Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

trilogie 3 " auberive " - danevellou

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad / The Sojourner / Celui qui Passe , Breton Version / E Brezhoneg ( 3 ) .

5 Décembre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

                       images-avion-dans-la-nuit-copie-1.jpgclouds-indian-ocean.jpg 

AUBERIVE ( 7 )


An Tremeniad ( 3 )
( heuliad " Kernevez " )

Kinniget da Carson McCullers

" ... Hogen , pa'z eo eil hanterenn ar vuhez ur c'herz hir evit en em zizober diouzh traoù 'zo , sur a-walc'h ne oa ket pouezus perzh an taol-arnod-se . "
Francis Scott Fitzgerald - " Three hours between Planes " )



                                               - V -


                                Prestik goude , tamolodet war e azezenn , m'en doa sonj kaout goudor warni , e verzas e oa dianket unan eus ar bizied war e eurier .
Alies , n'eus ket ken a liv war an amzer , a lavaras etre e dog hag en ...
Tremen a ra evel ma ra ur skeud hepken , dindan dec'h , etre noz ha deiz ...
Bez' ez eus tud a garomp , re all a vennfemp gwelet o pellaat diouzhomp da viken ...
Piv a oufe lared , e gwirionez , da ven ez a hor c'hammedoù ?
Petra e oa bet hor c'harantezioù , hor buhezioù ?
                                Un tamm diwezhatoc'h , pa voe distroet d'al lec'h m'edo , hep ratozh ebet dezhi , en em silas a-nevez en e gichen .
Kejet o doa o selloù .
Edo c'hoazh o magan sonjoù du gant e lennadenn .
" ... E vuhez a hanvale bout digenvez , dister a-walc'h , un astez peulvan bresk na zouge mann ebet ken e-touez dismantr ar bloavezhioù kollet ... " ( 1 )
                                Drouklivet e zremm , e savas e benn .
Ha van a reas da vousc'hoarzhin , avat .
" C'hwi 'ni eo ? C'hwi 'ni eo ? , a lavaras trumm dezhi , en un doare diskredik .
" Ha gwir eo ? "schwarzenbach.gif
                                Sebezet , e chomas ar vaouez a-sav , evel m'he dije gwelet , e-tal dezhi , ur spes difluket diouzh ur bed all !
" Keid-all 'zo ... , a gendalc'has ar beajour a vouez izel , goude ur pennadig .
" Ugent vloaz 'zo , marteze ? "
                                N'he doa lavaret tra c'hoazh .
Evitan , ar pezh edo o paouez lenn a oa mesket gant skeudennoù dispis e amzer-dremenet war dec'h .
Mantret e galon , e plegas e benn dindan ar bec'h .
Faziet e oa bet hent , diarvar , ha goût a ouie e vefe talvezet dezhan .
                                Ha padal , na kaerat plac'h e wele dirazan , ha yaouank c'hoazh !
Koulskoude , ereet e oa-hi , tamm-pe-damm , gant e istor dezhan e-unan , gant e zigenvez e-unan , deut war wel adarre , d'an devezh resis ma oa bet dleet dezhi tec'hel ?
Ha petra sonjal eus ar gredenn-se e c'hallfe dastum enni bouedenn diazez e holl voud , e endon mab-den , hag ober eus e ene un dresadenn dinoaz nemetken , diwar an trivliadoù liesseurt en deveze da santout abaoe marevezh e vugaleaj ? 
                                " E " Virjinia dezhan , evel ma veze graet anezhi gantan lies gwech , dre e hunvreoù , " e " Virjinia dezhan , e pe lec'h ez afe breman d'he zamolodin , nemet hag e don-donan eus e c'houelec'h e-unan , hini gloazioù e galon , marteze ?
Ha ne gendalc'hfe ket da vevan , c'hoazh , skoachet-mat a-drenv e zic'hoanag dreist-muzul , seurt aberzh meur daou garedig , ha sklaerded un uhelvennoz dreistdiraez ?
Tra ma oa aet an holl draoù-se da goll ...
                                Daoust hag-en n'en doa ket klasket e roudoù , en aner , e kement kêr he doa komzet anezho dezhan ?
E kement levr , e kement bomm-sonerezh ?
                                Met , " p'emaomp kollet , peseurt skeudenn a vefe degaset war hon sonj ? " ( 2 )
Ha " penaos ober , pa ne fell ket dit e vefe dihunet va ene gant da hini ? " ( 3 )
                                Dizehan , e veze pistiget gant ar goulennoù-se graet outan , evit doare , gant mouezh diheverz ar Mor-bras , e-barzh ec'honderioù tenval-mat o c'hevrinoù didermen , en traon , hag adkregin evel-se , gant " Kanaouenn a Garantez " vrudet Rilke . ( 3 )
                                Er-maez , en amheol glas-gwer emledet war ar mor , er pelloù , e voe entanet e greiz gant skleurenn zisliv ar goulou-deiz , hag e vo ganet ennan , da c'houde , flamm lent ha foll ur goanag espar .
Evel ur respont hirgortozet e tarzhas , a-benn ar fin , a-dreuz an noz o vervel !
                                Hag ur werzenn gant Victor Hugo , e koun an deizioù skol dibreder , a zeuas en-dro krenn e spered trubuilhet :
" A Oabl , eveldout ez eo ar galon , par d'ur gwir islonk . " ( 4 )
                                Huanadin a reas , p'en doa komprenet re ziwezhat ar pezh a dalveze evitan .
                                Met , pa strivas , en diwezh , da valbouzat un nebeud gerioù-digarezin , e oa aet an dreizhadez diwar wel ...


ECHU

                                       ___


DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad ( 3 ) - 1994 , 2001 / 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 340 ( Here 2003 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Auberive " , Copyright 2006 .


                                                              
     mccullrs.jpg                     
 
                                       ___

                                 Notennoù


1 -
" The Sojourner " , danevell Carson McCullers , e-barzh " Gwerz ar C'hafedi Trist " , 1951 , Houghton Mifflin ( The Ballad of the Sad Café and Other Works ) .

2 - Barzhoneg Carson , in " War glask Carson McCullers " ( A la Recherche de Carson McCullers ) , gant Jacques Tournier , Calmann-Levy , 2001 .
3 - " Kanaouenn a Garantez " , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) , meneget e-barzh levr Jacques Tournier aman a-us .
4 - " Le Tas de Pierres " ( Bern Mein ) - " Amour " ( Karantez ) , gant Victor Hugo ( 1802 - 1885 ) .

                           Mammennoù


1 - Carson Mc Cullers
  ( 1917 - 1967 ) :
     - " Ur Wezenn , ur Roc'hell , ur Goumoulenn " ( A Tree , a Rock , a Cloud ) , e-barzh " The Ballad of the Sad Café " .
     - " Clock without Hands " ( Un Horolaj hep e Vizied ) , 1961 , Houghton Mifflin , Boston .

2 - Virginia Spencer Carr :
          - " The Lonely Hunter " , New York , Doubleday and Company , 1975 , Carrol & Graf Publishers , 1985 , 1989 .
          - " Understanding Carson McCullers " , University of South Carolina Press , 1989 .

3 - Josyane Savigneau :
     - " Carson McCullers : un Coeur de Jeune Fille " ( Ur Galon a Blac'h Yaouank ) , Stock , 1995 .

4 - Levr Jacques Tournier , aman a-us .

5 - Francis Scott Fitzgerald ( 1896 - 1940 ) :
" Three Hours between Planes " ( Teir Eurvezh etre Daou Garr-Nij ) , tenet eus " The Lost Decade and Other Stories " ( An Degad-Bloavezhioù Kollet hag Istorioù all ) , Penguin Books .

                                   

                                              ocean-contre-jour-8961.jpg

Lire la suite
Publicité

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad / The Sojourner / Celui qui Passe , Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .

3 Décembre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù


AUBERIVE ( 7 )


An Tremeniad ( 2 )
( Heuliad  " Kernevez " )
           wcarson6.jpg                                                             
Kinniget da Carson McCullers

" ... Hogen , pa'z eo eil hanterenn ar vuhez ur c'herz hir evit en em zizober diouzh traoù 'zo , sur a-walc'h ne oa ket pouezus perzh an taol-arnaod-se . "
Francis Scott Fitzgerald
( " Three Hours between Planes " )





     
 - III -  
                                 



                                " ... Again , the terror , the acknowledgement of wasted years and death ... "
Ar spont , adarre , anzav ar bloavezhioù gwastet , ar marv ... ( 1 )
                                Hep gouzout dezhan , e paras e selloù goullo war ar frazenn-se , met ne oa ket sur en doa c'hoant da gompren anezhi da vat .
Ken niverus e wele dirazan , dre e hunvre , keodedoù leun a geuz , amorted e pep lec'h , merc'hed nevez , tudoù dihenchet a c'hortoze , ambac'h , skleurennig ur mousc'hoarzh , gerioù goanag .
                                E New-York e oa o chom da neuze , gant ur Rusianez , danserez " night club " , hag he faotrig yaouank .
CAAJKXM3.jpg130-W10-2004-t.jpg

Hag hounnezh a oa o labourat en un davarn gall , " La Belle Epoque " he anv , lec'h m'en doa kejet ganti .
                                Distrein a rae hiziv eus ar " Bed all  " : obidoù e dad-kozh a-berzh mamm , re zianavez evitan , diouzh e zoare , bet lidet er sizhun dremenet e Breizh . ( 2 )
Gweladennet en doa ar vourc'hedennig sioul ma oa chomet enni an den , e tro ar c'hantved , gant emdouelloù aner e oad krenn ...

                                " ... Taol ar marv-se en doa skoet ken kalet en e galon , m'en doa merzet e oa echu e yaouankiz ... " ( 1 )
                                Intent a reas ivez e c'halle , dre vurzhud , gwelout lod eus e vuhez skosellek o tibunan dirak e zaoulagad , war ar follenn baper , dre linennoù an danevell-se e oa trellet ganti .
Ne oa ket ken evit klask gouzout perak .
Skrijan a reas ...


                                
- IV -
CAQJKLAB.jpg


                                Un den war nez mervel a savas en e sav diwar e azezenn . Un den prest da vervel , war a grede , drouklivet , gwasket poull e galon .
                                Poent 'oa dezhan kredin komz outi , hep fatan , ha , ma vefe tu , fiziout un dra bennak er veajourez a-zivout mantridigezh e spered .
                                Goustadik , ec'h eseas tostaat ha klask war he lerc'h e-kreiz an denvalijenn ...
Diaes e oa , en abeg d'an dud tro-dro , pa ne c'hellint biken kompren " kevrin ar Gened " , a gave dezhan , evel ma rae  Gérard de Nerval .
                                Gwelet a reas anezhi moredet un disterig , ur pennad-blev melen brav o ruilhal war he divskoaz . 
Met ne oa ket he hini .images-a.-Schwarzenbach.jpg
Ur plac'h yaouankoc'h a veze en he c'hichen , ken kaer doare homan , met henvel a-walc'h ouzh ur gour e oa , pe gentoc'h ouzh ur c'hrennard , seurt ael , un neuz yaouank-flamm war e zremm .
                  Na pebezh souezhadenn 'oa e hini ! Kredin a reas dezhan e wele Sybille !

Che , ne c'helle ket bezan gwir , dre du ebet !

A-vec'h m'en doa he damwelet , a-hend-all , e c'hoantae steuzian hep lezel tamm roud war e lerc'h .
Dres d'an ampoent , e veizas e oa faziet : ken pell e oa he doa-hi tec'het diwar hon ifern ! ( 3 )
Ma ! Ne oa ken sur ken e vefe honnezh an hini a glaske da vat .
Daoust ha n'en doa ket hunvreet un tamm re enni ? Kalz re , evel boaz ?
                                An hini en doa anavezet gwechall , hag a hente e ene kuzh c'hoazh , daoust hag ar memes hini e oa , e gwirionez ?
Hag henvel e oa-hi ouzh plac'h e oa bet sorc'hennet ganti ?
                                Santout a reas e zivesker horjell-dihorjell war e dreid .


 

( Da Vezan Kendalc'het )

                               
 ___


DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad ( 2 ) - 1994 , 2001 ha 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 340 , Here 2003 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .

                                ___    

Notennoù :
 
1 - "The Sojourner  " , danevell Carson McCullers , e-barzh " Gwerz ar C'hafedi Trist  " , 1951 , Houghton Mifflin ( The Ballad of the Sad Café and Other Works ) .

2 - Yann Kervern I ( C/F : " An Erbeder  " ) 

3 - C/f : " Al Lizher " ( Deizlevr , Envorennoù , II )                        
                                 
188987478-a442018f04-m-a-plane-somewhere-2.jpg
                               

Lire la suite

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad / The Sojourner / Celui qui Passe , Breton Version / E Brezhoneg ( 1 ) .

28 Novembre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

images_carson_2.jpgAUBERIVE ( 7 )


An Tremeniad ( 1 )
( Heuliad " Kernevez " )

Kinniget da Carson McCullers


" ... Hogen , pa'z eo eil hanterenn ar vuhez ur c'herz hir evit en em zizober diouzh traoù 'zo , sur a-walc'h , ne oa ket pouezhus perzh an taol-arnod-se . "
Francis Scott Fitzgerald ( " Three Hours between Planes " )




                                       - I -


                                " ... Kêr Roma eo , a c'helled gwelet , kerkent ha gouloù-deiz , er mintin-man , dre dakadoù diamzer an hunvre , p'eo mesket ar bloavezhioù etre hun ha dihun ...
John Ferris a zihunas e kambr un ostaleri New-York .
Santout a rae e oa un dra bennak displijus da c'hoarvezout gantan .
Petra ? Ne ouie mann ... " ( 1 )
                                Echu ' oa ar film , ha kalz tud a oa manet kousket , mui pe vui , e-barzh ar c'harr-nij .
Re all a stourme eveltan , marteze , ouzh skleur ur gouloù-lutig bennak , e tenvalded ar c'hombod-lestr-se , hini ur 747 " Jumbo " , ha klask a raent lenn gant poan evit disonjal o skuizhded . 
                                Adlenn a rae , ur wech ouzhpenn , hag e saozneg en-dro-man , danevellig ur skrivagnerez amerikan a blije dezhan abaoe pell .
                                Neuze-souden , en doa sonjet dezhan hec'h adwelet trumm anezhi !
                                Seblantout a ra bezan iskis ar vuhez a-wechoù , diaes da gompren .
Arouez , pe gendarvoud ?
                                Ken buan e oa-hi tremenet en alez , evel p'en dije bet diguzhet krenn evitan skeud e Donkad - e hini - a darzhe aze , d'an eur-rik-man , a-ziwar frazennoù e levr .
Poent'oa , hep mar na digarez ? Piv'a c'hallfe gouzout ?
                                Trein a reas ar pajennoù , nec'hamant o kreskin ennan .
Ken kozh hag en , e oa holl e envorennoù o vevan c'hoazh gant nerzh e don-donig e askre . 
Emskiantan a reas outo , hag aon en doe rak e from dirak an amzer-da-zont .
Aon dirazi , marteze ?
" Betty Wills , a lare an istor , ur vaouez en doa karet , barrad karantez berr , hi-dimezet , breman ... " ( 1 )


                                 - II -


                                Aet e oa-hi e-biou , dres d'an ampoent ma oa oc'h en em c'houlenn c'hoazh hag ur ster bennak a vefe biken en e greiz , met ivez tro-dro dezhan .
Virjinia !
Kounan a reas ... Nag a lizheroù entanet en doa skrivet dezhi , neuze !
Daoust d'ur c'hlaouenn ruz a sante ennan , bet kuzhet gant e feiz en dazont , e oa leun e galon ganti , leun a hunvreoù ken sklaer ha glan , leun a spi !
                                N'en doe respont ebet , morse !
Ul labourer breizhat yaouank , deut da Bariz evit gounit e vara dre-man , hag oc'h en em gav gant un amerikanez yaouankoc'h c'hoazh , edo o teskin an dans du-se ...
Netra boutinoc'h , neketa ?
Ken pell en e envor e seblante bezan kement-se , breman ...
Koulskoude , ken sanket en e spered , ha ken don , war un dro , ne vije ket bet tu da ziverkan ur garantez vras evel-se .
Gouzout a ouie en doa gouzanvet kalz en hec'h askont , moarvat , met dre " e wall " e-unan e oa bet ivez : daoust ha n'he doa ket laret dezhan , ken tener e gwirionez , " na c'halle ket bezan anezhi war an douar-man evidomp hon-daou  , siwazh ... "
Kerkoulz all , ne ouie mui resis petra a zlefe bout , er ster boas , ur " wir " respont ?
Kenderc'hel a rae , birvilh enni , da vezan boureviet e galon hepken , bep ar mare , en abeg d'an envorennoù . Setu tout ...
                                Goude bout bet , betek re , digalonekaet ha dinerzhet  d'ar c'houlz-se , e oa deut er c'hontrol , diwar-neuze , diseblant pe zigas , tamm-ha-tamm , en askont m'en em gave ken distrujet ma oa bet ganti en e greizon .
Ha n'he doa ket freuzet pep tamm e vuhez ?
                                Darempredin a rae breman lec'hioù iskis , ostalerioù digenvez , tost da vat .
Kejan a rae eno gant tud dianav dezhan , " istrogelled " ; kousk a rae gant merc'hed aet buan diwar wel , tapet ganto ur blijadur verrbad peurliesan , hini ur vuhez deut goullo ha dilufr .
Pe dalvoudegezh evit ar re all ? Peseurt diforc'h  a-hend-all , en devezhioù tenval ha direizh-se ? 
Hag evitan , a sonjas dezhan ?
                                Netra ken , war a seblante , pa sellet outi diouzh an diavaez , nemet ur c'heflusk didalvez , un " happening " hirbad . 
Ne rae forzh .
Piv en doa laret dezhan , pelec'h bennak en doa lennet , endeo , e oa evel " an dud na ouezont bevan nemet en ur vont d'ar strad , rak en tu all e tremenont " ? ( 2 )
Ouzhpenn-se , pet " Kristen a-feson " en doa kejet ganto a-raok , hag a veze ken yen o c'halon , ken kalet hag ur maen , pe galetoc'h c'hoazh !
                                Fellout a reas dezhan sevel ha redek a-dizh daveti , evel unan foll , pe un asez " Yann diwezhat " . Piv ' oufe laret ?
Ha war-lerc'h , en dije karet bezan gouest da zanevellin goustad dezhi e holl vloavezhioù dister , en didrouz hag en digenvez , hepti .
Komz outi eus e zimezin diwezhan , eus e dorr-dimezin ...
Eus e dec'h war-zu ar Stadoù Unanet .
Ha kompren a rafe e c'hoant bras ennan da gemm e zoareoù bevan , e ezhomm divent a frankiz ?
                                Marteze edo-hi o chom e New-York ?
Pa vefe deuet da sonj dezhan d'he c'hlask eno , a sonjas . Ne oa ket sur . P'en dije gouezet ...
Ne dalv ket magan kerse , en aner , ha re ziwezhat e teu an anaoudegezh eus an tremened , bepred . Evel ur skeud eo hepken ...
Neoazh , karet en dije gouzout hag ankounac'haet he doa e santadoù en e genver .
Amzer o buhez " disoursi " a welas e-pad un eilenn : pa oant o-daou , studierien e Pariz , dorn-ouzh-dorn a-hed kaeoù ar Saen ...


( da vezan kendalc'het )

                                 
                                       ___


DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 7 - An Tremeniad ( 1 ) - 1994 , 2001 ha 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 340 , Here 2003 . Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .

                                       ___

                                  
                                  Notennoù


1 -
" The Sojourner " ( An Tremeniad ) , e-barzh " The Ballad of the Sad Café " ( Gwerz ar C'hafedi Trist ) , gant Carson Mc Cullers ( 1917 - 1967 )
Penguin Books , 1974 . 

2Friedrich Nietzsche ( 1844 - 1900 )
                           
 
         amity-Fleetwood-walker.jpg 
" Amity " ( 1933 )
  Bernard Fleetwood-Walker ( 1893 - 1965 )
                      

Lire la suite

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 5 - Kernevez / Villeneuve , Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .

15 Octobre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

Auberive ( 5 )

undefined
rasm.jpg

Kernevez
( dibenn )


                         3
- Diskennet omp en-dro .
Adkavet em boa va c'henseurted , buhez ar burev .
Ur chans 'oa dit m'he doa fiziet ennon he chomlec'h , a sonjen , ankeniet . Hag ivez , ma oa-hi o chom e rannvro Pariz , eveldon : " Au pair emaon , e Neuilly ... evit daou viz c'hoazh . "
                              Krenan a raen pa gleven ar c'homzoù-se , distaget ken sklaer , 'vel ur varnadenn .
Lizheroù karantez hir a skriven dezhi . Bep noz , e klasken pellgomz .
Bepred hegarat , habask , evel ma seblant bezan an Amerikaned , e c'hoarzhe-hi goap , difrom ha pragmatek , ouzh va c'hinnigoù .

                              Lakaet e voe un emgav .

                              Envorin a ran ... Kemer a ris anezhi dirak he skol-dans , plasenn an Invalides .
En e bleunv e oa Miz Ebrel . Ha me 'gave din e oa-hi boemusoc'h egt biskoazh .
Hep rannan ger ebet , e treuzjomp an Tuileries .
Kemennet ez poa din : " Klask klevet an diskan-man hepken : Buhez , me 'gar ac'hanout ! "
Ha me da sonjal , koulskoude , en ur poz-kan all a salmfe trist e respont ennon , e-touez bernioù deil gwenvet gant flourig ar marv , hini avel an diskar-amzer :
" Miz Ebrel , e teuio ... Miz Gwengolo , e teuio d'am c'houn . " ( 7 )

                              Leun-barr a levenez , e tennez da alan en aer sin : " Na pegen eürus on da vezan aman ... Pegen kaer eo an devezh ! "
An heol splann a sklerijenne da zaoulagad gwervaen , nemet e vefe da vousc'hoarzh a savfe davetan .
                              Biskoazh n'ankounac'hain an ti-debrin-se , war-zu Saint-Michel , lec'h ma oan bet degaset ganit : " An Ostaleri Vihan " SD079-amoureux----Paris.gif
Deut eo da vezan pal va firc'hirinadennoù .
                              " Plijout a-walc'h a ran dit ? Troc'het 'm eus va blev " , a lavaras din a vouezh izel , gant he neuz eeun a roe c'hoant din , muioc'h c'hoazh , da bokat dezhi evel ur foll !
Kinnig a ris dezhi he frof : arc'henadoù-koroll nevez he doa diskouezet din a-raok , entanet , e gwitrin ur stal-vras .
Dre laer , e stokas he dorn ouzh va brec'h .
" Trugarez , Yann , n'on ket dellezek anezho , ne rankjes ket bezan graet kement-se . "
Termal a reas un tammig , mezh ganti , ruzaj o tont war he divjod : " ... Re gaer int ... "
War-nes eilgerian e oan bet , ha me da grenan gant an drivliadenn-se :
" Grik ... Ne lavar seurt ... Chom didrouz ... Piv 'c'hell didouezian ar gaou diouzh ar wirionez ? " ( 8 )
Goude ur predig sioul : " Gout a rez , me 'zo gant ar sonj da vont kuit bremaik ... da Vro-C'hres em eus c'hoant da veajin gant Julia , va mignonez ... Anavezout mat a rez anezhi endeo , neketa ? "
An hini a oa a chome e Bro-Saoz . A-hend-all , ez aent bepred da skian o-div a-gevret .
                              Dinerzh , e respontis goustad , evel peurvantret dirak un dazont hepzi na oa tec'h ebet dioutan .
Hag an dra-se am boa raksantet , hep gaout ar galon da dalan outi .
Yen-skorn , marteze , e oa deut va mousfent eviti :
" Kredin a ran ez in d'en em veuzin er Saen " . 

                              N'he doa ket kredet kompren , pe van he doa graet , kentoc'h , da c'hoarzhin : " Waah ! Pegen romantel oc'h-chwi bepred , Gallaoued ! "


                         4 - Ne oa ket bet tizhet barr an dic'hoanag c'hoazh .
Pa oan oc'h ambroug anezhi e-tal digor meurdezus ar palez-se ma oa o chom ennan , e santis un tamm nec'hamant pa ranken dilezel eno va frinsez yaouank , evel dirak dor , prennet da viken , an ezvezans .
Mennet e oa d'am c'halonekaat , hag hi da laret din e teufe en-dro e-pad un nebeud devezhioù .
Gerioù na c'hallent nemet degas muioc'h a anken war va spered .
                              Derc'hel a raen anezhi an tostan din , daeroù em daoulagad ...
" Mont tre a rankan , breman ... So long , Yann ! Take care ! "

                              Pell em eus gouelet , gouzanvet 'm eus .
Den ebet n'en deus merzet spisoc'h egedon e oamp ken dinerzh ha dic'halloud rak taolioù gidas an Tonkad .
Fellout a raje din da heulian betek penn ar Bed , dre ar morioù , war gein va marc'h-red , kozh ha feal .
M'em bije gellet ...

                              Karout a raen ac'hanout , Virjinia .
Evel dour difinv al lenn , entanet gant ur sterenn diamen ...
Va c'harantez e oas , va bann-heol din-me .

                              Mes , ro din ur respont : da ven e ranker mont pa'z eo bet tizhet penn an hunvre ? ( 1 )

                                 
   ___



DAN AR WERN - Auberive ( Trede kelc'h ) - 5 - Kernevez / Villeneuve ( 2 ) - Meurzh 1986 - Bet embannet war AL LIAMM 336 ( C'hwevrer 2003 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits reservés . " Auberive " , Copyright 2006 .

                                   
___
Notennoù :

1 - Kanaouenn Dan Fogelberg : " Nether Lands ", Hickory Grove Music ( ASCAP ) , 1977 . All rights reserved .
2 - " Virjinia " , 1979 , in " Auberive " 7 ,  barzhoneg  Dan Ar Wern .
3 - " Who has seen the wind ?" , danevell Carson McCullers , skrivagnerez amerikat ( 1914 - 1967 ) , embannet e 1956 e-barzh ar gelaouenn " Mademoiselle " , and in " The Mortgaged Heart " , Houghton Mifflin , Boston , 1971 .
4 - " The Sojourner " ( An Tremeniad ) , danevell Carson Mc Cullers , embannet e " Mademoiselle " e 1950 , ha goude , e-barzh " The Ballad Of The Sad Cafe " ( Gwerz ar C'hafedi Trist ) , Houghton Mifflin (1951 ) .
5 - " Heinrich Von Ofterdingen " ( 1802 ) , romant lourennek , intret a varzhoniez hag a brederouriezh , brudet-kaer . Bet skrivet gant ar skrivagner german Novalis ( 1772 - 1801 ) , oberour meur ar Romantelezh .
Sophie Von Kühn , danvez-gwreg Novalis , a oa marvet yaouank-tre . Nec'het-bras e oa bet ar barzh gant ar gwalldaol-se .
6 - Kanaouenn all Dan Fogelberg : " There's a place in the world for a gambler ", in " Souvenirs " , Hickory Grove Music ( ASCAP ) , 1974 .

7 - " April come she will " , kanenn vrudet gant Simon and Garfunkel . Pattern Music LTD , 1965 , Paul Simon . All rights reserved .
8 - " Dancing Shoes " ( Botoù Dansal ) , ur ganenn all gant Dan Fogelberg , in " Nether Lands " .

                                      
___

"
Ken kaer eo honnezh ma vezer skoet gant ar boan pa seller outi .
  Re bar d'un ene hewel eo
... "
Isabelle Rivière , " Skeudoù Alain-Fournier " , An Istor Gaer . Emile-Paul Frères , 1947 .
                                      
___


 

Lire la suite
Publicité

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 5 - Kernevez / Villeneuve , Breton Version / E Brezhoneg ( 1 ) .

12 Octobre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

Auberive ( 5 )


Kernevez
WilliamBouguereau-EtudedetetedeFemmeBlondedeface-1898Large.jpg

Kinniget da Vefa de Bellaing


" Ha da belec'h ez it , pa'z eo tizhet penn hoc'h hunvre ? " ( 1 )
 ( Where do you go , when you get to the end of your dream ? )
Dan Fogelberg - " Nether Lands " - Hickory Grove Music , 1977 ( ASCAP )
All rights reserved .


                           

                            1 - Pignat a ranker evit mont da Gernevez .
Kuitaet oc'h bet ar gêr vras dizanv , astennet ganti he brec'hioù en oabl damlouet , dindan ar glav ... Dilezet ivez Porzh-Houarn Lyon , pell zo , e voged , e rouestlad linennoù hent-houarn hag e zonkadurioù diniver .
Aman , ez eus tud pres warno . Redek a reont a bep tu , bount ha chav ganto , evel merien .
Hag evel ur freg e klemm divent an Denelezh , gant e lavar diveiz , e skrign ar rodoù war an houarn : du-hont , steuziet en engroez , evel lonket gantan , un dorn astennet en dic'hoanag war-zu unan bennak all , war dec'h , evel skeud ur minc'hoarzh war glask ur plac'h yaouank .
Houman , aet buan diwar wel , he deus diskouezet deoc'h , e-pad un herrad berr , hent ur vuhez adc'hanet ...


                                 Klask a rit en em rein da gousket , gourvezet war ho fled , en desped d'an trouz , d'an tommder , d'an diaez m'eo bezan c'hwec'h den stardet kichen-ha-kichen , ha roc'hal a ra unan anezho , bern-war-vern , er c'hambod strizh-se .
                                 C'hoarzhadennoù mouget , kuzhuligoù n'eus fin ebet dezho gant daou anezho , e-krec'h ...
Ha  da gredin 'zo eman Laura ha Muriel o klask o kouvian , ha koulskoude , n'o anavezit ket , kas ac'hanoc'h en o c'hoari , ha rein hoc'h ali war o c'hudennoù diabarzh n'emaoc'h mui dic'houzvez anezho ken .
                                 Da c'houde , eo bet trec'h an hun warnoc'h , en diwezh , hag horjellerezh gwaskus ar vagon a zo deut a-benn d'ho luskellan ...
                                 Buanoc'h-buanan , e tremen skeudennoù diwezhan an devezh , a-feur ma tap an tren tizh , dre riboull divoull an hunvreoù diechu : distro d'ar burev poultrennek , damvelen e skleur ar goulou neon , gant e zremmoù blouc'h , daouarn bouk tud lorc'hus , fouge ha stad enno dalc'hmat .
Dihelloù kaset da benn , etre div gaozeadenn ne servijont da netra , nemet da lakaat biz an horolaj landreant da vont primoc'h ...
Klianted amjestr , pellgomzadennoù , promesaoù pilpous d'ur plac'h a vo disonjet buan , peogwir ne douell nemet hoc'h enoe ...
                                 Hag evel-se e tibun ur vuhez , dizudi , diret a-grenn , dre ijin un ardivink diskiant ha diroll hepken , hini ur c'hargiad yaouank , e-unan-penn , hag a glask tec'hout diouzh ar pemdez unton : heman oc'h en em gav gludet e brizh boazioù e genseurted !

                                 Ha setu erru ar pred-se , en diwezh , ar poent hirgortozet da vont kuit , da c'hwec'h eur rik , met araokaet un tamm hiziv , rak , abaoe an derc'hent , mezvet oc'h ha moustret eo ho kalon , skoulmet ho poull-kalon gant avel ar frankiz : c'hoant ho poa da zislonkan zoken , a-wechoù ...
Ur sigaretenn gant unan all c'hoazh , hag an amzer 'ra he zro .
                                 Goude-se , evel dre laer , e tec'hit kuit !

                                 Gweledegizhioù all a darzho bremaik , pelloc'h , diresisoc'h , pa vo morzet an noz , serret en he c'havell kevrinus :  emaon war gein ur marc'h feuls , d'an daoulamm , a-hed gouelec'h divent al Lev-Traezh , e Plistin , e-tal mor dirollet va bugeliezh ha va yaouankiz . Pemzek vloaz e oan d'ar mare-se . 
Adwelout a ran c'hoazh va c'harantez kentan , diamen , gant he fennad- blev hir , liv ar mel . Ruzian a rae he dremm , ha grik ne rannemp ...
Pallenn ar pavioù-bran , hag ar banal e bleunv , a skuilhe o frond war an tevinier uhel . Lakaet e veze bodoù an nevez-amzer , dizeliet gant an avel-vintin , war lien kriz ar mor-bras . Hag ez ae livioù anezho , ken tener , da goll e koumoul un oabl damruzlivet gant ar spi .

                                 " Da belec'h eo aet an holl draoù-se 'ta ? " , emezon-me , a feur ma tizolo ar saprennoù ken bras ha du er goulou-deiz gwenn-holl , dindan an erc'h dinamm : ha gedourien int , war a seblant , e traon ar barroù meurdezus . 
Netraigoù , marteze , ganet diwar arvestin neuz an traoù , evel ur c'hoant diwalc'h war nij en aer , hag a vefe mennet , a-wechoù , da enkrezin kalon un den yaouank o vont da gestal ur gwirvoud all , ur boud all enno .
Tra ken , a-dra-sur , met ur brizhhunvre dibad , hag a dresfe trolinennoù diresis ur Spes peurbadel , gant e donkadur dreistlavar ...
Komzoù steuziet kerkent ha bet klevet , a sonje din , hag a adkaver gant poan e kammdroiù un endervezh sioul , kent nijal kuit diwar muzelloù un Achantourez , ' trezek broioù kevrinus .  
Netra all , panevet uloc'h e kontreoù ar rez , luc'hskeudennoù kozh ...


                            2 - Sellout a ran outo , bep an amzer , pa sav hiraezh ennon d'an deizioù tremenet . 
Da zremm a gas ac'hanon c'hoazh davit ar momedoù-se a c'hras hag a gerse , war glask ur marevezh kollet .
                                 Ne oa nemet ur sizhunvez-ehan , koulskoude , 'vel kalz reoù all , en ul lec'h m'eo kustum an dud mont da skian , en Alpoù .villeneuve_serre_chevallier.jpg
En ti-prenn bras-se , avat , war ar menez , e rene un endro gouel , intret a joa hag a yaouankiz . Hep mar , en gortoz e oan-me d'un dra bennak burzhudus , un dra ne oamp ket evit ober zoken , " dreistdiraez " , evel ma ouzhpenni diwezhatoc'h , te , plac'h Sant-Loeiz * , war un ton pragmatek .
" C'hwi , Gallaoued , eo hunvreerien , evel Chateaubriand ... Ar Romantelezh am eus studiet ! " , ' poa lavaret din , stad ennout , en ur zistagan ur c'hoarzhadenn sev , ma kleved enni , neuze , son da vouezh ken dudius , " a-vaez-bro " .
Met , en tu-hont d'ar meizad mezegel-se , yen un tamm , dispriz ennan , e oa kuzhet , me 'zo sur , ha pa vefe bet diemskiant evidout , ar gourvenn da c'houzout hiroc'h diwar va fenn , da lakaat da voemerezh da c'hoari ganin-me , d'am waskan ...
" O , Virjinia , hag ez eo un disterig plas ez kalon evit ur garantez c'hloazet ? Is there a place in your heart for a wounded love ? ( 2 ) 
Diwar adlenn ar varzhoneg gozh-se , e klaskan faltazian war da vuhez a-vreman , ken estren hiviziken , trec'hin war gement a zo deut re ziseblant etrezomp , 'vel ar sioulded-se , kalz re spis , degaset din , hag en desped din , gant distruj didruez an amzer hepken .
                                 E-pad pell em eus gouelet , gouzanvet ' m eus .
Den n'en deus garmet krenvoc'h eget an droug-se ennon , dihunet kriz diwar santad ar goullanter , 'vel ur sammad re bounner ha didrouz .
                                 
                             
                                 Penaos tapout krog er pezh na c'haller ket merzet ?
Penaos en em goll e froudennoù an avel , hag a hoal ac'hanoc'h , a dro hag a dec'h , a-daol-trumm , a-sil dre ar c'hoabrennoù ?
" Piv en deus gwelet an avel ? " ( 3 )
                                 Ha dleet 'oa din mont da heul ar wennili , a-us plaenenn divent ar morioù , pe guzhat , rag-eeun , e-barzh ul lizher ?
Morse respont ebet n'em eus bet .
                                 Ur wech hepken ' poa skrivet din evit va zrugarekaat war-bouez ur valizenn bet ankounac'haet ganit dre zievezh , hag adkaset ganin goude , an holl frejoù war va c'houst . Setu tout .

                                 Ne oa lec'h ebet ennout evit an tremened .
Dazont ebet , kennebeut , goude hon devalennoù foll war roudennoù-ski Kernevez , hor c'haouadoù c'hoarzhin , hor c'hrogadoù fent en erc'h gant Padrig ha Bernez .  
Nag hor c'hendivizoù entanet war oberennoù Carson McCullers , ha re Novalis , da belec'h int aet 'ta ? 
" The Sojourner " on , an dremeniadez , emezout , e-ser c'hwezhan an tan , moarvat , ha gant ur pezh fouge ennout . ( 4 )
" Ha te , Heinrich out , paourkaezh ! Gouelan a rez c'hoazh , kollet eo da Sophie ganit ! " , ez poa lavaret din war ton ar godis hag an damant . ( 5 )

                                 Diwar-benn va Breizh din-me edon o komz dit ,  a-zivout he yezh ankouaet hag he sevenadur disprizet .
" Tud iskis oc'h-c'hwi , Gallaoued ! Fentus eo , han ! Ne'm eus anavezet aman nemet un dispac'her euskarat ! Ha te , breman ! " 
                                 
                                 Nag an abardaez-se , er piano-bar ?
Da ganenn hud az poa kanet , hini Dan Fogelberg , hon hini : " There's a place in the world for a gambler " ( Bez'ez eus ul lec'h er bed evit ur c'hoarier ) ... ( 6 )
Ha danset hor boa war-lerc'h , re hor boa evet , irish-coffee , sangria ...
" Gout 'rez , Yann , ma fell dit bezan eurus , e rankez sonjal er c'houlzad resis-man hepken " . 

                                 Da zargreiz e oan o stardan , o lakaat va fenn war da blennad-blev hir alaouret .
Un dremm ael a floure va hini .
                                 Neuze , hep lavaret grik , az poa poket din feuls !




( da vezan kendalc'het )



DAN AR WERN - Auberive ( Trede kelc'h ) - 5Kernevez / Villeneuve ( 1 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Meurzh 1986 - Embannet war AL LIAMM 336 ( C'hwevrer 2003 ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Auberive " , Copyright 2006 . 

Taolenn : " Studi " gant William Bouguereau ( 1898 ) - Droits réservés .

 

* Sant-Loeiz ( Missouri ) .                   

Lire la suite

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 2 - Ar Gejadenn / La Rencontre / The Encounter , Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .

12 Octobre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

SD079-amoureux----Paris.gif
Auberive ( 2 )





Ar Gejadenn 
( dibenn )


                                Da gentan , ne gomprenen ket perak he doa skrivet d'ar c'helc'h " Ni Hon-Daou " .
War a seblante , e vefe bet aes dezhi kavout paotred a-zoare , speredek , dedennus .
N'hor boa ket kredet eskemman luc'hskeudennoù , met , a-viskoazh , em boa sonjet e oa-hi kaer-tre , re gaer , re goant zoken , evit un den didalvez , ur bureviad ken dister ha me .
" An dekenn , ar Pin-up ... hag ar bureviad " , tenergan arnevez , pennad kentan !
                                Respontet em boa d'he lizher , aon ganin evelkent na vefe bet graet goap ouzhin .
Ken dous e voe , en enep , en he respont , o tanevellan he digenvez kuzh , o kompren ken mat ac'hanon , hag o tiskouez bezan ken tost ouzh va hunvreoù glanan ! Dic'hortoz e oa !
Santout a rejomp diouzhtu e oamp graet evit bevan a-gevret , dorn-ouzh-dorn . 
                                Siwazh , ken abaf e oan deut , m'em boa divizet , mui pe vui , livan un tammig va doareoù ha va buhez !
Ha setu me troet e beajour-kenwerzh , o vont hag o tont e pevar c'horn ar bed , o redek broioù ha morioù da zivizout a-ziwar aferioù pouezus : re o tennan d'an urzhiataerezhioù , d'ar bankerezh , hag all ...
                                Anat e oa deut , a-benn ar fin , hor c'hudenn vras : kavout amzer vak evit kejan hon-daou !


                                Erru e oa ar merc'her , en diwezh , gant e samm a enkrez , gwell eo din laret .
Rak aon am boa muioc'h-mui , a-feur ma tremene an eurvezhioù .
A-daol-trumm e tintas an horolaj , koun mat am eus : kreisteiz !
                                D'an daoulamm , pe d'ar pevarlamm ruz , n'ouzon ket breman , ez eas va c'halon em c'hreiz , evel ur marc'h diroll , ha va sonjoù a zeredas em fenn , henvel ouzh ur menez-tan , gant tizh o nerzh !
Poent e oa mont !
                                Adwelout a ris , ur wech c'hoazh , film c'hwitet va buhez , p'edon o kerzhout dindan ar glav o litennin ken unton ha ken ingal eus an oabl , pe eus tu all ar bez , marteze ...
                                N'eo ket pell an hent , dre riboulioù ar " metro " .
Hiroc'h a-walc'h , evelkent , dre m'em boa ezhomm da vont war va zreid , da stranin un tamm gant va sonjoù , horjellet gant an engroez , da chaokat ennon  mil preder touellus a waskerezh , mesket gant ur c'hoant didruez a zroukrans a vefe un digoll din .

images-Rues-de-No--l.jpg        A-hed ar ruioù kinklet-kaer evit Nedeleg , evel e kildroennoù ur ster liesliv , sklerijennet-holl ha beuzet krenn en endro ar gouelioù , e tibune a-viliadoù bugale kozh deut d'o ment , o klask ur c'hoariell nevez bennak , pe oc'h hunvreal er freskijenn .
Edo pep hini o redek davet unan all evit un tremen hepken , tu pe du , tudennoù dihenchet o kerzhout hep pal , evel skeudoù digenvez o vont da gerc'hat o zonkadur , pe o klask ur ster d'ur pezh-c'hoari kevrinus na gomprenint ket , o tiduin didruez hag o vervel goustadik e trouzioù an didrouz .
The Sounds Of Silence ( 3 ) .
                                Ya , tec'hout , ha degas ganeomp nemet hor pokoù : " Si , fuggire , e portarci solo i nostri baci ... "
Ar pezh a gan sarac'h delioù ar gwez war ar vali : finval a reont dindan an avel-walarn , evel va mouezh a zeufe enno d'az kervel , a-dreuz gweledvaoù da vugaleaj e-kichen Roma . 
Ha va daouarn a flour c'hwek da vlev du , oc'h en em goll enno ...
Pell on bet ouzh da c'hortoz , Laura . Ken pell ...

Pont-des-arts-2.jpg                              

Met a-us d'an dourioù tenval , en em welout a ran o tremen war Bont an Arzoù .
Bremaik e vo te , dirak an nor-dal , bremaik e vi gwelet gant ur vrozh wenn hag ur vantell zu , livioù Breizh , da c'houzoug gwarezet gant ur skerbenn ruz , evel goanag feuls un nevez-amzer adc'hanet !
Bremaik ...
                                Tridan ' ra va c'halon , ur c'hlizienn enni , evel an douar o krenan , oc'h entanan hag o tarzhan evel an Etna pe ar Stromboli ...
Kridiennoù am eus , kreniennoù terzhienn .
Laura... Ar Palez Bras ...


                                Deuet on en-dro d'am burev .
Kerzhet em eus kalz dindan ar glav . Sec'hed am boa , sec'hed bras ...
                                E-pad eurvezhioù , em eus sellet pizh ouzh ar riblennoù-straed , soublet va fenn , o vont hep gouzout pelec'h , aman hag ahont , hep kompren ...
Evel ur foll pe un den gouez , em boa dirollet da zifronkan , da c'hoarzhin .
                                Piv an diaoul en doa graet an taol-se ?
Petra 'oa c'hoarvezet gant va gwreg ? Piv en doa laret dezhi ?
                                Perak e oa-hi o tougen dilhadoù gwenn ha du evel re Laura , gant ur skerbenn ruz-flamm ?
Seblantout a rae gortoz unan bennak , en he sav war an diri , o vutunin nervus , oc'h ober neuz da sellout ouzh liketennoù ar mirdi , dindan an disglavier am boa profet dezhi , pell a oa , e Venezia .
                                Piv an diaoul ?...

                                   
___


DAN AR WERN - Auberive ( Kelc'h Tri ) - 2 - Ar Gejadenn ( 2 ) - Kerzu 1984 - Breton Version / E Brezhoneg - Bet embannet war AL LIAMM 234 ( Genver / C'hwevrer 1986 ) - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Auberive " , copyright 2006 .

                                  
___


                              Notennoù



1 - Tro-lavar Bro-Dreger .

2 - William-Adolphe Bouguereau ( 1825 - 1905 ) , liviour gall eus La Rochelle . "Temptadur " ( Tentation ) , 1880 .

3 - " The Sound Of Silence " , kanaouenn vrudet an daouad amerikan , Simon and Garfunkel .
Copyright 1965 , Paul Simon . Pattern Music , LTD . Sony Music . All rights reserved .

Lire la suite

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 2 - Ar Gejadenn / La Rencontre / The Encounter , Breton Version / E Brezhoneg ( 1 ) .

10 Octobre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 2 )


Ar Gejadenn

da C ... ( va gwreg gentan , italianez-aostrianez a orin )





"
Piv oc'h ? Petra a rit aman ?
  N'ho anavezan ket .
  Ha koulskoude , a gav din , ho anavezout a ran
. "
Alain-Fournier ( 1886 - 1914 ) .

Diwar-benn Melizand , e-barzh  "
Meaulnes Veur "



                                  
N'eo ket aes , er beure-man , steudan sifroù . 
Setu pell'zo , milvedoù , e kavan ar vuhez-se enoeüs hag hir ...
Bepred ar memes tud en ur burev ken sioul hag ur bez .
Pennkonter on , pebezh gloar !
Pa sonjan ...
                                  Hiziv , ne c'hellan ket tapout krog em sonjoù , pe gentoc'h derc'hel anezho , zoken .
C'hoant o deus , sur a-walc'h evidon , da vont da gantren war an toennoù lous ha gleborek , d'en em silan dre ar gwerennoù divoull evit distanan dindan skleurennoù glas un heol goanv o c'hoari toull-kuzh gant skeud ar c'houmoul du o vont e pilhoù .
                                  N'on ket deuet mat aman , dre ma'z on ur rener , da lavarout eo unan bennak etre ar Pennrener hag an implijidi .
Ha den ebet ne blij dezhan ar beli , zoken kuzhet a-drek minc'hoarzhoù damantus , evel ma oar ober pep hini dre-man , ha me evel ar re all .
                                  Gortoz a ran , e damc'houlou an deiz war e ziskar , ne vern petra resis hag a vefe lec'hiet e penn all ar sal-man , ken strizh , dres a-us da zremm vrav ha dilavar va amezegez .
An hini eo hounnezh , o stouin , kehelus , damdeoget , war vern divent he faperachoù diene .
Hag e ra van an holl-se da ziskouez diavaezioù ken sirius , pe ken tenval ?
En em c'houlenn a ran , a-wechoù ...
Eveldon ... Gant va gwreg ha n' he deus netra muioc'h d'am larout eget ar skinwel , ha va bugale , ezvezant ken alies , gwelet ur wech an amzer e dibenn an devezh , o tont en-dro d'ar gêr , pell re ziwezhat d'am meno , o tegas ganto en o c'hambr yaouankizoù estranch , difarle , " teen-agers " a-vec'h merzet , nepred adwelet goude ...



                                   Hag ar re-se aman , paour-keizh !
Nasket int gant o boazioù pemdeziek ha nac'hidigezh o bezans wirion .
Dilezet o deus o boud , da viken marteze , d'e guzhat n'ouzon ket e peseurt bed kevrinus , diwel .
Ardivinkoù hepken int deut da vezan , sentus ha goullo , a labour a-dal din , hag a-zoare , evel just !
Euzhusat hurlink !
                                   Penaos kuitaat anezho ? Penaos tec'hout ac'han , hag en em zieubin ?
                                   A dra sur , a-hend-all , e sono kreisteiz bremaik , gant an horolaj a-ispilh ouzh ar voger damvelen , hag e dik-tak dic'houzanvus .
Naon bras am eus !
                                   Kenderc'hel a ran da skrivan , koulskoude : ret eo bepred ober neuz ...
Naon du ma vo chenchet an traoù .
" Heman 'zo 'vel kezeg Benac'h : ne c'houlenn ken met boued ha beaj ! , a lare mamm-gozh en ur c'hoarzhin .
                                   Yaouank e oan d'ar mare-se , amzer va dimezin , yaouank-flamm , ha leun ag emdouelloù .
... Hegredik evel Inosant Ar Joli , " pa n'en doa bet tamm ebet d'e goan " , pezh a zo un dro-lavar em bro-me ( 1 ) .
                                    Ha breman ... Ne ran nemet gortoz ...
                                    Hag e teuio ar Merc'her , evel pep sizhun .
Mall am bo c'hoazh , ur wech ouzhpenn , da gaout ul lizher glas , skriverezet atav , e pakad al lizhiri ofisiel diniverus , gant ur merk ispisiel warnan ...
                                    Met en deiz-se , ne vo ket anezhan !
                                    Hiziv , da greizteiz hanter , e kejin , evit ar wech kentan , gant Laura , dirak ar Palez Bras .
Emgav 'zo ganeomp hon-daou , hag e welin , a-gevret ganti , diskouezadeg William Bouguereau : un daolenn a blij dezhi muioc'h eget ar re all , he doa laret din , anvet " An Temptadur " ( 2 ) .

                        om821.jpg           

                                     Biskoazh n'em boa klevet tra diwar-benn al livour-se , ret eo din anzav . N'anavezen ket e anv zoken . Pell diouzh an arz e vevan , re bell eus ar Gened , a zo saveteerez nemeti hor menozioù disteran .
                                     Gant Laura , e vo dishenvel , sur .
Ur vaouez vuhezek eo ! 
Muioc'h ouzhin e vo , mui pe vui .
Labourat a ra evit ur gelaouenn vrudet , ha dav eo dezhi mont e pep lec'h evit skrivan he fennadoù-skrid ken dudius .
Gouzout a oar kalz traoù diwar-benn ar sevenadur , dre vras , kalz muioc'h egedon .
War a seblant , dre lenn he lizheroù , anavezout a ra ur bern tud a bouez e Pariz , c'hoarerien , politikerien , hag all ... N'ouzon ket c'hoazh !
                                     Ar c'hoant-se da vont war-raok , neketa , a vroudfe n'eus forzh pe galon wak , deut yen ha kalet evel an dir , hag a dommfe anezhi tamm ha tamm .
Evel ma voe degouezhet d'am hini , daoust din da vezan lezirek un tamm ivez .
Se , avat , ne lavaran ket !




( da vezan kendalc'het )




DAN AR WERN - Auberive ( Trede kelc'h ) - 2 - Ar Gejadenn / La Rencontre / The Encounter ( 1 ) - Kerzu 1984 - Embannet war AL LIAMM 234 ( Genver /  C'hwevrer 1986 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Auberive " , Copyright 2006 .
                                     

Lire la suite
<< < 1 2 3 4 5