AUBERIVE ( 11 ) - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 11 ) .
3 Septembre 2011 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 11 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
"Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Pemvet Luskad
Trauermarsh - Lux aeterna
V - Ar Bugel ' Choari Mell
" Pounneroc'h 'get boul an Douar eo ar Bellenn ...
Met e c'hoari ar Bugel ganti rak m'eo bet graet
gant hevelep danvez : Sklerijenn ! "
Gitta Mallasz - "Kendivizoù Gant an Ael " , eil diviz . *
23 - Gwech torret an taol-se skoet warnan , en em welas sklaer o teraouin tapout ul lamm hir dre un doare milendall liesliv , uhel-spontus , pell eus lagad louet ar vleizez hag hini Marieke , mesket espar ganto o-div , a steuzie tamm-ha-tamm er pellder .
Ha seul vui ma kouezhe war-du an Douar , mui e kredas pellaat ivez dioutan tizh-ha-taer davit stered a-vilieroù o framman galaksiennoù ...
Pegeit amzer e padas , un eilenn pe meur a gant vloaz ?
Pa zihunas , e vije bet anat dezhan ne chome mann ebet eus an enkrez a oa da gentan war e spered , eus skrijoù ha dic'hoanag en doa gwelet bihanaat gorrek 'vel tammoù uloc'h bet lamet diwar gorn e lagad gant ur gorollerez bennak , dudius ha mistr 'vel hini un Diva ...
Dilezet-mik en em gavas hiviziken , e-tal ec'honderioù didrouz ha goullo an oabl divent .
Perak'ta 'oa dleet dezhan mont er-maez ?
Klevout a reas e galon o talman pounner ha plom en e greiz , ha trouz e anal voustret warni gant oksigen stank e voutailh .
Tra ma kerzhe gant poan a-hed gerlink al lestr , staget eeun outan gant landon dir e sae egorel war e gein , e oa trellet a-greiz-holl e zaoulagad gant ur vrogonenn o redek prim 'vel un tenn !
Tonioù ha livioù boud , ur strinkad arliv dishenvel da bep hini , a ziwanas eus korfoù ha strolladoù diniver o treluc'han en egor didermen .
Liderezh fromus Honegger e oa , en doa renet gwechall doujans Doue dezhan , a darzhas eus ar magma-se , o kinnig d'an noz du-dall kensoniezh tenval e gevrinoù . ( 1 )
" Setu , a veizas kalonek , estlammet dirak ur galloud chomet dreistdiraez da splannder E Grouadelezh , setu penaos en em gav , marteze , an Alpha hag an Omega gant an Doue peurbadel ? "
Met , war harzoù an oferenn-lid-se ken iskis , e teuas koulskoude buan-ha-buan d'e wel c'hwec'h steredennig c'hlas o kelc'hian ur voulenn ruz :
neuze , 'vel bout bet degouezhet e penn e hent , e chomas krenn a-sav al lestr , oc'h en em strinkan da c'houde en ur riboul hir ma tibunas ennan d'ar red tan gwallan skeudennoù buhez ar beajour !
Brevet-en gant an tizh bras ha mantret e galon ivez gant ar glac'har , e santas heman ne oa netra ken gouest da herzel e garbed .
Echu 'oa an abadenn , a sonjas gant spont , prest e oant da darzhan , moarvat !
Staget 'oa ar blanedenn gevrinus da greskin muioc'h-mui en e askre , neoazh , gronnet gant lies skeudoù flamm .
Penaos'ta 'oa deut an egorlestr da ehanan difinv dirazi , e penn diwezhan e veaj ken dispar ?
Goude bout bet dinec'het e spered war c'hallout chom bev , en em adc'houlennas un tamm diwezhatoc'h petra 'oa c'hoarvezet gant e genseurted ar "Bunker " ? ( 2 )
Men 'oant aet da guzh , m'o doa gallet en em dennan diouzh an arvar ?
Ha dre beseurt burzhud e oa bet-en , ezel nemetan ur bare dasmant , anvet da sturier , penaos e oa bet tu dezhan advont d'e lec'h adal an diavaez ?
Kement a c'houlennoù chomet direspont , o vezan ma kavas dezhan e oa un hunvre , ur wallhunvre kentoc'h .
Skuizh-divi , ha daoust ma teue dezhan a-vommoù sonerezh Ligeti , e stagas da voredin e-tal an arvest-se ken meurdezus !
Met e krogas aon ennan , ha spont adarre zoken , pa welas darvoudoù film Kubrick o veskan er pezh edo o vevan e-unan . ( 3 )
Lemmoc'h e teuas e spered da c'houde , oc'h en em c'houlenn penaos e c'helle ur C'hrouer ijinus-dreist evel-se liamman E Sklerijenn gant kement a dorfedoù , viloni ha mezh !
Ur vouezh a vouskomzas dezhan flour ha sioul e pleg e skouarn 'pad ma tostae muioc'h-mui d'ar steredenn noz bet entanet he dremmwel gant ur skleurenn wrez 'vel hini un tour-tan 'kreiz ur mor a arvarioù .
E vamm e oa , o c'hlask e frealzin , a strive da gompren ivez ar gasoni verv hag ar souezh bras-dispar a vage ennan ouzh e dad war un dro ...
Ha breman e tibune broioù digenvez , menezioù uhel gant o c'hened gevrinus en distro , keodedoù amsklaer ar bed-se ken trist ha ken boemus , ec'honder an tachennoù dileun ha gouez ...
Marellet-kaer ma oa deut luc'h ur gwervaen gant livioù damc'hlas ar strink er pellder , e pellaas ivez e boan , o rein lec'h da Garantez , Poell .
O vont da advevan en un aergelc'h habask a levenez e vefe , a-benn ar fin ,
war un Eden nevez oc'h adunvanin an Den gant e Zoue ...
Lec'h genidik un "Dasorc'hidigezh " , marteze ?
24 - ...Dihunet 'voe gant gouleier en ul lamm .
Ur gleuzeur vras hollgrenn e oa , gant c'hwec'h boull en he zroad .
Skeudoù dispis , gwisket gant kaldravioù gwenn , a sellas outan a-bann 'vel m'o doa gwelet un dra gaer .
Bommoù lavar a gouezhas e pleg e skouarn en e zamgousk :
- ... Un tamm mat en deus graet dezhan ar bikadenn , marteze ... Ezhomm en devo ur strinkadenn zour yen ... Kentan tro ... Ur gwall vaniak eo ... Kredin a ra ez eo un arzour ...
Ne oa bet kement-man nemet touelloù , en ur ger .
An heol a baras en e nerzh en deiz war-lerc'h .
Moarvat e oa deut an nevez-amzer .
Dre brenestr e gambr e tammwelas ur paotr yaouank o c'hoari mell e-unan war ar c'hlazenn .
Un dra iskis evitan da welout ar c'hanfardig bihan ma oa bet en deizioù kent .
Mes petra 'oa deut da vezan goude-se , en en doa graet berzh kaer dre gevezan evit mont d'ar skol-sonerezh ha studian ar piano ?
Gallout a rafe bevan c'hoazh ? Ne vefe ket lonket holl ar bed a-bezh ?
Ha gouzout a ouife adskrivan un deiz d'e vod meurgan reuz buhezioù bugale bet dilezet ha muntret en o hunvreoù diechu a vrud hag a c'hloar , istor-se penn-da-benn hag hep penn na lost ur bleinier laz-senin ken dic'hortoz ?
Fred Kervern a sankas don e benn e goubenner e wele klanvdi , goudor diwezhan e boanioù .
Daoust ma ne oa den ebet ken d'e selaou , e c'hrozmolas etre e zent rak ar senkloù kriz a naske e frankiz ken prizius .
Neuze , en em adroas da gousket ...
ECHU
( Da Vezan Kendalc'het gant : "Dorioù ar Mor-Bras " )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 11 ) - 2003 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - Kensonnadegoù n° 2 ( 1941 ) ha 3 , lesanvet "liderel " ( 1946 ) gant Arthur Honneger ( 1892 - 1955 ) .
2 - "An Trede Arc'h " gant Dan Ar Wern .
3 - "Requiem " ( 1963 / 1965 ) gant Giorgy Ligeti ( 1923 - 2006 ) , sonerezh ar film Stanley Kubrick "2001 , un Imram Egorel " ( 2001 , a Space Odyssey ) , gant Gary Lockwood ha Keir Dullea diwar oberenn Arthur C. Clarke .
"Perak ez eus sonerezh , nemet evit adrein e galon d'an hini en deus e gollet ? "
Hélène Grimaud
" Peogwir e talvezas evidomp hag evit ur rumm dud a-bezh muioc'h eget ur muziker , ur mestr , ur bleinier laz-senin , muioc'h eget un arzour eeun , kement tra n'hellas ket ankounac'haat hor yaouankiz e oa . "
Stefan Zweig ( A-zivout Gustav Mahler ) .
* "Kendivizoù Gant an Ael " ( 1943 / 1944 ) gant Gitta Mallasz ( 1907 - 1997 ) , kevrinadez Aostrian-Hungarat .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
Archives