AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h / La Troisième Arche / The Third Arch - E Brezhoneg / Version Bretonne ( 4 ) .
13 Septembre 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 9 )

An Trede Arc'h ( 4 )
da Ray Bradbury
" Kontet eo bet an amzer , hag embrientin a zleomp ober ur veaj hir ... "
Laurence Freeman - " Jezuz , Mestr Hon Diabarzh "
" Degouezhout a rejomp en diwezh en ul lec'h ma oa bet an ti ennan . Peurziskaret e oa ar ranngêr en e fezh ... A-vec'h e veze damwelet hed-tro ar porzh ... Klask a raen merkoù bennak dindan an atredoù . "
Philippe Le Guillou - " Tour-Meur Lonveigh " , 1 , 3
14 - Dre vurzhud ' oa difluket un dorn a-ziwar dismantroù kerbenn gozh "Ar Roc'h " , troet breman da dachennad zifennet , hag en doa tennet anezhi a-daol-trumm eus krabanoù soudarded ha paotred c'hagn Edom ( 5 ) .
Bec'h o doa bet , hi hag he salver kevrinus , o tec'hel diouzh ar chase nevez-man bet graet d'an "Iloted " ( 6 ) . Redek a rejont evel un tenn , o tapout hed o divharr .
Seblantout a rae he ambrouger yaouank gouzout mat holl ar milendalloù niverus bet kleuzet e-pad rouestl ar brezel-diabarzh : kaset e voent gant o zamm galoup d'un ti-annez hanterziskaret eus ar fabourzioù ma voe klasket repu ennan ganto .
Ti ar re gozh e oa , hini ar vakansoù hanv e Breizh ...
Ne vije ket bet gouest d'e anavezout diarvar , diouzh ma wele-en evel ur spes e-kreiz endro reveulziet an Diskuliadur . Savadurioù kouezhet en o foull , ha freuzet kej-mesk .
Harp ouzh aspadennoù ur voger wechall , ma oa degaset d'he c'houn ouzh e welout a-dreuz poultr ar goulou-deiz , diduelloù plijus he bugaleaj , ez emgavas e oa gwelloc'h eviti .
Galloudek-vras e oa manet he anien-dreuzvevan . A-drugarez dezhi , e tivorfilas raktal he spered . Trec'h e oa breman war an taol pounner en doa skoet he c'halon , hag ez adkavfe ivez buan he nerzh kent .
15 - Met , pa veizas e oa ken euzhus an enkadenn ma oa enni , pa santas en he c'hichen bezans ur c'hrouadur ken hakr ha divalav e zremm , koenvet-holl , gant ur bern burbu warni , e voe lakaet he gwad da drein e gwelien !
Mennout a reas tec'hel kuit a-nevez , diratozh a-grenn , gant ur fulor ruz enni , gouez he fenn , da chom bev !

16 - Ar yaouankan eus he bugale e oa , an arzour e galon ken tener ma oa bet roet dezhan an hevelep anv-badez hag e dad .
He aelig kaezh e oa, he c'harantez !
Kendrec'het ' oa abaoe pell ' oa bet lazhet he faotr , muntrad un tonkadur garv 'pad un emsavadeg .
Koulskoude , he doa klasket hep ehan ur roudenn ziwezhan war e lerc'h .
Neuze , ken lies gwech ma teue a-benn , evel hiziv , da blegan anezhan , pa felle dezhi mont war-c'horre , e lare dezhi Fred ez ae re aes , marteze , da lonkan kelien ha da heul falshunvreoù ...
Souezhet-mik , e taolas ur skrij !
" Yann ... Yann ...
Dirollet e oa da ouelan he gwalc'h gant al levenez , barret ganti evel drastet gant ar boan war un dro , sabatuet o welout anezhan dirazi .
" Kredin a rae din e oas marvet , ez anzavas dezhan en diwezh , daoulinet e-tal dezhan , o seblantout pedin hag aspedin anezhan , o skuilhan daeroù puilh dirak trolinennoù heugus he mabig , bet gwechall ken kaer hag an nenv .
" Mammig , a respontas dezhi , nec'het . Gouzout a raen e strivfent d'az lakaat da vont "er-maez " .
" Ne vijes ket bet an hini gentan d'an oad-se . Kontet o deus ouzhit pikoloù gevier . Hag ouzhin-me ivez , emezan c'hoazh dezhi doaniet , bec'h warnan .
Emzizober o deus diouzh unan bennak a c'hoantae ma vefe diarbennet o torfedoù . "
" Gwel , n'eo ket dic'hallus dimp bevan dre-man .
Ne zeue ket a-benn d'e gredin , koulskoude .
Difronkan a reas .
Rannet ' oa he c'halon , ha ne c'hellas ket , gant he mouezh moug , respont dezhan .
" Ken diaes eo stourm ouzh ur poread evel-se . Dleet 'oa d'ar blanedenn a-bezh bezan bet kontammet e div pe deir sizhun ...
Pistri an aer , liv arc'hris , leuniet gant poultrennoù metalek , a lakae merkoù lin-brein da lufran muioc'h c'hoazh war e zremm divi , distreset .
Nag a fent 'oa gwelout war e glopenn ur gasketenn boultrek eus Arme ar Silvidigezh !
E zaouarnigoù mac'hagnet a zalc'he kloz outan un draig lous dister edo o paouez dastum war an douar , evel un aspadenn druezus deuet eus ur marevezh a seblante hiziv aet da get .
" N'ac'h eus ket sonj eus Diana ?
Merc'h an amezeion e oa , e garantez gentan .
Marvet-hi ivez , emichans ...
Ur skrign gloazus a reas , hag a hanvalas bezan , gant ar verc'hodenn baour e pilhoù , ar sin nemetken eus e dristidigezh vras .
" Hogen perak , va mab ?
" Perak ? , he doa adlavaret dezhan hep kompren .
Hag edo abafet , peurvantret he doare .
Ne gredas ket trein e sell war e du .
" Sonjal a raen ne oa nemet euzhtud war-c'horre , a valbouzas en diwezh .
Ne respontas ket dezhi ar paotr .
Kridiennoù a hejas anezhan . Ur goulaouenn vlin dianav a baras war e zaoulagad wenn , glebiet a zaeroù zispi .
Krenan a reas an derzhienn e groc'hen zislivet .
( da vezan kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h ( 4 ) - 1992 / 1993 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . E Brezhoneg / Version Bretonne . " Auberive " , Copyright 2006 - Embannet war " NIDIAD " n° 16 ( Here 2013 ) .
___
Notennoù :
5 - Amaziaz , Roue Juda , war-dro 800 bloaz kent Hon Salver Jezuz-Krist , a aloubas krenvlec'h an Edomed , anvet " Ar Roc'h " ( Petra ) .
6 - Anv roet da sklaverien Sparta .
___
" Ne vevo den ebet el lec'h-man , ha Mab an den ne raio ket e annez evel estren ennan . "
Jeremiaz , 50 , 40 .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives