trilogie 3 " auberive " - danevellou
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - The Ocean Doorway - La Porte Océane ( 1 ) - Breton Version / E Brezhoneg .

AUBERIVE ( 13 )
" Setu , digoret Em eus un Nor dirazout , ha den ne c'hello he serrin ... "
Diskuliadur Sant-Yann , III , 8 , VI - Filadelfia .
Dorioù ar Mor-Bras ( 1 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma c'hellfen Ho karout kunv ,
Foeltran va rozenn en he bleunv ? "
Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "
- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .
Lodenn Gentan : Marikele
Devezh Kentan
1-
" Ich bringe dir die Wälder meiner Heimat dar / Kinnig a ran dit koadegoù va mammvro ... "
René Schikele - Barzhonegoù / Gedichte - " Widmung / Dedi "
Dezhan 'voe degaset skeudennoù bev bennak da gentan , o veskan an eil d'egile hep ehan en e emskiant direizhet . Un dremm ...
Digerin a reas e zaoulagad . N'en doa ket a sonj ken eus pezh 'oa degouezhet e gwirionez .
E gwenn 'oa livet pep tra , 'vel ul linsel en-dro dezhan .
Ur gambr ospital ? , a sonjas .
Pegen pounner ha sempl war un dro en em gave , o krenan an derzhienn .
Seblantout a reas dezhan e oa bet skoet war e benn a daolioù gloazus !
Hag en un taol neuze , e teuas envorioù d'e spered , ar gwallzarvoud en doa troc'holiet e garr a-ziwar hentoù treuz ha riklus Elzas , e-kichen krenvlec'h Hoh-Königsburg !
E miz Genver e tlee bout bet c'hoarvezet , gwall gendegouezh , pa gouezhas un nebeud deizioù abretoc'h e vignonez en un islonk , ha ganti he frof Nedeleg , ur marc'h-houarn e starderezed direoliet , marteze !
Ken fromet e oa bet gant ar marv trumm-se !
Ken diaes ivez da chom en e zigenvez krenn da c'houde , hep na vefe kened hoalus plac'h Roen en e gichen ken , ur studierez yaouank , bet graet " Marikele " anezhi , en doa kejet , turmud ha birvilh ganti war un dro , en ur park berlinat . ( 1 )
Diouzhtu e plijas anezhi dezhan kalz he doareoù koantenn ouez .
Pebezh barr karantez ! , a lare alies dezhan e-unan , ur mousc'hoarzh war e ziweuz .
Evit ar paour-kaezh plac'h , avat , n'he doa ket bet nemeur a amzer 'vit sevenin he gouestl kaer da servijout he Doue .
Merzout a reas emdouell an eurvad-se 'kreiz houlennoù tenval buhez e galon ...
A-wel-kaer , e oa 'vel ar Samaritan . ( 2 )
Digor en doa roet hael da familh e vreur , a gavas gwell dezhan , ar fall hini , tec'hout kuit da New-York , o tilezel e re war e lerc'h . E genseurted , bet kenteliet gant gwidre hag ampartiz war an taol-kaer-man , a sellas outan en un doare dishenvel , hogozik dezho bout deut a-benn d'e lakaat da gredin e oa un den brokus !
Traoù duoc'h bennak a seblante diflukan bep an amzer avat eus donderioù kevrinus e ene , 'vel ganet eus an Ifern , diaouligoù a zeue da zansal a-wechoù dirazan korolladeg an Ankou , o tegas didruez d'e sonj al le sujidigezh en doa touet da Aotrou an izelved-man !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 1 - 2004 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - C/f : "Istor ur Bleinier Laz-Senin " .
2 - Ar Samaritan , Lukaz , X , 29-37 .
Kate Winslet : "Marikele " .
AUBERIVE ( 11 ) - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 11 ) .
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 11 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
"Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Pemvet Luskad
Trauermarsh - Lux aeterna
V - Ar Bugel ' Choari Mell
" Pounneroc'h 'get boul an Douar eo ar Bellenn ...
Met e c'hoari ar Bugel ganti rak m'eo bet graet
gant hevelep danvez : Sklerijenn ! "
Gitta Mallasz - "Kendivizoù Gant an Ael " , eil diviz . *
23 - Gwech torret an taol-se skoet warnan , en em welas sklaer o teraouin tapout ul lamm hir dre un doare milendall liesliv , uhel-spontus , pell eus lagad louet ar vleizez hag hini Marieke , mesket espar ganto o-div , a steuzie tamm-ha-tamm er pellder .
Ha seul vui ma kouezhe war-du an Douar , mui e kredas pellaat ivez dioutan tizh-ha-taer davit stered a-vilieroù o framman galaksiennoù ...
Pegeit amzer e padas , un eilenn pe meur a gant vloaz ?
Pa zihunas , e vije bet anat dezhan ne chome mann ebet eus an enkrez a oa da gentan war e spered , eus skrijoù ha dic'hoanag en doa gwelet bihanaat gorrek 'vel tammoù uloc'h bet lamet diwar gorn e lagad gant ur gorollerez bennak , dudius ha mistr 'vel hini un Diva ...
Dilezet-mik en em gavas hiviziken , e-tal ec'honderioù didrouz ha goullo an oabl divent .
Perak'ta 'oa dleet dezhan mont er-maez ?
Klevout a reas e galon o talman pounner ha plom en e greiz , ha trouz e anal voustret warni gant oksigen stank e voutailh .
Tra ma kerzhe gant poan a-hed gerlink al lestr , staget eeun outan gant landon dir e sae egorel war e gein , e oa trellet a-greiz-holl e zaoulagad gant ur vrogonenn o redek prim 'vel un tenn !
Tonioù ha livioù boud , ur strinkad arliv dishenvel da bep hini , a ziwanas eus korfoù ha strolladoù diniver o treluc'han en egor didermen .
Liderezh fromus Honegger e oa , en doa renet gwechall doujans Doue dezhan , a darzhas eus ar magma-se , o kinnig d'an noz du-dall kensoniezh tenval e gevrinoù . ( 1 )
" Setu , a veizas kalonek , estlammet dirak ur galloud chomet dreistdiraez da splannder E Grouadelezh , setu penaos en em gav , marteze , an Alpha hag an Omega gant an Doue peurbadel ? "
Met , war harzoù an oferenn-lid-se ken iskis , e teuas koulskoude buan-ha-buan d'e wel c'hwec'h steredennig c'hlas o kelc'hian ur voulenn ruz :
neuze , 'vel bout bet degouezhet e penn e hent , e chomas krenn a-sav al lestr , oc'h en em strinkan da c'houde en ur riboul hir ma tibunas ennan d'ar red tan gwallan skeudennoù buhez ar beajour !
Brevet-en gant an tizh bras ha mantret e galon ivez gant ar glac'har , e santas heman ne oa netra ken gouest da herzel e garbed .
Echu 'oa an abadenn , a sonjas gant spont , prest e oant da darzhan , moarvat !
Staget 'oa ar blanedenn gevrinus da greskin muioc'h-mui en e askre , neoazh , gronnet gant lies skeudoù flamm .
Penaos'ta 'oa deut an egorlestr da ehanan difinv dirazi , e penn diwezhan e veaj ken dispar ?
Goude bout bet dinec'het e spered war c'hallout chom bev , en em adc'houlennas un tamm diwezhatoc'h petra 'oa c'hoarvezet gant e genseurted ar "Bunker " ? ( 2 )
Men 'oant aet da guzh , m'o doa gallet en em dennan diouzh an arvar ?
Ha dre beseurt burzhud e oa bet-en , ezel nemetan ur bare dasmant , anvet da sturier , penaos e oa bet tu dezhan advont d'e lec'h adal an diavaez ?
Kement a c'houlennoù chomet direspont , o vezan ma kavas dezhan e oa un hunvre , ur wallhunvre kentoc'h .
Skuizh-divi , ha daoust ma teue dezhan a-vommoù sonerezh Ligeti , e stagas da voredin e-tal an arvest-se ken meurdezus !
Met e krogas aon ennan , ha spont adarre zoken , pa welas darvoudoù film Kubrick o veskan er pezh edo o vevan e-unan . ( 3 )
Lemmoc'h e teuas e spered da c'houde , oc'h en em c'houlenn penaos e c'helle ur C'hrouer ijinus-dreist evel-se liamman E Sklerijenn gant kement a dorfedoù , viloni ha mezh !
Ur vouezh a vouskomzas dezhan flour ha sioul e pleg e skouarn 'pad ma tostae muioc'h-mui d'ar steredenn noz bet entanet he dremmwel gant ur skleurenn wrez 'vel hini un tour-tan 'kreiz ur mor a arvarioù .
E vamm e oa , o c'hlask e frealzin , a strive da gompren ivez ar gasoni verv hag ar souezh bras-dispar a vage ennan ouzh e dad war un dro ...
Ha breman e tibune broioù digenvez , menezioù uhel gant o c'hened gevrinus en distro , keodedoù amsklaer ar bed-se ken trist ha ken boemus , ec'honder an tachennoù dileun ha gouez ...
Marellet-kaer ma oa deut luc'h ur gwervaen gant livioù damc'hlas ar strink er pellder , e pellaas ivez e boan , o rein lec'h da Garantez , Poell .
O vont da advevan en un aergelc'h habask a levenez e vefe , a-benn ar fin ,
war un Eden nevez oc'h adunvanin an Den gant e Zoue ...
Lec'h genidik un "Dasorc'hidigezh " , marteze ?
24 - ...Dihunet 'voe gant gouleier en ul lamm .
Ur gleuzeur vras hollgrenn e oa , gant c'hwec'h boull en he zroad .
Skeudoù dispis , gwisket gant kaldravioù gwenn , a sellas outan a-bann 'vel m'o doa gwelet un dra gaer .
Bommoù lavar a gouezhas e pleg e skouarn en e zamgousk :
- ... Un tamm mat en deus graet dezhan ar bikadenn , marteze ... Ezhomm en devo ur strinkadenn zour yen ... Kentan tro ... Ur gwall vaniak eo ... Kredin a ra ez eo un arzour ...
Ne oa bet kement-man nemet touelloù , en ur ger .
An heol a baras en e nerzh en deiz war-lerc'h .
Moarvat e oa deut an nevez-amzer .
Dre brenestr e gambr e tammwelas ur paotr yaouank o c'hoari mell e-unan war ar c'hlazenn .
Un dra iskis evitan da welout ar c'hanfardig bihan ma oa bet en deizioù kent .
Mes petra 'oa deut da vezan goude-se , en en doa graet berzh kaer dre gevezan evit mont d'ar skol-sonerezh ha studian ar piano ?
Gallout a rafe bevan c'hoazh ? Ne vefe ket lonket holl ar bed a-bezh ?
Ha gouzout a ouife adskrivan un deiz d'e vod meurgan reuz buhezioù bugale bet dilezet ha muntret en o hunvreoù diechu a vrud hag a c'hloar , istor-se penn-da-benn hag hep penn na lost ur bleinier laz-senin ken dic'hortoz ?
Fred Kervern a sankas don e benn e goubenner e wele klanvdi , goudor diwezhan e boanioù .
Daoust ma ne oa den ebet ken d'e selaou , e c'hrozmolas etre e zent rak ar senkloù kriz a naske e frankiz ken prizius .
Neuze , en em adroas da gousket ...
ECHU
( Da Vezan Kendalc'het gant : "Dorioù ar Mor-Bras " )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 11 ) - 2003 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - Kensonnadegoù n° 2 ( 1941 ) ha 3 , lesanvet "liderel " ( 1946 ) gant Arthur Honneger ( 1892 - 1955 ) .
2 - "An Trede Arc'h " gant Dan Ar Wern .
3 - "Requiem " ( 1963 / 1965 ) gant Giorgy Ligeti ( 1923 - 2006 ) , sonerezh ar film Stanley Kubrick "2001 , un Imram Egorel " ( 2001 , a Space Odyssey ) , gant Gary Lockwood ha Keir Dullea diwar oberenn Arthur C. Clarke .
"Perak ez eus sonerezh , nemet evit adrein e galon d'an hini en deus e gollet ? "
Hélène Grimaud
" Peogwir e talvezas evidomp hag evit ur rumm dud a-bezh muioc'h eget ur muziker , ur mestr , ur bleinier laz-senin , muioc'h eget un arzour eeun , kement tra n'hellas ket ankounac'haat hor yaouankiz e oa . "
Stefan Zweig ( A-zivout Gustav Mahler ) .
* "Kendivizoù Gant an Ael " ( 1943 / 1944 ) gant Gitta Mallasz ( 1907 - 1997 ) , kevrinadez Aostrian-Hungarat .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 10 ) .
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 10 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue . "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Pevare Luskad
IV - Ar Beajour Dreist ar C'houmoul
" Say goodbye to Alexandra leaving ,
Alexandra leaving with her Lord ... "
Leonard Cohen - " Alexandra Leaving " *
In gemessenem Schritt
21 - O lakaat e gelaouenn war an daol-stipan , e verzas e oa distaolet ur sked damruz gant ar melezour , flamenn war ar stank adenaouet muioc'h c'hoazh gant kentan skleurennoù an derou-noz .
En armel-levrioù prenn evlec'h a-dal dezhan , e tapas ul levr kozh liv-flamm , lizherennoù aour munut kizellet war geinadur lêr anezhan :
" Poltred en ur Melezour " , gant Charles Morgan . ( 1 )
- Dedennet oc'h 'ta gant ar Gral ? , en atersas ar gweladenner o follennata an oberenn-se gant evezh .
- Ha perak klask gouzout ? Kredin a ran eo dreist-holl va zad ... , a valbouzas dezhan etre daou venoz .
Mar deomp da vale bremaik , e tiskouezhin deoc'h an Tour Sant-Yann a-gleiz dimp , e kendalc'has drantoc'h da c'houde . Pep unan warn-ugent a viz Kerzu , goursav-heol ar goanv , e teu da c'houlou-deiz un derenn heol da baran war vogerioù komandouriezh gozh-se an Demplourien .
Ha mojennoù bennak 'zo ivez , a lavaras ouzhpenn , a gomz diwar-benn un hent-riboul kuzh a gas da Sal an Tenzor , hini ur brinsez gatarat forbannet ...
Hag hon eus e kavet biskoazh , avat ? N'em eus ket klevet e vefe deut pinvidik-mor hon tiegezh , frankonat a orin .
Evit ar Gral ... , e klaskas da zisoc'h war un doare kevrinus .
- Evit da virout ennan eo ma fell dezhan ... , a vouskomzas dezhi e pleg he skouarn , o vont dousik war he c'haoz .
- A , gwelout a ran e lennit "Sparkenbroke " ! , a eilgerias estlammet , mousc'hoarzh ur plac'h dinamm war he muzelloù . Kefridi uhel eo hini ar varzhed , neketa ? Donezonoù o defe da ziawelout traoù an dazont evit anavezout ar speredoù ?
" ... Ennan 'vo diskuizhet va zaoulagad , ken hirc'hoursavet o selloù ma c'hello kavout gras d'arvestin outan 'pad un eurvezh da nebeutan ... " ( 2 )
Hogen , a gendalc'has o vont betek an treuzoù , netra ken met buhez Doue 'kreiz hon eneoù sentus 'vefe ar Gral , a gav din ...
En em c'holoet he doa Gwerc'hez ur presbital dilezet gant un dilhad-sport , seurt mantell-c'hlav oranjez , he blev fin , melenet-sklaer , bet fichet warni e stumm un torkadig-blev savet war an taol , ma taole kement a bled outan .
- N'eo nemet un touell evidon plijadurioù ar bed danvezel , a anzavas a-benn ar fin , un taol-esae didalvez ha dic'hounid evel kened ur plac'h bennak o vont da wenvin !
Padal , ma karit tre skeudenn ar " Vaouez e fleurenn he yaouankiz-se " , lennit kentoc'h lizheroù Maria Dreinded , un domenigadez nes he spered ouzh hini Mestr Eckhardt ha kevrinidi rannvro Roen . ( 3 )
Va c'havout a reot enno daoust din , marteze ?
- Gouzanv poan a ran ! , a enebas outi brouezet . Klevout a rit ?
Doan am eus rak ho kwelout war hent ar gouent ! Ezhomm bras 'zo din ac'hanoc'h , ken plijet on gant an nevezamzer , ar vuhez !
Ha neuze ... Re aon am befe d'az koll ... , e aspedas anezhi c'hoazh , tost da ouelan .
- Sell'ta , fazian a rez , a respontas dezhan ar plac'h yaouank esmaeet , ne ket me eo ar rozenn vresk ! Va c'hoar Alexandra , marteze , daoust d'he neuzioù sportourez , hini az poa kavet el liorzhoù Charlottenburg ?
He deskadurezh relijiel he defe c'hoant da beursevenin gant mont da garmezez , evel ma anzavas ouzhin a-wechoù . Diaes eo he buhez ...
Hag o stardan e zorn evit klask e harpan da c'houde , e strivas da sioulaat e anken tra ma gomze .
- N'eo nemet un diaoulez evidon-me , a stagas , gwrac'hez baour anezhi , disivouderez hep frealz an tiegezh , ma fell dit ... Dedennus n'on ket , rak boazet re lennan levrioù va zad : Dante , Ruysbroeck , Joachim de Fiore ... ( 4 )
Deraouin a reas , hanterfrealzet , he stardan feuls ouzh e galon .
Sell'ta , va c'haredig , emezan hep gouzout dezhan e-unan : n'ouezi nepred eus pelec'h 'c'hallfe dont hadenn va c'hoant evidout , ha men 'vo dioueliet maskl da varv kennebeut !
Stürmisch bewegt . Mit grösster Vehemenz .
22 - Rouestl meur a lakaas ar sonjenn-man en e benn : 'vel dislonket spontus-tre eus an Ifern , e krogas skeudennoù e dremened da darzhan didruez war-c'horre e spered klanv .
En em welout a reas trumm adarre e log ar skalieroù .
Pep tra 'oa stlapet ouzh e dal , breman : Alexandra , Marieke ...
Breoù gwechall a ruzie e zivjod , o hejan e gorf gant glizi braouac'h !
- Perak 'ta n'ac'h eus ket skrivet din ? Perak ? , ez adlavaras dezhi , droug ennan , fuc'het-mik gant ar gounnar , kaouadoù gwrez o sevel krenn ar gwad d'e benn entanet gant ur c'hoant du he lazhan !
- Petra c'hoarvez ? , a lenvas an dallez , seizet a-daol gant an nec'h .
Gerioù edo o paouez rannan a ziflukas ken diaes eus he genou rak bezan gwasket krenv-spontus anezhi gantan .
Ha klevout a reas ivez he galon o talman a-frapadoù en he c'hreiz .
N'he dije ket gallet e gompren , moarvat ?
Ne vije ket bet gouest da verzout ar c'horf marv gourvezet e-kichen an oaled : hini ar c'houarnerez .
Dre an abeg dezhan e oa , ne vern penaos , ma ne c'helle ket ken gwelout mat hiviziken , a envoras en ur barrad kasoni : p'en doa mennet kejan un deiz gant e "wir " tad , ez-ofiser ar Waffen SS , evit ma vo talvezet dezhan e dorfedoù .
Kredin a rae ne oa deut e Breizh ar penn-hini-man , ken fallakr , war e glevout , ha ken sot gant gouizigiezh kuzh ha rin an hendadoù , nemet evit kemer dre nerzh al legad prizus ha , dreist-holl , 'vit lakaat en arvar enor e vamm .
E vuhez-pad , koulskoude , e tregernfe en e zivskouarn c'hoarioù ha c'hoarzhadennoù sklintin unan eus e lezc'hoarezed , bountet gantan e-pad e weladenn ha kouezhet eus krec'h an diri .
Disoc'het 'oa bet an enklask war ur " gwallzarvoud keuzius " ...
- Marikele ... Marikele ... , a zaeraouas dezhi ar beajour .
Ha padal e santas brec'h e c'houzanverez o pouezan pounner war e hini 'vel ur voled pe ur groaz a zleer stlejan gant poan betek penn uhelan ar spouron !
Marteze 'oa teuet da welout sklaeroc'h enni en deiz-se o c'hentan kejadenn , aet buan ivez , hep gouzout dezhan , dindan he c'hazel-ge , birvilh ennan o sellout outi , en , ar gwall ael kouezhet war ur blanedenn zisplann !
- N'oc'h nemet ur gaouier ! , a gemennas dezhan , he c'halon o c'hourlamm gant an dic'hoanag .
Ne oa ket evit rein dezhi ur respont , ken mantret e chome gant gwel skrijus ar serr-noz .
E youl a drec'he un tamm muioc'h war bilpouserezh an dud , setu tout !
Pozioù Wagner , kaeraet gant sonaozouriezh Mestr Wahnfried , a seblantas dezhan bout goullo , didalvoud 'vel ar glav unton ha trist , mesket e diskan er-maez gant trouz o zreid war ar grouan .
" Penaos tec'hel diouzh ar vro
A zalc'h enni an hollved ,
D'al lec'h ma ya Tristan ,
Oc'h mennet d'e heulian , Izold ?... ( 5 )
Tremen a rejont e-biou kloz al loened gouez .
Ar vleizez , he c'helin en-dro dezhi , a reas un oc'hadenn feuls o welout an den dianavez gant he mestrez .
Santout a reas heman e ouie an aneval iskis lenn e ene .
Skubet gant e varradoù taer , en em astenne ar " chaume " a-ziwar wel . ( 6 )
Ne weled ket kalz a dra pa heulied roudoù amspis ur wenodennig , 'kreiz koadoù uhel ar Vogesen . Ne chome nemet geotenn c'hlas ar pradoù , riklus evel ar feltr , gwech marellet gant Bokedoù-an-Dreinded , gwech strewet a vodadoù lus e-pad an nevez-hanv .
Ha seul uheloc'h ez aed betek penn ar bed-se , seul vui a vernioù kerreg mesk-ha-mesk e oa , mein disac'het , beuzet gant al latar pe islonkoù gouest da vezevellin ar pennoù !
Pell e kerzhas o daou gorf kichen-ha-kichen , skornet dindan ar glav-sil ha yuderezh an avel foll . Hag o kavout dezhi e oa muioc'h-mui war var he buhez , e waske start Marieke war he daeroù .
Diwar an diaz , koulskoude , 'vel taolet gant un tour-tan 'kreiz ur mor a boanioù , e strinkas bannoù gouleier evel un tenn , ha krenn e krogas luc'hedennoù el lennig da freuzan drailhoù ruz-mouk an oabl !
- Va heuliet o deus ! , a yudas an torfedour war e sach diwezhan .
Abalamour da Lola eo . Re henvel ouzhit e oa . Ne oan ket evit he lezel da vevan ... Ken hakr , ar plac'h-man !
Ur bagad bleizi , difoupet eus neblec'h , a dostaas outo hep ober trouz .
Tra ma tegouezhe 'harz ur groaz vaen divent a-us d'an draonienn , e oa buket kanol ur fuzilh 'trezek ividig an tec'had .
- Ac'hanta , Kervern , a-walc'h 'vel-se , em ziskor dimp !
Lies archourien , bet enket anezhan gant ar Von Braun kozh , o doa kouchet o armoù warnan .
Darbet 'oa bet da hêrez Auberive , strinket en douar , bezan kaset ivez e don an islonk !
Kresk a reas ar glav hag an arnev .
N'en doe ket amzer hon bleinier laz-senin da bouezan 'vit en em zifenn war nozelenn vunut a droe e vazh-rener en ul laonenn dir troc'hus !
Sailhet he doa warnan Eva , ar vleizez , hag e vountas er goullo !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 10 ) - 2003 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - "Poltred en ur Melezour " ( Portrait in a Mirror , 1929 ) , gant Charles Morgan ( 1894 - 1958 ) , skrivagner , barzh ha c'hoarivaour saoz .
2 - "Sparkenbroke " ( 1936 ) , eus an hevelep oberer .
3 - Maria Dreinded ( Marie de la Trinité , 1908 - 1980 ) , dominigadez .
4 - Jan Van Ruysbroeck ( 1294 - 1381 ) , kevrinad Bro-Flanderez .
Dante Alighieri ( 1265 - 1321 ) , barzh , politiker ha skrivagner italianat .
Joachim de Fiore ( 1132 - 1202 ) , teologour ha lean sistersian .
5 - "Wahnfried " , ti Wagner e Bayreuth .
"Tristan hag Izold " ( Tristan und Isolde , 1857 ) , gant Richard Wagner .
6 - "Chaumes " = Peurvanoù torioù uhel ar Vogesen .
Luc'hskeudenn : ar marichal alaman Erwin Rommel ( 1891 - 1944 ) .
* "Alexandra Leaving " , kanaouenn Leonard Cohen , copyright 2001 , Sony Music Entertainment Inc . , in " Ten New Songs " album ( 2001 ) - All rights reserved .
" Hon holl gejadennoù a zellezomp : klotan a reont gant hon tonkadur hag o deus ur ster ez eo dleet dimp bezan digejet . "
François Mauriac - "Hentoù ar Mor " ( Les Chemins de la Mer , 1939 ) .
Kate Winslet
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 9 ) .
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 9 )
evit Gustav Mahler
E koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
ho tougo da Zoue ."
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Trede Luskad

III - Auberive ( Ar Plac'h Youank hag ar Marv )
Doloroso / Glarac'hek
" Seblantout a ra iskis deomp en abeg ma ne welomp netra biskoazh met du enep hon Tonkadur ... "
Maurice Maeterlinck - " Peleaz ha Melizand "

18 - " Marikele , va hini vihan , a vouskomzas dezhi e pleg he skouarn , penaos komz dit eus va dispi ? Kement m'eus ezhomm ac'hanout ! ( 13 )
T'eus ket sonj eus ar " Roc'hell Flamm " hag eus hor bale asambles e gwasked gwez Schönau ? ( 14 )
Dirollet 'oa neuze da lenvan gwalc'h e galon an den meur , 'pad m'he doa kroget en e zorn e vignonez , o stardan anezhan tener ouzh poull he c'halon .
- Diskleriet 'm oa bet dit , koulskoude , a respontas kunv dezhan .
Dav'oa dimp paouez d'en em welout ha lezel an didrouz da gregin ennomp tamm-ha-tamm da c'houde : hini glannder hon aberzh , hini avel an eneoù a c'hwezh dreist an erc'hegi dideuz , hini da sonerezh ...
- Ha gallout a c'hallin bevan hep da garout , avat ? , a eilgerias Fred dezhi o tifronkan , 'vel ur c'hoarig zoken , ha petra all a vefe er bed evidon , plac'h va hunvre ?
- A Te , bet kouezhet eus an Nenv , mab ruzell an deiz ! , a laras dezhan o venegin ar Bibl en un doare iskis . Pelec'h 'man da dalgen Gloar ? ( 15 )
Santet 'm oa un dra bennak zispar 'barzh an iliz , te 'oar , da noz hon kejadenn , emezi o tigerin dezhan he c'halon gant ur c'homzoù kevrinus . 'Vel ur bomm-galv bet klevet ennon ... Ha sonjet 'm oa e Tereza Avila , Edith Stein . ( 16 )
- Hogen , petra 'dalvez ? , a huanadas brevet gant e zoan , lavar din da venoz ! Da belec'h hon kaso an hent-man ?
- Gouzout a ran eo ret din bevan en E skeud , a respontas dezhan a-bouez he nerzh , evit stourm gwelloc'h ouzh re a louzo e Garantez gant o fec'hedoù .
- 'Vel-se 'man an traoù , han ? C'hoant t'eus gwiskan ar ouel , breman ? , a c'hoarzhas goap ar paour-kaezh bet touellet ha freuzet e vuhez gant an doare aelez-se a zalc'he anezhan dindan he c'hazel-ge .
Savet 'oa diwar he c'hador , krouadurez baour vantret gant dislealded an dud !
- Un enklask dic'halloud eo krouin 'vit un arzour , a salmas en he fenn , pa vez enkreziet ken alies gant gloazioù kriz da sevenin un oberenn deut , marteze , re ziarvar ha didalvez ur wech echu gantan da c'houde ?
19 - War he lerc'h ez azezas meurdezus ar mestr dirak ar c'hlaouier .
O lakaat holl vizied voan e zaou zorn kenedour da bouezan warnan , e klaskas livan eviti plegoù ha displegoù e galon rannet , e sonjoù du , ken kizidik ha ken pizh ma oa deut war-dro e vicher , ken aketus ivez da hoalan bepred e selaouerez gant sked dibar e sonerezh !
Hini tenvalded an emskiant , da gentan , gant un arroud eus " andante " pevaradenn Franz Schubert , " Ar Plac'h Yaouank hag ar Marv " , notennoù hud a douezie gant aezhennoù ezans , o hanvalout lakaat klemmoù an avel foll da stumman falloc'h c'hoazh an amzer er-maez , ha strakadennoù ur c'hef bet devet gant flammoù er pellder .
( 17 )
War-lerc'h , treuzneuziet ganto , e vagas c'hwek estrenvan un den " Barzhoneg " hollgaer Chausson , klemmgan Fauré " Da Heul un Hunvre " ha " Prederiadenn dTaïz . " ( 18 )
Neuze e teraouas e zaoulagad , aet da fall re abred gant al labour hag an oad , da virvin muioc'h c'hoazh dre nerzh ma veze sanket c'hwervoni enno , glebiet o adskedoù gant sell ar garantez .
Daoust d'e wir glac'har , e strivas an arzour da gredin e oant " daou " war an Douar 'barzh an ti digenvez-se ar Vogesen , emvodet a-berzh Doue du-man hep na c'hellfent biken bezan " unan hepken " evit gwir e bro diamen o uhelvennad . ( 19 )
20 - Deomp 'ta kuit en hent 'vit dizolein " Pezh a Glever War ar Menez " ! , a ginnigas dezhi , plijet gantan m'en doa gallet c'hoari Liszt en diwezh . ( 20 )
Hag e oa deut a-benn da c'hounit warni asantin d'ur valeadenn ziwezhan .
Kent mont er-maez avat , un doare kasoni war e zremm , e tapas krog e luc'hskeudenn an ofiser , o teurel pled ivez ouzh yoc'had kazetennoù-bro berniet holl war ar benveg .
Dre ditloù pompus war ar bajenn gentan , skeudennaouet gant poltredoù dezhan ma veze livet e vousc'hoarzh pilpous warno , ' oa kemennet unan eus e sonadegoù er rannvro :
" Fred Kervern Veur a sono " Dixit Dominus " e Gouel-Sonerezh Händel Karlsruhe ! " ( 21 )
Kredin a reas e oa un dastumadeg o enorin anezhan .
Mes kenstaget ouzh rentaoù-kont ofisiel , leun a vil meuleudi azaouezus , 'oa diskuliet darvoudoù euzhus 'vel drouklazh ur c'hast er c'hêrbenn c'hermanek pe wallerezh ur grennardenn er Chaise-Dieu . ( 22 )
Ne zaleas ket broudoù lemm ha c'hwerv da lakaat e gempouez en arvar . Adwelout a reas korf gwadek Lola en e noazh !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 9 ) - 2003 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
13 - " Marikele " , furm-vihanaat evit " Marieke " .
14 - Schönau-in-der-Pfalz : keriadenn Park naturel rannvro Pfalz damdost ouzh harz Bro-C'hall ha kastellig Fleckenstein ( Elzas ) .
" Am Zundelsfelsen " ( Ar Roc'hell Flamm ) , enskrivadurig war grouez ur wenodenn er menez .
15 - Izaïaz , 14 , 12 .
16 - Edith Stein , Teresia-Benedicta Vom Kreuz ( 1891 - 1942 , Auschwitz ) , leanez , prederouriez ha doueoniourez alamanat , yuzevez a orin gounezet d'ar feiz katolik .
Tereza Avila , Teresa de Jesus ( 1515 - 1582 ) , leanez ha kevrinadez spagnat .
17 - " Ar Plac'h Yaouank hag ar Marv "
( Der Tod und das Mädchen ) , lied ( 1817 , diwar barzhoneg Matthias Claudius ) ha pevarzekvet pevarad-kerdin ( 1824 ) Franz Schubert ( 1797 - 1828 ) .
18 - Sonerezh klasel Bro-C'hall :
- " Barzhoneg " ( Poème ) , op. 25 ( 1896 ) Ernest Chausson ( 1855 - 1899 ) .
- " Da Heul un Hunvre " ( Après un Rêve ) - Levati sol que la luna è levata - op. 7 n° 1 Gabriel Fauré ( 1845 - 1924 ) , embannet e 1878 .
- " Prederiadenn dTaïz " ( Méditation de Thaïs ) , e-barzh eil arvest c'hoarigan " Thaïs " Jules Massenet ( 1842 - 1912 ) , krouet e Pariz e 1894 .
19 - Geneliezh , 2 , 24 .
20 - " Pezh a Glever war ar Menez " ( Bergsinfonie , 1848 / 1849 ) , barzhoneg sinfoniek Franz Liszt ( 1811 - 1886 , Bayreuth ) .
21 - " Dixit Dominus " ( 1707 ) , oberenn Händel ( 1685 - 1759 ) diwar salm 109 pe 110 .
22 - La Chaise-Dieu : Gouel sonerezh klasel brudet e Bro-C'hall ( miz Eost ) .
Luc'hskeudennoù ar film Philip Kaufman : " Quills " ( 2000 ) , gant Kate Winslet , Geoffrey Rush , Joaquin Phoenix - All rights reserved .

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 8 ) .
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 8 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
ho tougo da Zoue "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Trede Luskad
III - Auberive
Ur Licht / Stürmisch bewegt
" Seblantout a ra iskis deomp , en abeg ma ne welomp netra biskoazh met du enep hon tonkadur . "
Maurice Maeterlinck - " Peleaz ha Melizand "
16 - O seblantout bezan goloet ha debret a lec'h da lec'h e vogerioù gant gwinienn vleunv a liv rous diskar-amzer 'vel hini al Loar , e tiskouezhe bezan kousket-mik an ti-annez kozh , ken habask e hun .
Klevout a reas ar baleer , koulskoude , garm kanvaouus ul loen a savas trumm er pellder e yudadenn zic'hoanag ...
O trec'hin war e aon , en em risklas da vont a-hed ur vali blatan gantvloaziek betek un nor a veze kizellet gwenan o vleuniaoua flourdiliz gwenn kaer warni , gant ur sterenn c'hwec'h skourr ivez ha dremmoù aelezigoù war ur bodad roz-agroaz , sinoù bennak an Arouezkelc'h en o c'hichen ...
A-us dezhi , e gwasked ur c'hustodig bet sanket er voger , delwennig ur Werc'hez-Mamm o vousc'hoarzhin , ma oa sederaet ganti kalon ar gweladenner ouzh he gwelout .
Merzout a reas war un dro e oa e-harz un douribell veurdezus a veze harpet ouzh talbenn bennan ar maner , uhel dreist dezhan , neoazh , kenstaget gantan gant e doenn vein-glas c'hwec'hkornek .
Tri derez brik , aet da fall gant ar bloavezhioù , hen ambrougas betek treuzoù an ti ma savas kliked houarn anezho , debret gant ar mergl .
Ne oa d'e veno nemet e nec'h e-unan , e enkrez , a c'hellfe dont war e spered d'ober harz d'e ranellded , a yae a-dizh war vrasaat ennan .
Krog an doan ennan , e teuas tre 'barzh an ti , a hanvalas outan didud .
En adraon evelato , e welas , 'kreiz ur pezh bras goullo , un tan koad brav a strake er c'heuneud dindan vantell ur siminal kozh , giz an Azginivelezh , kempennet gant kroazioù alc'houeziek niverus , blenchoù avalaouek o fevar skourr bet livet en aour ha strewet a vokedoù roz .
" Ar sal-debrin , moarvat ? , a sonjas-en .
Arabeskennoù ha kinkladurioù blizidik ur sonerez nenvel a zeuas goude betek ennan adalek kambroù an trec'h ma c'helled , evit o tizhout , pignat davito gant diri ur skalier koad derv prenvedet a droellene meurdezus diwar ar pondalez .
Ha tra ma grape ganti , brizhaonik un nebeut , mouezh aelez flamm Marieke a savas ken dreist ken e roas from dezhan , oc'h en em silan en e ene tamm-ha-tamm , keit ha ma vo leun-barr anezhi bremaik a levenez .
C'hoari a rae " Ur Licht " , oberenn vrudet Mahler , unan eus ar sonourien a blije ar muian dezhan . Sartaat a reas dremm ar mestr pa selaouas outi gant aked , kizidik e galon :
" O Röschen rot ,
Der Mensch liegt in grösster Not ! " ( 8 )
Ken doueel hag hini un arc'hwerez e seblantas dezhan he c'han !
Degouezhet ma oa kuzh ha didrouz , kement ha ma c'helle , en etreleur gentan , ez eas Fred etrezek un trepasig strizh ma veze goulaouet anezhan gant ul lamp-moger nemeti .
Ispilhet e oa dreist an daolenn vrudet Poussin , " Bugulien Arkadia " , adskeudennet en ur vent vihanoc'h gant ul livourig all dizanv . ( 9 )
Livioù flamm dishenvel o lugernin warni dindan sked ar goulou a ziskouezhe anatoc'h dezhan ivez holl gevrinoù an denvalijenn war he dro .
O vont dousig gant e hent ouzh son skiltr ar piano , henchet a-wechoù gant e donioù flour , e pouezas goustadik ar bleinier laz-senin war zor zamzigoret ur gambrig-wele ma veze kizellet warni bleunioù gweadennet .
En ur sellad e tizoloas ur salonsig doare Loeiz C'hwezek , gwenvet e stumm hag e neuz , ma veze un tamm lorc'h koulskoude c'hoazh war lambruskoù glas-dour ha livadurioù-kamahu arc'hlas dislivet e speurennoù o taolennin dispis bugulien sinaat .
Azezet e-kreiz , e troe kein ar plac'h yaouank dezhan .
17 - Ha gwezhave , 'vit distanan gwrez he zerzhienn , e leze he sell melkonius o pellaat en tu all d'ar park .
A-dal dezhi , 'kreiz mogedoù an ezanser , e oa ul luc'hskeudenn gozh velenaet eus ar bloavezhioù daou-ugent ma anavezas-en warni , d'e veno , ur soudard eus an arme alaman .
Neuze ez eas tre en he c'hichen , dindan ar c'hantolor-skourret e strink dilufr .
" Petra ' c'hellfed gwelout pa ne weler netra ? , a sonjas c'hoazh , enkrezet . ( 10 )
Dre anien , e santas an dallez ma oa unan all ganti .
- Piv 'zo aman ? , a youc'has-hi gant nerzh , deut stenn he bizied war douchennoù ar c'hlaouier kement ha ma oa bet spontet diouzhtu rak degouezh an estren .
Ken lentet 'oa e respont ma teuas dezhi war e nan , takenn c'hlav zamziverz o roufennan gorre dourioù tenval al lenn , o lakaat e galon da dridal ha lammat krenv en e greiz 'vel hini marc'heion an Daol-Grenn na c'hlaskas nemet un dra en diwezh : gallout melezourin o ene e sell dreistdiraez o c'haredig ...
- Marieke ...
- C'hwi 'man ? , a respontas dezhan en ur c'hwezhadenn .
Trumm e kollas doareoù peoc'h meur ha parfeted wir war he dremm . Er-maez , 'oa krog ivez an avel da c'hwezhan e varradoù feuls ouzh deil ar faou dirollet , da c'hoari he c'han 'vel ma vefe bet en ur pennad blev fuilhet ganti , re ar pupli hag ar c'hren 'kreiz ar bodoù koad uhel ...
- C'hwi aman ? , ez adlavaras amgredik dezhan gorrekoc'h . Penaos oc'h deut'ta ?
Harp ouzh ar " Bösendorfer " ( 11 ) , e daolas an den e selloù hep sonjal war ur bern levrioù dispak :
" Barzhonegoù Morven ar Gouezel " ( Max Jacob ) , ur pennadoù bennak a-zivout Bro-Alamagn e-koulz an Nazied , " Bennozh Doue en Digenvez " gant Franz Liszt , diwar oberenn Lamartine ... ( 12 )
Poan he doa o terc'hel war he c'hounnar , a ruzie he divjod dislivet .
- Aet eo Heidi d'ober kefridioù , a laras evit rein ur respont dezhan , tra ma chaoke mil sonj ha dra luziet en he fenn 'vit he zerrin .
- Va zad 'zo aet da chaseal gant Lamento . Na petra'ta oc'h deut ?
- Piv bennak eo al Lamento-se ? , a eilgerias outi , kement a warizi ennan ouzh holl re chansus bevan e ser ur vestrez ken koant .
- War-nes dont en-dro d'ar gêr emaint , sur eo ! , a laras ouzhpenn evit kaout frealz hag o klask en em zifenn outan .
- Perak 'teus ket skrivet 'baoe 'n hanv diwezhan e Speier ? , a droc'has prim o fellout dezhan gouzout an holl wirionez en ur lakaat e zaouarn war he divskoaz .
- Klanv on bet ... , a strivas da enebin outan , o sonjal e yae dreist ar pal ganti kent ma vefe-hi fur a-walc'h da sioulaat pep tra .
Nag he doa bamet , gwechall , dirak ijin " he " maestro !
Ne zlefe ket dezhi bezan ken displijet ganin , a huanadas , mantr o sevel en e galon gant klask abegoù enni d'e zianzav evel-se , hag o pokat flour d'he blev evelkent ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 8 ) - 2003 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
8 - " A , rozennig ruz !
Er brasan dienez eman an den ! "
Gustav Mahler - " Urlicht " ( Sklerijenn Andon , 1892 ) , pevare lusk an eil kensonadeg , arroud eus " Korn Achantet ar Bugel " ( Des Knaben Wunderhorn ) .
9 - " Les Bergers d'Arcadie / Bugulien Arkadia " ( Et in Arcadia Ego , doare II , 1637 / 1638 ) , taolenn Nicolas Poussin ( 1594 - 1665 ) .
10 - C/f : " Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( 5 ) .
11 - Merk brudet pianoioù eus Vienna , savet e 1827 .
12 - " Poèmes de Morvan le Gaélique " ( Barzhonegoù Morven ar Gouezel , 1931 ) gant Max Jacob , barzh breizat ganet e Kemper ( 1876 - 1944 ) .
- " Gottessagen in der Einsamkeit " ( Bennozh Doue en Digenvez ) gant Franz Liszt ( 1811 - 1886 ) , diwar un oberenn Lamartine , Gouere 1829 , arroud eus " Harmonies Poétiques et Religieuses " ( Hensonioù Barzhel ha Relijiel , 1830 , levr I , 5 ) .
Taolenn : " Bugulien Arkadia " , gant Nicolas Poussin .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 7 ) .
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 7 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
ho tougo da Zoue " .
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Trede Luskad
III - Auberive
Andante Moderato / Plarik Gonvorek
" Seblantout a ra iskis deomp , en abeg ma ne welomp netra biskoazh met tu enep hon tonkadur ... "
Maurice Maeterlinck - " Peleaz ha Melizand "
13 - Evel ma gavas dezhan da gentan , e gounezas tre warnan o tiambroug en daolennaoueg .
D'an abardaez , avat , e-doug ma veze ar wallamzer o kas he reuz , e oa chomet simudet dindan ar glav , oc'h en em c'houlenn , broudet gant e boan ha krignet e galon gant ar vorc'hed , peseurt krouadelezh ken tenval hag hec'h hini a c'hallfe bout bet ganet diwar nerzhioù ken drastus ivez !
" Perak bourran er fank pa vez kejet gant ur sterenn da hanternoz ? , a glaske da c'houzout gant e sell aspedus . Ha dre beseurt hentoù troiellek am degaso va buhez c'hoazh ? , a c'houlenne , hegaset gant e zirolloù .
Kaerded gouez o sklerijennan daoulagad Lola a envoras neuze .
" Kentoc'h , ne oan ket dudiet gant ar plac'h-man ? " , a lenvas , enkrezet e spered gant poanioù skrijus lakaet da ziwan en aner ennan .
Sizhunvezhioù a dremenas ...
14 - An diskar-amzer a erruas hep dale , goude hej ha press tomm-berv an hanv ha ne oa gwech ebet evitan mare ar vakansoù , o vezan ma oa ret dezhan , pep bloaz , kemer lod e gouelioù sonerezh niverus 'vel Bayreuth , Salzburg , Ais de Prouvenço ...
Ha dre-holl , e c'hortozed ar " Star " glasel 'vel ur Mesiaz !
Kavout a reas amzer , neoazh , 'vit skrivan dezhi ul lizheroù bennak , merket a-bezh o goleier , glas dalc'hmat , gant un arouezig dister warno , seurt hanafig alaouret . Ha , sur a-walc'h , e veze treuzkaset dezhi goude , a-drugarez da harp kenwall Alexandra , houman o lenn e skridoù d'he c'hoar hag o tiskrivan dezhan , sanset , chomlec'h ha respontoù an dallez yaouank : holl draoù bet kaset en-dro dezhan er post " war c'hortoz " .
Un deiz , e oa bet souezhet-mik , avat , gant c'hoant-gouzout e genskriverez diwar-benn " Auberive " , ar gaeran eus e oberennoù , hini he doa savet e vrud 'touez ar re all . Muzikvarnourien o doa kanmeulet hep termal " ijin ha spered kaer un den eveltan , gouestoc'h 'get ar vrasan ! " , a larent , doare Wagner e c'hoarigan o tennan diouto d'ar " Roue Is " Edouard Lalo ha da " Werther " gant Massenet . ( 1 )
" Anavezout a rit pozioù brudet Ossian ? " , a c'houlennas outi , o sonjal e re a ginnigas ar barzh war e zistro eus an harlu :
" Perak va zihunin gant c'hwezh an nevez-hanv ?
Warc'hoazh ' teuio ar beajour ' don ar saonenn ... " ( 2 )
Stad a rae dreist-holl ouzh kaerder an arroud-man , heson a-walc'h e c'hlanded .
Marteze , e kanfe brav anezhan ar studierez , a sonjas , gant he mouezh ken flour . Penaos gouzout kement-se ? Ha petra ' dorimelle en he fenn ?
" Perak an titl-man ? " , a adc'houlennas outan en he lizher da heul .
Neuze , e teuas da daolennin mammennoù e awen dezhi , barzhonegoù sinfoniek Richard Strauss , " Ur Vuhez Haroz " , pe c'hoazh " Treuzfurmadurioù " , hag a veze eus an dibab dioutan . ( 3 )
Ha komz a reas ivez dezhi eus kaeran romant Annemarie Schwarzenbach en doa lennet d'e sonj , hini o larout he frazenn e-barzh n'eo ket " diaes lakaat lev etrezomp hag ar vuhez . " ( 4 )
Gwell e vije bet dezhan tevel , marteze , 'get dizoujan ouzh an Nenv ? En ur ger , ma veze boemet gant sell he frinsez glanv , ma wele he foan-galon ennan , ne vefe ket gant ar marv ivez , danvez e c'hoarigan ?
E skleur a wele a-wechoù e melezour skorn anezhan , bet sklerijennet gant ur sterenn lufr e penn an divent : Marieke 'oa anezhi , hag en em ziskoueze dezhan adalek an tu all , skedus , ken pell ha ken tost war un dro , war-c'horre mor glas-moug e hunvreoù ...
" Bann-heol flour , gouloù an deiz ,
Perak ' fell dit tec'hel diouzhin ? " ( 2 )
Biken ne resevas mui tra diganti , ha buan gant an amzer e entanas an dilavar-se e galon , o tiwaskan anezhi poanioù skrijus .
Met ne vefe ket evel-se , gant he c'hoant diremed pellaat diouzhin , he doa divizet degemenn dezhan he diseblant hag an disrann etrezo ?
Koulskoude , deut pitilh gant unan a oa aet breman diwar e zro , e reas tro-wenn pa glaskas pellgomz dezhi en Alamagn .
Respontet 'voe dezhan he doa kuitaet Berlin da viken .
15 - Ne ra met gwashaat e santad digenvez ar c'heloù nec'hus-man . Mont a reas neuze da deurel ur rozennig ruz er Spree , e koun ur gejadenn verr a viz Eost ganti , 'pad ma chome en ur skol a vro Pfalz . Iliz-veur Speier , lec'h ma c'hoarie war an abardaez , a zalc'hfe testeni e c'halvar en askont d'e garantez dic'hoanag .
War-lerc'h , e stagas da labourat muioc'h c'hoazh 'vit klask he ankounac'haat .
Hag evit dont tostoc'h outi , e veze gwelet alies o pedin 'barzh un iliz : marteze en doa anavezet he dremm e Hini Frealzourez ar re 'zo er boan ?
Met e-giz m'he doa diskuliet dezhan he bugaleaj er Vogesen , e kounaas trumm un deiz maner Auberive , hag evit gouzout muioc'h e tivizas , da genver gouel sonerezh Ribeauvillé , gweladennin kêriadennoù ar menez tro-war-dro .
Kerkent ha gouloù-deiz , e kemeras penn an hent da vont a-benn-herr gant e " Volkswagen " betek Hoh-Königsburg , krenvlec'h meur a-us ar blaenenn elzasat , ha Sainte-Marie-Aux-Mines . ( 5 )
Kentan latar gwengolo a zegase e bilhoù koton arlouet adalek ar gwinegi ma veze warno betek uhelgompezennoù en dremmwel , o hanvalout bezan du-hont linselioù gwenn ispilhet ouzh begoù ar gwez-sapr , ha goude 'trezek ar " chaumes " , bleuniet gant pavioù-bran ha banal ... ( 6 )
Seblantout a reas dezhan brav-tre an diskar-amzer , goloet e heuliad delioù gell gant skleurioù blin alaouret heol ar beure , troellennoù ludu , tammoù poultrenn o troiata ouzh an avel , a veze sellet outo 'vel bruzunachoù e yaouankiz gollet gant ar bleinier hiraezhet na vije ket bet tu dezhan o tizhout en-dro daoust da herrder e garr ...
Hogen , a-daol-trumm ...
Gwech dilezet an hent departamantel strizh , e vo ret sankan don , kammed-ha-kammed , en ur sapreg didrouz , gwez bras ha du enni , da zizolein goude war ur bradenn c'hlas dreist ar c'houmoul , o velezourin e distaolioù dispis dour difinv un oglennig , ar savadur hir-se e brenestroù serret bepred el lusenn sked-disked ...
Ha peseurt dremm zisliv , mouch-avel flour er c'hlasvez , a dostaio deoc'h en amc'houlou , dindan ar bratell ?
" P'lec'h 'man 'r garedig ?
P'lec'h an Dimezell ? " ( 7 )
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 7 ) - 2003 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - Edouard Lalo ( 1823 - 1892 ) a sonaozas " Roue Is " ( Le Roi d'Ys ) , awenet gant mojennoù Breizh ha krouet d'ar 7 a viz mae 1888 en " Opéra Comique " .
" Werther " , bet c'hoariet e Vienna d'ar 16 a viz C'hwrevrer 1892 evit ar wech gentan , c'hoarigan Jules Massenet ( 1842 - 1912 ) , awenet gant oberenn Goethe .
2 - " Barzaz Ossian " ( The Works of Ossian ) , embannet e 1765 , bet skrivet gant James MacPherson ( 1736 - 1796 ) , barzh skosat .
3 - " Ur Vuhez Haroz " ( Ein Heldenleben ) , barzhoneg sinfoniek ( 1897 / 1898 ) ha " Treuzfurmadurioù " ( Metamorphosen ) , oberennoù ar sonaozer ha bleinier alaman Richard Strauss ( 1864 - 1949 ) .
4 - " War Dec'h 'Trezek ar C'hernioù " ( Flucht Nach Oben ) , romant Annemarie Schwarzenbach ( 1908 - 1942 ) , peurechuet e 1933 .
5 - Kastell Hoh-Königsburg ( Haut-Koenigsbourg ) ha Mines ( Markirch ) , lec'hiet e Val d'Argent ( Traonienn Arc'hant ) , cf kartenn dindan .
6 - Chaumes ( pe hautes-chaumes ) , uhelgompezennoù ar Vogesen .
7 - " Skeudennoù Alain-Fournier " ( Images d'Alain-Fournier , 1938 ) , gant Isabelle Rivière ( 1889 - 1971 ) , c'hoar ar skrivagner .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 6 ) .
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 6 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue . "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )

Eil Luskad
- II - Baleadenn e Berlin
Triste , Doloroso / Doanik , Glac'haret
" Piv 'venn gouzout pezh 'zo kaer ,
Ha piv 'c'hello e zeskin ? "
Caspar David Friedrich
11 - Deiz war-lerc'h an hini-se lugernus , e seblantas ar gêr en he fezh , tachenn gounaennoù iskis , en em ginnig d'e ene drastet .
Kerkent ha tarzh-an-deiz , en doa beuzet ur glav-sil straedoù ha pellweladurioù gant un dristidigezh vras .
Gounezet gant e velkoni , e kredas dezhan ar gweladenner e verze un tachad dismantroù bet lezet tro-war-dro gant ar brezel , o hanvalout bezan 'vel rouestl e damm buhez hec'h-unan .
Kroget 'oa da evan , o kaout heug ha rukun didrec'hus , war-un-dro , en e genver , kantread digenvez a gave frealz , a-wechoù , digant gisti bennak e kambroù dizanv , karantezioù dister bet kavet e ruioù tenval , pa c'hoarveze gantan mont drezo 'barzh lastez tavarnioù 'vit disonjal e boan ...
12 - Un tamm muioc'h , d'an neizheur , ne oa ket evit padout gantan chom en e-unan goude hud ar fest-noz .
Bamet dilavar gant an oberenn a oa bet c'hoariet dirazan , e kavas gwell ganin mont da vale adalek an iliz goude evit " chom ur pennad da sonjal " , emezan evel boaz , e-keit ma troe , nebeut-ha-nebeut , lans kevrinek e galon da wrez revel en e ziabarzh : evit gwir , ma oa bet trelatet e spered gant klouarded an nevez-amzer da gentan , e oa roet lec'h ivez buan d'un dra a anve bewech " broud ar vuhez " , da lavarout eo e oa deut c'hoant maouez dezhan .
" Penaos derc'hel dezho , a-hend-all ? " , a c'houlenne bewech ma felle dezhan chom dienkrez e askre , o tisamman anezhi eus dirolloù an noz . Evel-se , pa veze deuet flak gant e vicher , e oa un digarez mat evitan da zegemer galloudezhioù an ifern .
- N'omp ket gwir tra m'en em ziwallomp ouzhimp hon-unan , a gan ar barzh brudet . ( 20 )
Bezet pe vezet , e oa deut e c'her-stur ar frazenn-man ken prizius evitan .
Diouzh pep tra , koulskoude, en dije diskroget evit hec'h adkavout , a sonjas . Hag e c'hoant bravan a vije bet da dec'hel kuit ivez da viken diwar-dro an euzhvil troet fall a veve ennan evel ul laer , gant goulioù gwadek anezhan a c'hloaze e gig brondu ha blons !
O tiflukan , avat , eus korn ur ru tenval 'dreuz karterioù a louvidigezh , e oa bet plijet dezhan adwelout c'hoazh ur savadur dizoare , klogor liesliv warnan , a lakae e lizheroù flamm divent ha ken trellus da baran war bep tremener digenvez a bede anezhan da derrin e naon bras end-eeun .
" Der Blaue Engel " , kabared Berlin leun a vier hag a fulenned ! ( 21 )
Gwisket brav-tre gant ur " smoking " evit e zegemer hag ober lid dezhan , e teuas doujus davedon un digorer mentet dister , tevik a-walc'h e gof . Skoachan a rae heman e selloù treuz a-drenv gwerenn zu lunedoù bras .
- Degemer mat , aotrou Kervern ! Enoret omp ! Deuit e-barzh , mar plij !
Hag evel boaz , e respontas Fred dezhan gant poan un nebeud gerioù seven en e yezh .
Mat e kave Fred gwin-Champagn . Plijout a rae keit dezhan kaerder gouez ar " music-hall " evel hini an danserezed noazh war al leurenn .
Fenoz , koulskoude , edo o klevout sonerezh e galon e-unan , a c'hoante e kas 'lec'h-all , pelloc'h 'get ebatoù diroll o vezevellin an arvesterien .
Gouzout a ouie ervat en doa ezhomm eus darempred tost pavezioù ramp ar riboulioù kuzh ha tenval .
Hervezan , ne vefe nemet c'hwezhoù flaer ha put ar straedoù didruez glebiet nevez'zo dindan glav , e repu nemetken , a c'helle distanan e gorf hag e spered .
Ha pa voe skarzhet gantan gwerennoù bennak c'hoazh , e krogas d'o fronal en aer 'vel ul loen . Trabidellan a rae , brizhvezv , gant an evajoù krenv , o horjellat war e zreid ouzh skleurioù blin al loargann .
Ul " Lili Marlene " fardet re a wilc'he ouzh gwazed e-tal un nor-borzh . Tostaat a reas d'ar mestr :
- Deus ganin-me , karedig ! Komm zu mir ... Ich bin Lola .
Dirollan a reas trumm da c'hoarzhin 'vel ur foll , paourkaezh Salaün , dirak ar goudaskenn ! ( 22 )
Hag e oa en abeg ma tenne un tamm an aelez du kouezhet-se , seurt stranell ken truezus ma veze , a vroude e c'hoantegezhioù fall , d'an hini all he c'halon c'hlan , he doa gouezet lakaat krenien , er c'hontrol , en e wall goustians zamvarvet ? Ne gomprene ket perak , e gwirionez , e c'helle un henvelder etre div blac'h , burzhud nevez " Tannhaüser ", hadan strafuilh e penn ur " maestro " eus an eil troc'h , 'n em gave dellezek eus netra , war e sonj , 'met da gempenn c'hoariganigoù dister , a risignas hep diskouez . ( 22 )
Dalc'het start 'voe e spered gant ur ribourtadenn waskus o klotan gant liv ar glav a strinke outan lous war e zro :
- Ur glav yen ' gouezh war zen ar bloaz tremen ... ( 23 )
Un hunvre kaer en doa graet ... Evel ma vije bet gant Marieke o sonjal e Bethleem zinamm . Hag en kroget da arvarin war e labour ha ster e vuhez , a gave vil ha droch , re ur furlukin e kinkladur ur c'horiva margodennoù , e strane breman hep pal , 'vel Paolig an Diaoul , dre zoulloù lous-brein Babilon pe lastez tavarnioù eus Filadelfia nevez ...
Perak 'ta ne vije ket bet laosket en traon ?
Pa voulc'has hent da vont en-dro da leti an " Tiergarten " , e seblantas bezan graet un hevelep goulennoù direspont gant an oabl , stanket gant koumoulennoù du ha tev , fesonet-fall , a zegase broudoù lemm ha c'hwerv d'e galon .
Abaoe pell , milvedoù marteze , e oa bet krignet e yec'hed hag aet da fall e gompezded spered ganto .
Perak , en em c'houlennas gant nec'h , ha , koulskoude , e oa re anat ar respont skrijus dezhan , perak em eus graet va seiz gwellan da freuzan dimezin va breur dre euredin goude gant e wreg n'em boa karantez ebet outi diwezhatoc'h ?
Perak , a-hend-all , 'oan deut ken laouen o welout anezhi mont kuit 'trezek Amerika ? ( 24 )
N'ouie ket mat hag en doa tamm karantez bennak ouzh Lola , plantenn vinimus , digas ha dinec'h , pe ouzh Marieke , dallez disaotr ...
Hag evit Alexandra , c'hoar ken disi ?
Marteze ivez , e tridfe gant ur memes from hag hini en doa santet Impalaer Gwilherm da goulz e faezhidigezh ? ( 25 )
C'hoariet 'oa bet ar pezh sonerel , hiviziken , " oratorio " kanvaooüs buhez ur pensead .
Ha , dindan bec'h e donkadur , n'afe mui ar pennc'hoarier war ul leurenn , gwech ebet !
Beradoù glav marvus , o treuzin e glopenn noazh gant o zaolioù goustilh , en redias da gouezhan war vank re gablus .
Sur 'oa e anzavfe an trec'hiad e bec'hedoù , daoust d'an dour o ruilhal dibaouez , o teveran ken ingal war e zremm diflach , liv ar marv .
O vont da goll 'oa Fred , diank e spered .
Gouelan a reas gwalc'h e galon , skuilhan a reas daeroù druz ...
Gant he c'haouadoù flemmus hag he barradoù gwallamzer glavennek , he dije gouezet an avel foll e gompren hepken , hag e yudas kriz he respont dezhan ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 6 ) - 2003 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
20 - Stefan Zweig , " Sonedenn " .
21 - " An Aelez C'hlas " , skritell sinema film Joseph Von Sternberg ( 1930 ) , gant Marlene Dietrich .
22 - Salaün Ar Foll ( 1310 - 1358 ) hag Itron Varia Folgoat ( c/f : Barzaz-Breiz , I , 38 ) .
- " Tannhaüser " , c'hoarigan Wagner krouet e 1845 .
23 - " Last Year's Man " , kanenn Leonard Cohen , copyright 1971 , Stranger Music , Inc. New-York / Sony-ATV Music Publishing Canada Company . All rights reserved .
24 - C/f " Ar Gejadenn " , " An Tremeniad " , gant Dan Ar Wern .
25 - Wilhelm II. Von Preussen ( 1859 - 1941 ) , Impalaer alaman ( Deutscher Kaiser , 1888-1918 ) .
Foto : Megan Ward ( Lola )
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 5 ) .
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 5 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue . "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Eil Luskad
- II - Baleadenn e Berlin
Allegro con spirito / Lirzhin speredek
" Piv 'venn gouzout pezh 'zo kaer ,
Ha piv 'c'hello e zeskin ? "
Caspar David Friedrich
10 - Seblantout a reas dezhan kaer-tre p'en em
ziskouezhas war e wel , gant he blev troc'het berr e-giz ur paotr , he minoù aelez bet kouezhet war an Douar , moan he diweuz , ma save diouto tonioù ar glanan sonerezh ur bed all .
" Bez' ez eus unan bennak d'am ambroug betek an nor ? "
Envorin a reas edo ur poltred Perugini war e daol-skrivan a denne dezhi . ( 11 )
" Anavezet 'm eus edoc'h aman , Aotrou , a-drugarez da voubou an engroez war ho lerc'h ... Ar bleinier laz-senin meur oc'h , neketa ? , a c'houlennas outan , o ruzian he divougenn , pa astennas e zorn dezhi .
'Vel seizet gant an aon en em gavas neuze , o tiwall na zeufe ket ar goulenn diot-man war e deod : perak dont d'un diskouezadeg taolennoù p'emeur dallez ?
" Ne welan mui banne va-unan , a laras eeun dezhan , o klask divinout e c'hortoz hep respont da vat da sonjoù iskis a droe en e benn .
- ... hogen e teskin deoc'h da welout , a vouskomzas dezhi , o venegin hep sonjal lavarioù ar roue kozh e " Mélisande " . ( 12 )
Bale a rejont o-daou er park , kazel-ha-kazel , evel m'o doa en em anavezet abaoe pell an eil egile , ha daoust ma voe pounner an didrouz savet etrezo da gentan ...
O terc'hel krog en he gwialenn wenn , e strivas da guzhat outan ar plac'h yaouank strafuilh bras he c'halon .
- Dedennet oc'h gant ar Romantelezh ? , e teuas da lavarout dezhi en ur lakaat evezh .
- Un drama Byron eo an hini , kentoc'h , a gemennas din war Friedrich , a eilgerias , lent ha gorrek a-walc'h , o vousc'hoarzhin outan moug ha tanav he mouezhig . ( 13 ) Henvel ouzh hini un heizez aonik e seblantas dezhan he emzalc'h hag he c'herzhed mistr .
- Du-man , er Vogesen , e kendalc'has abafet , o deus degaset sonj din e daolennoù eus gweledvaoù bennak va bro , evel kloastroù kevrinel , pe veredoù dilezet .
A-hend-all , e valbouzas kerkent goude , e tenn deoc'h , neketa , a gav din ... eee ... an den-se war gern ar menezioù ?
Ruz-glaou e teuas krenn ar grennardez . N'oa ket gwall sonn he c'hlipenn . Re ziwezhat he doa meizet e oa bet re hardizh outan ha , breman , n'ouie ket penaos bezan didamallet .
- A-berzh Doue e c'hoarvezh kement-man evit gwir ! , e tirollas da zisplegan dezhan o lakaat birvilh en he c'homzoù . Kement a vrud 'zo ganeoc'h ! Diskibl Paol Ar Flemm e oac'h ! ( 14 )
E korioù " Manfred " e kanen , c'hwi 'oar , pa'z oc'h deuet aman da vleinian c'hoarigan Schumann . Pebezh sonaozer ! An tomman d'am c'halon , gant Liszt ... Ha c'hwi , evel just . ( 15 )
Moarvat he doa klasket da zistanan an traoù , a sonjas dezhan .
Met e kare kement sonerezh tonius he c'herioù na gredas ket mont breman warno .
Dipitet e veizas neuze ar sonaozour , ker prederiet e veze en e vicher war e spered-krouin , ken e oa sur a-walc'h bezan tremenet ur wech ouzhpenn e-biou d'unan bennak tener ha brav ivez e ene hep e welout .
Rebech a blije ober e bried d'he gwaz , a damalle alies dezhan tec'hel diouzh ar bed hep teurel evezh ouzh e hentez .
Edo ar vourc'hizezig-man diouzh an dibab o chom en he c'huziadell c'houdor e Pariz , a gave dezhan . Ha , goude sonjal , ne oa he zeodadoù nemet ur barr kounnar a yae enni , evel boaz , a-enep diseblanted he far .
- Mezh eo deut ganin , dimezell , a valbouzas , evel m'edo o paouez gwelout sklaer e voe lusket e galon , a-benn ar fin , gant ur c'hoant du bezan diskuliet dezhi .
Hola ! , a huanadas oc'h en em zidamall , n'on ket an hini ma sonjit anezhan bepred e-gaou , an idol-se bennak dreist-diraez ha " dreist-dispar " , evel ma skrivont ... Gwall zister en em gavan , er c'hontrol ... Va digarezit , me ho ped .
D'an taol kentan , ne seblantas ket an diskleriadenn-man he lakaat da valvennin .
Troet he doa he fenn un tammig , ha , gant he dorn moan , dilamet gwerenn vogedet he lunedoù ront goude , a c'holoe he daoulagad sklaer liv pers , dispourbellet 'vel pentonioù .
" Kensonadeg ar Maezioù " eo hiziv ! , a embannas a vouezh krenv 'vit respont dezhan a-greiz he sked .
Analan a rae aer leizh he skevent , braventez he yaouankiz , o skedin tro-dro d'he mousc'hoarzh lugernus , he diskouezhe o tanva ur prantad eurüsted , mezevellet gant dasorc'hidigezh nerzhioù an Natur !
War ziwall e chomas Fred .
Anat 'oa warnan koulskoude e teue a-benn ar plac'h-se d'argas diwarnan sonjoù du a zalc'he alies e spered .
Diac'hinad an Tonkadur eo ! , a sonjas . Kuit a c'haou , en em gave mat en he c'hichen . Ha daoust ha ne oa ket en oad ken bezan e karantez gant tud re yaouank , ne oa ket deuet a-benn ar skoliajadez da lakaat tomm berv outi kalon skuizh un arzour , bet plijet gant he c'hened , he selloù flour , ha da gompren e zigenvez ?
- N'ouzoc'h ket ? Ho anavezout a ran a-bell-gozh , eman holl ho pladennoù em c'hambr ... Ha c'hoari a ran ho sonerezh bemdez war va fiano ... , a ziskulias trumm dezhan , o sachan 'vel ur vapaig divergont war vilgin e chupenn .
Dont da Verlin , emezan , ur mousc'hoarzh war e vuzelloù , evit ma vefe roet deoc'h en-dro ho skiant-weled gant un dallez !
Un taol-heol ! Setu ar merk lakaet sklaer d'e groc'hen gant ar gejadenn-man .
Da viken !
- Rankout a ran mont kuit dizale . War aman 'teuio va c'hoar d'am c'herc'hat .
Ken spontus 'oa ar gemenn-se m'he sonnas Fred !
Ret e vefe dezhan lezel da vont kuit an hini he doa , ur predig , lakaet kemm en e vuhez dister , o tigerin frank e zaoulagad war hent splann ar Baradoz .
He stardan a reas krenvoc'h ouzh poull e galon , gant aon na vefe kavet amzere ganti . Met e krogas-hi en e zorn d'e domman ouzh he brennid , ha gallout a c'hellas evel-se kontan lammoù he c'halon a dalme ken buan ha ma'z ae sonjoù e spered diroll un den o karout e zous dreist-penn !
- Deuit fenoz betek iliz " Maria Regina Martyrum " . ( 17 )
En em gavout a raimp er c'hev , ' harz delwennig Gwerc'hez an Diskuliadur . Gouzout a rit ' vo ganeomp Loeiz-Ferdinant Prusia , pennhêr Hohenzollern , arzour dreist e-unan ? ( 18 )
Disklerian a reas dezhan edo o studian 'barzh ur skol doueoniezh ma veze pleustret enni kanerezh-laz . Ne oa eno nemet un deskardez " sopran " , met breman ma veze peuzechuet ar bloavezh-skol , e ranke distrein d'he Bro-Elzas goude ar sonadeg ziwezhan-se c'hoariet gant holl ar skolidi .
- Enskrivet eo " Ar Prof Muzikel " war roll an abadenn ! , a laras drant ouzhpenn . ( 19 )
- Ur sonerezh doueel , e poanias en diwezh da vravansal gant un doare mousfent dirazi , seul droukoc'h dezhan , evit gwir , m'en defe karet he briata c'hoazh gant feuls !
Met ne voe ket amzer .
- Kinnig a ran deoc'h Marikele Von Braun ! , a gemennas gant lid an nevez-deuet a-bouez-penn .
Tennan a rae dezhi , anat e oa . Ken dishenvel ivez houman , koulskoude , ken disi he neuz ha sport he doare , un tammig koshoc'h ha troet he spered ouzh an diavaez ... Alexandra e oa , hag henvel ouzh ur c'houblad turzhunelled o-daou , div goulm yaouank o vont da gemer o nij goude bet spinet ur pennadig , gant o divaskell mistr , bro ganvaouus hor skeudoù ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 5 ) - 1993 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
11 - Charles-Edward Perugini ( 1839 - 1918 ) , " Study in Chalk " .
12 - " Pelléas ha Mélisande " ( Arvest II , Lodenn 4 ) , c'hoarigan Debussy ( 1862 - 1918 ) , pozioù an drama bet skrivet gant Maurice Maeterlinck ( 1862 - 1949 ) . Krouet e 1902 .
13 - " Manfred " , drama gwerzaouet Lord Byron embannet e 1817 .
14 - Paol Ar Flemm ( 1881 - 1984 ) , unan eus ar sonaozerien vrudetan Breizh .
15 - " Manfred " ( 1852 ) , c'hoarigan Robert Schumann ( 1810 - 1856 ) , hervez ur varzhoneg Byron .
16 - " Kensonadeg 6 " , " Kensonadeg ar Maezioù " he lesanv , bet savet etre 1805 ha 1808 gant Ludwig Van Beethoven ( 1770 - 1820 ) .
17 - " Gwerc'hez an Diskuliadur " , kizellerezh F. Koenig e-barzh iliz " Maria Regina Martyrum " bet savet e 1963 e koun muntridi an Nazied .
18 - Ludwig-Ferdinand Von Preussen ( 1907 - 1994 ) , mab-bihan an Impalaer Wilhelm II. , violonser ha pianoour donezonet-kaer , sonaozour .
19 - " Ar Prof Muzikel " ( Musikalisches Opfer , 1747 ) , gant Johann-Sebastian Bach ( 1685 - 1750 ) , aozet diwar zodenn Fiedrich II. der Grosse ( 1712 - 1786 ) .
Fotoioù : Kate Winslet ( Marikele )
Mariette Hartley ( Alexandra )
Taolennoù : " Study of a Woman's Head for Charity "
William Bouguereau
" Study in Chalk "
Charles-Edward Perugini
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 4 ) .
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 4 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue . "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Eil Luskad
- II - Baleadenn e Berlin
Andante misterioso / Plarik kevrinus
" Piv 'venn gouzout pezh 'zo kaer ,
Ha piv 'c'hello e zeskin ? "
Caspar David Friedrich

8 - E-pad ma hiraezhe start ha spontik Fred d'ar vuhez peurbadel , e-giz ur valafennig o kemer he nij goude bezan ermaezhiet eus he foupenn , e santas krenv a-vareadoù ur pistig en e spered .
Skeudoù euzhus a waske warnan , pep hini anezho o steuzian evit rein lec'h d'unan all , skrijusoc'h c'hoazh !
Envorioù a zeue en-dro dezhan didruez , anatoc'h eget er bed-all ma c'helle en em glevout gant plegoù fall e emskiant .
En e zirak , e-mesk ar stered lugernus , e oa skrivet liv-flamm gerioù ha notennoù oberenn e vestr Wagner , o respont da vilonioù mab-den gant e sonerezh dreistpar .
" Un iliz-veur zivent a rankfe bezan tro-dro " , a sonjas dezhan .
" Ha , war he lans , e nijfe a-herr da harzoù an ebr 'vel ul " Lestr Tasmant " ! " ( 5 )
Talman a rae kalon an haroz , kinniget da aberzh war aoter e vrud , a-unvouezh gant fraonv ar c'heflusker e kambr an ijinoù . Ha , dre vras , e klote stummoù e aerlestr gant re c'hoariva brudet Bayreuth , bet peurc'hraet e 1872 gant an tisavour Otto Brückwald , diouzh alioù ar pennsoner .
Ha padal , ne vefe ket kondaonet da gantren war var da viken ar c'habiten-man ken diaviz , en doa kredet en em sevel ouzh barradoù-amzer bet dirollet outan gant an Hollc'halloudeg ?
" ... Va bugel Iwerzhon , pelec'h e chomez da stlejan ? " , e stagas da vouskanan , oc'h ober fae ouzh nerzh an Heol trec'h a bare 'vel " Aour Roen " war balezioù meurdezus ma veze balioù kaer eeun-tenn savet ganto . ( 6 )
Ar gêr vras , bet adsavet goude ar brezel , a ginnige d'an arzour he bravan neuzioù lirzhin , o frealzin anezhan hag o startaat e c'halloud krouin .
Ha ne oa ket " bara an Elez " gantan diwarni , war a grede , ha diouzh ma lavare ivez barnerien 'zo , o skrivan " ez ae en e greiz , o lakaat anezhan da drec'hin , dre vurzhud ha dreist poell mab-den , war doulloù don ha tenval an dilez hag ar marv , a harz pep hini ac'hanomp ouzh gweledigezh Doue ( ... ) ? "
" N'omp ket mestr da houl gor an eneoù ... " , a sonjas-en ivez gant Zweig , p'en doa lennet e studi a-zivout tad " Jean-Christophe " , patrom kement a grennarded direizh ha disuj !
D'an ampoent , en doa diskouezhet brav e romant e c'hellfe tizhout ur pal uhel ar yaouankiz emichans , pell diouzh disterachoù he buhez danvezel . ( 7 )
Daoust hag-en ne vefe ket en abeg ma veze trelatet gant al lennadenn-man ? War-bouez labourat bemdez gant aked , e ouezas c'hoari ha karout muioc'h-mui ar piano . Hag ouzhpenn 'zo , kent dezhan bezan deuet un danvez pennsoner , e teskas ivez ar violons a-benn kreskin anaoudegezh anezhan diwar-benn binvioù sonerezh .
E vamm , bianoourez donezonet-dispar , hag a zeuas da vezan kelennerez e Brest war ar sonerezh diwar-neuze , a ouezas sankan don en e spered , adalek he zoull-bac'h , pennoù-kentan he arz .
E-pad ar vakansoù , o tont en-dro da Europa , e chome ar bugel a-wechoù e ti e dad-kozh , den gouiziek , e-kichen kastell Komper . ( 8 )
Bez' e veze aze un armel-levrioù bras a-ziwar ar maez .
Neuze , e kuzh e gambr zigenvez , dindan lambruskoù ur vansardenn , e korn an oaled , dirak siminal vras ar pezh boutin , kinklet gant livadurioù meurdezus eus an amzer-dremenet o taolennin istor Viviana ha Marzhin ar Strobineller , pe c'hoazh e skeud un dervenn gozh , e c'helle koll penn e neudenn ar paotrig , ha lezel e sonjoù da vont da gantren en o roll a-hed pajennoù dornskrid eus ar Grennamzer , kent stagan da hunvreal e oa deut da vezan Marc'heg an Daol-Grenn , mod arnevez , en diwezh ...
9 - Bez' e tlefe bezan war-dro kreisteiz hanter , pa voe kinniget d'hor baleer arvest liorzhoù ha bleunvegi ar rouanez Sophie-Charlotte , gwir prof Doueed an Natur , pa veze an oabl arc'hant-flamm o c'hoari skeud ha goulou gant dour ar feunteunioù diniver , war zremmoù marmor bresk an aeled hag an nimfenned . ( 9 )
Kemer a reas penn an hent o vont a-hed kazel " Knobelsdorff " , aon ha terzhienn o sevel gantan rak bannoù an Heol splann o paran war e sonjoù du .
Un diskouezadeg taolennoù Friedrich e oa , al livour bras a oa e wreg sot-pitilh gantan .
Hag evel ma tostae he deiz-ha-bloaz , e oa deuet d'e sonj profan dezhi un dresadenn anezhan engravet , pe ul levr mat diwar e benn , pe c'hoazh unan eus e bennoberennoù eilskeudennet a blije dezhi ar muian .
Ha dres en em ziskouezas trumm dezhan hini ma voe borodet ken ganti !
" Ar Beajour Dreist Mor ar C'houmoul " , he doa graet anv anezhan war e zivout en ur pennad eus ar gelaouenn , dre an abeg , a skrive-hi gant un doare pompus , " ma'z eo en , un tammig , ar gweladenner-se war an Douar , pa glask ezteuler dre e sonerezh , en un doare peuznozel , penaos e vez lezet en digenvez hag er boan , kent ma gavo ur sklerijenn zibar 'kreiz e sked e-unan en diwezh , kalz pelloc'h ha kalz nesoc'h , war un dro , da C'hras Doue ... " ( 10 )
Ha n'edo ket o kontan gevier ?
" Penaos en em zidamall eus un drevez-c'hoari 'vel-se ? " , a sonjas dezhan , o kavout blaz ar c'hwerv gant he zroioù pilpous hag o dimezin disrannet .
Biskoazh aze , war al lec'h , gant he micher gelaouennerez , bepred o vont da redek bro e pevar c'horn fougeoù ar bed ! Arzvarnourez . Hag evitan ...
Dont a reas e zremm da denvalaat un tammig muioc'h c'hoazh .
O welout anezhi , he sell difinv , ha dindan gazel-ge gant an oberenn zispar a-dal dezho , e voe trelatet don e spered , ha fromet-bras e galon ivez .
Ne c'hellas ket chom hep dislivan ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 4 ) - 1993 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
5 - " Al Lestr Tasmant " ( Der Fliegende Holländer ) , 1843 , c'hoarigan Richard Wagner .
6 - Tennad eus " Tristan Hag Izold " ( Tristan und Isolde ) , 1859 , par Wagner . " Aour Roen " ( Das Rheingold ) , 1868 .
7 - " Romain Rolland , e Vuhez , e Oberenn " ( Romain Rolland , der Mann und Das Werk ) , 1921 , Stefan Zweig .
8 - Yann Kervern I , Tad Lena ( "Noz Sezambr " , IV - " Maen-Doue " ) .
9 - Sophie Charlotte Von Hannover ( 1668 - 1705 ) , eilgwreg Frederig ar C'hentan ( Friedrich I. ) , Roue Prusia .
10 - " Ar Beajour Dreist Mor ar C'houmoul " ( Der Wanderer Über dem Nebelmeer ) , 1817 - 1818 , gant Caspar David Friedrich .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 3 ) .
AUBERIVE ( 11 )

Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 3 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue . "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Eil Luskad
- II - Baleadenn e Berlin
Allegro con spirito / Lirzhin speredek
" Piv 'venn gouzout pezh 'zo kaer ,
Ha piv 'c'hello e zeskin ? "
Caspar David Friedrich
5 - En em welout a reas ken spis adarre , o vlenian al laz-senin , hag e kave deoc'h e veze c'hoazh dirak an hini he doa lakaet kalz trubuilh en e vuhez .
Kenderc'hel a rae da ganan evitan , Marieke ...
Ne vije ket bet tu dezhan kas sonj he dremm er-maez eus e spered . O tennan da hini ar ganerez , e skede bev-buhezek 'kreiz kor an Aelez !
Dre ma ne ouie ket mat petra 'vefe bet c'hoarvezet ganti en ur mare ken kriz , e c'houlennas outan e-unan , hep sonjal , ha ne yafe ket d'e c'herc'hat , o tont buan da chom gantan a-nevez .
Emichans , e yafe pep tra gwelloc'h-gwellan evito , hiviziken , met ne rofe ket ken dezhan ivez he asant , marteze ?
6 - Dre e gousk , en em ziskouezhas dezhan eurioù dispar tremenet e maner Auberive , en he c'hichen , predigoù eürusted dibad er " burg " kozh elzasat he zud .
Ne gomzfe ket c'hoazh gantan , ahont , eus Novalis , unan etre an oberourien a gare ar muian , bruder ar Romantelezh c'hermanek , en doa roet d'he nozioù bezan goulaouet gant splannder e varzhoniezh arouezel ?
Ivez e kontfe dezhan istorioù kaer he bugaleaj e bro gwechall he hendadoù , re ar Gorrikanezed , a spluje o eneoù en he daoulagad trellet , re he c'hoarioù war al lenn , he ebatoù er Vogesennoù , 'kreiz an Natur , oc'h heulian kezeg damc'houez a hinte e strink an dour eien .
Hag en doa raksantet ennan e vefe tu d'hec'h adkavout du-hont , evel ur beajour na baouez ket , e gwirionez , da heulian e hent d'e vammbro orin . ( 1 )
7 - Peg ouzh e galon 'oa chomet pell deiz-se ken benniget ar Yaou-Bask 1989 !
Graet en doa anoudegezh gant ar vaouez yaouank e Berlin , e deroù un endervezh tomm a-walc'h , heoliet .
Vad a rafe dezhan un nebeud kammedoù 'dreuz kêr Frederig II , a sonjas d'an ampoent : o vezan m'en doa div pe deir eur vak , e tivizas mont da vale tostik-tost , betek kastell Charlottenburg .
Ar mintin e oa . Diouzh gwel , e vefe un devezh kaer .
Goude un dijunin fonnus edo o paouez kemer gantan er " Schweizerhof " , ostaleri nes da liorzh al loened ma veze boazet outi , ez eas en hent ar baleer .
Kement a gare ar gêr-se ! O vezan ma ne vije ket bet adkroget gant ar pleustradegoù nemet antronoz , e Palez ar Republik Berlin-Reter - nebeut a-raok kouezhadenn ar " Voger " e oa - en doa graet sonj ober e vad eus dudioù an nevez-amzer , evel ma veze plijet kalz dezho stranerien ivez , a gantree lezirek a-leizh , gwisket mui pe vui , e disheol rabinoù an " Tiergarten " .
Tud a weled a-goubladoù , a veze o pokat etreze buan , ha , dre ma tremenent , e seblante ober fae ac'hanoc'h merc'hed en o bleunv , dichek ha lirzhin , gant o " walk-man " peget ouzh o divskouarn .
Petra a c'helle kredin ar re-se , en em c'houlennas dezhan an hunvreer , o welout ur valkirienn a strive ouzh he foan , gant he fennad blev melen , evit heulian un arc'hwerez ken mistr a rede ganti ?
Ha merzout a reas , e birvilh o zaolioù-lagad , selloù dre laer a genwall etrezo ?
Un nebeud amzer goude , o vont 'barzh straed " Seitek a Viz Mezheven " , en em astenn war-lerc'h " Unter den Linden " , goude Dor-Harz Brandenburg , kement a veurded enni , e verzas e talvezfe dezhan an dec'hadenn-man davet Bro-Alamagn , dres d'an ampoent , da zistanan un tammig e galon vec'hiet e-kenver e wreg .
A-hed mogerioù an Ti-C'hoarigan , bevennet gant tilh kantvedel o kinnig o deil frondus , leun a vleunioù balzam , da glask frealzin follentez Mab-den , e teuas en-dro trumm d'e sonj ar " garantez " diroll en doa evit e vestr Wagner , " Maj e yaouankiz " , pe " Achantour kozh " , a lakaas neuze kement a virvilh ennan pa selaoue outan ! ( 2 )
Degouezhout a reas evel ur barrad-arnev spontus o freuzan krenn holl bontoù ledet war zoureier du ar Spree !
Ha pouldroennoù tenval ar stêr-se , a welas redek a-is dezhan , a zegasas koun d'e spered eus envorennoù un oad strafuilhet-holl ha displann war un dro : gant e hantervreur , e rede hentoù kozh koadeg Brekilien ... Dirollet en doa da ouelan an hini bihan , tri bloaz hepken , rak aon gantan na vefe deuet en e vantell Loar , en e gaeran gwisk delioù kras , Roue ar Gwern , evit e ambroug betek e Rouantelezh " Skeud an Ankou " , diouzh gwerz Schubert ... ( 3 )
Pa rae un " estren " anezhan , ne vage ket Fred kalz karantez ouzh ar paotrig , o tamall dezhan bezan bet lazhet o mamm o-unan gant e c'hanedigezh .
Ha ne vije ket bet dezhan , a c'hoantaas diouzhtu , ma vefe al " Lanselod " yaouank-se deuet en-dro d'e Zourverc'h , ar buanan ar gwellan , na oa ket bet dleet dezhan he c'huitaat , o vont , neuze , 'vel ur Siegfried nevez , da echuin e Glask dreistdiraez e strad ul lenn gevrinus ? ( 4 )
En deiz-se , e tivizas an Tonkadur diwall Yann Kervern diouzh an islonk .
A-berzh Doue e yeas un tremeniad , splujer dispar , da gerc'hat an hini ma vije bet laret diwezhatoc'h en doa riklet war riblennoù stank ar Graal , o tistrein evezh e vreur henan evel-se ...
( Da vezan kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 3 ) - 2002 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .

Notennoù :
1 - " Heinrich Von Ofterdingen " , gant Novalis ( 1802 ) .
2 - " Maj va yaouankiz " , diouzh Georges Duhamel , skrivagner gall ( 1884-1966 ) , e-barzh " Ar Sonerezh Frealzus " ( La Musique Consolatrice ) , arnodadenn ( 1944 ) .
" An Achantour kozh " , diouzh Thomas Mann , e-barzh " Richard Wagner ha Gwalenn an Nibelung " , prezegenn Sal-Gouelioù Zürich ( 16 a viz Du 1937 ) , embannet e Galleg e-barzh " Haelder ar Spered " ( Noblesse de l'Esprit , arnodadennoù , Albin-Michel Emb. 1960 ) .
3 - " Roue ar Gwern " ( Der Erlkönig , 1815 ) , Lied Schubert awenet gant barzhoneg Goethe .
4 - " Lanselod " , tudenn " Romantoù an Daol Grenn " .
- " Siegfried " , haroz mojennel germanek c'hoariganoù Wagner .
Taolennoù : " Moger Berlin " ( Le Mur de Berlin ) , gant Guy Thiant ( 2005 ) , " Unter den Linden " , dour krenv Luigi Kasimir ( 1881-1962 ) . Pep gwir miret strizh / All rights reserved .