarzhadenn sev , ma kleved enni , neuze , son da vouezh ken dudius , " a-vaez-bro " .
Met , en tu-hont d'ar meizad mezegel-se , yen un tamm , dispriz ennan , e oa kuzhet , me 'zo sur , ha pa vefe bet diemskiant evidout , ar gourvenn da c'houzout hiroc'h diwar va fenn , da lakaat da voemerezh da c'hoari ganin-me , d'am waskan ...
" O , Virjinia , hag ez eo un disterig plas ez kalon evit ur garantez c'hloazet ? Is there a place in your heart for a wounded love ? ( 2 )
Diwar adlenn ar varzhoneg gozh-se , e klaskan faltazian war da vuhez a-vreman , ken estren hiviziken , trec'hin war gement a zo deut re ziseblant etrezomp , 'vel ar sioulded-se , kalz re spis , degaset din , hag en desped din , gant distruj didruez an amzer hepken .
E-pad pell em eus gouelet , gouzanvet ' m eus .
Den n'en deus garmet krenvoc'h eget an droug-se ennon , dihunet kriz diwar santad ar goullanter , 'vel ur sammad re bounner ha didrouz .
Penaos tapout krog er pezh na c'haller ket merzet ?
Penaos en em goll e froudennoù an avel , hag a hoal ac'hanoc'h , a dro hag a dec'h , a-daol-trumm , a-sil dre ar c'hoabrennoù ?
" Piv en deus gwelet an avel ? " ( 3 )
Ha dleet 'oa din mont da heul ar wennili , a-us plaenenn divent ar morioù , pe guzhat , rag-eeun , e-barzh ul lizher ?
Morse respont ebet n'em eus bet .
Ur wech hepken ' poa skrivet din evit va zrugarekaat war-bouez ur valizenn bet ankounac'haet ganit dre zievezh , hag adkaset ganin goude , an holl frejoù war va c'houst . Setu tout .
Ne oa lec'h ebet ennout evit an tremened .
Dazont ebet , kennebeut , goude hon devalennoù foll war roudennoù-ski Kernevez , hor c'haouadoù c'hoarzhin , hor c'hrogadoù fent en erc'h gant Padrig ha Bernez .
Nag hor c'hendivizoù entanet war oberennoù Carson McCullers , ha re Novalis , da belec'h int aet 'ta ?
" The Sojourner " on , an dremeniadez , emezout , e-ser c'hwezhan an tan , moarvat , ha gant ur pezh fouge ennout . ( 4 )
" Ha te , Heinrich out , paourkaezh ! Gouelan a rez c'hoazh , kollet eo da Sophie ganit ! " , ez poa lavaret din war ton ar godis hag an damant . ( 5 )
Diwar-benn va Breizh din-me edon o komz dit , a-zivout he yezh ankouaet hag he sevenadur disprizet .
" Tud iskis oc'h-c'hwi , Gallaoued ! Fentus eo , han ! Ne'm eus anavezet aman nemet un dispac'her euskarat ! Ha te , breman ! "
Nag an abardaez-se , er piano-bar ?
Da ganenn hud az poa kanet , hini Dan Fogelberg , hon hini : " There's a place in the world for a gambler " ( Bez'ez eus ul lec'h er bed evit ur c'hoarier ) ... ( 6 )
Ha danset hor boa war-lerc'h , re hor boa evet , irish-coffee , sangria ...
" Gout 'rez , Yann , ma fell dit bezan eurus , e rankez sonjal er c'houlzad resis-man hepken " .
Da zargreiz e oan o stardan , o lakaat va fenn war da blennad-blev hir alaouret .
Un dremm ael a floure va hini .
Neuze , hep lavaret grik , az poa poket din feuls !
( da vezan kendalc'het )
DAN AR WERN - Auberive ( Trede kelc'h ) - 5 - Kernevez / Villeneuve ( 1 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Meurzh 1986 - Embannet war AL LIAMM 336 ( C'hwevrer 2003 ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Auberive " , Copyright 2006 .
Taolenn : " Studi " gant William Bouguereau ( 1898 ) - Droits réservés .
* Sant-Loeiz ( Missouri ) .