AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 5 - Kernevez / Villeneuve , Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .
15 Octobre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
Auberive ( 5 )

Kernevez ( dibenn )
3 - Diskennet omp en-dro .
Adkavet em boa va c'henseurted , buhez ar burev .
Ur chans 'oa dit m'he doa fiziet ennon he chomlec'h , a sonjen , ankeniet . Hag ivez , ma oa-hi o chom e rannvro Pariz , eveldon : " Au pair emaon , e Neuilly ... evit daou viz c'hoazh . "
Krenan a raen pa gleven ar c'homzoù-se , distaget ken sklaer , 'vel ur varnadenn .
Lizheroù karantez hir a skriven dezhi . Bep noz , e klasken pellgomz .
Bepred hegarat , habask , evel ma seblant bezan an Amerikaned , e c'hoarzhe-hi goap , difrom ha pragmatek , ouzh va c'hinnigoù .
Lakaet e voe un emgav .
Envorin a ran ... Kemer a ris anezhi dirak he skol-dans , plasenn an Invalides .
En e bleunv e oa Miz Ebrel . Ha me 'gave din e oa-hi boemusoc'h egt biskoazh .
Hep rannan ger ebet , e treuzjomp an Tuileries .
Kemennet ez poa din : " Klask klevet an diskan-man hepken : Buhez , me 'gar ac'hanout ! "
Ha me da sonjal , koulskoude , en ur poz-kan all a salmfe trist e respont ennon , e-touez bernioù deil gwenvet gant flourig ar marv , hini avel an diskar-amzer :
" Miz Ebrel , e teuio ... Miz Gwengolo , e teuio d'am c'houn . " ( 7 )
Leun-barr a levenez , e tennez da alan en aer sin : " Na pegen eürus on da vezan aman ... Pegen kaer eo an devezh ! "
An heol splann a sklerijenne da zaoulagad gwervaen , nemet e vefe da vousc'hoarzh a savfe davetan .
Biskoazh n'ankounac'hain an ti-debrin-se , war-zu Saint-Michel , lec'h ma oan bet degaset ganit : " An Ostaleri Vihan " 
Deut eo da vezan pal va firc'hirinadennoù .
" Plijout a-walc'h a ran dit ? Troc'het 'm eus va blev " , a lavaras din a vouezh izel , gant he neuz eeun a roe c'hoant din , muioc'h c'hoazh , da bokat dezhi evel ur foll !
Kinnig a ris dezhi he frof : arc'henadoù-koroll nevez he doa diskouezet din a-raok , entanet , e gwitrin ur stal-vras .
Dre laer , e stokas he dorn ouzh va brec'h .
" Trugarez , Yann , n'on ket dellezek anezho , ne rankjes ket bezan graet kement-se . "
Termal a reas un tammig , mezh ganti , ruzaj o tont war he divjod : " ... Re gaer int ... "
War-nes eilgerian e oan bet , ha me da grenan gant an drivliadenn-se :
" Grik ... Ne lavar seurt ... Chom didrouz ... Piv 'c'hell didouezian ar gaou diouzh ar wirionez ? " ( 8 )
Goude ur predig sioul : " Gout a rez , me 'zo gant ar sonj da vont kuit bremaik ... da Vro-C'hres em eus c'hoant da veajin gant Julia , va mignonez ... Anavezout mat a rez anezhi endeo , neketa ? "
An hini a oa a chome e Bro-Saoz . A-hend-all , ez aent bepred da skian o-div a-gevret .
Dinerzh , e respontis goustad , evel peurvantret dirak un dazont hepzi na oa tec'h ebet dioutan .
Hag an dra-se am boa raksantet , hep gaout ar galon da dalan outi .
Yen-skorn , marteze , e oa deut va mousfent eviti :
" Kredin a ran ez in d'en em veuzin er Saen " .
N'he doa ket kredet kompren , pe van he doa graet , kentoc'h , da c'hoarzhin : " Waah ! Pegen romantel oc'h-chwi bepred , Gallaoued ! "
4 - Ne oa ket bet tizhet barr an dic'hoanag c'hoazh .
Pa oan oc'h ambroug anezhi e-tal digor meurdezus ar palez-se ma oa o chom ennan , e santis un tamm nec'hamant pa ranken dilezel eno va frinsez yaouank , evel dirak dor , prennet da viken , an ezvezans .
Mennet e oa d'am c'halonekaat , hag hi da laret din e teufe en-dro e-pad un nebeud devezhioù .
Gerioù na c'hallent nemet degas muioc'h a anken war va spered .
Derc'hel a raen anezhi an tostan din , daeroù em daoulagad ...
" Mont tre a rankan , breman ... So long , Yann ! Take care ! "
Pell em eus gouelet , gouzanvet 'm eus .
Den ebet n'en deus merzet spisoc'h egedon e oamp ken dinerzh ha dic'halloud rak taolioù gidas an Tonkad .
Fellout a raje din da heulian betek penn ar Bed , dre ar morioù , war gein va marc'h-red , kozh ha feal .
M'em bije gellet ...
Karout a raen ac'hanout , Virjinia .
Evel dour difinv al lenn , entanet gant ur sterenn diamen ...
Va c'harantez e oas , va bann-heol din-me .
Mes , ro din ur respont : da ven e ranker mont pa'z eo bet tizhet penn an hunvre ? ( 1 )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede kelc'h ) - 5 - Kernevez / Villeneuve ( 2 ) - Meurzh 1986 - Bet embannet war AL LIAMM 336 ( C'hwevrer 2003 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits reservés . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - Kanaouenn Dan Fogelberg : " Nether Lands ", Hickory Grove Music ( ASCAP ) , 1977 . All rights reserved .
2 - " Virjinia " , 1979 , in " Auberive " 7 , barzhoneg Dan Ar Wern .
3 - " Who has seen the wind ?" , danevell Carson McCullers , skrivagnerez amerikat ( 1914 - 1967 ) , embannet e 1956 e-barzh ar gelaouenn " Mademoiselle " , and in " The Mortgaged Heart " , Houghton Mifflin , Boston , 1971 .
4 - " The Sojourner " ( An Tremeniad ) , danevell Carson Mc Cullers , embannet e " Mademoiselle " e 1950 , ha goude , e-barzh " The Ballad Of The Sad Cafe " ( Gwerz ar C'hafedi Trist ) , Houghton Mifflin (1951 ) .
5 - " Heinrich Von Ofterdingen " ( 1802 ) , romant lourennek , intret a varzhoniez hag a brederouriezh , brudet-kaer . Bet skrivet gant ar skrivagner german Novalis ( 1772 - 1801 ) , oberour meur ar Romantelezh .
Sophie Von Kühn , danvez-gwreg Novalis , a oa marvet yaouank-tre . Nec'het-bras e oa bet ar barzh gant ar gwalldaol-se .
6 - Kanaouenn all Dan Fogelberg : " There's a place in the world for a gambler ", in " Souvenirs " , Hickory Grove Music ( ASCAP ) , 1974 .
7 - " April come she will " , kanenn vrudet gant Simon and Garfunkel . Pattern Music LTD , 1965 , Paul Simon . All rights reserved .
8 - " Dancing Shoes " ( Botoù Dansal ) , ur ganenn all gant Dan Fogelberg , in " Nether Lands " .
___
" Ken kaer eo honnezh ma vezer skoet gant ar boan pa seller outi .
Re bar d'un ene hewel eo ... "
Isabelle Rivière , " Skeudoù Alain-Fournier " , An Istor Gaer . Emile-Paul Frères , 1947 .
___
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LA VIE EST BELLE !
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
Archives