Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

treizh - traversee

TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 3 - Rozenn .

18 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

Louis XVII ( 1785 - 1795 - 1845 ? )

Louis XVII ( 1785 - 1795 - 1845 ? )

 

TREIZH 

( Dastumadenn divyezhek )

 

 

 

 

 

I - Dremmoù Aelezed

 

 

 

 

 

 

)   Rozenn *

 

 

     

 

     

 

Da Agatha Christie

 

 

       " Bet 'vo o c'harantez un ober gorrek 'vit lezel da baouez o emglev touellus diganto ,

         Hag o lakaat lev e darempredoù etrezo , he zrein da vurzhud un disrann meur . "

       " Dizurzh Nevez ar C'harediged " ( Le Nouveau Désordre Amoureux

Pascal Bruckner , Alain Finkielkraut .

 

       " Ur bleiz diwar ar stepinier dianket du-man er c'herioù bras ma vez renet

          buhezioù-strollad enno ... "

       " Bleiz ar Stepinier " ( Steppenwolf )

Hermann Hesse .

 

 

 

                   1 - An Dec'hadez

     

" War va gwele da noz ,

   'Meus klasket hini 'gar

   Va c'halon ... "

Kantik , 3 , 1 .                           

 

 

 

                        Poan galon , skuizhder ?

Da zerc'hent noz Nedeleg , e tigerias ti he bro genidik 'vit mont da drec'hin war ar bed :

goude sellout pizh , n'eo an den nemet un tamm ene kollet war an Douar , neketa ?

- Diboellachoù , a esaeas da zisklerian dezhi he " boy-friend " , pa sonjer e c'hoantegezh fall an uhelidi-se a sonas glaz ar marv 'vit Breizh en amzer hon Dug Fransez II ! ( 1 )

                      Du-hont , he doa kejet he sell gant hini a save c'hoazh kestell el Loar !

- Ober a rez politikerezh da gaout

tri dre gant ?

- Ur gudenn uhelvennad eo , n'hallez ket kompren !

                      O sentin  ouzh Balzac , marteze , ouzh c'hoant he re dreist-holl , goude marv reuzus he faourkaez stourmer , 'n em gavas hec'h-unan-penn ar Vreizhadez 'n ur gambrig barizian 'vel belegez un " templ  ma teuio , diouzh Liszt , da vezan Doue an den 'vit ur c'hantved pe un eur ... " ( 2 )

Speredet-mat war a grede , e komze neoazh holl ar re-se eus paotred an EMSAV gant dismegans :

- Lamponed achu holl ! , a seblantas huchal genoù dilavar pilpouzed ar c'hanv . ( 3 )

                      Oc'h adwelout e zremm 'touez flammennoù al luskad 'pad he nozvezhioù digenvez , e ouias ober skouarn bouzar ouzh gevier niverus an dud a laras da c'houde n'e oa bet hervezo an emvodoù nemet un digarez dezhan 'vit mont da verc'heta !

 

 

                   2 - Hêr ar Gurunenn

 

" Kent ma c'hwezho aezhenn an deiz ,

  Kent na dec'ho ar skeudoù ,

  Deus en-dro ... "

Kantik , 2 , 17 .

 

                                Perak on ken trist

pa sonjan ennan ? , a lare alies dezhi hec'h-unan ar studierez-apotiker .

                       Kejet o doa un deiz e hall mont tre ar savadur .

Unan bennak jentil a-walc'h e oa koulskoude , un dentour a glevas diwezhatoc'h pa voe dizoloet kelan an den muntret gant

ul louzoù-lousk .

                       Edo o paouez bezan graet buhez dezhan e zousig , pebrenn amerikan an eil estaj , hag evel m'he doa Rozenn spinet e zivjod gant he bizied pa welas anezhan simudet o tifronkan , e zorn war hini he dor , e kerzhjont a-gevret betek tavarn korn ar straed .

Met p'en doa bet c'hoant da baean ur banne dezhi dre ziskulian e galon , e taolas pled ar plac'h yaouank ouzh e anv iskis .

- Labourat 'rit gant ar wiski ? , a c'houlennas dezhan gant un taol c'hoarzh kiez abafet , mezevellet gant he died krenv ha promesaoù ur garantez dibar nevez

( Ne baoueze ket da lugernin outi , a gave dezhi ) .

- Tamm ebet ! , a valbouzas neuze , kentoc'h war zousennoù-plastr pe ... vartezeadoù , 'vel ma karit , dimezell ... Sellout a reont gant fae ouzhin , o troukwiskan 'c'hanon dre guzh gant seurt gerioù !

                       A-dra-sur he doa klevet komz eus an afer Naundorff hag e istor bugel-roue tec'het diouzh an Templ . ( 4 )

- 'Vel ma c'hellfed ren e vuhez war vartezeoù , a gendalc'has paour-kaezh hêr ar Gurunenn , un druez e welet gant e zoare Herri IV !

He heulian 'reas hanter-vezv 'n he c'hambrig , o tiskouez dezhi goude ur c'hoari rev bennak etrezo ar merk ispisial 'n e c'henou a broue e orin .

Kredin a reas e zislavarout neoazh :

- Hag an TDN ? , en atersas ar vaouez ranezenn o ranellat muioc'h c'hoazh . ( 5 )

- Feiz'ta ! , a droc'has warni brouezet gant ur vouezh rok ,

n'eo ket 'vel-se 'man kont

C'hoarzh goap din 'reont , ha kaeroc'h 'zo , e tremenan 'vit ur merc'hetaer ivez diouto

" Stank-toull " 'vez graet 'c'hanon ganto bepred ! Meizan 'ritVa Zoue , ne zlefen ket larout-se dirazoc'h ! Met pa zalc'hit penn ouzh moger " Abeg ar Stad " , penaos ober ? , a eilgerias fuloret outi , o tiskouez dezhi e zent brav dre skopan war al leur-di !

... 'Vel ur " rodig rusian " eo deut va buhez !  , a zisoc'has kevrinus ar brientinig dianzavet 'benn ar fin . ( 6 )

 

                       Kenkoulz ha dirollan he gwarizi , e fromas kalz he c'halon Vreizh miz Ebrel kaer-dispar !

                       Siwazh dezhi , e adwelas anezhan distroet un deiz etre divrec'h an ez-daofinez !

O sonjal en Dukez Anna  'vit kaout un tammig frealz d'he foan ez eas buan  he c'hounnar outan war un dro :  evel m'en doa diskleriet ur wech he faour c'hariad bet dezhi  , Doue d'e bardono , n'he defe ket dimezet roueig Bro-Frans ma vije bet tu dezhi ober un dibab en amzer-se !

 

                      Setu perak , o redek d'e c'hêr , e temptas Rozenn marteze an Diaoul evelato ! 

Ur banne diwezhan ho poe o-daou ...      

Kavout a reas hi gwelloc'h nac'h e c'hoant hep digarez all ebet er wech-man koulskoude , o lakaat anezhan da dronin reuzeudik en e gador-vrec'h doare Loeiz Pemzek , dilezet gant an holl en e hunvreoù dreistdiraez ... 

- Kompren 'rit , ul " loser " he doa graet ac'hanon ! 'lec 'h 'man hi kuit , breman ? , a huanadas an den e-unan kent mervel .

          

Louis-XVII-2.jpg 

 

 

                   3 - Ar Stourmer 

 

" Diwisket 'm eus va c'hrezenn ,

  Penaos he dougen adarre ? "

Kantik , 5 , 3 .  

 

 

                        'Keit-se , pegen flour e lagad outi , e tegouezhas 'vel ur bleiz e lugaj he buhez skolveurel Ahmed , stourmer palestinat .

Hag-en da zisklerian feuls dezhi luziadennoù skoemp ur milendall Reter-Nesan :

- Klev'ta , n'omp ket 'vit en em gousk , ma vez sigotet ganto hon douar diwarnomp !

                       Ken mat e gwirionez e kleve ouzh seurt traoù-se ma ne gredas ket diskulian dezhan istor he bro , met penaos 'oa kontammet gwechall gant ar Rozenn an Aerouant a c'hoantae he lonkan kriz-bev a-benn-kaer !

( 7 )

                       Alies 'vez laret ne bad ket pelloc'h ar garantez 'get glizhenn nevez-amzer ... 

Padal , e warant deoc'h e teue c'hoazh an daeroù da c'hlebian he daoulagad en deizioù goanv , ur pennad mat goude m'he doa klevet 'oa marv he mignon kalonek en un gwalldaol . Vae Victis .

 

ECHU

 

" ... Siwazh , n'o deus nemet tri dre-gant eus o emskiant dihunet . An hini en deus youl da stekin e zorn ouzh gwirionezioù meur ar bedoù diabarzh a zle dihunin e seitek ha pevar-ugent dre-gant emskiant menet kousket ennan ... "

Furnez Mab-Den - " Prezegennoù " gant Samaël Aun Weor ( 1917 - 1977 ) , skrivagner amguzh kolombian .

 

                                 ___

 

 

DAN AR WERN - TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 3 - Rozenn ( 2012 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH 

( Traversée ) " , copyright 2022 .

 

                                 ___                                     

 

Notennoù 

1 - Fransez II ( 1433 - 1488 ) , dug diwezhan Breizh dieub ,

tad Anna Vreizh ( 1477 - 1514 ) . 

2 - Lavaroù Franz Liszt e 1837 , meneget gant Brigitte François-Sappey en he oberenn : " Ar Sonerezh en Alamagn Romantel " ( La Musique dans l'Allemagne Romantique , Fayard , 2009 ) .

3 - An " Emsav " : hollad ar strolladoù politikel , sevenadurel hag an hiniennoù a c'houlenn ma vo doujet ouzh gwirioù Breizh hag ouzh re ar Vretoned ( Geriadur AN HERE , 2001 ) .

4 - Karl-Wilhelm Naundorff , marvet e Delft e 1845 , a lare e oa ar Roue Loeiz XVII tec'het diouzh an Templ .

5 - An afer Loeiz XVII ha dielfennadurioù TDN 1998 ha 2004 . 

6 - Tr : Russian roulette

7 - Laret eo bet e oa aet an dinaosored da get dre m'o doa plaouiet kement a vleunioù ken e vint bet deuet a-benn ar re-se da dalvezout o foanioù d'o vourevien ( a-hervez Idris Lahore en e bennad : " Denoniezh-Vred hag he Fezh er Bed " / La Psycho-Anthopologie et sa Place dans le Monde , er gelaouenn " Science de la Conscience " / Skiant an Emskiant , niv. 35 , Gwengolo 2009 ) .          

 

Aerouant Rozenn , Aman hag Ahont ( Ici et Là14 et  " La Rose et le Dragon " , III - Copyright 2021 Dan Ar Wern / Dodo Books Indian Ocean LTD - OmniScriptum S.R.L Publishing Group - Editions " Muse " - Alle Rechte Vorbehalten .    

 

 

 

Lire la suite
Publicité

TRAVERSEE ( Anthologie bilingue ) - I - Visages d'Anges - 3 - Rose .

18 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

The Scent of Roses by Joanna Misztal
The Scent of Roses by Joanna Misztal

The Scent of Roses by Joanna Misztal

 

TRAVERSEE

( Anthologie bilingue )

 

 

 

 

 

I - Visages d'Anges

 

 

 

 

 

 

)  Rose *

 

     

 

       Pour Agatha Christie

 

 

Leur amour aura été l'acte lent par lequel ils ont défait cette correspondance illusoire et ,

   logeant la distance au coeur de l'intimité , lui ont substitué la merveille d'une séparation fondamentale . "

" Le Nouveau Désordre Amoureux " ( 1977

Pascal Bruckner , Alain Finkielkraut .

 

" Un loup des steppes égaré chez nous , dans les villes où les gens mènent une existence

   de troupeau ..."

" Le Loup des Steppes " ( Steppenwolf  , 1927 )

Hermann Hesse .

 

 

 

 

I - La Fugitive

 

      " Sur ma couche , la nuit j'ai cherché

        Celui que mon coeur aime ... "

Cantique des Cantiques , 3 , 1 .

 

 

     Chagrin d'amour , lassitude ? 

Elle avait , la veille de Noël , fui sa maison natale en Bretagne pour partir à la conquête du monde : l'être humain n'est , après tout , qu'un peu d'âme égarée sur la Terre , n'est-ce pas ?

- Folies , tenta de lui expliquer son " boy-friend " , quand on pense à cette rapacité sonnant le glas de notre indépendance au temps du duc François ! ( 1 )

     Là-bas , son regard croisa quelqu'un qui croyait encore aux vieilles lunes !

- Tu fais de la politique pour avoir 3% ?

- C'est une question d'idéal , tu ne peux pas comprendre !

     Obéissant à Balzac , peut-être , après la mort tragique de son cher combattant , mais au désir des siens surtout , la bretonne se retrouva seule dans une chambrette parisienne , prêtresse d'un " temple où , selon Liszt , l'homme devient Dieu pour un siècle ou pour une heure ... "

( 2 )

    Tous ces gens-là , bien-pensants croyait-elle , parlaient avec mépris de ceux de l'EMSAV :

- Tous des ratés ! , parurent crier leurs visages dans le silence hypocrite du service funèbre !

( 3 )

    Revoyant parfois son beau visage au beau milieu des banderoles du mouvement pendant les soirs de solitude , elle n'écouta pas les mensonges de ceux qui prétendirent plus tard qu'il se servait surtout des " manifs "

pour courir les filles !  

 

 

II - L'Héritier de la Couronne

 

        " Avant que souffle la brise du jour

          Et que s'enfuient les ombres ,

          Reviens ... "

Cantique des Cantiques , 2 , 17 .

 

      Pourquoi suis-je aussi triste quand je repense à lui ? , se disait souvent à elle-même l'étudiante en pharmacie .

Ils s'étaient un jour croisés dans le hall de l'immeuble .

Pourtant , c'était un type assez gentil , un dentiste victime d'un narcotique , apprit-elle plus tard , lorsqu'on découvrit son cadavre .

    Il venait d'avoir une scène avec sa copine , la pimbêche américaine du second . Comme Rozenn lui avait effleuré la joue quand elle le vit prostré , secoué par les larmes , la main sur la poignée de sa porte , ils marchèrent ensemble jusqu'au bistro du coin .

Mais lorsqu' il voulut payer ses confidences de comptoir , la jeune fille remarqua son étrange patronyme .

- Vous travaillez dans le whisky ? , ricana-t-elle naïvement de son air de chienne abattue , déjà conquise par l'ivresse de l'eau-de-vie et les promesses de ce nouvel incomparable amour  !

( Il n'arrêtait pas de la mater , songea-t-elle )

- Pas du tout ! , bredouilla-t-il , plutôt dans l ' " hypothèse " ou , au choix ... dans les mélanges plâtreux , c'est comme vous voulez , mademoiselle . Ce sont les mots dont ils m'affublent par derrière en me toisant du haut de leurs sarcasmes !

    Bien sûr avait-elle ouï dire au sujet de l'affaire Naundorff et de l'évasion de l'enfant royal du Temple . ( 4 )

- Comme si on pouvait vivre sa vie avec des " si " , poursuivit le pauvre héritier de la couronne faisant pitié à voir avec son vague profil Henri IV .

    Il la suivit dans sa chambrette à moitié saoul , montrant , après quelque jeu sexuel , à sa partenaire , un signe qu'il avait dans la bouche

prouvant son origine .

Elle essaya de le contredire  :

- Et l 'ADN ? , l'interrogea la bavarde , encore plus curieuse . ( 5 )

- Ma foi ! , la coupa-t-il en colère de sa voix rocailleuse , c'est pas comme ça que ça marche ! Ils se foutent de ma gueule , et beaucoup mieux , me font passer pour un coureur de filles !

" Bouche-trous " ! , qu'ils m'appellent

toujours ! Vous vous rendez compte ?

Mon Dieu , je ne devrais pas dire ça devant vous ! Mais quand vous heurtez au mur de la

" Raison d'Etat " , comment faire ?  , répliqua-t-il en colère ,  lui dévoilant ses belles dents par un crachat sur le plancher !

- Ma vie n'est plus

qu'une " roulette russe " ! , conclut le nobliau désavoué d'un air mystérieux

    Cependant , le bel avril remua beaucoup son coeur de Breizh autant qu'il déchaîna sa jalousie !

Elle l'avait revu , hélas pour elle , aux bras de l'ex-dauphine ! 

Pensant à la la duchesse Anne pour se consoler un peu de sa peine , sa colère monta vite en même temps contre lui : ainsi que le lui avait expliqué son malheureux fiancé décédé , aurait-elle eu le choix , le roitelet de France , elle ne l'aurait certainement pas épousé non plus à l'époque !

    C'est pourquoi , sans doute , alla-t-elle tenter le Diable en courant chez lui ?

Ils prirent un dernier verre ...

Mais elle préféra cette fois décliner son offre sans autre explication , le laissant trôner , misérable , sur son faux fauteuil Louis XV , abandonné de tous à ses rêves inaccessibles !

- Vous comprenez , elle m'a traité de " loser " !

est-elle est allée, maintenant ! , soupira-t-il avant lui-même de partir ...

 

 

 

III - Le Combattant

 

          " J'ai ôté ma tunique ,

            Comment la remettrais-je ? "

Cantique des Cantiques , 5 , 3 .  

                     

 

        Entre temps , ce cher Ahmed aux yeux de velours , militant palestinien brusquement surgi comme un loup dans  la grisaille de sa vie universitaire , lui avait expliqué , plein de fougue , tous les dédales subtils d'un labyrinthe proche-oriental :

- Ecoute , nous n'allons tout de même pas nous endormir

s'il nous pique notre terre

        Elle connaissait si bien ce genre de choses qu'elle n'osa lui révéler l'histoire de son pays , mais plutôt comment jadis la Rose empoisonna le Dragon qui voulait la dévorer toute crue ! ( 6 )

        On dit souvent que l'amour ne dure pas plus que rosée de printemps .

Pourtant , je vous assure que ses yeux rougissaient encore , les jours d'hiver , bien après qu'elle eût appris la mort de son valeureux ami dans un attentat . Vae Victis .

 

FIN

 

" ... Malheureusement , ils n'ont que trois pour cent de conscience éveillée . Celui qui veut palper les grandes réalités des mondes intérieurs doit réveiller son 97% de conscience endormie ... "

La Sagesse de l'Être - " Conférences " par Samaël Aun Weor ( 1917 - 1977 ) , écrivain occultiste colombien . 

 

                                        ___

 

 

DAN AR WERNTRAVERSEE ( Anthologie bilingue ) - I - Visages d'Anges - 3 - Rose 2012 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH ( Traversée ) " , copyright 2022 .

 

                                        ___

                              

Notes :  

1 - François II ( 1433 - 1488 ) , dernier duc de Bretagne libre , père d'Anne de Bretagne  ( 1477 - 1514 ) . 

2 - Paroles de Franz Liszt en 1837 , mentionnées par Brigitte François-Sappey dans son livre : " La Musique dans l'Allemagne Romantique " , Fayard , 2009 ) .

3 - L' " Emsav " : rassemblement des groupes politiques , culturels comme de tous ceux qui demandent que soient respectés les droits de la Bretagne et du peuple Breton ( Dictionnaire AN HERE , 2001 ) .

4 - Karl-Wilhelm Naundorff , mort à Delft en 1845 , prétendait qu'il était le roi Louis XVII enfui du Temple .

5 - L'affaire Louis XVII et les analyses génétiques de 1998 et 2004 . 

6 - On dit que les dinosaures ont disparu parce qu'ils avaient dévoré tellement de fleurs que celles-ci , en empoisonnant leurs bourreaux , se vengèrent ainsi de leurs souffrances

( selon Idris Lahore dans son article : " La Psycho-Anthopologie et sa Place dans le Monde "  ,  

" Science de la Conscience " , niv. 35 , septembre 2009 ) .  

 

 

* Rose au Dragon , Aman hag Ahont ( Ici et Là14 et  " La Rose et le Dragon " , III - Copyright 2021 Dan Ar Wern / Dodo Books Indian Ocean LTD - OmnisScriptum S.R.L Publishing Group - Editions " Muse " - Alle Rechte Vorbehalten .    

Lire la suite

TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 2 - Mona ( ( Sul Gwenn , 2 ) .

17 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 2 - Mona ( ( Sul Gwenn , 2 ) .

TREIZH 

( Dastumadenn divyezhek )

 

 

 

 

 

I - Dremmoù Aelezed

   

 

 

 

 

 

)  Mona *

      ( Sul Gwenn , 2 )

 

     

 

 

" Tud kaer , piv ' zalc'h anezho ? "
Rainer Maria Rilke - " Klemmganoù Duino " ( Duineser Elegien ) - Eilvet Klemmgan .








            Tri devezh diwezhatoc'h , e oan deuet en-dro da Vrest 'vit va gelaouenn .
Dalc'hmat , ne ouien ket perak he doa sachet he skasoù ' giz-se ' dreuz an denvalijenn en ur leuskel ac'hanon va-unan 'vel ur penn-ki .
- ...
  
Henvel oc'h tout , c'hwi , paotred ! Nemet pezh a garit ho peus c'hoant d'ober !
En ivez , en deus he dilezet ! Echuin 'vel ma mamm , ne venn ket din , nann ! , he doa garmet warnon , fuloret .
            Hag e oan chomet aman abafet krenn , dinerzhet a gorf hag a ene , gant c'hwezh-vat he blev , he c'hroc'hen em fronelloù .
Steuziet ' oa bet hep lezel tamm nemet un dristidigezh vras ennon , roudoù hepken dezho em c'halon .
            Evel ma ne c'hallis ket en em rein da gousket , en noz-se , e selaouis ur ganaouenn Cohen war va Ipod :


" Been on the road forever ,
  I'm always passing thru ,
  But you' re my first love and my last ,
  There is no one , no one after you
... " ( 10 )

 

             Distroet ' oan da Bariz , ha da glask titouroù war varv va c'hamalad-skol aet diwar wel abaoe amzer hon bugaleaj , e c'hoarien va fri-furch ' barzh teulioù ar magazin sevenadurel ma labouren evitan hag ivez dre bellgomz e re ur gelaouenn all e Breizh a-drugarez d'ur c'henlabourer am boa roet dorn gwechall dezhan .

Disrannet ' oa bet hon hentoù anat din , ar peurrest bet graet gant chansoù dishenvel ar vuhez , evidon-me un tamm brud 'vit levrioù dister , ha peurgetket unan diwar-benn Breizh , evitan une hent kuzhoc'h , kevrinus ... Petra all war Vona e verc'h ha diwar-benn pep degouezh hon deizioù pemdeziek ?

             Pa sonjan en istor-ni breman , em eus koun a-gevret ha n'ouzon ket perak eus un dro-gaer am boa gwelet keit all eus ar stirad skinwel vrudet " Star Trek " , pa veze dleet d'an harozez vervel 'vit mirout an Denelezh da drein a-nevez e gouezeri hag o lakaat 'giz-man da ziwan ennomp goulennoù diarsav a-zivout hon Tonkadur .  
             Un dra ' vije bet komprenet fall neuze diwar e benn ganti ha ganimp bet todinaet 'vel-se gant " Porzhier an Amzerioù " ? 
Ha peseurt kevrinoù ' veze skoachet dimp c'hoazh Gantan war ar varbared-se o c'houlenn un aberzh nevez ? ( 11 )

Rak souezhus-tre ' oa bet disoc'hoù an enklask en diwezh : barrad-amzer ebet met un darzhadenn noz kentoc'h 'vel un tan-arvest ...

Neuze gwalldaol d'ober e jeu dezhan ?

             

             Sul-Gwenn e oa , d'ar mintin-man , gouel ar Pantekost .
            Divizet em boa mont war droad d'an iliz pa veze lidet gant an holl en deiz-man donedigezh ar Spered Santel war an Douar ha marteze ganin-me hini P... ma felle dezhi en em ziskouez din du-man a-benn ar fin , eveljust !
Gwall nec'het ' oan koulskoude , rak n'em boa bet keloù ebet digant an dec'hadez abaoe ma oa aet he skeud o steuzian kuit diwar wel ken buan en noz du .

             Er-maez e c'hwezhe feuls barradoù gwent war ar gêr o skuban didruez traoù a gave dirazon , skourroù gwez diskloset , sklentennoù distaget diouzh toennoù kozh , panelloù a yae diwar nij o trein 'vel gwiblennoù , o liketennoù bet roget diniver o troidellat d'o heul e pep lec'h hervez c'hoantoù an avel foll !
             Takennoù glav yen a gouezhe ivez war va zremm , o lufran ar ruioù gleb dindan ar brizh-heol .
             
Hiziv ma seblante bezan ankouaet klouarded an deizioù kent ,  seurt  " Gwenvidigezh " , e klasken va hent dre vil boan o strivan kalonek ouzh an avel lemm hag o terc'hel digoret disglavier an ostaleri !
            Tremen a ris dre ru Glasc'ho , a-drenv an Ti-Kêr .
Pell eo c'hoazh diouzh Sant-Loeiz ? , a c'houlennis d'ur paourkaezh moraer a ziskoueze bezan kollet gantan e nadoz-vor dre ma boueze ken start war e gasketenn gant e zaouarn 'vit he derc'hel da gouezhan .
Du-hont ! , a respontas din , e benn droet ouzh ar mor . 
Tost d'ar Marc'had ...


             Un nebeud stalioù a gavis end-eeun ur predig war-lerc'h a-gleiz din .
Darempredet un tamm ' vezent daoust da froudennoù an hin , bet aet tre re bennak ar valeerien en iliz  ...

             Dont a ra da sonj din en doa prezeget war anadennoù naturel en-dro deomp ar beleg , marteze ' vel sin hor buhez diroll ha dihenchet .
Lizher Jud en doa kroget da lenn :

"
Henvel ouzh gwagennoù fuloret eus ar mor eo ar re-man , o teurel dirazo eon o loustoni ..." ( 12 )

             War an trepas ' tintas va hezoug ' kreiz an oferenn .
Kredin a ris e oa-hi ' benn ar fin , hag hen anzav a rankan , en em waskas a-daol-trumm va c'horzailhen gant ur barr anken griz !
N'on ket evit dont du-se hiziv , siwazh ! , a yudas ur vouezh a-bell e pleg va skouarn .
Tourmant ' zo ... Intent a rit
                                          

             E-pad un eilenn ' teuas em spered komzoù Alonso :
Mall bras ' zo warnon anavezout istor hoc'h buhez ,
  Dindan gazel-ge e vefen ,
  Gant klevout kanan ho kwerz
... " , o klask gouzout ma veze Mona , mechal ,
 " ur sorserezh c'halloudus a-walc'h evit ren war al Loar hag ober tre ha lanv . " ( 13 )

             Met ne oa nemet P ...

             War an hent distro e taolis va evezh ouzh un " davarn " , seurt ti-debrin elzasat ' tal ar " Quartz " . ( 14 )
Deuet e oa poent merenn ha koulskoude , n'em boa ket naon .
Ur vamm-gozh a gavis da gomz outi eus Mona .
Hec'h-unan-penn hi ivez , e seblantas ken trist ha nec'het ha me ...



images_jeune_fille_sur_la_plage_1.jpg
                                        
    

               Antronoz ' oa bet degaset kemenn din ' oa aet " Spered Mona " d'an traon gant skein ouzh kerreg-tarzh Enez-Werc'h , dismantroù ebet war al lec'h goude pense ar bagig .
                                           images-temp--te.jpg
            

            Selaou a ran fenoz sonerezh Vaughn Williams , a gare he zad : " The Lark Ascending "  bet awenet gant Barzhoneg Meredith , " The Joys of Earth " . ( 15 )
            

            Envorin a ran ar paourgaezh plac'h :
 

" Hep he far e chom breman , ne gav netra ken war an Douar , 
  Klask a ra gouelec'h , plasoù all euzhus da lenvan ,
  Pe glemmichal ,
  Dieub , en diwezh
... " ( 16 )

Dirollan a ran da ouelan .

" Petra eo nesan tra dimp ? Ar Marv ? Ar pezh n'eo ket c'hoazh ? " , a c'houlenn ar C'haredig .

( 17 )


 

 

 

ECHU 


                                 
___

 

DAN AR WERNTREIZH ( Dastumadenn divyezhek- I - Dremmoù Aelezed - 2 - Mona

( Sul-Gwenn , 2 , 2007 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH 

( Traversée ) " , copyright 2022 .




                                            
Notennoù      Solitaire-face-a-la-mer.jpg

10 - " No One After You " , pozioù gant Anjani Thomas ha Leonard Cohen , in " Blue Alert " , gant Anjani , Copyright Sony BMG Music / Columbia 2006 , All rights reserved .

11 - " Star Trek Klasel " , produet gant Gene Roddenberry - Tro-Kaer niv . 28 : " The City on the Edge Of Forever " ( Ar Geoded War Vord an Nor Beurbadel ) , skrivet gant Harlan Ellison , kenwerc'het gant Joseph Pevney . DremmourienWilliam Shatner , Leonard Nimoy , Joan kCollins - CBS Studios Inc . All rights reserved / Copyright 1967

and 2007 .
12 - Lizher Jud , 13 .
13 - Stratford-upon-Avon ( Warwickshire , Central England ) - William Shakeaspeare 

( 1564 - 1616 ) oa ganet ha beziet aman .
" The Tempest " ( Ar Gorventenn ) , war-dro 1611 .
14 - Kreizenn Sevenadurel " Ar Quartz " , 4 , Bali G. Clemenceau , e Brest .
15 - " The Lark Ascending " ( An Alc'houeder o Tinijal ) - 1914 - Oberenn Ralph Vaughan Williams ( 1872 - 1958 ) , musiker saoz .
" Poems and Lyrics of The Joys of Earth " ( 1883 ) , gant George Meredith , skrivagner ha barzh a Vro-saoz ( 1828 - 1909 ) .
16 - " Die Liebe der Magdalena " ( Karantez Madalen ) , Insel Verlag , Frankfurt , 1912 , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) .
17 - Gerioù Rilke , in " Rilke " , gant Philippe Jacottet , Emb. Le Seuil , 1970 .




                           
                      

                              " Heklev hon envor ,
                                Ur bensadenn lonket en noz ,  
                                
O sell paret war an dour ,
                                Selaouit klemm moraerien kozh ,
                                Sachet gant mouez ur vorganez ,
                                Eneoù morgousk en hiraezh ... "
      
                                
Gwennyn Louarn  - " Dream Well
" En Tu All " - Coop Breizh /2006 .
                                                                                                                                 


 

*  " Spered Mona " , Aman-Hag-Ahont , 9 .


                                            images-lune.jpg

 

  

Lire la suite

TRAVERSEE ( Anthologie bilingue ) - I - Visages d'Anges - 2 - Mona ( Pentecôte , 2 ) .

16 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

TRAVERSEE ( Anthologie bilingue ) - I - Visages d'Anges - 2 - Mona ( Pentecôte , 2 ) .

 

 

TRAVERSEE

( Anthologie bilingue )

 

 

 

 

 

I - Visages d'Anges

 

 

 

 

 

 

)  Mona *

      ( Pentecôte , )

 

     

 

" Les êtres de Beauté , qui les retient ? "

Rainer Maria Rilke - " Elégies de Duino " , II . 

 

 

 

 

pour Virginia Woolf

 

 

 

 

     Trois jours plus tard , j'étais de retour à Brest pour mon journal , ne sachant toujours pas pourquoi elle m'avait planté là , s'enfuyant à toutes jambes dans la nuit .

- ... Vous , vous êtes tous les mêmes , vous ne voulez faire que ce qui vous plaît ! Lui aussi , il m'a abandonné !

Je ne veux pas finir comme ma mère , non ! , s'était-elle écriée , rageuse .

     Et j'étais resté là , complètement abasourdi , les narines pleines de l'odeur de son corps , de ses cheveux ...

Puis elle avait disparu , ne laissant que quelques traces d'une grande tristesse dans mon coeur .

Comme je ne pouvais plus dormir , je m'étais mis à écouter une chanson de Cohen sur mon Ipod :

" Been on the road forever ,

  I'm always passing thru ,

  But you're my first love and my last ,

  There is no one , no one after you ... "

( 10 )

 

     J'étais rentré à Paris , cherchant dans les archives du magazine culturel qui m'employait mais aussi par téléphone dans celles d'un autre journal en Bretagne grâce à un collègue de travail que j'avais jadis aidé là-bas , des renseignements sur la mort de mon camarade d'école que je n'avais par revu depuis .

Nos voies avaient divergé , bien sûr , et la vie avait fait le reste : pour moi , une petite célébrité , quelques médiocres livres , notamment sur la Bretagne ; pour lui , un parcours plus discret , mystérieux ... Que dire d'autre à-propos de Mona , sa fille , et des petits événements du quotidien ?

    Maintenant , lorsque je repense à notre histoire , me vient à l'esprit cet épisode mémorable de la série " Star Trek " où l'héroïne , en suscitant d'éternelles questions sur la Destinée humaine , doit mourir pour empêcher que le monde entier ne sombre à nouveau dans l'horreur .

Alors , se pourrait-il que le " Portier du Temps " nous ait ainsi comme elle manipulé , ou qu'il y ait eu malentendu ?

Quels mystères pouvait-il nous cacher encore sur ces barbares demandant un nouveau sacrifice ? ( 11 )

    Car le résultat de l'enquête avait fini par se révéler surprenant : pas de tempête comme l'avait prétendu la fille au soir de l'accident , mais un feu d'artifice , une explosion plutôt sur l'Île de la Vierge ...

Alors , règlement de compte , attentat ?

    

    C'était la fête de la Pentecôte , ce dimanche-là .

J'avais décidé de marcher à pied vers l'église où l'on fêterait la venue de l'Esprit Saint sur la terre et peut-être pour moi , celle de P... daignant enfin , si elle le souhaitait bien sûr , m'apparaître !

Mais j'étais très inquiet car je n'avais eu aucune nouvelle de la fugitive dont l'ombre avait si vite disparu dans la nuit noire !

    Impitoyables , des bourrasques tumultueuses balayaient dehors la surface des rues devant moi , branches d'arbre arrachées , tuiles détachées des vieux toits , panneaux s'envolant comme des girouettes tandis que leurs affiches tournoyaient en grand nombre partout selon les désirs du vent fou !

Des gouttes de pluie froide tombaient sur mon visage , étincelantes sous la lumière tamisée du soleil ... Aujourd'hui où semblaient oubliées les promesses des jours anciens , " béatitude " d'hier , traçant courageusement mon chemin contre les morsures du vent , j'avais mille peines à tenir ouvert le parapluie de l'hôtel !

Je passais par la rue de Glasgow derrière la mairie .

Saint-Louis , c'est encore loin ? , demandais-je à un pauvre marin déboussolé , main vissée sur la casquette pour l'empêcher de tomber .

- Là-bas ! , me répondit-il en montrant la mer d'un signe de tête .

Auprès du marché ...

   Effectivement , je découvris un peu plus tard sur ma gauche quelques stands peu fréquentés vu les caprices du temps .

Certains promeneurs pénétraient

dans l'église ...

   Le sermon portait , je m'en souviens , sur les phénomènes naturels qui nous entourent , signes , peut-être , de nos propres égarements . Le prêtre avait lu la lettre de Jude :

" Ils sont semblables aux vagues furieuses de la mer 

  Projetant devant eux leurs actions honteuses ... " ( 12 )

   Sur le seuil pendant l'office , mon portable sonna .

Enfin , je crus que c'était elle et , je dois l'avouer , ma gorge fut aussitôt nouée d'un accès de vive inquiétude !

- Je ne pourrai pas venir , hélas ! hurla une voix lointaine au creux de mon oreille . La tempête ... Vous comprenez ?

Pendant une seconde , je pensais aux paroles d'Alonso :

" Je suis si impatient de connaître l'histoire de votre vie :

l'oreille en doit être charmée ... " , me demandant si Mona " était une sorcière assez puissante pour gouverner la lune et régir les marées ... " ( 13 )

Mais ce n''était que P...

 

   Sur le chemin du retour , je jetais un coup d'oeil sur un genre de taverne alsacienne en face du " Quartz " . ( 14 )

C'était l'heure du déjeuner , mais je n'avais pas faim .

J'y trouvais une vieille femme pour parler de Mona .

Toute seule elle aussi , elle sembla partager ma peine .

 

   Le lendemain , j'appris que " L'Esprit de Mona " ( nom du rafiot paternel rafistolé ) , heurtant les récifs du phare de la Vierge , était allé par le fond . Rien n'avait été retrouvé .

  

   Ce soir , j'écoute la musique de Vaughn Williams appréciée par son père : " The Lark Ascending " inspiré par le poème de Mérédith , " Les Joies de la Terre " ( 15 ) .

   Je me souviens de la pauvre tourterelle " qui a perdu son pair , qui ne trouve plus rien sur la terre , qui cherche les déserts pour gémir et se plaindre en liberté ... "

( 16 )

Et j'éclate en larmes :

" De quoi sommes-nous proches ?

  De la mort ? De ce qui n'est pas encore ? "

( 17 )

 

 

 

 

 

 

 

FIN

 

                                         ___

 

 

DAN AR WERNTRAVERSEE ( Anthologie bilingue ) - I - Visages d'Anges - 2 - Mona ( Pentecôte , , 2007 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH 

( Traversée ) " , copyright 2022 .

                           ___

Notes :

10 - " No One After You " , par Anjani Thomas et Leonard Cohen ( 1934 - 2016 ) , sur l'album " Blue Alert " par Anjani , copyright Sony BMG Music / Columbia 2006 - All rights reserved :

" J'ai toujours été sur la route 

   Et n'ai jamais fait que passer ,

   Mais tu es mon premier amour et mon dernier ,

   Il n'y a personne , personne après toi ... "

11 - Episode 28 , intitulé " The City on the Edge of Forever " ( Contretemps ) , scénario de Harlan Ellison , réalisation de Joseph Pevney ( 1911 - 2008 ) de la 1ère série télévisée " Star Trek " imaginée par Gene Rodenberry ( 1921 - 1991 ) - Acteurs principaux : William Shatner , Leonard Nimoy ( 1931 - 2015 ) , Joan Collins .

Desilu Productions / Norway Corporation , 1ère diffusion : 6 avril 1967 - All rights reserved .

12 - Lettre de Jude , 13 .

13 - " La Tempête " ( The Tempest , 1610 / 1611 ) Acte V , Scène I de William Shakespeare ( 1564 - 1616 ) .

14 - " Le Quartz " , Centre culturel à Brest , square Beethoven , 60 rue du Château , au coin de l'avenue Clémenceau .

15 - " The Lark Ascending " ( 1914 ) , pour violon et orchestre de Ralph Vaughn Williams ( 1872 - 1958 ) , compositeur britannique , d'après un poème de George Meredith ( 1828 - 1909 ) dans son oeuvre : " Poems and Lyrics of the Joy of Earth " ( 1883 ) .

16 - " L'Amour de Madeleine " ( Die Liebe der Magdalena , 1911 ) par Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) .

17 - Paroles de Rilke dans " Rilke par Lui-Même " ( 1971 ) de Philippe Jacottet

 

* Mona - Le Chemin Perdu , 27 - Copyright 2017 Dan Ar Wern / OmniScriptum GMBH & Co. -Editions " Muse " - Alle Rechte Vorbehalten .

" Adieu " ( 1892 ) , détail , par Alfred Guillou ( 1844 - 1926 )

" Adieu " ( 1892 ) , détail , par Alfred Guillou ( 1844 - 1926 )

Lire la suite
Publicité

TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 2 - Mona ( Serr-Noz an Eneoù , 1 ) .

15 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

Femme ( 1898 ) - William Bouguereau .

Femme ( 1898 ) - William Bouguereau .

 

TREIZH 

( Dastumadenn divyezhek )

 

 

 

 

 

I - Dremmoù Aelezed

   

 

 

 

 

 

)  Mona *

      ( Serr-Noz an Eneoù , )

 

     

 

      " ... Perak 'ta n'en em rois ket deoc'h muioc'h c'hoazh , daoulinet dirazoc'h , gant ho plev dispak ? "
Rainer Maria Rilke - " Klemmganoù Duino " ( Duineser Elegien ) , 1912 - 1922 - Dekvet Klemmgan ( Stumm I )




 

 

 

Evit Virginia Woolf

 



 

 

Petra ober pa n'eus netra ken met an didrouz ?
Aet diwar wel ' seblant bezan hor poan zoken .
Hag , uhel en oabl , n'eo nemet un eonenn wenn ha louet .
A-wechoù , kri ur skrev .
Met goanag
, n'eus ket ken ...



      ... Sonj' m'eus c'hoazh ennout , Mona , war borzh-kenwerzh .
D'al lec'h-se emgav 'oa bet divizet mont ganimp 'vit diriaou en abardaez , d'ar pevar warn-ugent a viz Mae diwezhan .
     Gouzout a rez e voe ur souezhadenn vras 'vidon-me gwelout ur wir dekenn , ur gaer a blac'h 'n he bleunv 'veldout , oadet , marteze , d'un ugent vloaz bennak !

                 

      Met rankout a ran anzav ouzhit ivez em boa bet e sell , en deiz-man , met abretoc'h 'pad ar mintinvezh , da gejan gant P... 'vit ar wech gentan .
Renerez ur gelaouenn sevenadurel ha skrivagnerez vrudet e Breizh war un dro eo . 
Hervez c'hoant houman , ha d'ober anaoudegezh an eil d'egile , e oa dav din he c'havout da greisteiz hanter , pe war dro , e kafedi ar stal-levrioù " Dialogues " , lec'hiet ouzh traon ru Siam . ( 1 )
      Al labour ma rae P ... 'vit lennegezh hon bro ' oa pouezus -tre , a gave din e gwirionez . 
Koulskoude , ne voe ket tu d'en em gavout a-benn ar fin , rak e oa ret dezhi , war a lavare , mont da Roazhon gant mall , en un doare trumm ha dic'hortoz .
" Marteze disul ? " , he doa pellgomzet din gant digarezioù .
 
     Dre chans , e oa deuet Mona da savetein va zevezh !
Gant he fennad blev melen 'vel an ed darev hag he daoulagad c'hlas liv houlenn ar mor-bras , e oa henvel he dremm ouzh un damdresadur Bouguereau a blije din kalz , henvel ivez ouzh hini Burne-Jones , anvet " Penn ur Vaouez " , poltred a sellen ken alies outan war va burev . ( )
" Kalz drantoc'h evito ! " , a sonjo din evelkent diwezhatoc'h .   

WilliamBouguereau-EtudedetetedeFemmeBlondedeface-1898Large.jpg
     Ha pa' m boa graet a-benn ar fin he anaoudegezh d'an abardaez-man , e oa , war va meno , ken bev-buhezek , un tamm brasoc'h egedon , moan ha prim 'vel ur gaerell , leun a startijenn ! 
Gwisket kaer-tre e oa gant ur vantell c'hloan , seurt " kabig " a-liv gant al ludu , gant ur stammenn wenn dinamm war he c'horf mistr hag ur jean diwalc'het o c'holein he divhar ken hir .

     Pa' m  welas a-daol-trumm , e paras ur mousc'hoarzh lent war he diweuz .
Etre he bizied e talc'he ur sigaretenn vihan , " Marijanig " pe  " Vutun droll " hervez doare , da dalan ouzh he from rak ur gejadenn gant un den dianavez . 

( 3 ) 
Ha dalc'het ken kloz dindan he gazel ' oa daou levr bennak e saozneg , unan anezho diwar-benn Sylvia Plath

An hini all bet skrivet gant Yeats : " The Celtic Twilight " . ( 4 )
 

     " Deskin a ran yezh Shakespeare ! " , a gemennas din seder gant trouz an trec'h , harpet ouzh gerlink he c'harrig-tan , ur " FIAT Uno " koshoc'h 'get ar bed ha kinklet gant pegsunoù niverus war he gwerenn a-drenv  :
Free Bobby Sands !  Ireland to Irish ! Breizh hor Bro ! "   ( 5 )
- Hini va zad , ur stourmer a tenn e zremm un tamm dezhan , ne gav ket dit ? , a zisklerias din neuze gant he mouezh taer a vaouez yaouank , lorc'h enni , spered dishual ... 

      Edon o paouez respont dezhi e oan a-enep ar feulsted , pa' z eas diouzhtu war va c'haoz .
Marv eo breman , te ' oar ... 
      Diaes din a-walc'h e oa , goude se , eilgerian dezhi .
Marteze e verzas va zrubuilh , rak e kemeras harp he bruched ouzh va c'hein , he dorn mouest a-bezh o stardan krenn-tre em hini .
Eürus on d'az kwelout , emezi da c'houde , o klask da ziskouez din un doare sart 'vel pemp gweneg . 

300px-Bobby-sands-mural-in-belfast320.jpg
       Leun-barr ' oa an davarnig .
Met un daolenn zistro e teujemp a-benn da gavout eno er maez en diwezh . Ken dous ' oa an abardaez !
Un hini krenv ! , a c'houlennas diouzhtu
... Ur banne lambig az po ivez eveldon , marteze ? Southern Comfort , Amerikano , tra allDiouzh ma welan , e vez henvel ouzhit un tamm va zad , memes neuz vat , memes plom ! ( 6 )

 ( Eston ' oa an dra-se komz a rae atav diwar e bouez d 'an amzer-vreman ! )
... Dedennet eo gant Lennegezh Vreizh ha gant bageal war ar mor , a gendalc'has o klask un dra bennak n'he doa ket kavet c'hoazh war e benn . En digenvez hepdon , e plij dezhan merdein betek Enez ar Werc'h ...
Met un deiz fall , n'eo ket deuet en-dro  , a huanadas goude .

 

       - Ken yaouank ' oan , a-vec'h ma oan trizek vloaz hepken d'ar mare-se . Chomet eo ar c'houn , siwazh , un avel griz a c'hwezhe a-fourradoù a-dreuz lanneier Sant Mikael ...
Intent a rez ?... Un droug avel ' oa , hini ar marv !
             

      - Ken kuzh eo ene va zad , a anzavas ouzhpenn .
 " Dav-mat eo din goulenn sikour digant ar morverc'hed , a lare din a-wechoù a-raok lestran , 'vit ma vo lakaet speredoù morzet tud ac'hanenn da zihunin ganto ! "
Ha setu perak diouzh va lezvamm ez an hiziv kalz re " da besketa ar wrac'h-kozh " gantan , tro-lavar hon bro a dalvez keit hag " ober netra " , a farsas dezhan o vinc'hoarzhin .

     Tra ma gomze din , ' oa broudet diehan he spered kaer dic'hiz gant tan ar gwin-ardant a bade da lakaat birvilh ennan , o tizolein tamm-ha-tamm kevrin he c'hened ken dispar , hini he daoulagad don a bare skleurenn zivougus o liv flamm warnan .


     - Gwelloc'h ' vefe dimp mont breman da vale un tammig 'vit kemer an aer , a gemennas trumm .
Ezhomm ' m eus da gerzhout . Ket te
     Kredin a ran hen anzav deoc'h , mezv-dall 'vel sonerien-gloc'h e vezemp ni hon-daou , ha dreist-holl me , rak n'on ket boas da evan .
Mezh a zeue din koulskoude , met prest e savis ouzh he heul .

 

     - Gouzout a rez ? Komzet ' m boa ur wech gant Jane Birkin . E Landeda eman o chom bep ar mare .
Ne sonjez ket evelti ? , a c'houlennas krenn al lonkerez ker-se va chalon diganin .  N'eus nemet " boestoù " ' barzh grignol hon buhez , lec'h arched hon envorennoù , hon tremenet ...
Darn diouto ' zo leun , darn all c'houllo ... "

( 7 )
     Stagan a reas da dennan hec'h anal gant nerzh dirak ar mor-bras ' vit avelin he fenn un nebeud , a lare .
Met ne oan ket sur d'he c'hompren mat pa vouskanas din war un ton goapaus goude pozioù ur ganaouenn gozh he bugaleaj he doa dalc'het envor anezhi :


" Boestoù bihan , boestoù bihan ,
  Graet e ticky-tacky ,
  Boestoù bihan ,
 Holl henvel 'barzh an ti
... " ( 8 )

      A-us dimp , skreved ha gouelini o troiata en oabl a-vandennoù a seblante ober goap ouzhomp o safar dibaouez a griadegoù gouez .
Serr-noz , Pasion an eneoù ' oa , pa gouezh gorrek ha meurdezus an heol ruz a-dreuz dourioù tenval , o lakaat anezho da lugernin 'vel gwagennigoù gant e vannoù ziwezhan tra ma zistaol anezho a-vilvern al loar o kas en-dro dezhan dre o adsked he respont :


" Ur c'houmm nemetan , rak , lerc'h-ouzh-lerc'h , emaon  mor anezhan . "
( 9 )
     Strivan a reas ar fulennig da vont a-benn-herr a-hed ar c'hae .
Padal e tianalas buan o c'haloupat gant gaol 'vel ma rae .
Ha me , bec'h ' oa warnon ouzh he heulian !
Setu perak ma tirollas da c'hoarzhin gwalc'h he c'halon pa welas ' oan skuizh-divi ha dielc'het o c'haloupat war he lerc'h 'vel-se .

 

      - Kredin a rez en Tonkadur ? , a c'hoapaas ouzhin berr warni , met gant ur seblant prederiekoc'h . 

... Rak liv an avel eo va hini , a fougeas c'hoazh an hini a seblante redek buanoc'h egetan .
Me ' zo skuizh gant tud a-wechoù . Pilpouzed int . Aon o deus . Mouezhian a reont evit strolladoù gall ... Gast !
      C'hoant he doe d'am ambroug dre vale betek dor va ostaleri .
Neuze , en em skoazellan a rejomp an eil d'egile ' vel re gozh gant skalieroù serzh a gas da greizkêr .

      Tremen a rejomp hebiou da " Sked " hag a oa nemeto war enaou holl c'houleier Ti ar Sevenadur Breizh en abardaez-man , ken digenvez e pep lec'h straed Duguay-Trouin .
Tridal a reas Mona .
C'hoant 'm eus da veajin pell eveldout , dav eo din mont kuit , troc'han hent ... 

      Ru Branda , en em vriatet ' voemp krenv hon-daou dirak dor al leti .

Sellout a ris outi e-kreiz he daoulagad 'vit santout gwelloc'h pegen faezh betek skoulm 'oa deut hec'h ene !

Ha daoust ma vagen kement a breder guzh em c'halon 'viti moarvat , ne ouien ket penaos e rin 'vit lakaat a-nevez da ziwanan goanag en he spered .
Trist e oan , eveljust , rak ' oa erru amzer an disparti .

      Lizherennoù bras an " Amiraliezh " a lugerne en noz tener . ( 10 )
A-us dimp , hag  a-ispilh ouzh he zalbenn , ' oa dispaket banniel Breizh e-kreiz stered an Nevez-Hanv .
Karet em befe he stardan ur wech ouzhpenn ouzh poull va c'halon , zoken ma
ne greden ket e vefe dereat din , koulskoude , he fedin da bignat ganin-me em c'hambr .
      Mont a reas un ugent kammed pelloc'h , er skeud .
Du-se , e tirollas da ouelan forzh da gentan , azezet war vord ar riblenn-straed , ha goude , e tibunas hec'h istor ...

      - Erru ' oa ur barr-amzer d'an abardaez-man " , a zanevellas din Mona o tifronkan .
N'ouzon ket perak e savas ur rendael etre va zud . Krozet krenv ' oa bet d'am zad , ha goude bout bet klevet e begement , e tivizas heman tec'hel kuit daoust d'an amzer fall .
Mennout a rae mont da Iwerzhon ' vit adkregin gant ur vuhez nevez , war a gredan , dieuboc'h !
Ha graet em boa va sonj d'e heulian ivez da c'houde kousto pe gousto .
Ne garan ket kalz va lezvamm
... 


      Pell e tassono ennon enkrez da aspedennoù . 
Pell ez adwelin da sell digonfort taolet warnon 'vel hini ur benseadez dispi o c'hervel sikour war ar mor didruez .
Beuzet ' oa bet he zad hep distro , ha chomet ar plac'hig en he digenvez kent ma vefe bet kaset tud , en diwezh , da gerc'hat pense al lestr .

      An holl draoù-se am boa kontet din , Mona .
Gant kalz a evezh 'm boa selaouet ouzh dezrevell boanius ar gwallzarvoud-se , fromet va c'halon , hag heuliet dibun e skeudennoù war skramm lazhet da vuhez dizamant ...
Pa vezemp hon-daou dindan al loar , diriaou da noz ...
      Doare ar bed eo , neketa , 'vit un aelez paour eveldout , dihentet he spered war an douar 'vel kollet ur vag war ar mor diroll ?...
                                  
... Met a c'hoanag , ne vefe ket ken ?



 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

                                                

                           ___

 

 

DAN AR WERNTREIZH ( Dastumadenn divyezhek- I - Dremmoù Aelezed - 2 - Mona

( Serr-Noz an Eneoù , , 2007 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH 

( Traversée ) " , copyright 2022 .

                                      ___

Notennoù
1 - Stal-Levrioù " Dialogues " , Forum Roull - 29200 - Brest . He c 'hafedi 'zo ul lec'h-emgav brudet evit an holl dud a blij dezho al Lennegezh dre-vras . 
2 - " Studi " ( 1898 ) gant William Bouguereau ( 1825 - 1905 ) .
   - " Head of a Woman " ( 1890 ) - pencil on paper - gant Sir Edward Coley Burne-Jones ( 1833 - 1898 ) . 
3 - Hashish .
4Sylvia Plath , skrivagnerez amerikat ( 1932 - 1963 ) , he doa gouzanvet kalz rak un diwaskadenn goude marv trumm he zad . Dimezet e oa gant ar skrivagner saoz Ted Hughes ( 1930 - 1998 ) . En em lazhan a reas e Londrez , e-barzh an ti ma vevas ennan gwechall ar barzh iwerzhonat , William Butler Yeats
   - " The Celtic Twilight " , 1893 , gant W. B . Yeats ( 1865 - 1939 ) .
5 - Robert Gerard Sands , alias " Bobby " Sands ( 1954 - 1981 ) , stourmer iwerzhonat , ezel eus an I.R.A . Marvet goude un harz-debrin .  
6 - Gwin-Ardant , lambig .  
7 - " Boxes " , film emvuhez kenwerc'het e Breizh gant Jane Birkin , 2006 . 
        Dremmourien : Geraldine Chaplin , Michel Piccoli , J. Birkin  .
   
8 -
" Little Boxes " , kanaouenn vrudet Malvina Milder Reynolds ( 1900 - 1978 ) , ganet e San Francisco , kanerez amerikat ( Folk and Blues ) . Kanet e galleg gant Graeme Allwright ( " Petites Boîtes " ) .
  
9 -
" Sonedennoù da Orfe "  ( 1922 ) , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) , skrivagner aostriat .
10 - Ostaleri " An Amiraliezh " ( L'Amirauté ) , 41 , ru Branda - 29200 - Brest .

 

 

*  " Spered Mona " , Aman-Hag-Ahont , 9 .

Lire la suite

TRAVERSEE ( Anthologie bilingue ) - I - Visages d'Anges - 2 - Mona ( Crépuscule des Âmes , 1 ) .

15 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

Sylvia Plath

Sylvia Plath

TRAVERSEE

( Anthologie bilingue )

 

 

 

 

 

I - Visages d'Anges

 

 

 

 

 

 

)  Mona *

      ( Crépuscule des Âmes , )

 

     

 

      

 

 

 

" ... Et que ne suis-je , à genoux devant vous ,

      Plus encore abandonné en vos cheveux défaits ? "

Rainer Maria Rilke - " Elégies de Duino " , X ( Première Version ) **

 

 

 

pour Virginia Woolf

 

 

 

 

 

 

Que faire quand il n'y a plus que le silence ?

Même la douleur semble disparue ,

Ne subsiste , haut dans le ciel ,

Que l'écume blanche et grise

Et , parfois , le cri d'une mouette ,

Mais d'espoir , il n'y en a plus ...

 

      

 

      ... Je pense encore à toi , Mona , sur le port de commerce .

C'est là que nous avions décidé de nous donner rendez-vous ce jeudi soir , 24 mai dernier .

    Tu sais , ce fut une surprise pour moi de voir une beauté comme la tienne dans la fleur de ses vingt ans !

        Je dois t'avouer que j'avais eu aussi l'intention ce jour-là , mais un peu plus tôt dans la matinée , de rencontrer P... , directrice d'une revue culturelle autant qu'écrivaine renommée en Bretagne .

Pour faire connaissance et selon son désir , il était convenu de se retrouver vers midi et demi au café de la librairie " Dialogues " , dans le bas de la rue de Siam . ( 1 )
Mais il ne fut pas possible en fin de compte de se voir car elle devait se rendre à Rennes de toute urgence .

" Peut-être dimanche ? " , m'avait-elle demandé en s'excusant au téléphone .

    

    Heureusement que Mona était venue sauver ma journée !

Avec ses cheveux blonds comme les blés mûrs , ses yeux bleu vert d'houle océane , son visage ressemblait à un croquis de Bouguereau que j'aimais beaucoup , pareil aussi à un travail de Burne-Jones intitulé " Tête de Femme " que je contemplais souvent sur mon bureau .

( 2 )

" Mais bien plus joli qu'eux ! " , penserai-je plus tard .

    Et quand , ce soir-là , je fis enfin sa connaissance , elle était à mes yeux si vivante , un peu plus grande que moi , fine et svelte , pleine d'entrain !

... Vêtue avec élégance d'un manteau de laine , espèce de " kabig " à la couleur de cendre , d'un tricot tout blanc sur son corps de guêpe , élégante et mince avec son jean délavé recouvrant ses longues jambes .

    Lorsqu'elle m'aperçut tout-à-coup , se dessina un timide sourire sur ses lèvres . La belle tenait une petite cigarette entre ses doigts , de la " Marijane " , sans doute , pour affronter l'inconnu que j'étais . ( 3 )

Je pus lire le titre en anglais des deux livres qu'elle serrait si fort sous son aisselle , dont une vie de Sylvia Plath .

 

L'autre était de Yeats :  " The Celtic Twilight " ( 4 )

 

    - J'apprends la langue de Shakespeare ! , me claironna-t-elle d'un air enjoué , triomphal , appuyée à la carlingue de sa petite voiture , une " Fiat Uno " vieille comme Mathusalem ornée de nombreux autocollants sur sa vitre arrière :

Free Bobby Sands ! Ireland to Irish ! Breizh hor Bro ! ( 5 )

- C'est celle de mon père , un militant qui lui ressemble un peu , tu ne trouves pas ? , m'expliqua-t-elle alors d'une voix vive de jeune femme fière et libre ...

 

    J'allais lui rétorquer que j'étais contre la violence quand elle me coupa tout de suite :

- Il est mort maintenant , tu sais ...

    Il m'était assez difficile après ça de lui répondre .

Peut-être s'aperçut-elle de mon trouble car elle appuya sa poitrine contre mon dos , sa main toute humide serrant très fort la mienne .

- Je suis heureuse de te voir ! , me dit-elle ensuite , s'efforçant de se montrer gaie comme un pinson .

 

   La petite auberge était comble , mais nous parvînmes , en fin de compte , à y trouver à l'extérieur une table à l'écart .  

La soirée était si douce !

- Une eau de vie ! , réclama-t-elle tout de suite . Peut-être que , toi aussi , tu m'accompagneras ? Southern Comfort , Americano , autre chose ? A ce que je vois , mon père te ressemble , même aplomb , même apparence convenable !

( Chose étrange , elle parlait toujours de lui au présent ! )

... Il est attiré par la littérature bretonne , il lui plaît de naviguer sur la mer , poursuivit-elle , semblant chercher quelque chose qu'elle n'avait pas encore pu trouver sur lui ... Et quand il est seul sans moi , il aime aller jusqu'à l'Île de la Vierge ...

Mais un jour funeste , il n'est jamais revenu ! , soupira-t-elle enfin .

    - J'étais si jeune à l'époque , à peine si j'avais treize ans ... Je m'en rappelle encore , hélas , un vent terrible soufflant par bourrasques sur les landes Saint-Michel ... Tu comprends ? C'était un vent de maléfice , un vent de mort !

    - L'âme de mon père est si secrète , finit-elle par avouer .

" Je dois bien demander de l'aide aux sirènes , me disait-il avant d'embarquer parfois , pour qu'elles réveillent de leur somnolence l'esprit des gens d'ici !

Et voici pourquoi , selon ma belle-mère , je vais beaucoup trop en sa compagnie " pêcher les sorcières " , ce qui veut dire " ne rien faire " dans un dicton de mon pays , plaisanta-t-elle en souriant .

 

   Tandis qu'elle me parlait , l'eau de vie continuait d'attiser la ferveur de son bel esprit qui ainsi montrait sa différence , dévoilant peu à peu le mystère d'une étrange beauté par son regard profond brillant sur moi d'une lueur flamboyante !

   - On ferait mieux d'aller faire un tour pour prendre l'air ! , me lança-t-elle soudain . J'ai besoin de marcher , pas toi ?

Je dois vous l'avouer , nous étions ronds comme des queues de pelle , nous-deux , mais surtout moi , car je n'ai pas l'habitude de boire .

J'avais honte , cependant , mais je me levais vite pour la suivre .

   - Tu sais , j'ai parlé avec Jane Birkin une fois . De temps à autre , elle habite Landreda ...

Tu ne penses pas comme elle ? , me demanda brusquement cette chère ivrogne de mon coeur . Il n'y a que des " boîtes " dans le grenier de notre vie , la place du cercueil de nos souvenirs , de notre passé ... 

Certaines sont pleines , d'autres vides ...

( 6 )

   Pour , disait-elle , s'aérer la tête , elle s'était mise à aspirer l'air avec force devant l'océan . Mais je ne fus pas sûr de bien la comprendre lorsqu'elle me chantonna ensuite avec ironie cette vieille chanson de son enfance :

" Petites boîtes , petites boîtes ,

   Faites en ticky-tacky ,

   Petites boîtes

   Toutes pareilles ... " ( )

   Au-dessus de nous , tournoyant en bandes , mouettes et goélands semblaient se moquer de nous dans un tintamarre de cris sauvages .

   C'était le crépuscule ou la Passion des âmes , lorsque le soleil rouge tombe avec lenteur et majesté à travers les eaux sombres , les faisant scintiller de ses derniers rayons telles des vaguelettes , tandis que la lune , qui les reflète par milliers , lui renvoie sa prière :

" Vague unique dont je suis la mer peu à peu ... " ( 8 )

   La mignonnette s'efforça de foncer le long du quai , mais elle fut vite hors d'haleine à galoper de cette façon !

Quant à moi , j'avais de la peine à la suivre !

C'est pourquoi elle s'était mise à rire à gorge déployée quand elle constata mon épuisement à cavaler derrière elle !

   - Tu crois au Destin ? , se moqua-t-elle essoufflée , mais d'un air plus sérieux .

... Car la couleur du vent , c'est la mienne ! , fanfaronna encore celle qui semblait courir plus vite que lui . 

Les gens me fatiguent parfois . Ce sont des hypocrites , des peureux qui votent tous pour les partis français ... Gast !

 

   Elle voulut me raccompagner à la porte de mon hôtel .

Alors , nous nous entraidâmes comme des vieux pour grimper les marches raides qui conduisent au centre ville .

   Nous passâmes devant " Sked " , maison de la culture bretonne dont les lumières brillaient seules dans la rue Duguay-Trouin désertée ce soir-là .

Mona frissonna . 

- Je veux voyager loin comme toi , je dois partir , tailler la route ...

  Rue Branda , nous nous serrâmes fort l'un contre l'autre devant la porte de l'hôtel . Je la regardais les yeux dans les yeux pour mieux sentir combien son âme était complètement brisée !

Bien que je nourrisse pour elle , sans doute , des sentiments cachés , je ne savais pas comment lui rendre l'espoir .

J'étais triste car venait le moment de la séparation .

 

   Les grandes lettres de "L'Amirauté " scintillaient dans la nuit tendre , la bannière bretonne , accrochée à la façade , s'y déployait au-dessus de nous parmi les étoiles printanières . ( 9 )

J'aurais voulu encore la serrer tout contre moi , même si je ne pensais pas qu'il fût convenable que je l'invite dans la chambre .

   Elle s'installa dans l'ombre à une vingtaine de pas . Là , sur le bord du trottoir , elle se mit à fondre en larmes .

Puis ...

   - Ce soir-là , il y eut une tempête , raconta Mona qui sanglotait .

Je ne sais plus pourquoi mes parents s'étaient disputés . Mais après l'engueulade où on lui avait dit ses quatre vérités , mon père prit la porte et , malgré le mauvais temps , voulut s'enfuir .

Je crois qu'il souhaitait se rendre en Irlande pour commencer une vie nouvelle , plus libre , où j'avais pensé le rejoindre

coûte que coûte !

Je n'aimais pas beaucoup ma belle-mère ...

 

   Longtemps résonnera en moi l'angoisse de tes supplications .

Longtemps je reverrai ton inconsolable regard posé sur le mien comme celui d'une naufragée cherchant désespérément de l'aide sur la mer sans pitié .

   Son père se noya pour de bon , laissant toute seule sa petite fille à l'attendre avant qu'on envoie des gens récupérer l'épave du navire .

 

   Tout ça , tu me l'avais raconté , Mona .

Avec beaucoup d'attention , j'avais écouté le récit poignant de cet horrible drame et suivi ses images sur l'écran noir de ta vie sans merci ...

Quand nous étions tous deux sous la lune , jeudi soir ...

   C'est la vie en ce monde , n'est-ce pas , pour un pauvre ange comme toi dont l'esprit s'égare sur la terre tel un bateau sur la mer en furie ?

   ... Mais d'espoir , il n'y en aurait pas ?

 

  

  

 

 

( A Suivre )

 

                                         ___

 

 

DAN AR WERNTRAVERSEE ( Anthologie bilingue ) - I - Visages d'Anges - 2 - Mona ( Crépuscule des Âmes , 1 , 2007 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH ( Traversée ) " , copyright 2022 .

 

                           ___

Notes :

1 - Librairie " Dialogues " , Forum Roull - 29200 - Brest .

Son café littéraire est connu de ceux qui apprécient la littérature .

2 - " Etude " ( 1898 ) , par William Bouguereau ( 1825 - 1895 ) et " Tête de Femme " ( 1890 ) , dessin crayonné de Sir Edward Coley Burne-Jones ( 1833 - 1898 ) .

3 - Hashish .

4 - Sylvia Plath ( 1932 - 1963 ) , écrivaine US mariée à Ted Hughes ( 1930 - 1998 ) , autre écrivain britannique .

Souffrant d'une dépression , la jeune femme se donna la mort dans son appartement de Londres qui avait jadis abrité William Butler Yeats ( 1865 - 1939 ) , auteur de " The Celtic Twilight " ( 1893 ) , poète irlandais .

5 - Robert Gerard dit " Bobby " Sands ( 1954 - 1981 ) , combattant irlandais membre de l'IRA , mort des suites d'une grève de la faim dans la prison de Maze .

6 - " Boxes " ( 2006 ) , film autobiographique de Jane Birkin avec Géraldine Chaplin et Michel Piccoli .

7 - " Little Boxes " ( 1962 ) , célèbre chanson de Malvina Miller Reynolds ( 1900 - 1978 ) , chanteuse folk américaine , traduite en français par Graeme Allwright

8 - " Sonnets à Orphée " , II , 1 ( 1922 ) par Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) écrivain , poète autrichien .

9 - Hôtel de L'Amirauté , 41 , rue Branda - 29200 - Brest .

 

* Mona - Le Chemin Perdu , 27 - Copyright 2017 Dan Ar Wern / OmniScriptum GMBH & Co. -Editions " Muse " - Alle Rechte Vorbehalten .

Lire la suite

TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 1 - Malout .

14 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 1 - Malout .

TREIZH 

( Dastumadenn divyezhek )

 

 

 

 

 

I - Dremmoù Aelezed

 

 

 

 

 

 

1 )  Malout

 

 

     

 

      Kalz goulennoù ' vez graet a-zivout ar Garantez .

Ha genel a ra " 'vel ur pennglaou o luskellat dre an aezhenn war veg ur bann loar

o skedin " pa vez paret warnimp , enkrezet , selloù he loargann kevrinus dre ar prenestr hanterdigoret ? ( 1 )

Pe ez eo keal eus ur gejadenn dre zegouezh bet graet en un ostaleri Biarritz e-pad un abardaez Mae , o laka ac'hanomp o talin ouzh un dremm aelez hoalus ganet eus ur rez dibad , he tres dreistlavar , luc'hedenn a entano ho kalon da viken , o redek buan e oabl ur vuhez tenval evel liv an noz du ?

" Holl atizoù ha froudoù a dremeno gant an oad ? " ( 2 )

      Piv en deus laret-se en ur dremen en ur sapreg , e " Bro Kollet Meaulnes Veur " , o vale en alez an envorennoù diwalc'h ur gontadenn ken hoalus hag hini ur bapa ?

      Plijout a rae din istor Hervine Magon " a c'hoarzhe gant plijadur , a ouele gant an aon " , e-barzh " Kounskridoù eus an Tu- Hont 

d 'ar Bez "   ( 3 )

Komz a rae eus va bugaleaj din-me va-unan hag o lenn anezhan e tegase d'am c'houn adarre un dousig-koant mod Breizh anvet "Malout " , prinsezig melen he blev a vale kazel-ouzh-kazel gant he marc'heg kadarn , heman o tougen ur sae-foutouilhat hollgaer nepell diouzh lez hengoadeg

vojennel Vrekilien !

Bez' ez eus ul luc'hskeudenn gozh a ziskouez ac'hanomp gant hor falsjaved , div velo bugelien .

A-drugarez dezhi eo dasorc'het dre vurzhud holl skeudoù va zremened : hon troioù-kaer pa'z aemp da vreskenn ha da riboulat gant va c'hoar Marianig , pennrenerez ha penn-paotr gwirion hon tropell e-giz ur Markiz Pontkalleg * nevez , marteze , am stleje bepred dre gaer pe dre heg 'dreuz al lann war he lerc'h , hep menegin va hiraezh 'vit gouelioù Nedeleg gwechall-gozh hag e c'hoarielloù artizan ...

L'Îlot Haut , Bellevue : degouezhout a ra d'an anvioù-man dassenin c'hoazh em fenn ; Kamp Koetkidan e ospital an arme gant ur groaz vras wadlivet warnan 

( hini an Demplourien ? ) a welan anezhan bepred dirak va daoulagad . 

Ha zoken ma n'eo ket an Aotroù Brekilien o vont kuit d'ar Groazadeg war e varc'h-emgann feal , eo din a-walc'h ur soudardig plom war un estajerenn , marc'heg Sant-Sir meurdezus gant ur glipenn plunv gwenn-ruz war c'horre e chako , 'vit lakaat da skedin em noz livioù hud va bro c'henidik ! ( 4 )

 

 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                      ___

 

 

DAN AR WERN - TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 1 - Malout ( 2006 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH ( Traversée ) " , copyright 2022 .

                           ___

Notennoù :

1 - " War Glask an Amzer Gollet " ( A la Recherche du Temps Perdu ) , I - " Da Du an Aotroù Swann " ( Du Côté de chez Swann , 1913 ) , 1 - " Kombre " ( Combray ) , gant Marcel Proust ( 1871 - 1922 ) .

2 - " Ar Skinoù hag ar Skeudoù "  ( Les Rayons et les Ombres , 1840 ) - XXXIV - Tristidigezh Olimpio ( Tristesse d 'Olympio , 21 a viz Here 1837 ) gant Victor Hugo ( 1802 - 1885 ) .

      " Pozioù pe Bedergwerzennoù da Gemer Plas re Pibrak o deus aet da Gozhan un Tamm " ( Stances ou Quatrains , pour tenir lieu de ceux de Pibrac qui ont un peu vieilli ) ,

XXXVIII , gant Voltaire ( 1694 - 1778 ) , prederour , skrivagner gall .

3 - " Kounskridoù eus an Tu-Hont d 'ar Bez " ( Mémoires d 'Outre-Tombe , 1809 - 1841 ) , I , 5 , gant François-René de Chateaubriand

( 1768 - 1848 ) .

4 - Tro-Vale e Bro ar SkeudoùBalade au Pays des Ombres ( Heuliad ar Sterenn IV ) , I , 4 - Gilliatt hag ar Vorgazhenn - Copyright 2018 Dan Ar Wern / Edilivre - Tous droits réservés . 

   - An Erbeder Le Passeur des Mondes

( Heuliad ar Sterenn I ) , II , 8 , 2 - Mari-Morgan , notenn 12 ( 86 el levr * ) ha III , 11 - An Aotroù Brekilien - Copyright 2015 Dan Ar Wern / Edilivre - Tous droits réservés .

 

 

Clément-Chrysogone de Guer , Markiz a Bontkalleg 

( 1679 - dibennet e Naoned d'an 26 a viz Meurzh 1720 ) , a gemeras ur perzh bras en un irienn vreizhek 1718 o tennan  da ziskar gouarnamant Fulub II Orleans , Rejant Rouantelezh Bro-C'hall etre 1715 ha 1723 goude marv Loeiz XIV. Brudet e oa bet da c'houde dre werz 

" Maro Pontkalek " ( I , 46 ) ar " Barzaz Breiz " ( 1839 ) gant Kervarker  ( Théodore Hersart de la Villemarqué , 1815 - 1895 ) , gant " Ur Verc'h digant ar Rejant " ( Une Fille du Régent ", 1845 ) romant Alexandre Dumas , hag ivez gant film Bertrand Tavernier , " Krogomp gant ar Fest ... " ( Que la Fête Commence ... , 1975 ) gant Philippe Noiret

( Ar Rejant ) , Jean-Pierre Marielle ( Pontkalleg ) ...

Lire la suite

TRAVERSEE ( Anthologie bilingue ) - I - Visages d'Anges - 1 - Maloute .

9 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

Ange Saint-Jean de Montmartre

Ange Saint-Jean de Montmartre

 

TRAVERSEE 

( Anthologie bilingue )

 

 

 

 

 

I - Visages d'Anges

 

 

 

 

 

 

1 )  Maloute

 

 

     

 

      On se pose , au sujet de l'Amour , bien des questions .

Naît-il " comme une mésange balancée par la brise , à la pointe d 'un rayon " , quand on dévisage , inquiet , par la fenêtre entrouverte , son mystérieux clair-de-lune ? ( 1 )

Ou bien est-ce le hasard d'une rencontre , un soir de mai , dans un hôtel de Biarritz , qui nous met en face d'une charmante figure d'ange apparue comme un songe éphémère , mais dont la trace ineffable , dans le ciel d'une vie sombre comme l'encre de la nuit , filera tel un météore brûlant votre coeur à jamais ?

 

     " Toutes les passions s'éloignent

avec l 'âge " . ( 2 )

Qui a dit cela lorsqu'il s'engagea , sous la sapinière , au " Pays Perdu " du Grand Meaulnes , dans l'allée des souvenirs inassouvis d'un conte aussi merveilleux qu'un rêve

de gosse ?

 

     J'aime bien cette histoire d'Hervine Magon dans les " Mémoires d 'Outre-Tombe " , celle " qui riait de plaisir et pleurait de peur " . ( 3 )

Elle me parle de ma propre enfance bretonne . En la lisant , je retrouve le souvenir d'une petite fiancée de jadis ,  " Maloute " , jolie princesse blonde aux bras de son preux chevalier qui , pour la défendre , arborait lui-même une magnifique barboteuse à l'orée de l'antique forêt de Brocéliande !

Il subsiste une vieille photo de nos exploits , d'ailleurs , qui nous représente chevauchant nos montures , deux vélos

d'enfants à roulettes ...

    Grâce à elle , ressuscitent par miracle toutes les images de mon passé d'alors : nos  aventures dans la lande lors des folles équipées de ma soeur Marianig , cheffe de bande et , sans doute , héritière , à l'occasion , du marquis de Guer * , véritable garçon manqué , en tout cas , m'entraînant toujours , de gré ou de force , à l'y suivre , sans parler de ma nostalgie des Noëls d'autrefois , de leurs jouets d'artisans ... 

L'Îlot haut , Bellevue , il arrive que ces noms résonnent encore dans mon âme :

le camp de Coëtquidan , son hôpital militaire à la façade peinte d'une grande croix couleur d'Andrinople qu'on aurait dit celle teintée du sang des Templiers , je l'ai toujours sous les yeux .

C'est un petit soldat de plomb sur une étagère , majestueux cavalier saint-cyrien coiffé de son " shako " décoré d'un casoar de plumes rouges-blanches qui , à défaut d'être le sire de Koadkaden partant à la Croisade sur son fidèle destrier , suffit à éblouir mes nuits d'exil en cette Quête enchanteresse du lieu magique où je suis né ! ( 4 )

 

 

 

 

( A Suivre )

 

 

                                      ___

 

 

DAN AR WERNTRAVERSEE ( Anthologie bilingue ) - I - Visages d'Anges - 1 - Maloute ( 2006 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH ( Traversée ) " , copyright 2022 .

                           ___

Notes :

1 - " A la Recherche du Temps Perdu " , I - Du Côté de chez Swann ( 1913 ) , 1 - Combray , par Marcel Proust ( 1871 - 1922 ) .

2 - " Les Rayons et les Ombres " ( 1840 ) - XXXIV - Tristesse d 'Olympio ( 21 octobre 1837 ) par Victor Hugo ( 1802 - 1885 ) .

      " Stances ou Quatrains , pour tenir lieu de ceux de Pibrac qui ont un peu vieilli " , XXXVIII , par Voltaire ( 1694 - 1778 ) , philosophe , écrivain français .

3 - " Mémoires d'Outre-Tombe " ( 1809 - 1841 ) , I , 5 , par François-René de Chateaubriand ( 1768 - 1848 ) .

4 - Balade au Pays des Ombres ( Cycle de L'Etoile IV ) , I , 4 - Gilliatt et la Pieuvre - Copyright 2018 Dan Ar Wern / Edilivre - Tous droits réservés . 

   - Le Passeur des Mondes ( Cycle de L'Etoile I ) , II , 8 , 2 - Mari-Morgane , note 12 ( 86 dans le livre * ) et III , 11 - Messire de Brocéliande - Copyright 2015 Dan Ar Wern / Edilivre - Tous droits réservés .

 

 

Clément-Chrysogone de Guer , Marquis de Pontcallec ( 1679 - décapité à Nantes le 26 mars 1720 ) , fut un membre déterminant d'une conspiration bretonne visant à renverser le gouvernement de la Régence ( 1718 ) . Il a été popularisé par la chanson " Maro Pontkalek " ( I , 46 ) du " Barzaz Breiz " ( 1839 ) de Théodore Hersart de la Villemarqué ( " Kervarker " , 1815 - 1895 ) , par " Une Fille du Régent " ( 1845 ) , roman d'Alexandre Dumas , mais aussi par le film de Bertrand Tavernier , " Que la Fête Commence ... " ( 1975 ) avec Philippe Noiret

( Le Régent ) , Jean-Pierre Marielle ( Pontcallec ) ...

Lire la suite
Publicité
<< < 1 2