AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad / The Sojourner / Celui qui Passe , Breton Version / E Brezhoneg ( 1 ) .
28 Novembre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
AUBERIVE ( 7 )
An Tremeniad ( 1 )
( Heuliad " Kernevez " )
Kinniget da Carson McCullers
" ... Hogen , pa'z eo eil hanterenn ar vuhez ur c'herz hir evit en em zizober diouzh traoù 'zo , sur a-walc'h , ne oa ket pouezhus perzh an taol-arnod-se . "
Francis Scott Fitzgerald ( " Three Hours between Planes " )
- I -
" ... Kêr Roma eo , a c'helled gwelet , kerkent ha gouloù-deiz , er mintin-man , dre dakadoù diamzer an hunvre , p'eo mesket ar bloavezhioù etre hun ha dihun ...
John Ferris a zihunas e kambr un ostaleri New-York .
Santout a rae e oa un dra bennak displijus da c'hoarvezout gantan .
Petra ? Ne ouie mann ... " ( 1 )
Echu ' oa ar film , ha kalz tud a oa manet kousket , mui pe vui , e-barzh ar c'harr-nij .
Re all a stourme eveltan , marteze , ouzh skleur ur gouloù-lutig bennak , e tenvalded ar c'hombod-lestr-se , hini ur 747 " Jumbo " , ha klask a raent lenn gant poan evit disonjal o skuizhded .
Adlenn a rae , ur wech ouzhpenn , hag e saozneg en-dro-man , danevellig ur skrivagnerez amerikan a blije dezhan abaoe pell .
Neuze-souden , en doa sonjet dezhan hec'h adwelet trumm anezhi !
Seblantout a ra bezan iskis ar vuhez a-wechoù , diaes da gompren .
Arouez , pe gendarvoud ?
Ken buan e oa-hi tremenet en alez , evel p'en dije bet diguzhet krenn evitan skeud e Donkad - e hini - a darzhe aze , d'an eur-rik-man , a-ziwar frazennoù e levr .
Poent'oa , hep mar na digarez ? Piv'a c'hallfe gouzout ?
Trein a reas ar pajennoù , nec'hamant o kreskin ennan .
Ken kozh hag en , e oa holl e envorennoù o vevan c'hoazh gant nerzh e don-donig e askre .
Emskiantan a reas outo , hag aon en doe rak e from dirak an amzer-da-zont .
Aon dirazi , marteze ?
" Betty Wills , a lare an istor , ur vaouez en doa karet , barrad karantez berr , hi-dimezet , breman ... " ( 1 )
- II -
Aet e oa-hi e-biou , dres d'an ampoent ma oa oc'h en em c'houlenn c'hoazh hag ur ster bennak a vefe biken en e greiz , met ivez tro-dro dezhan .
Virjinia !
Kounan a reas ... Nag a lizheroù entanet en doa skrivet dezhi , neuze !
Daoust d'ur c'hlaouenn ruz a sante ennan , bet kuzhet gant e feiz en dazont , e oa leun e galon ganti , leun a hunvreoù ken sklaer ha glan , leun a spi !
N'en doe respont ebet , morse !
Ul labourer breizhat yaouank , deut da Bariz evit gounit e vara dre-man , hag oc'h en em gav gant un amerikanez yaouankoc'h c'hoazh , edo o teskin an dans du-se ...
Netra boutinoc'h , neketa ?
Ken pell en e envor e seblante bezan kement-se , breman ...
Koulskoude , ken sanket en e spered , ha ken don , war un dro , ne vije ket bet tu da ziverkan ur garantez vras evel-se .
Gouzout a ouie en doa gouzanvet kalz en hec'h askont , moarvat , met dre " e wall " e-unan e oa bet ivez : daoust ha n'he doa ket laret dezhan , ken tener e gwirionez , " na c'halle ket bezan anezhi war an douar-man evidomp hon-daou , siwazh ... "
Kerkoulz all , ne ouie mui resis petra a zlefe bout , er ster boas , ur " wir " respont ?
Kenderc'hel a rae , birvilh enni , da vezan boureviet e galon hepken , bep ar mare , en abeg d'an envorennoù . Setu tout ...
Goude bout bet , betek re , digalonekaet ha dinerzhet d'ar c'houlz-se , e oa deut er c'hontrol , diwar-neuze , diseblant pe zigas , tamm-ha-tamm , en askont m'en em gave ken distrujet ma oa bet ganti en e greizon .
Ha n'he doa ket freuzet pep tamm e vuhez ?
Darempredin a rae breman lec'hioù iskis , ostalerioù digenvez , tost da vat .
Kejan a rae eno gant tud dianav dezhan , " istrogelled " ; kousk a rae gant merc'hed aet buan diwar wel , tapet ganto ur blijadur verrbad peurliesan , hini ur vuhez deut goullo ha dilufr .
Pe dalvoudegezh evit ar re all ? Peseurt diforc'h a-hend-all , en devezhioù tenval ha direizh-se ?
Hag evitan , a sonjas dezhan ?
Netra ken , war a seblante , pa sellet outi diouzh an diavaez , nemet ur c'heflusk didalvez , un " happening " hirbad .
Ne rae forzh .
Piv en doa laret dezhan , pelec'h bennak en doa lennet , endeo , e oa evel " an dud na ouezont bevan nemet en ur vont d'ar strad , rak en tu all e tremenont " ? ( 2 )
Ouzhpenn-se , pet " Kristen a-feson " en doa kejet ganto a-raok , hag a veze ken yen o c'halon , ken kalet hag ur maen , pe galetoc'h c'hoazh !
Fellout a reas dezhan sevel ha redek a-dizh daveti , evel unan foll , pe un asez " Yann diwezhat " . Piv ' oufe laret ?
Ha war-lerc'h , en dije karet bezan gouest da zanevellin goustad dezhi e holl vloavezhioù dister , en didrouz hag en digenvez , hepti .
Komz outi eus e zimezin diwezhan , eus e dorr-dimezin ...
Eus e dec'h war-zu ar Stadoù Unanet .
Ha kompren a rafe e c'hoant bras ennan da gemm e zoareoù bevan , e ezhomm divent a frankiz ?
Marteze edo-hi o chom e New-York ?
Pa vefe deuet da sonj dezhan d'he c'hlask eno , a sonjas . Ne oa ket sur . P'en dije gouezet ...
Ne dalv ket magan kerse , en aner , ha re ziwezhat e teu an anaoudegezh eus an tremened , bepred . Evel ur skeud eo hepken ...
Neoazh , karet en dije gouzout hag ankounac'haet he doa e santadoù en e genver .
Amzer o buhez " disoursi " a welas e-pad un eilenn : pa oant o-daou , studierien e Pariz , dorn-ouzh-dorn a-hed kaeoù ar Saen ...
( da vezan kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad ( 1 ) - 1994 , 2001 ha 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 340 , Here 2003 . Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù
1 - " The Sojourner " ( An Tremeniad ) , e-barzh " The Ballad of the Sad Café " ( Gwerz ar C'hafedi Trist ) , gant Carson Mc Cullers ( 1917 - 1967 )
Penguin Books , 1974 .
2 - Friedrich Nietzsche ( 1844 - 1900 )
" Amity " ( 1933 )
Bernard Fleetwood-Walker ( 1893 - 1965 )
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 24 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives