Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad / The Sojourner / Celui qui Passe , Breton Version / E Brezhoneg ( 3 ) .

5 Décembre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

                       images-avion-dans-la-nuit-copie-1.jpgclouds-indian-ocean.jpg 

AUBERIVE ( 7 )


An Tremeniad ( 3 )
( heuliad " Kernevez " )

Kinniget da Carson McCullers

" ... Hogen , pa'z eo eil hanterenn ar vuhez ur c'herz hir evit en em zizober diouzh traoù 'zo , sur a-walc'h ne oa ket pouezus perzh an taol-arnod-se . "
Francis Scott Fitzgerald - " Three hours between Planes " )



                                               - V -


                                Prestik goude , tamolodet war e azezenn , m'en doa sonj kaout goudor warni , e verzas e oa dianket unan eus ar bizied war e eurier .
Alies , n'eus ket ken a liv war an amzer , a lavaras etre e dog hag en ...
Tremen a ra evel ma ra ur skeud hepken , dindan dec'h , etre noz ha deiz ...
Bez' ez eus tud a garomp , re all a vennfemp gwelet o pellaat diouzhomp da viken ...
Piv a oufe lared , e gwirionez , da ven ez a hor c'hammedoù ?
Petra e oa bet hor c'harantezioù , hor buhezioù ?
                                Un tamm diwezhatoc'h , pa voe distroet d'al lec'h m'edo , hep ratozh ebet dezhi , en em silas a-nevez en e gichen .
Kejet o doa o selloù .
Edo c'hoazh o magan sonjoù du gant e lennadenn .
" ... E vuhez a hanvale bout digenvez , dister a-walc'h , un astez peulvan bresk na zouge mann ebet ken e-touez dismantr ar bloavezhioù kollet ... " ( 1 )
                                Drouklivet e zremm , e savas e benn .
Ha van a reas da vousc'hoarzhin , avat .
" C'hwi 'ni eo ? C'hwi 'ni eo ? , a lavaras trumm dezhi , en un doare diskredik .
" Ha gwir eo ? "schwarzenbach.gif
                                Sebezet , e chomas ar vaouez a-sav , evel m'he dije gwelet , e-tal dezhi , ur spes difluket diouzh ur bed all !
" Keid-all 'zo ... , a gendalc'has ar beajour a vouez izel , goude ur pennadig .
" Ugent vloaz 'zo , marteze ? "
                                N'he doa lavaret tra c'hoazh .
Evitan , ar pezh edo o paouez lenn a oa mesket gant skeudennoù dispis e amzer-dremenet war dec'h .
Mantret e galon , e plegas e benn dindan ar bec'h .
Faziet e oa bet hent , diarvar , ha goût a ouie e vefe talvezet dezhan .
                                Ha padal , na kaerat plac'h e wele dirazan , ha yaouank c'hoazh !
Koulskoude , ereet e oa-hi , tamm-pe-damm , gant e istor dezhan e-unan , gant e zigenvez e-unan , deut war wel adarre , d'an devezh resis ma oa bet dleet dezhi tec'hel ?
Ha petra sonjal eus ar gredenn-se e c'hallfe dastum enni bouedenn diazez e holl voud , e endon mab-den , hag ober eus e ene un dresadenn dinoaz nemetken , diwar an trivliadoù liesseurt en deveze da santout abaoe marevezh e vugaleaj ? 
                                " E " Virjinia dezhan , evel ma veze graet anezhi gantan lies gwech , dre e hunvreoù , " e " Virjinia dezhan , e pe lec'h ez afe breman d'he zamolodin , nemet hag e don-donan eus e c'houelec'h e-unan , hini gloazioù e galon , marteze ?
Ha ne gendalc'hfe ket da vevan , c'hoazh , skoachet-mat a-drenv e zic'hoanag dreist-muzul , seurt aberzh meur daou garedig , ha sklaerded un uhelvennoz dreistdiraez ?
Tra ma oa aet an holl draoù-se da goll ...
                                Daoust hag-en n'en doa ket klasket e roudoù , en aner , e kement kêr he doa komzet anezho dezhan ?
E kement levr , e kement bomm-sonerezh ?
                                Met , " p'emaomp kollet , peseurt skeudenn a vefe degaset war hon sonj ? " ( 2 )
Ha " penaos ober , pa ne fell ket dit e vefe dihunet va ene gant da hini ? " ( 3 )
                                Dizehan , e veze pistiget gant ar goulennoù-se graet outan , evit doare , gant mouezh diheverz ar Mor-bras , e-barzh ec'honderioù tenval-mat o c'hevrinoù didermen , en traon , hag adkregin evel-se , gant " Kanaouenn a Garantez " vrudet Rilke . ( 3 )
                                Er-maez , en amheol glas-gwer emledet war ar mor , er pelloù , e voe entanet e greiz gant skleurenn zisliv ar goulou-deiz , hag e vo ganet ennan , da c'houde , flamm lent ha foll ur goanag espar .
Evel ur respont hirgortozet e tarzhas , a-benn ar fin , a-dreuz an noz o vervel !
                                Hag ur werzenn gant Victor Hugo , e koun an deizioù skol dibreder , a zeuas en-dro krenn e spered trubuilhet :
" A Oabl , eveldout ez eo ar galon , par d'ur gwir islonk . " ( 4 )
                                Huanadin a reas , p'en doa komprenet re ziwezhat ar pezh a dalveze evitan .
                                Met , pa strivas , en diwezh , da valbouzat un nebeud gerioù-digarezin , e oa aet an dreizhadez diwar wel ...


ECHU

                                       ___


DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad ( 3 ) - 1994 , 2001 / 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 340 ( Here 2003 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Auberive " , Copyright 2006 .


                                                              
     mccullrs.jpg                     
 
                                       ___

                                 Notennoù


1 -
" The Sojourner " , danevell Carson McCullers , e-barzh " Gwerz ar C'hafedi Trist " , 1951 , Houghton Mifflin ( The Ballad of the Sad Café and Other Works ) .

2 - Barzhoneg Carson , in " War glask Carson McCullers " ( A la Recherche de Carson McCullers ) , gant Jacques Tournier , Calmann-Levy , 2001 .
3 - " Kanaouenn a Garantez " , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) , meneget e-barzh levr Jacques Tournier aman a-us .
4 - " Le Tas de Pierres " ( Bern Mein ) - " Amour " ( Karantez ) , gant Victor Hugo ( 1802 - 1885 ) .

                           Mammennoù


1 - Carson Mc Cullers
  ( 1917 - 1967 ) :
     - " Ur Wezenn , ur Roc'hell , ur Goumoulenn " ( A Tree , a Rock , a Cloud ) , e-barzh " The Ballad of the Sad Café " .
     - " Clock without Hands " ( Un Horolaj hep e Vizied ) , 1961 , Houghton Mifflin , Boston .

2 - Virginia Spencer Carr :
          - " The Lonely Hunter " , New York , Doubleday and Company , 1975 , Carrol & Graf Publishers , 1985 , 1989 .
          - " Understanding Carson McCullers " , University of South Carolina Press , 1989 .

3 - Josyane Savigneau :
     - " Carson McCullers : un Coeur de Jeune Fille " ( Ur Galon a Blac'h Yaouank ) , Stock , 1995 .

4 - Levr Jacques Tournier , aman a-us .

5 - Francis Scott Fitzgerald ( 1896 - 1940 ) :
" Three Hours between Planes " ( Teir Eurvezh etre Daou Garr-Nij ) , tenet eus " The Lost Decade and Other Stories " ( An Degad-Bloavezhioù Kollet hag Istorioù all ) , Penguin Books .

                                   

                                              ocean-contre-jour-8961.jpg

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article