AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h / La Troisième Arche / The Third Arch - E Brezhoneg / Version Bretonne ( 5 ) .
22 Septembre 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
AUBERIVE ( 9 )
An Trede Arc'h ( 5 )

Da Ray Bradbury
" Neuze e tigoras en Nenv Templ an Aotrou ,
Hag e teuas war wel ennan Arc'h Santel E Emglev . "
Diskuliadur Sant Yann ( 11 , 19 )
17 - Tra ma talc'he o-daou da ziskulian o c'halonoù an eil d'egile , e oa krog a-nevez , e damc'houlou ar serr-noz , gant treluc'h mein-sked o zro-goroll vistr-divent . O vomman a-vil-vern a-ziwar islonkoù an Hent-Gwenn , e hanvalas glavan puilh , en un taol , barradoù stered luc'hus .
Kouezhan a rejont war vorlenn Vrest , o sklerijennan anezhi gant un tan-arvest hollgaer .
Met ez eas pep tra buan diwar wel da c'houde .
18 - Diwezhatoc'h , e-keit ma tispake al Loar he bravan mousc'hoarzh war an inizi , dreist dremmwel damruz an Diskuliadur , e splannas er pellder , e-kreiz spesoù skornet ar bed kozh , ur pezh houarnaj e stumm ur groaz .
Dizoloet e oa evel-se un daolenn spontus , gant rivinoù e pep lec'h : ur bern traoù mesk-ha-mesk , strewet a bep tu , tammoù kirri-tan bet losket ha penseet a-leizh , dismantroù liesseurt o tivogedin , relegennoù tiez-labour pe listri-brezel niverus ...
An Arsanailh kozh e oa .
War-du an donvor , e klaskas aonik skleurennoù bennak liv glas treuzin aezhennoù ar vrumenn ...
Ur goulm splann a zifoupas eus neblec'h a-dreuz an egor , o terc'hel ganti en he beg ur skourrig wezenn-olivez torret .
Neuze ez entannas an oabl a-bezh gant kantadoù gouleier skedus !
Flammoù spi , leun a veurded hag a garantez , a zeuas don e kalonoù gloazet an dud , hag o trein liv du an noz , e lugernas ar Geoded Splann , a bare Gloar Doue warni !
19 - E-tal ar meurvor didermen , a laka gwagennoù diniver da lintran sked-disked , e taoulinas ar re-holl . Evel eneoù dasorc'het ' oant .
Marteze e kouezhfent bremaik e poanioù an Ifern ?
Pe anez , ez afe an trec'h dezho , d'o doareoù bevan toullbac'het war an Douar kent ?
Gwelet e vefent o vervel dizehan , chal ha dichal , a-raok dont en-dro 'man , da c'henel , eus aodoù ar Bed-hont , lusket anezho o c'halon , leun-barr a levenez hag a beoc'h .
"Sell 'ta , breman ! , a hopas dezhi an den yaouank .
Un egorlestr bras-divent en doa riklet goustad betek gorre ar mor .
" Evel un dour sklaer-tre eo , a red war wer strink , hag a zistaol warnan sklerijenn an Heol " ( 7 )
Aon 'oa aet diganto . Minc'hoarzhin a rae hepken , ur santad a wenvidigezh war o dremm .
" Dalc'h sonj , mamm , Diougan hon hendadoù ... ( 8 )
" Dalc'h sonj , eme c'hoazh ar bugel , a zalc'he start brec'h e baourkaezh vamm .
Dirollan a reas Laura da ouelan .
He buhez-pad a wele c'hoazh , gant he hent fall .
" Se eo Arc'h Noah an dra-man ? , a hirvoudas .
En diwezh ...
ECHU
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h ( 5 ) - 1992 / 1993 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 - Embannet war " NIDIAD " n°16 ( Here 2013 ) .
___
Notennoù :
7 - Santez Tereza Avila : " Oberennoù " .
8 - Diougan " Tilsam ar Sterenn " ( C/f : An Erbeder )
Luc'hskeudennoù ar film : " Close Encounters of the Third Kind / Emgavioù Tost an Trivet Stumm " , gant Steven Spielberg ( 1977 ) . All rights reserved .
" Dre holl ha da viken ,
E splanno glas an dremmwel !
Da viken ... Da viken ... "
Gustav Mahler - Kan an Douar / Das Lied von der Erde ( Kimiad , der Abschied )

Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 23 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives