AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad / The Sojourner / Celui qui Passe , Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .
3 Décembre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
AUBERIVE ( 7 )
An Tremeniad ( 2 )
( Heuliad " Kernevez " )
Kinniget da Carson McCullers
" ... Hogen , pa'z eo eil hanterenn ar vuhez ur c'herz hir evit en em zizober diouzh traoù 'zo , sur a-walc'h ne oa ket pouezus perzh an taol-arnaod-se . "
Francis Scott Fitzgerald ( " Three Hours between Planes " )
- III -
" ... Again , the terror , the acknowledgement of wasted years and death ... "
Ar spont , adarre , anzav ar bloavezhioù gwastet , ar marv ... ( 1 )
Hep gouzout dezhan , e paras e selloù goullo war ar frazenn-se , met ne oa ket sur en doa c'hoant da gompren anezhi da vat .
Ken niverus e wele dirazan , dre e hunvre , keodedoù leun a geuz , amorted e pep lec'h , merc'hed nevez , tudoù dihenchet a c'hortoze , ambac'h , skleurennig ur mousc'hoarzh , gerioù goanag .
E New-York e oa o chom da neuze , gant ur Rusianez , danserez " night club " , hag he faotrig yaouank .


Hag hounnezh a oa o labourat en un davarn gall , " La Belle Epoque " he anv , lec'h m'en doa kejet ganti .
Distrein a rae hiziv eus ar " Bed all " : obidoù e dad-kozh a-berzh mamm , re zianavez evitan , diouzh e zoare , bet lidet er sizhun dremenet e Breizh . ( 2 )
Gweladennet en doa ar vourc'hedennig sioul ma oa chomet enni an den , e tro ar c'hantved , gant emdouelloù aner e oad krenn ...
" ... Taol ar marv-se en doa skoet ken kalet en e galon , m'en doa merzet e oa echu e yaouankiz ... " ( 1 )
Intent a reas ivez e c'halle , dre vurzhud , gwelout lod eus e vuhez skosellek o tibunan dirak e zaoulagad , war ar follenn baper , dre linennoù an danevell-se e oa trellet ganti .
Ne oa ket ken evit klask gouzout perak .
Skrijan a reas ...
- IV -

Un den war nez mervel a savas en e sav diwar e azezenn . Un den prest da vervel , war a grede , drouklivet , gwasket poull e galon .
Poent 'oa dezhan kredin komz outi , hep fatan , ha , ma vefe tu , fiziout un dra bennak er veajourez a-zivout mantridigezh e spered .
Goustadik , ec'h eseas tostaat ha klask war he lerc'h e-kreiz an denvalijenn ...
Diaes e oa , en abeg d'an dud tro-dro , pa ne c'hellint biken kompren " kevrin ar Gened " , a gave dezhan , evel ma rae Gérard de Nerval .
Gwelet a reas anezhi moredet un disterig , ur pennad-blev melen brav o ruilhal war he divskoaz .
Met ne oa ket he hini .
Ur plac'h yaouankoc'h a veze en he c'hichen , ken kaer doare homan , met henvel a-walc'h ouzh ur gour e oa , pe gentoc'h ouzh ur c'hrennard , seurt ael , un neuz yaouank-flamm war e zremm .
Na pebezh souezhadenn 'oa e hini ! Kredin a reas dezhan e wele Sybille !
Che , ne c'helle ket bezan gwir , dre du ebet !
A-vec'h m'en doa he damwelet , a-hend-all , e c'hoantae steuzian hep lezel tamm roud war e lerc'h .
Dres d'an ampoent , e veizas e oa faziet : ken pell e oa he doa-hi tec'het diwar hon ifern ! ( 3 )
Ma ! Ne oa ken sur ken e vefe honnezh an hini a glaske da vat .
Daoust ha n'en doa ket hunvreet un tamm re enni ? Kalz re , evel boaz ?
An hini en doa anavezet gwechall , hag a hente e ene kuzh c'hoazh , daoust hag ar memes hini e oa , e gwirionez ?
Hag henvel e oa-hi ouzh plac'h e oa bet sorc'hennet ganti ?
Santout a reas e zivesker horjell-dihorjell war e dreid .
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad ( 2 ) - 1994 , 2001 ha 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 340 , Here 2003 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - "The Sojourner " , danevell Carson McCullers , e-barzh " Gwerz ar C'hafedi Trist " , 1951 , Houghton Mifflin ( The Ballad of the Sad Café and Other Works ) .
2 - Yann Kervern I ( C/F : " An Erbeder " )
3 - C/f : " Al Lizher " ( Deizlevr , Envorennoù , II )

Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives