trilogie 3 " auberive " - danevellou
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 11 / 12 ) - Breton Version / E Brezhoneg .

AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 11 / 12 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma c'hallfen Ho karout ker ,
Foeltran bleunioù va nev'amzer ? "
Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "
- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .
Eil lodenn : Ar Gêriadenn
da bPatrick McGoohan ( 1928 - 2009 )
Eilvet Devezh
" Everything waits to be noticed ... " *
11 - Lola ' oa anezhi ar gast en doa kejet ganti un takad 'oa , anat 'oa dezhan , a sonjas trumm ! ( 7 )
He gervel a rae breman gant ur vouezh voug o tifronkan a rae dezhi ur griadenn zic'hoanag !
" Na selaou ket pezh a laront ! , a seblantas respont dezhan heklev an donvor ...
Sklerijennet 'oa bet buan goude dremm-skeud unan bennak nevez o tec'hel kuit er pellder gant goulou damvelen ul letern hag hini un tanlestr o taskrenan war bont ur oueletenn .
A-walc'h e oa da bikan e galon , o lakaat anezhi da dridal .
Bez'e oa-hi edo o paouez anavezout 'giz un tasmant , he gwiskad loargann en-dro dezhi 'kreiz amsked ha skleurioù touellus fall ar serr-noz : e vamm !
Ne dizhe ket dezhan kompren penaos bennak 'oa tremenet ken buan e zevezh war ar blanedenn iskis-man , na dre beseurt taol-(di)chans e vefec'h lezet eno da advevan pennadoù skrijusan ho puhez ?
"Ha ne oa ket gant re hor fotoioù kozh an hevelep dilhad en-dro dezhi ? , a c'houlennas dezhan e-unan .
Aspadennoù rouez ur maread aet da get : amzer ar brezel e oa , gwallreuz ar bloavezhioù daou-ugent ...
He mousc'hoarzh hag he neuz dichek avat , arouezioù he yaouankiz difinv , a entane c'hoazh e ene gant roud skedus anezho en he daoulagad seder !
Santout a reas o doa pouezet an holl draoù kevrinus-man da lakaat difetisoc'h an denvalijenn tro-war-dro ... Kendegouezh ?
Tamm-ha-tamm ' oa koazhet truilhoù stoub ar vrumenn o veuzin 'baoe pell er voredenn dourioù ar porzh ...
12 - Ha pep tra staget da zihunin en em ziskoueze breman gant muioc'h a spisted evel ma vefe bet c'hoant dezhan e zoare vresk ober fae ouzh an hollved !
Pep bev ivez ...
Edo o paouez kludan meurdezus un albatroz war dilher-araok ur fourgadenn .
Er-maez eus ul lomber e savas penn sebezet ur mousig o tispakan a-wel d'an holl e stammenn c'hloan roudennet dindan rodelloù kej-mesk e greouichenn , ur boned ruz gant un doupenn wenn warni .
A bep tu 'oa kroget en-dro lusk-dilusk ar porzh-kenwerzh . Dre sil e kerzhe buan martoloded etre landonioù ha rolloù fard ha paramantoù gant kasedoù koad tachoù kouevr enno war o divskoaz .
A-hed ar c'hae ' save bernioù traezh ha glaou , menezioù barrikennoù o tamguzhat listri niverus bet staget o chadenn outan , kabellet gant siminalioù uheloc'h 'get tiez .
'Kreiz givri ha dokoù ez eas war-nij koabrennoù laboused liesliv , skreved ha gouelini o leuskel o c'hriadennoù skrijus dreist toennoù marellet etrepaouezioù betek war obantoù ha goueladurioù .
Outo 'oa staget trouzioù all , tint ur c'hloc'h , gwigour chadennoù ... Ha taolet 'oa en aer c'hwezioù eol , ter-du , lec'hid pe voged ... En oabl deut sklaer adarre 'oa tu da arvestin ouzh taolenn varzhus ar pellennoù damc'hlas , ruz-moug , o gwel dirazan o tegas da sonj ar baleer ne oa ket chomet er gêr ken met lakaet a-dal d'un degouezh spontus na c'halle ket bezan kredet a-envor den !
A-benn ar fin , d'ar c'houlz ma spluje ar sterenn flamm bras divent er mor trellus , e profe d'an deiz ur momedig diwezhan livioù-tan ar c'huzh-heol .
Mezevellet ' voe penn Fred a-nevez !
Kroget aon ennan e teraouas da redek en-dro davet an hini a grede ' oa bet kollet neuze ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 11 / 12 - Gwengolo 2004 / Meurzh 2014 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
7 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive 11 , 6 ) .
* " Everything Waits to Be Noticed ... " ( Gortoz a Ra Pep Tra ma Vefe Taolet gantan e Evezh ... ) , kanaouenn Art Garfunkel war e albom an titl-man gant Maia Sharp ha Buddy Mondlock - Copyright Manhattan Records , 2002 - All rights reserved .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - The Ocean Doorway - La Porte Océane ( 10 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 10 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma c'hellfen Ho karout ker ,
Foeltran bleunioù va nev'amzer ? "
Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "
- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .
Eil Lodenn : Ar Gêriadenn
da bPatrick McGoohan ( 1928 - 2009 )
Eilvet Devezh
10 - Tec'hel buanan ma c'hallfe ! Mont d'an tu all ar blasenn hag hep sonjal , en em oufin goude a-benn-herr e banelloù strizh ar gêr gozh , seurt milendall gwirion stok ouzh ar porzh-kenwerzh gant e ziri gamm-zigamm , e riboulioù liv ar groug warno en doa anavezet mat yaouankoc'h pa gerzhe 'kreiz ar vorenn dirak barrleternioù o vlinkan ur gwall davarn na veze kinklet he diavaez alies met gant ur c'hast feul he doare ha sev he c'hiz ruz 'vel he muzelloù .
Tro-dro d'ur batis dirapar , e tisoc'has e lec'h ur stalig hudur , fallvrudet ha sklaeriet-fall ar c'hengerzour .
Na pebezh ur souezhadenn vras 'oa bet dezhan neuze gwelout dre-holl er rakstal embannadur diwezhan ar gelaouenn "Sterenn Rekourans " , un titl bet skritellet e lizherennoù bras war ar bajenn gentan tost d'ur foto dezhan e-unan :
" DROUG ADARRE E-NEUS GRAET AR PIANOOUR LAZHER ! "
Gant un displegadenn dindan : "Diwalc'h goude muntr e wreg e teu en-dro du-man da dennan dial ! "
O tiskouez un dant alaouret 'touez amailh o c'hrizan e vousc'hoarzh suner-gwad , e huchas ar stalier warnan bravig e toull e zor :
- An niverenn nevez eo hini , Aotrou Kervern ! Keal 'zo nemet c'hanoc'h hiziv , war a seblant !
Met ne lakaas met da c'hridiennan muioc'h ivez e c'hêriou diwezhan ! Penaos 'ta en doa e anavezet an higrenn a zen fall-se ? , en em c'houlennas kent skarzhan kuit d'an daoulamm ruz !
Un tamm pelloc'h e teuas da zihunin envorennoù poanius en e spered komzoù all bet laret dezhan gant ur " pin-up " he daoulagad louet 'vel re ur vleizez .
- Alo 'ta , kaezhig ! Deus 'man ganin-me ! , a hopas dezhan dichek . C'hoant 'm eus da c'hoari dit "tres an ellig " ! ( 5 )
Adkouezhet 'oa breman al litenn .
Darbet 'oa bet dezhan riklan war ar pavez gleb ma veze-hi oc'h ober kof-gar , pintet uhel-tre war he seulioù , gwisket eeun gant ur mini-broz hag ur jiletenn c'hloan roz he gouzoug chinchilla .
Lakaet 'oa bet splannoc'h ar re-fard he doa war he dremm gant neon ar pub nes ha skleurennoù dislivet bet taolet tro-war-dro gant al lamp-straed ma veze he c'hein sko outi .
Kredin a reas en doa adkavet un anaoudegez kozh bennak .
Perak ? , en em c'houlennas gant nec'h .
'Greiz-holl 'oa peget ur barr-aon ennan !
O santout ur spont o tremen dre holl e izili , n'ouie ket penaos tec'hel diouzh ar strobinell ziwel-se a seblante trein un doare gwir buhez en ur c'hoari ken diaoulek !
Rak-se , emouez e kavfe tro an arvar da darzhan a bep tu , en doe c'hoant da vont buan pelloc'h , met ken berr 'oa aet warnan gant e red ken 'oa ret dezhan e herzel , o tizhout koulskoude da glevout trouz ingal gwagennoù ar mor mesket gant stronsadoù e anal e-unan .
Merzout a reas neuze an den e veze trubuilhet a-wechoù o c'han hiraezhus gant stlak taer lien ur gouel pe gri fuloret ar skreved ...
Deut da vezan siouloc'h , e leunias e skevent gant aezhennoù an aer vor ha goude , war gouc'h ur vag , e lennas gant poan lizherennoù bennak skrivet e gwenn :
"Steredenn ar Vintin " ( 6 )
Sklerijenn ruz un tour-tan o trein er pellder a entane anezho d'ar c'houlz ma daole e vannoù warno ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 10 - 2004 / 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
5 - Thomas Mann , "Tristan " ( 1903 ) : Das Liebesmotiv ( Le Motif du Désir ) .
6 - Morning Star .
Taolenn : " The Lugger Inn " , gant Don McLeod ( St Ives , Cornwall - UK ) .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - The Ocean Doorway - La Porte Océane ( 9 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 9 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma c'hellfen Ho karout ker ,
Foeltran bleunioù va nev'amzer ? "
Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv " -
An Iliz Gwisket gant an Delioù ( 17 ) .
Eil Lodenn : Ar Gêriadenn
da bPatrick McGoohan
( 1928 - 2009 )
Eilvet Devezh
9 - En o c'haer e save talbennoù kentan tiez ar gêriadenn war ziribin an dorgenn .
Kent dilennan prederiek un hent a gasfe , dinaou dister gantan , d'ar blaenenn arvorel , ez anavezas banelloù livus-kaer porzhig an amzer gwechall .
" Neuze , 'maoc'h o tiskenn , aotrou Kervern ? , a zichekas dezhan un iskis a zen gwisket eveltan , ur mell mousc'hoarzh war e vuzelloù : " Ken brav an amzer , neketa ? "
Neudennoù aour 'veze gwriet dindan lun un erminig ouzh e vruched . Gouest e oa d'o lenn : " Kentoc'h mervel ... " ( 1 )
N'en doa ket amzer da respont dezhan , nebeutoc'h c'hoazh da gompren penaos en doa divinet e anv ar baleer : steuzian a reas trumm 'vel ur skeud e skedoù an heol splann !
Dassenin a reas heklev ur sonerezh a zeue a-vommoù en e zivskouarn betek ennan tregern ziaoulek ul lazig-senin , strollad lirzhin muzisianed yaouank a c'hoarzhe er pellder o poelladin hep ehan da c'hoari war ton o biniawoù-bras hag o bombardoù un arroud eus " Ar Vro Gozh " , kan broadel . ( 2 )
Souezhet-mik o klevout komz bremaik yezh kozh al ledenez gant an tremeniad , e reas Fred goulennoù outan e-unan .
A-bann hag a-gorn o doa sellet outan an holl dud a oa aet e-biou dezhan diwar-neuze , prez warno ivez da droc'han kuit ar buanan ar gwellan gant un " Yac'h an dud du-se ? " hegarat ha droch a seblante o didamall bewech eus o zec'h !
Dalc'het gant ur santadur iskis krog ennan ez erruas dirak an ti-kêr .
Doareoù ur fest laouen , ur peoc'h sioulaus 'veze displeget en ardremez dirazan koulskoude . Roudoù ebet eus Rekourans hag he " bunkerioù " euzhus ... Aspadennigoù hepken eus un amzer aet da get a seblantas dont en-dro disklaer dezhan war c'horre e emskiant . Nann , a sonjas 'vit disamman e galon , ne c'hellfe ket bezan c'hoazh hurlink euzhus an ospital , gweledigezh-se ur Reveulzi-Veur he dismantroù niverus he doa e lakaet da gredin e distrujidigezh ar bed penn-da-benn ! ( 3 )
Lizherennoù aour a lugerne meurdezus war dalbenn an ti-kêr : " Potius Mori Quam Foedari ! "
Strakal a rae bannieloù gwenn ha du diniverus en avel vaez .
Edo o vont e-biou d'ar sonerien a c'hoarie ar memes ribourtadenn bepred ha ne oa ket dishenvel diouzh ar re all o dilhad .
Perak'ta 'vezent gwisket gant un hevelep lifre ? , a sonjas .
Abalamour d'ar goulenn-man 'veze heskinet .
Met krenvoc'h 'get cholori ar sonerezh frondoù an holen mor ennan , e respontas dezhan , difluket eus neblec'h , ur vouezh vaouez metalek he sonnliv , hoalus ha flour war an dro !
" Demat deoc'h-holl ! , a gemennas . E tarzh un devezh splann emaomp ! Ho programm ? Prientin an dibunadeg a vezo fenoz !... "
Rak e naon-bras da c'houzout eus pelec'h e teue ar bedenn hegarat , n'en doa ket c'hoant hor gweladenner da glevout muioc'h . Sellout a reas da gentan ar bokedoù kaer frondus 'oa bet lakaet 'harz mogerioù ar savadur war ar blasenn . Klask a rae ur mikrofon .
Neuze e komprenas e c'hellfe bezan skoachet-ouesk , marteze , 'touez al lieskinkladurioù tredan a c'houlaoufe ar gouel diwezhatoc'h .
Evit-se 'oa fichet holl vonumantoù ar gêr gant aozadoù bleunvel , tresoù bleunioù 'vel tarzhioù flamm a sklerijennfe anezhi a bep tu , he straedoù bet goulaouet-holl da c'houde gant garlantezioù ha strobadoù lieslivek o strinkan enni 'vel tanioù-arvest ha marzharvestoù !
Dre-holl avat , a-hed talioù marellet ar c'hendioù giz varok pe rokoko , koulz war letioù pompadus ha palezioù reteriat 'vel war doennoù soul penntier eeunan-tre an aod , 'oa dibunet panelloù lien divent a ziskouezhe bewech dremmoù peurhenvel .
Ne reas van pelloc'h hon haroz gant tisaverezh kitsch-tre hag emdro ar c'hêraozan er gêr gouronkan ken sioul ha kensentour amzer e yaouankiz . Sabatuet 'oa bet ken a grene 'vel un deliaouenn !
Rak 'oa bet en , ur sell falskarantezus ennan , en doa gwelet war holl vogerioù en e wiskamant leurenn gozh , luc'hskeudennoù melenet ur sonadeg a-ziagent ! ( 4 )
A-daol-trumm e tigorntroias tud yaouank vervet er ru !
Re ar " bagad " e oa , hag hini a vleinie anezho , pennsoner , a zirollas da yudal en e uhelgomzer 'pad ma save ur seizenn e ambrougerien daer gant e gomzoù kintus warni :
" Kervern muntrer , Kervern muntrer ! "
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 9 - 2004 / 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved -Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - " Kentoc'h Mervel eget Bezan Saotret ! / Potius Mori quam Foederi ! " ( latin ) , ger-stur Breizh .
2 - " Bro Gozh ma Zadoù " ( 1898 ) , kan broadel Breizh , pozioù savet gant Fransez " Taldir " Jaffrennou ( 1879 - 1956 ) , skrivagner ha drouiz Breizh .
3 - " An Trede Arc'h " .
4 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin "
Luc'hskeudennoù : Portmeirion ( Kembre ) er stirad skinwel " Ar Prizoniad " ( The Prisoner , 1967 ) , sevenet gant George Markstein ha Patrick McGoohan .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - The Ocean Doorway - La Porte Océane ( 8 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 8 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma c'hellfen Ho karout ker ,
Foeltran bleunioù va Nev'amzer ? "
Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "
- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .
Lodenn Gentan : Marikele
Eilvet Devezh
8 - Riv a groge en e gorf sklaset 'vel ur werzenn gozh he dasson flemmus o krignat e vouzelloù :
" What shall we use to fill the empty spaces
Where waves of hunger roar ? ( 20 )
Hag evit respont hepken da reuzioù pell-iskis an heklev-se , didrouz ar gourhent dizarempred a-bezh o tenvalaat muioc'h-c'hoazh e ene drastet ...
Sabatuet-mik e voe gant pezh a zizoloas kentizh ha dihunet : lies adplanedenn bet gwelet oc'h ober tro un heol a bep seurt liv , kalz brasoc'h 'get hini o tomman hon Douar , e skeud hirisus par d'un hologramm !
Niverin a reas c'hwec'h anezho , henvel-bev daou-ha-daou , skedus pe skedusoc'h , tostik-tost mui pe vui an eil re hag ar re all , o stlejan pep hini d'he heul distaol du he dremm guzh davit unan all ...
A-wechoù evelkent e krede tizhout minc'hoarzh dipitet ul loar o teurel he skeud war hunvre he gevelenn ...
Ha trumm e teuas d'e sonj traoù dreistkred 'oa c'hoarvezet dezhan pa verzas 'oa moged ur vag an hini 'oa diamen war rez dremmwel glas-ruz ar bazinier ! E-unan-penn edo , difinv ha war led e gorf , gourvezet war c'heotenn c'hlas ar pradoù skubet gant an avel lemm , e zaoulagad koc'hennet o vont ganti e donderioù displann e damm planedenn espar ...
Oc'h envorin e veaj hir m'en doa kredet n'oa met un hurlink dezhan , e klaskas dastum e sonjoù en aner neuze . Rak aon en doa , krenan a rae gant holl e izili ! ( 21 )
Tremen a reas ur predig amzer ...
O tont a-benn da sioulaat e spered adarre , en em dapout a reas da sevel ivez kent lammat en un taol war al leur vitum a c'holoe ar pont-skourr divent .
Ur savadur bras-divent , foetet gant ar mor-bras dirollet e oa , ma c'helled mont uheloc'h d'an oabl a-nebeudoù gantan pa veze tu hepken da verzout e drolinennoù kentan . Morlusennoù a c'hronne anezhan a bep tu , beuzet e houarnaj-framman ganto , a seblante mont d'en em goll en dremmwel da c'houde . Iskisan tra 'oa ar santadur a zigenvezded , a vantridigezh a teue ennan digant ar relegenn veurdezus-se , seurt euzhvil bet krouet gant ur bed dianav !
Pell e kerzhas war ur bradenn c'hlasvezet ma veze bochadoù geot diniver o wagennan warni 'vel houloù ar mor rust a yude gouez outi er gorventenn , war draon , kri ar gouelaniged , ar morvrini ...
Na pegen marzhus 'oa evitan da welout , a sonjas , dre arvestin pezh 'oa difluket dirazan , gouest da rein en-dro dezhan e denzorioù bugel gwechall !
Hep kavout penn ebet da se , e krogas da redek gant jourdoul e yaouankiz adkavet !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 8 - 2004 / 2012 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
20 - Kanenn : "Empty Spaces " (What Shall We Do Now ? ) gant Roger Waters , c'hoariet gant Pink Floyd : " Gant petra a raimp 'vit leunian tachennoù goullo ma kroz enno houloù mor an naon ? "
Albom : "The Wall " ( Ar Voger ) , copyright Pink Floyd Music LTD. 1979 .
Film Alan Parker ( 1982 ) diazezet warnan . Pep gwir miret strizh / All rights reserved .
21 - Auberive 11 : " Istor ur Bleinier Laz-Senin " , 11 , V , 23 - Ar Bugel ' C'hoari Mell .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - The Ocean Doorway - La Porte Océane ( 7 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 7 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma c'hellfen Ho kerout ker ,
Foeltran bleunioù va Nev'Amzer ? "
Francis Jammes - " Frankizennoù En Nenv " -
An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .
Lodenn Gentan : Marikele
Eilvet Devezh
7 - Ne welas nemet ur skeud er pellder , un dra bennak dispis 'vel trolinenn un tasmant ...
Fellout a reas dezhan youc'hal a-bouez e benn e zispi warnan :
" Me ho ped da larout din pelec'h emaon o chom ! "
Met e seblantas steuzian trumm pezh a c'hoarveze . Petra ober , neuze ?
Bez'oa un nor-brenestr bihan hanterzigoret war-grec'h .
O kavout aman dre chans ur gador da bignat warni , e teuas a-benn da vont buan d'an digor , ha dre bouezhan war e zornellig , d'en em silan er-maez dre 'r riboul .
Pintet war ar seurt rizenn-se , edo ur gammed bennak nemetken etrezan hag an islonk !
'Vel Sisiphus , e touje bevan c'hoazh un hurlink peurbadel ! ( 16 )
N'eo ket hon Tonkadur henvel ouzh rod ur vilin a dro e zourioù tenval , rimadellig bet kanet gwechall gant e vamm evit e lakaat da gousket d'an abardaez , araok na gouezhas mor-bras an noz gant skleurioù diwezhan an devezh ? ( 17 )
Er wech-man , e oa lizherennoù bras o skedin a strivas da dreuzin ar vorenn bet lakaet a dammoù pilpouzek kotons louet war wez ar porzh , o kas buan da get hiraezh en doa d'e vugaleaj !
Setu pezh a c'hellas lenn diouzh ar c'hentan sell , o krenan gant aon goude ar gavadenn-man ken fromus hag enkrezus !
"Ospital Rekourans " !
"Va Doue , n'edon ket o chom en Elzas neuze ! , a sonjas . Petra ' oa c'hoarvezet ?
Ur vouezh vugel voan a hopas dezhan iskis .
Paotr en doa kejet outan emberr en e hunvre e oa ... ( 18 )
Kredin a reas en em anavezout ennan eus a-bell e amzer e yaouankiz disoursi .
- Demat , Aotrou Kervern , ouzh ho kedal emeur , war a seblant ! , a vousc'hoarzhas an avrelodig .
" Gant daoulagad 're dost da vervel ' ra alies an Ankoù 'vit teuler evezh ouzh an dud vev ... " , a laras dezhan e-unan . ( 19 )
Ent gwir , e oa e dasmant edo o paouez hopal evel-se d'ar beajour . E bedin a rae zoken da vont gantan war al lann betek bro o envorennoù gwechall ...
Leun a fru , e adlavare dezhan hep ehan he c'hlemmgan heskinus an avel-vor , 'vel heklev hiboud ar gwagennoù war an draezhenn , a raksante edo tostik-tost anezho , skeud diziraez ha goapaus o-unan eus e garantezioù kollet :
" Petra 'c'heus graet gant da vuhez , petra ' c'heus graet gant da vuhez ? Karout a rez ac'hanon ? " , a vouskane dezhan an donn zidruez .
Teuzin a reas e weledigezh gant relegoù latarenn diwezhan .
Gant ar skalieroù-servij , debret gant ar mergl , e tiskennas Fred . War un hent bras dilezet , a seblante mont diwar nij leun a spi d'ar maez , en em gavas da c'houde . Met da betra e c'helle talvezout ? , a c'houlennas outan e-unan . Ul lec'h distro ha digenvez penn-da-benn e oa , gant nikun ha kirri-tan ebet tro-war-dro ...
Spontet-mik , e kouezhas war an douar glebiet , skuizh-divi e-unan-penn , faezh betek skoulm e ene ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 7 - 2004 / 2012 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
16 - Sisiphus , mab Aeol , bet kondaonet gant ur varnadenn beurbadel da ruilhal ur roc'hell zivent war ziribin ur menez , oc'h adkouezhan dioutan dizehan bewech ma dizhe e lein .
Awenet 'oa bet Albert Camus ( 1913 - 1960 ) , prederour ha romantour gall , gant an istor hengounel gresian-se da skrivan e " Vojenn Sisiphus " ( Le Mythe de Sysiphe , 1942 ) .
17 - Rimadell Vro-Wened : " Pep hini d'e dro , hag ar vilin a dro ... "
18 - "Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive , 11 - V - 24 , Ar Bugel 'C'hoari Mell ) .
19 - " Pep Hini en e Noz " ( Chaque Homme dans sa Nuit , 1960 ) , romant Julien Green ( 1900 - 1998 ) , skrivagner gall-amerikan a skrive peurliesan e Galleg , ezel eus an Akademiezh C'hall .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - The Ocean Doorway - La Porte Océane ( 6 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 6 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma c'hallfen Ho karout ker ,
Foeltran bleunioù va nevez-amzer ? "
Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "
- An Iliz Gwisket an Delioù ( 17 )
Lodenn Gentan : Marikele
Eilvet Devezh
6 - Sonjal a reas dezhan e vije bet ur c'hadarniad eus ar Grennamzer o vont gant tizh war hentoù serzh ar Groaziadeg 'vit servij e "Belle Dame Sans Merci " 'vel e hendad marc'heg , hag o kounaat unan ar bravan gwerzhioù bet kanet gant Kathleen Ferrier , brudet he anv :
" I see a lily on thy brow ,
With anguish moist and fever-dew ,
And on thy cheek a fading rose ,
Fast withered too ... " * ( 15 )
Ha n'en doa ket karet anezhi o c'houzanv poan , 'vel an noz o kendeuzin gant skleurioù melen blin an tarzh-deiz a lak un deiz nevez da ziwanan koulskoude ?
Un diviz dilavar etre Skeud ha Goulou ?
Ha poellet he doa ar gentel-se ?
Forzh penaos , ne verne ket re dezhan : aet 'oa-hi d'ar bed all , da betra e talvezfe dezhan kenderc'hel gant e vuhez breman ? Ne gave ket gwelloc'h mont daveti ?
Ha padal , hep na vefe bet tu dezhan kompren perak , e teuas d'e veiz edo e yec'hed war wellaat a-nebeudoù , o verzout naon-du a vroude gantan zoken .
Edo o sioulaat anezhan er c'hontrol , o tizhout dezhan amenin d'an droug en heskine ha lakaat da nijal kuit enkrezioù diouzh e spered .
O kas e linsel diwar e dro , e tivizas difrapan tuellennoù plastik e holl venviachoù yac'hadel . E pe lec'h iskis en em gave ? Nikun tro-dro ! Fellout a reas dezhan tapout krog er pellgomz 'vit choual e vuhez !
Met evit respont dezhan , ne oa nemet un ouat stank dreist ar stalafioù , pezhioù morlusenn henvel ouzh ur gwisk a liv ruz-gwad o vont e truilhoù . Netra ken !
Pa vefe keal eus un tour-tan , a sonjas , ne vefemp ket er Vogesen ...
Mall bras warnan gouzout muioc'h , en doa gwisket ur re zilhad lakaet aman e kuzh outan , tra iskis all , war ur gador , ur chupenn flanell du a rae mat-tre dezhan hag ouzhpenn , ur bragoù gwenn a seblante bezan troc'het diwar vuzul evitan .
Boutan a reas an nor gant un tammig anken : leun 'oa an trepas . En em avanturin a reas er-maez !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 6 - 2004 / 2012 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .
Notennoù :
15 - "An Erbeder " ( Brezel ar Groaz , Trede Lodenn ) , gant Dan Ar Wern .
- Kathleen Ferrier ( 1912 - 1953 ) , kanourez vrudet Breizh-Veur .
- "La Belle Dame Sans Mercy " ( 1819 ) , skrid ar barzh romantel saoz John Keats ( 1795 - 1821 ) ha taolenn ( 1893 ) al livour klasel-nevez ha rakrafaelour saoz John William Waterhouse ( 1849 - 1917 ) .
* " War da dal 'welan ul lili ,
Mouest gant ar c'hwez ha glizh an ambren ,
Ha war da zivjod ur rozenn o wenvin ,
Disec'het buan zoken ... "
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - The Ocean Doorway - La Porte Océane ( 5 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 5 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
' Vit ma c'hellfen Ho karout ker ,
Foeltran va bleunioù nevez-amzer ? "
Francis Jammes - "Frankizennoù en Nenv " -
An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .
Lodenn Gentan : Marikele
Eilvet Devezh
" Petra 'vefe pedenn an Iliz hep emro ar garourion vras d'an Doue a zo Karantez ? "
Edith Stein - " Das Gebet der Kirche " ( Pedenn an Iliz )
5 -
Envorin a reas ur valeadenn a-gevret er rannvro Pfalz . ( 6 )
Un devezh hanv tomm e oa , hag ar plac'h yaouank he doa diskouezet he skol zoueoniezh dezhan . ( 7 )
Un tamm pourmen o doa graet da c'houde 'barzh iliz-veur Speyer 'raok mont da verennan er menezioù . ( 8 )

Gwech bet tizhet Bro-Frans , o doa gwelet livioù-tan ar c'huzh-heol o paran splann war rivinoù kastell Fleckenstein , hag oc'h ober an dro dezho buan , re drellet o daoulagad , marteze , da c'hallout mont tre , ken diwezhat ma vefe bet 'vit ur garantez gollet ! ( 9 )
En e lizheroù niverus chomet direspont - berr e veze an amzer ganti , a gave gwell d'en em zigarez alies dezhan - en doa komzet anezhi eus harozezed kevrinus 'vel Diotima , Karoline Von Günderode , m'hen dije bet c'hoant bezhan awenet ganto 'vit ur c'hrouin sonerezhel da zont ... ( 10 )
Un noz , o santout flourad aelezed war e zremm , e hunvreas en unan anezhe deut da ganan he luskellerez dezhan ...
Hag an tro-vale a rejont 'zoug o c'hamm 'hent alez koadeg Schönau , a sonjas , tamm pred gras war an deroù-noz kent mont an eil diouzh egile ? ( 11 )
" Pa welis un durzhunell yaouank o tec'hel kuit a-denn-askell diouzh an deil , e kavas din 'oa 'vel karantez diroll Goethe Vras 'vit e Frederique , a laras dezhi un deiz e pleg he skouarn ... ( 12 )
Ne oa ket "bugel Gwengolo " e-unan ouzhpenn-se , "Prins damglanv e spered " edo o klask , 'vel Peleaz ha Tristan , ene hirvoudus ur vaouez na vez ket ken gortozet war hent dispi ur batis kozh dilezet ? ( 13 )
Kregin a reas en he dorn , hag er stardas kalonek 'vit ar wech diwezhan ...
" En em garout a raimp keit ma tavimp an eil egile , he doa mouskomzet dezhan , o tegas d'o sonj pedenn fromus Francis Jammes :
" Brav 'oa an amzer pa varvas ho mignonez ?
O ! Me 'garfe gouzout mar beze 'pad ar mintin ...
Mousc'hoarzhet he doa ouzhoc'h 'raok mont kuit ? " ( 14 )
Petra 'chome breman eus un amzer na zistrofe biken ?
Envorennoù dispis o nijal kuit 'vel delioù diskar-amzer , tammoù buhez aet e pilhoù , ludu stered ...
Petra ? , a c'houlennas dezhan e-unan , e sell paret war liv damruz al latar a veuze ar prenestr ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 5 - 2004 / 2012 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
6 - "Land " Rheinland-Pfalz er mervent da Alamagn .
7 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin " .
8 - Speyer , kêr alaman war ribl ar Roen , er su da Pfalz . Iliz-veur romanek brav diazezet gant Konrad II e 1030 .
9 - Kastell Fleckenstein , en norzh da Elzas , kumun Lembach , savet goude 1138 da genver savidigezh Konrad III Hohenstaufen d'an tron .
10 - " Diotima " lesanv Suzette Borkenstein ( 1769 - 1802 ) , karantez vras Friedrich Hölderlin ( 1770 - 1843 ) , barzh klasel - romantel ha prederour alaman , meneget en e oberenn vrudetan : " Hyperion " ( 1797 - 1799 ) .
- Karoline Von Günderrode ( 1780 - 1806 ) , barzhez romantel alaman hag en em lazhas gant he goustilh d'an oad a 26 vloaz .
11 - Schönau , kêriadennig damdost da harz Bro-C'hall , etre kastell Fleckenstein ha koadeg Pfalz , meneget ivez e barzhoneg Friedrich Schiller ( 1759 - 1805 ) : "Der Gang Nach dem Eisenhammer " . Gwech bet pignet betek penn ar wenodenn dindan skeud gwez ar sapreg , ' vez kavet ur maenig-envor gant ur groaz engravet warni : "Am Zundelsfelsen " ( Ar Roc'hell flamm ) .
12 - Goethe , studier e Strassburg ( 1770 - 1771 ) , a chomas e Sesenheim ma teuas ur garantez diroll dezhan enni 'vit merc'h pastor ar barrez , Friederike Brion ( 1752 - 1813 ) .
13 - "Bugel Gwengolo " ( Enfant de septembre ) , " Prins damglanv e spered " ( Prince malade ) , in " Madeleine " ( 1915 ) , danevell Alain-Fournier bet embannet e "Burzhudoù " ( Miracles , 1924 ) .
- "Peleaz ha Melisand " ( 1893 ) , pezh-c'hoari Maurice Maeterlinck ( 1862 - 1949 ) el luskad arouezhouriezh , hag ivez ur c'hoarigan Claude Debussy bet krouet e 1902 e Pariz . Un doare treuzlec'hin mojenn Tristan hag Izold e oa , a lakaas yaouankiz ar mare da vezan bamet-tre ganti !
14 - "Tristidigezhioù " ( Tristesses , 1905 ) , eil rann eus "Frankizennoù en Nenv " ( Clairières dans le Ciel , 1902 - 1906 ) , bet skrivet gant Francis Jammes ( 1868 - 1938 ) , barzh arouezour bearnat .
- Mary Garden ( 1874 - 1967 ) , sopran skosat , krouerez perzh Melisand e 1902 . Teul "Hachette Journal " an Teatr . Pep gwir miret strizh .
"The End of the Quest " ( 1921 ) gant Sir Frank Dicksee ( 1853 - 1928 )
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 4 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 4 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma oufen Ho karout ker ,
Foeltran va bleunioù nevez-amzer ? "
Francis Jammes - "Frankizennoù en Nenv " -
An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 )
Lodenn Gentan : Marikele
Eilvet Devezh
4 -
" In ihrem Herzen hat für mich die Stunde schon geschlagen / En he c'halon eo bet skoet va marv he daol diwezhan ..."
René Schikele - Barzhonegoù / Gedichte - " Lied / Kanenn "
O vezan m'en doa kroget aon ennan , hag evit argas an nerzhioù fall a zaremprede ul lec'h ken didermen war e dro , en dije mennet Fred adkavout ar studierez .
Spi en doa en defe harp diganti , marteze , da anzav outi eeun e garantez ?
" ... Arabat eo dit va gwelout ! ... ha sonjal ennon zoken , he doa gourc'hemennet dezhan .
O chaokat sonjoù kozh edo , ur froudad envorioù glac'harus oc'h entanan hag o vezevellin e benn , a lakae anezhan da gouezhan didruez en un islonk distrad !
E-giz un hunvre ez adwelas ar veilhadenn-se ken trist m'he doa diskuliet he c'halon dezhan e korn an oaled , er sal vras Auberive .
He dremm gaer zisliv , seder he doare da gentan , a ruzie tamm-ha-tamm gant strink ar c'hefioù entanet .
E kevrin an noz tenval-man 'oa savet ur vorenn velkoni d'he daoulagad pers , ha sked flamm anezho a zistaole hini an oabl divent . Perlez glizhenn o doa o c'hlebiet p'he doe komzet diwar-benn un armeniad yaouank m'he doa kouezhet e karantez gantan , daoust ma oa re henvel outi , koulskoude , 'vit derc'hel spi e c'hellfe mont en-dro d'e c'havout . Ne zimezer ket d'ur beleg , neketa ?
" Va Doue , pegen bras eo va c'harantez ouzhoc'h !
Ha gouzout a oufen bevan hepzoc'h ? " ( 4 )
Padal , un dra bennak dizampart en doa hiboudet e pleg he skouarn d'an abardaez-man ? Disonj en doa graet .
Met goude-se , ne voe ket evit mirout alfo ar garantez vras-meurbet-se edo o paouez kredin lenn c'hoazh gant kement a drid-galon etre e linennoù birvidik , adkavet dre vurzhud !
Re hir e oa aet , moarvat , ha bet distrujet gantan evel-se al liamm bresk a unane daou garedig o c'halonoù strafuilhet ?
Pa c'havit e vez debret ho spered gant ar glac'har , e chomit mut bepred , o terc'hel d'ober neuz c'hoari ar breur feal ?
Pe 'vo ezhomm ac'hanoc'h d'en em c'houlenn un deiz gant ar barzh :
" Petra eo an den da gaout diaez gantan e-unan ?
Petra eo kalon an den ? " ( 5 )
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 4 - 2004 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
4 - "Danevelloù Kriz " , An Hini Dianavez ( Contes Cruels , L'Inconnue ) - Villiers de L'Isle-Adam ( 1883 ) .
5 - "Poanioù ar Werther Yaouank " ( Die Leiden des Jungen Werthers , levr I ) , Goethe ( 1774 ) .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 3 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 3 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma oufen Ho karout ker ,
Foeltran bleunioù va nevez-amzer ? "
Francis Jammes - "Frankizennoù en Nenv " -
An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 )
Lodenn Gentan : Marikele
Eilvet Devezh
3 -
" Sebeliet e oan bet . Klevet em boa anv eus va marv ... "
René Schikele - Barzhonegoù / Gedichte - " Seelenwanderung / Divroadeg Speredel " .
Gant kridiennoù o redek dre e gorf e tihunas , ur fo berv en e zremm .
Skleurennoù damruz a darzhe er gambr dre ar stalafioù .
En ur ober ur sell tro-dro dezhan , e veizas un dra bennak e-harz ar gwele .
Ur c'holoenn c'hlas-tre e oa , ma wele div follenn vras a liv gwenn e-barzh , kinklet pep hini anezho gant ur c'halirig aour bet galfrezet war o c'horn kleiz uhel , hag o terc'hel div c'halon gant un tridant treuz-didreuz .
Dont a reas a-benn da dapout krog enni gant poan , diaezet ma oa gant strinkell e enskuilh .
Merkoù gwad a welas warni , avat , a ziskouezas adarre , 'vel derc'h , e spouron .
Pet eur e oa ?
Horolaj ebet ouzh ar voger . Hag e vontr ?
Kompren a reas e veze keal eus ul lizher kozh bet skrivet dre 'r seurt huanadennoù kevrinel 'trezek enni he doa graet he astenn gar diwezhan en ur gwallzarvoud boutin : Marikelig Von Braun .
Sotoni hon tro er bed-man : ha tonket 'oa bet dezhi ober an dra-se ken dic'hortoz ?
Anez na vefe gant gerioù , a sonjas , penaos diskouez dezhi e oa glan e galon ha gwir e garantez eviti ?
Daeroù a skuilhas e zaoulagad pa adlennas he disoc'hoù ken mantrus :
" ... Da bedin a ran d'am fardonin pa veze un tamm hirnez dec'h da noz , na gemer ket droug ouzhin pa raen va "neuzioù " fall ...Va stardan ouzh poull da galon a vije bet gwelloc'h ganin 'vit analan da frondoù ken trelatus !
Ha lakaat da zorn goustadik war ar vorc'hed-se a grign va ene ...
Gouzout a ouiez pegement em eus poan ?
Ur c'hri a reas en ur lenn an dra-se .
Seblantout a reas dezhan edo ar paper o tevin gant ur flammenn zivougus , ha glizi o lakaat da grenan e eskern dindan e c'houlioù !
Ur pennadig e kredas ar c'hlanvour edo dirak an hini he doa dalc'het testeni eus e garantez eviti .
" ... Ur gwall nozvezh am eus bet , ha sonjet 'm eus kavout repu breman er menez Obernai , ma teuas er bed warnan Santez Odila ...
Adwelout a ran ar groaz wenn veur ma'z eo enskrivet en he maen anv an dud bet lazhet 'pad ar brezel ... " ( 3 )
Prederian a rae war ster e aberzh , o lakaat anezhan kevret gant o hini :
" ... Dieubet en em gavis pa stokas va zorn outi er beure-man . Evelto e vije fellet din mervel ... "
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 3 - 2004 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
3 - Kounlec'h Obernai ( Elzas ) .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - The Ocean Doorway - La Porte Océane ( 2 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 2 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
Vit ma c'hallfen Ho karout kunv ,
Foeltran va rozenn en he bleunv ? "
Francis Jammes - "Frankizennoù en Nenv " -
An Iliz Gwisket Gant Delioù ( 17 )
Lodenn Gentan : Marikele
Devezh Kentan
2 -
" Pell amzer 'zo 'maon o ouelan em digenvez ,
Re bell em c'halon eo an diskar-amzer a vez ... "
Gustav Mahler - "Kan an Douar " ,
Hini Digenvez an Diskar-Amzer . *
War-lerc'h goueloù mouget , e savas trumm ur vouezh skiltr en trepas , o trubuilhan e spered dezhan .
Tra ma oa sklaset e izili gant ar spont , e wigouras an nor war he mudurunoù . Gouzout a reas neuze e vefe talvezet dezhan e dorfedoù war an Douar ...
Tro-dro , 'pad ma c'holoe a denvalijenn skrijus e ene daonet , e krogas da izelaat ivez ar gouloù .
Goude , dour-c'hwez o teveran diouzh e dal , e santas an derzhienn a groge ennan .
Penaos ober , a sonjas , evit en em ziwall diouzh ar c'hastiz spontus a zlefe kouezhan war ar c'hrouadur-man ken lu en doa kredet rein un dae da Lezenn Doue ?
Fellout a reas dezhan sevel , 'raok mont kuit en ur red ...
En abeg d'e c'hloazioù niverus, koulskoude , e envoras holl vandennoù ha tuellennoù bet staget ouzh e c'houlioù , a zislebere e gorf hag e zremm , tra ma teue da denvalaat muioc'h-mui e benn , o tiskouez warni alfo paranoiek a zalc'he krog ennan didruez a-grenn !
Spouron ruz !
Kredin a reas kaout d'ober ouzh ul loen euzhus e lagad sklaer evel un naer !
Ha n'edo ket oc'h en em silan er gambr , souchet , c'hoant du ennan e dagan gant e zaouarn grabanek ?
Gant ur c'hoarzh yud o tassenin en e zivskouarn 'oa bet graet ur gourdrouz iskis dezhan :
" Un eurioù bennak , tri deiz marteze , hag e vimp a-gevret ! " , a skrignas fallakr an diaoulig gouez .
Tri deiz !...
Kregin a reas e galon da dalman krenvoc'h en e greiz .
Dizehan e veze hemolc'het gant skeudoù an noz o yudal 'vel bleizi fuloret ouzh o freizh kent dezho e brofan d'an Doueed !
Met ken skuizh e oa na zaleas ket da voredin e gwirionez . Steuzin a reas tamm-ha-tamm ar sell euzhus graet outan . Sioulder bresk ur c'housk c'hwek a dizhas tanva en diwezh .
( Da Vezan Kendalc'het )
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 2 - 2004 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .
* Gustav Mahler - "Das Lied Von der Erde " ( 1908 - 1909 ) - 2 - Der Einsame im Herbst ( Gedicht von / Barzhoneg gant Tschang-Tsi )