Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

trilogie 3 " auberive " - danevellou

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .

22 Janvier 2010 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù


AUBERIVE ( 11 )
images-Voie-Lact-e.jpg


Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 2 ) 
evit Gustav Mahler 
e koun Herbert Von Karajan 
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h 
  Ho tougo da Zoue
. "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , "
Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie


Luskad Kentan 
Religioso / Speredek 

8938.jpg
                         - I - 
Itron-Varia an Diskuliadur 
" Eürus an eneoù galvet war Arc'h ar Salvidigezh ,
  da servij Roue ar rouaned ,
  A vo He C'habiten Itron-Varia  gaer ha ken c'hwek
. " 
Mélanie Calvat , 18 a viz Mezheven 1877 .


                     
                     2
- Skeudennoù a ziwanas e spered Fred Kervern , kounaennoù un amzervezh pell diresis .
En em gavout a reas gwelloc'h , evel ma vije bet beuzet en ur sklerijenn wenn war e dro .
                     Tremenet o doa dre ur seurt hent-riboul a zifourke war ar sal vras , ul liv glas o silan enni . Pegement a dud 'oa enno ? Miliadoù , marteze , o tont eus goueled ar Marv , en doa roet digor dezho Ragevezh Doue .
Sonjal a reas e oa e-unan-penn , avat , trec'het prim gant ar c'hoant kousket , tra ma uhelae ha pellae a-benn-herr an aerlestr divent , breman , livioù gwareg-c'hlav warnan , a-dreuz islonkoù an egor ! Par d'ur voull dan ruz didrouz e oa , a c'houlaoue , a-drenv dezhi , nemet boudoù , zeuet toc'hor , ur bed o vont da netra .
                     Ha marse diwar zibouezder ivez e oa , pe gement a dizh bet deuet trumm war al lestr , ma oa bet kaset war-raok davit ec'honderioù steredek didermen ? 
Krenn e santas Fred e oa e gorf o tistagan dioutan e-unan , hag e c'hellfe arvestin breman ouzh e c'holoenn a gig , evel m'edo o paouez en em zizober diouzh ur pezh-dilhad kozh ha re deuc'h en diwezh .
" A-led e tispleg ar sonerezh , o tibunan e nerzh a-dreuz an amzer . "
Un deiz , en doa klevet lavaroù-man e genou e genseurt Leon Fleisher , pianoour ha bleinier laz-senin brudet , eveltan . 
C'hoari a rejont o vestr warnan , o lakaat e glopenn da zassenin ganto .
Trelatet e voe e spered ivez , treuzet-didreuzet gant stronsoù ha luskoù dianav , bet treantet e galon gant nerzh ur garantez dispar  . ( 5 )
Intent a reas e vefe dieub evit gwir , hag e c'hellfe mont da vale diouzh un tu ha d'un tu all , kenkoulz da rannvroioù ar pellan eus hon stergoumoulenn ha da zonderioù distroan eus e emskiant . 
                     Kavout a reas dezhan ec'h adveve ur varzhoneg bet sonaozet brav gant Strauss : "... Lusket eo va ene gant ur c'hoant nijal ... " ( 6 )
Neuze , o sevel d'an nec'h , war un hent skedus , betek Dor uhel an Nenvoù ...
                     Kildroennoù sac'h e vuhez , avat , o tibunan dirak e zaoulagad evel ur stêr tenval , a zegasas d'e sonj ur gwirvoud all . Hag ur vouezh unton , pistigus , a adlavare dezhan hep ehan :
" N'oc'h ket perc'henn deoc'h hoc'h-unan .
Templ ar Spered Santel eo ho korf .
" ( 7 )
Kensonadeg Gorecki , envoradenn boanius ur vamm glarac'het goude marv he mab , a savas a-nevez war e envor .
Daoust ha n'en doa ket c'hoariet alies anezhi gwechall , pa oa bet graet meuleudi anezhan gant skridvarnourien bennak a gomze eus " ur bleinier laz-senin donezonet kaer , ijinus-dreist , a ouie ober eus e sonerezh un oberenn damzoueel  ?... "
Kredin a reas adklevout ar ganerez :
" Mamm , dreist-holl , na zirollit ket da ouelan ,
  Gwerc'hez ken glan Ho kalon , Rouanez an Nenvoù ,
  Va gwarezit da viken
... " ( 8 )

                    
                     3 - Ne reas ken tra an Trede Brezel-Bed , gant e zismantroù a-leizh o krouin tro-dro euzhusterioù diniver , nemet lakaat an traoù diaesoc'h evit pep hini an arzourien gozh da daolennin ar Gened .
A-hend-all , anez na vefe hini " Korolladeg an Ankoù " , ne oa ket marvet houman gant emdouelloù ar bed kozh ?
                     Tra ebet ken diganti , a sonjas , panevet ar youl-se ken gouez da chom bev koustet a gousto , dre aberzhin e vugel e-unan , zoken , troket ouzh arc'hant pe voued-kof bennak ?
Kredin a rae ken kalet e oa deut c'hoant da John ma vefe aet buan e lezvamm da Anaon , gant ar warizi a vage outi dre guzh ha gant e sonj talvezout dezhi gwall evit gwall .
Hag ouzhpenn'zo , p'en em gaved e goudor ar " Bunker " , gwir-dreist , penaos kaout c'hoant anavezout muioc'h an " No Man's Land " war-c'horre ? Ha perak bezan e chal gant " Kampoù ar Marv " ? ( 9 )
                     A-bell 'zo , n'en doa ket c'hoariet Fred  ur benveg-senin .
Gouli ar c'herse o rannan e galon , e huanadas .


                     4 - O pignat gant e hent davit pellenoù an nenv , e kavas dezhan ar beajour , e steuzie a-nebeudoù war e dro ar santad-se a veurded a oa bet ennan betek-hen , o rein aes dezhan kemer penn an hent-man ken splann , end-eeun , war glask un tenzor dispar !
Gant ar pled a daole Hounnezh outan , e oa aet ivez diwar e wel damant ar Vamm Santel dezhan , ken talvoudus anezho en a-raok hag ur mor-bras divent , leun a veiz , o lakaat pep sterenn eus an Hent Gwenn da lugernin muioc'h c'hoazh 'vel inizi aour kinklet a vokedoù bleunioù speredet-kaer , a c'hoarie , lirzhin , o sonerezh doueel .
Diaes e oa dezhan , hep gouzout perak .
                     Ne zeue ket a-benn da zamwelout tra . Nemet , marteze , gwech ha gwech all , ur skleurennig bennak e-kreiz koumoul du ar Varn Ziwezhan .
                     War lein ur grec'hienn boultrennek ha sec'h e oa , goude un Hent-Kroaz diziwezh m'edo o paouez pignat warnan gant poan .
Un dra bounner he doa flastret kriz e zivskoaz .
Gant un dremm drist , e vinc'hoarzhe Steredenn ar Mintin .
Perlez nakr a zevere war he divjod , sklaer evel an dour .
Gant hast , he doa redet war al leurenn an Diva en doa gwelet ergentaou :
" Petra hoc'h eus graet gant ho puhez ? " , a gane-hi dezhan . Ha , gant taolioù " soprano " he mouezh c'hlac'harus , e kane ur wech ouzhpenn ur salm leun a hirvoud :
" Va mab , va zibabet , va muian-karet ,
   Rann da c'hloazioù gant da vamm
... "
( 8 )


( Da Vezan Kendalc'het )


                                  ___


DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 2 ) - 1993 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .

                                  ___ 
Notennoù :
5 - Léon Fleisher , pianoour ha bleinier laz-senin amerikan brudet , ganet e 1928 e San Francisco .
6 - Unan ar " Pevare Lieder Diwezhan " ( Vier Letzte Lieder ) gant Richard Strauss ( 1948 ) , diwar ur varzhoneg gant Herman Hesse : " O Vont da Gousket " ( Beim Schlafengehen ) , e " Gesammelte Dichtungen " , Verlag , 1952 . Alle rechte vorbehalten .
7 - Sant Paol , I - Kor , VI , 19 .
8 - Henrik Gorecki - " Kensonadeg n°3  " , opus 36 ( 1976 ) . 
9 - C/f : " An Trede Arc'h " ( Dan Ar Wern )
 
l_e0083e16508e40dd2b173e0439526cc0.jpg
 
                                 

 

Lire la suite
Publicité

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 1 ) .

7 Décembre 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 11 )


Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 1 )

evit Gustav Mahler
e koun
Herbert Von Karajan

" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
  Ho tougo da Zoue
. "

Croix-1.jpg


Gustav Mahler
- Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )

Luskad Kentan
Religioso / Speredek


                            - I -

Itron-Varia an Diskuliadur
" Eürus an eneoù galvet war Arc'h ar Salvidigezh ,
  da servij Roue ar rouaned ,
  a vo he C'habiten Hon Itron-Varia gaer ha ken c'hwek
. "
Mélanie Calvat , 18 a viz Mezheven 1877 .



                     1 - ... Bodet ' oamp bet 'barzh ur sal-veur zamc'hlasaet he mogerioù , diaes a-walc'h da livan pe daolennin , meur-divent ha goullo war un dro , leuniet , koulskoude , gant bezans un dra bennak bev diwel , tomm ouzhomp ha karantezus , a rae hec'h annez eus un doare hall ramzel , a denne da hini un ti-houarn dindan douar , met en ec'honder o nijal 'vit breman .
Kredin a rafed deomp adkavout kof ur vamm , sklaerderioù a beoc'h ennan .
D'an Arouez e raemp hon pedennoù ...
                     Pep unan he bannoù a gomze flour d'hor c'halonoù , e sioulder ur garantez peurbadel , hag e veze kaset en-dro dimp bewech ar goulenn-man a raemp outi :
" Piv oc'h-c'hwi  ? "
                     Edo ar strollad tud brevet ma'z aemp o taoulinan uvel ha dilorc'h dirazi , peorien druilhek mod nevez , torfedourien reuzeudik bet gwisket gant pilhoù .
                     D'ar c'hreiz , e veze merzet ur skleurenn flammoc'h c'hoazh o vont , a-belec'h e pellae ar re-all , hervez a seblantas d'an holl .
Boud nenvel a-uc'h d'ul Levr digoret , Maouez diamen , rodheoliet gant daouzek sterenn strink e stumm he zalgen , a astenne he daouarn davedomp evel ur prof .
A-vec'h ma vefe tu da glask divinout he zreid , sklaer evel an dour , gronnet anezho gant ur c'houel seiz gwerc'h e stumm ur goabrenn , a save diouti frondoù strink-an-deiz , ha lakaet war ul liorzh lili ha roz gwenn a-us d'ur voul-douar gant ur groazig ruz sanket warni .
Kelc'h anezhi a ziskouezhe un naer arem oc'h en em gregin en he lost hec'h-unan . Hag ur maen skarlek , henvel-bev , ruz evel ar gwad , a daole e skinoù warni hag e pep lec'h , seurt ruzvaen a drebarzhe ivez ar blanedenn 'vel ur c'hleze tan-flamm !
Pell e kendalc'has ar marzhioù-se ken dibar d'hor baman !
" Ha gwir eo e vefe kavet holl Istor an Denelezh 'barzh ur maen-sked liv flamm ? "
Uvel he c'halon , e souble ar Werc'hez he sell .
                     Daoust dimp bezan milieroù dirazi , en em gave ene kuzh pep hini evel un danvadenn zianket o tont en-dro d'he c'hraoù , distaolet e bec'hedoù , klevet ouzh e bedennoù a-benn ar fin .
" Me eo Itron-Varia an Diskuliadur . " 
                     Ha sklerijenn Santez Vari Dinamm krouet , c'hwec'h gwalenn aour en o zro , a lakae hon daoulagad da drellan gant ur ruzelenn diamantoù skedus o paran warno 'vel bannoù kentan tarzh an deiz pe skleurioù opalek al Loar .
Komzoù dilavar ha fromus , bet skrivet anezho don o truez 'kreiz hor c'halonoù , feunteun a garantez a dorro hon sec'hed da viken !
                     Trumm e oa lakaet buhez e skeudennoù al Levr Santel , re hon Tonkadur , bet merket pep pajenn etre linennoù hon Doue Peurbadel ...
                     Esdraz a zegase en-dro e bobl nes d'an Tad , gantan Urim ha Tummim an Emglev Kozh . ( 1 )
" Piv eo Houman , a darzh evel gouloù-deiz , brav e-par al Loar , skedus e-giz an Heol ? ( 2 )
" Ur Vaouez gant an Heol ouzh he gwiskan , al Loar dindan he zreid , ha war He fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn ... ( 3 )
                     E beg an deiz , setu-hi ma teuas ...
Er Sklerijenn ! ( 4 )


( Da Vezan Kendalc'het )


                                  ___


DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 1 ) - 1993 / 2009 - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .

                                  ___
Notennoù
:
1 - Esdraz , 2 , 63 : Urim ha Tummim , daou maen gwenn , arouezioù Sklerijenn hag Eeunded Komz Doue .
2 - Kanenn ar C'hanennoù , 12 , 1 .
3 - Diskuliadur , 12 , 1 .
4 - Tri ger-stur evit pep lodenn va zrilogiezh :
     " An Erbeder " ( E beg an deiz ... )
     " An Ti Achantet " ( Setu-hi ma teuas ... )
     " Auberive " ( Er Sklerijenn ... )

   
        Taolenn : " Vierge à l'Hostie "
        Ingres ( 1854 )  
   

Lire la suite

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h / La Troisième Arche / The Third Arch - E Brezhoneg / Version Bretonne ( 5 ) .

22 Septembre 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 9 )


An Trede Arc'h ( 5 )




























Da
Ray Bradbury

"
Neuze e tigoras en Nenv Templ an Aotrou ,
  Hag e teuas war wel ennan Arc'h Santel E Emglev
. "
Diskuliadur Sant Yann ( 11 , 19 )




   
           17 - Tra ma talc'he o-daou da ziskulian o c'halonoù an eil d'egile , e oa krog a-nevez , e damc'houlou ar serr-noz , gant treluc'h mein-sked o zro-goroll vistr-divent . O vomman a-vil-vern a-ziwar islonkoù an Hent-Gwenn , e hanvalas glavan puilh , en un taol , barradoù stered luc'hus .

 
          Kouezhan a rejont war vorlenn Vrest , o sklerijennan anezhi gant un tan-arvest hollgaer .
Met ez eas pep tra buan diwar wel da c'houde .

          18 - Diwezhatoc'h , e-keit ma tispake al Loar he bravan mousc'hoarzh war an inizi , dreist dremmwel damruz an Diskuliadur , e splannas er pellder , e-kreiz spesoù skornet ar bed kozh , ur pezh houarnaj e stumm ur groaz .
Dizoloet e oa evel-se un daolenn spontus , gant rivinoù e pep lec'h : ur bern traoù mesk-ha-mesk , strewet a bep tu , tammoù kirri-tan bet losket ha penseet a-leizh , dismantroù liesseurt o tivogedin , relegennoù tiez-labour pe listri-brezel niverus ...
An Arsanailh kozh e oa .
War-du an donvor , e klaskas aonik skleurennoù bennak liv glas treuzin aezhennoù ar vrumenn ...
Ur goulm splann a zifoupas eus neblec'h a-dreuz an egor , o terc'hel ganti en he beg ur skourrig wezenn-olivez torret .
Neuze ez entannas an oabl a-bezh gant kantadoù gouleier skedus !
Flammoù spi , leun a veurded hag a garantez , a zeuas don e kalonoù gloazet an dud , hag o trein liv du an noz , e lugernas ar Geoded Splann , a bare Gloar Doue warni !

         19 - E-tal ar meurvor didermen , a laka gwagennoù diniver da lintran sked-disked , e taoulinas ar re-holl . Evel eneoù dasorc'het ' oant .
Marteze e kouezhfent bremaik e poanioù an Ifern ?
Pe anez , ez afe an trec'h dezho , d'o doareoù bevan toullbac'het war an Douar kent ?
         Gwelet e vefent o vervel dizehan , chal ha dichal , a-raok dont en-dro 'man , da c'henel , eus aodoù ar Bed-hont , lusket anezho o c'halon , leun-barr a levenez hag a beoc'h .
         "Sell 'ta , breman ! , a hopas dezhi an den yaouank . 
Un egorlestr bras-divent en doa riklet goustad betek gorre ar mor .
" Evel un dour sklaer-tre eo , a red war wer strink , hag a zistaol warnan sklerijenn an Heol " ( 7 )

           Aon 'oa aet diganto . Minc'hoarzhin a rae hepken , ur santad a wenvidigezh war o dremm .
" Dalc'h sonj , mamm , Diougan hon hendadoù
  ... ( 8 )
" Dalc'h sonj , eme c'hoazh ar bugel , a zalc'he start brec'h e baourkaezh vamm .
           Dirollan a reas Laura da ouelan .
He buhez-pad a wele c'hoazh , gant he hent fall .
" Se eo Arc'h Noah an dra-man ? , a hirvoudas .
En diwezh ...



ECHU
                                          ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h ( 5 ) - 1992 / 1993 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 - Embannet war " NIDIAD " n°16 ( Here 2013 ) .

                            ___ 

Notennoù :
7 - Santez Tereza Avila :  " Oberennoù  " .

8 - Diougan " Tilsam ar Sterenn " ( C/f : An Erbeder 

 

 

Luc'hskeudennoù ar film : " Close Encounters of the Third Kind / Emgavioù Tost an Trivet Stumm " , gant Steven Spielberg ( 1977 ) . All rights reserved .


" Dre holl ha da viken ,
  E splanno glas an dremmwel  !
  Da viken ... Da viken ... "
Gustav Mahler - Kan an Douar / Das Lied von der Erde ( Kimiad , der Abschied )


 
                                 
                                                

Lire la suite

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h / La Troisième Arche / The Third Arch - E Brezhoneg / Version Bretonne ( 4 ) .

13 Septembre 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

             

AUBERIVE
( 9 )




An Trede Arc'h ( 4 )

da Ray Bradbury

" Kontet eo bet an amzer , hag embrientin a zleomp ober ur veaj hir ... "
Laurence Freeman - " Jezuz , Mestr Hon Diabarzh "

" Degouezhout a rejomp en diwezh en ul lec'h ma oa bet an ti ennan . Peurziskaret e oa ar ranngêr en e fezh ... A-vec'h e veze damwelet hed-tro ar porzh ... Klask a raen merkoù bennak dindan an atredoù . "
Philippe Le Guillou - " Tour-Meur Lonveigh " , 1 , 3




             
14 - Dre vurzhud ' oa difluket un dorn a-ziwar dismantroù kerbenn gozh "Ar Roc'h " , troet breman da dachennad zifennet , hag en doa tennet anezhi a-daol-trumm eus krabanoù soudarded ha paotred c'hagn Edom ( 5 ) .
Bec'h o doa bet , hi hag he salver kevrinus , o tec'hel diouzh ar chase nevez-man bet graet d'an "Iloted " ( 6 ) . Redek a rejont evel un tenn , o tapout hed o divharr .
Seblantout a rae he ambrouger yaouank gouzout mat holl ar milendalloù niverus bet kleuzet e-pad rouestl ar brezel-diabarzh : kaset e voent gant o zamm galoup d'un ti-annez hanterziskaret eus ar fabourzioù ma voe klasket repu ennan ganto .
Ti ar re gozh e oa , hini ar vakansoù hanv e Breizh ...
Ne vije ket bet gouest d'e anavezout diarvar , diouzh ma wele-en evel ur spes e-kreiz endro reveulziet an Diskuliadur . Savadurioù kouezhet en o foull , ha freuzet kej-mesk .
Harp ouzh aspadennoù ur voger wechall , ma oa degaset d'he c'houn ouzh e welout a-dreuz poultr ar goulou-deiz , diduelloù plijus he bugaleaj , ez emgavas e oa gwelloc'h eviti .
Galloudek-vras e oa manet he anien-dreuzvevan . A-drugarez dezhi , e  tivorfilas raktal he spered . Trec'h e oa breman war an taol pounner en doa skoet he c'halon , hag ez adkavfe ivez buan he nerzh kent .


         15 - Met , pa veizas e oa ken euzhus an enkadenn ma oa enni , pa santas en he c'hichen bezans ur c'hrouadur ken hakr ha divalav e zremm , koenvet-holl , gant ur bern burbu warni , e voe lakaet he gwad da drein e gwelien !
Mennout a reas tec'hel kuit a-nevez , diratozh a-grenn , gant ur fulor ruz enni , gouez he fenn , da chom bev !


                                   
          16 -
Ar yaouankan eus he bugale e oa , an arzour e galon ken tener ma oa bet roet dezhan an hevelep anv-badez hag e dad .
He aelig kaezh e oa, he c'harantez !
Kendrec'het ' oa abaoe pell ' oa bet lazhet he faotr , muntrad un tonkadur garv 'pad un emsavadeg .
Koulskoude , he doa klasket hep ehan ur roudenn ziwezhan war e lerc'h .
Neuze , ken lies gwech ma teue a-benn , evel hiziv , da blegan anezhan , pa felle dezhi mont war-c'horre , e lare dezhi Fred ez ae re aes , marteze , da lonkan kelien ha da heul falshunvreoù ...
Souezhet-mik , e taolas ur skrij !
" Yann ... Yann ...
Dirollet e oa da ouelan he gwalc'h gant al levenez , barret ganti evel drastet  gant ar boan war un dro , sabatuet o welout anezhan dirazi .
" Kredin a rae din e oas marvet , ez anzavas dezhan en diwezh , daoulinet e-tal dezhan , o seblantout pedin hag aspedin anezhan , o skuilhan daeroù puilh dirak trolinennoù heugus he mabig , bet gwechall ken kaer hag an nenv .
" Mammig , a respontas dezhi , nec'het . Gouzout a raen e strivfent d'az lakaat da vont  "er-maez " .
" Ne vijes ket bet an hini gentan d'an oad-se . Kontet o deus ouzhit pikoloù gevier . Hag ouzhin-me ivez , emezan c'hoazh dezhi doaniet , bec'h warnan .
Emzizober o deus diouzh unan bennak a c'hoantae ma vefe diarbennet o torfedoù . "
" Gwel , n'eo ket dic'hallus dimp bevan dre-man .
Ne zeue ket a-benn d'e gredin , koulskoude .
Difronkan a reas .
Rannet ' oa he c'halon , ha ne c'hellas ket , gant he mouezh moug , respont dezhan .
" Ken diaes eo stourm ouzh ur poread evel-se . Dleet 'oa d'ar blanedenn a-bezh bezan bet kontammet e div pe deir sizhun ...
         Pistri an aer , liv arc'hris , leuniet gant poultrennoù metalek , a lakae merkoù lin-brein da lufran muioc'h c'hoazh war e zremm divi , distreset .
Nag a fent 'oa gwelout war e glopenn ur gasketenn boultrek eus Arme ar Silvidigezh !
E zaouarnigoù mac'hagnet a zalc'he kloz outan un draig lous dister edo o paouez dastum war an douar , evel un aspadenn druezus deuet eus ur marevezh a seblante hiziv aet da get .
         " N'ac'h eus ket sonj eus Diana ?
Merc'h an amezeion e oa , e garantez gentan .
Marvet-hi ivez , emichans ...
Ur skrign gloazus a reas , hag a hanvalas bezan , gant ar verc'hodenn baour e pilhoù , ar sin nemetken eus e dristidigezh vras .
" Hogen perak , va mab ?
" Perak ? , he doa adlavaret dezhan hep kompren .
         Hag edo abafet , peurvantret he doare .
Ne gredas ket trein e sell war e du .
" Sonjal a raen ne oa nemet euzhtud war-c'horre , a valbouzas en diwezh .
         Ne respontas ket dezhi ar paotr .
Kridiennoù a hejas anezhan . Ur goulaouenn vlin dianav a baras war e zaoulagad wenn , glebiet a zaeroù zispi .
Krenan a reas an derzhienn e groc'hen zislivet .


( da vezan kendalc'het )

                ___


DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h ( 4 ) - 1992 / 1993 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . E Brezhoneg / Version Bretonne . " Auberive " , Copyright 2006 - Embannet war " NIDIAD " n° 16 ( Here 2013 ) .
  
                ___

Notennoù :
5 - Amaziaz , Roue Juda , war-dro 800 bloaz kent Hon Salver Jezuz-Krist , a aloubas krenvlec'h an Edomed , anvet " Ar Roc'h " ( Petra ) .
6 - Anv roet da sklaverien Sparta .

 

   
                ___

" Ne vevo den ebet el lec'h-man , ha Mab an den ne raio ket e annez evel estren ennan . "
Jeremiaz , 50 , 40 .

                                
       

Lire la suite
Publicité

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h / La Troisième Arche / The Third Arch - E Brezhoneg / Version Bretonne ( 3 ) .

3 Septembre 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 9 )


An Trede Arc'h ( 3 )

" Kontet eo bet an amzer , hag embrientin a zleomp ober ur veaj hir ... "
Laurence Freeman , " Jezuz , Mestr Hon Diabarzh " .


Da Ray Bradbury



              
11 - "Hanter-kant vloaz  ! , a emstagas en-dro da brederian enni , hep kompren o ster resis , war gerioù-man anat "dezho " , marteze , a gavas dezhi .
Disonj , e trese 'nevez , war ar solier , sorc'hennoù ur plac'hig yaouank , warlerc'hiet he amzer 'n ur bed all , hini rouantelezh faltaziek an Achantouriezh .
Met e tenvalae ivez bed an hunvreoù-man , leun a hiraezh , ken kaer ha koant ha pradennoù glas he bugaleaj , gant goanagoù dall ur vaouez deuet barr he oad , skuizh a-nebeudoù he c'halon , o livan gevier dezhi he-unan . 
Hag e leze-hi he spered emgar da emgoll 'dreuz kammdroioù gwallc'hoantoù gadal , 'vit kas enkrez diwarni .
          Ur seurt par blevennek ha gwallsiet a gemeras anezhi , e glopenn c'holoet gant ur pezh ler du evit ur c'hroc'henn .
Ha 'vel ul loen o rudan , e strive amgredik da lakaat birvilh ar blijadur enni .
" Neuze , strakell gozh ... Ober 'rez da vad Debrin 'rez diouzh an druilh  ?
Sellit'ta ar gargerez-he-c'horf-manGast  ! "
          Seul vuioc'h e oa mouezh an den hanval ouzh hini ur boud e reizh displann , seul vuioc'h e kavas mat klevout sonerezh droch gerioù evel re-man , ken displed ha lous e oa evelkent .
Hep gouzout dezhi ez emziskouezhas trumm neuz Johann o paouez he derc'hel end-eeun en noazh-bev en e zivrec'h .
Un dra bennak divourrus-tre , a sonjas goude , ur stultenn fall darempredoù rev gwadorged hag en doa emsilet dre laer en he c'halon , ma vije bet ret d'emzizober buan anezhi 'vit emrein koustians vat ha mirout ouzh "flatrerion sonj " , "krugoù bihan " bet imbroudet e-doug o hun e-barzh pennoù an dud amjestr : ha ne vefe ket barnet ul lusk dibenn evel-se dizellezek eus he c'hendere ?
E gwir , ne c'hallfe ket bezan koazhet diwarni koun he c'hentan gwaz , pa wele bepred dirazi ur baotr a seblante e zasorc'hin dizehan en he skoaz .
Rak nebeut a lorc'h ' oa gant Laura e-kenver frouezh kentan he c'horf , bet ganet dezhi da vare un istor a garantez re yaouank-flamm ha diboell d'he meno .
Gouzanv a rae poan c'harv pa wele e zremm o tamall dezhi , war a hanvale , evit un dorfed n'he doa ket kredet ober .
Ur maread ken dister hiziv hervezi , ha ken digas a-raok ar wallamzer ...
Fazioù he doa graet , moarvat ... Splet ' oa bet tennet ivez diganti ...


          12 - Penn pezhell a "wregig " , setu petra 'oa he mab eviti , seurt "pich melen " ha drammgaezhiad , a gare gwelloc'h ar baotred !
Met dimezet e oa .
Hag e wreg , a hirvoudas Laura gant doan , pebezh buoc'h ! Un drochenn ne oa ken !
Pourvezer-bitailh , petra 'vije bet dienorusoc'h hiziv , 'skoaz micher ken hoalus an ober brezel ?
Pebezh dismegans !
" Pourvezans ar gozed  ! " , a zic'hargadennas gant fae da c'houde , o veizan ne oa ket-hi kouezhet diwar lost ar c'harr .
Diskouez a reas he c'henc'hoarier , karedig an deiz , bezan souezhet un tamm gant he doare bomm-lavar .
Met e klaske houman sederaat he c'halon , netra ken .
" Evidomp-ni , n'eus kudenn ebet  ! " , a c'harmas d'he den-gast gant ur mousc'hoarzh a genwall .
Sujet a-bezh dindan e zalc'h , he doa neuze emroet dezhan , sioulaet he spered hag he c'horf gant sonj an ebat nevez-se , ken difennet ...

         13 - "Mat e oa kement-se , a rouzmouzas ar serc'h 'barzh ar c'harr-bulzun . E doare ur gazhenn laosk , he zrolinenn zistumm , e oa .
" Neuze , Laura ? D'war-benn redek-war-lerc'h ? , en doa graet goap outi ar bleinier . Kavout 'rez mat  ?
Pell 'oa ma veze bet graet anezhi gant an anv-se .
Ne oa ket he gwir hini , evelato . Unan hepken en doa roet dezhi gwechall tad he bugale . ( 4 )
         Bez 'oa den an tavarn-noz , " he " oriad , a vleinie breman ar c'harrig , an hini a zouge ur maskl nebeut kent ... 
Ne glaske ket kompren perak en doa gouezet-en , koulskoude , he lakaat d'emgavout ur vaouez atav plijus evit an holl wazed .
Goude barradoù abafded , ne oa nemet morc'hedoù amsklaer , doanius , evit he spered da rein bod , hag o c'hloazan anezhan .
Seul vui ma oa drastet ivez he emskiant gant drammoù niverus he doa lonket dievezh en noz diwezhan .
" Dav 'vo din gwelout ar Beleg ... Ya , hon Sturier ... " , a valbouzas .
         A-boan ma klevas c'hoazh , hantervoredet ma oa , pozennoù all , bet drailhet disrann , hag ur c'hoarzhadenn vras en diwezh :
" Sellit'ta an drantell gozh-man ! Neuze , liboudenn ... Poent ' d' re all da floupan  ! Pep hini d'e dro  ! "
         Emgavout a reas he-unanik , dizifenn-holl , e-touez kelanoù a-strew war an douar .
" ... Kerzh gant an Diaoul , strinkenn lous  ! "


( da vezan kendalc'het )

 

                                 ___


DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h ( 3 ) - 1992 / 1993 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - Version Bretonne / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 - Embannet war " NIDIAD " n°16 ( Here 2013 ) .

                                 ___ 

Notennoù :
4 - C/f : " Ar Gejadenn " ( Auberive , 2 )

 

Lire la suite

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h / La Troisième Arche / The Third Arch - E Brezhoneg / Version Bretonne ( 2 ) .

7 Août 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù



AUBERIVE
( 9 )



An Trede Arc'h ( 2 )

" Kontet eo bet an amzer , hag embrientin a zleomp ober ur veaj hir ... "
Laurence Freeman - " Jezuz , Mestr Hon Diabarzh "  


da Ray Bradbury



        
    7 - " Tuchantik e teuio va faotr , a huanadas gant un ezhomm bras-divent enni da vezan eürus ha disammet he c'halon . 
"
Ur mell deiz eo an hini-man hiziv  !
" Nag a boanioù tro-war-dro  ! Pa oan bihan , e c'halled redek a-dreuz geot glas al lannegi , war lez ar mor ...
            Hegaset ha nervus en he c'hichen , e follennatae he gwaz bibl kozh an tiegezh , gant ar spi e kavfe ennan marteze ur remed mat d'o enkrez , aet war greskin .
Ha rankout a rafe dezho mont da glask penn d'ar pezh a c'hoarveze ?
Ha piv a zeufe d'o c'herc'hat aman ?
         Amziogel a-walc'h , e kuzhe ar geoded isdouarel en he riboulioù diniver , evel brec'hioù ur vorgazhenn ,  toulioù-strap touellus , gant holl arvarioù ha stignoù ur "Porzh Burzhudus " , ken euzhus ha lous-brein anezhan .
Fred a lennas linennoù bennak a zeue diwar levr ar Geneliezh  :

" Gwall a reas an Douar a-dal da Zoue ,
  Hag ez emleunias an Douar gant feulster
. " ( 1 )
Envorin a reas neuze komzoù spiswel bet desket dezhan gwechall-gozh en e skol vreizhek , lavaroù ur rakwelour indiat brudet :
" Istor ar falsvroadelezh eo istor Europa ... Savadur gwall bounner an araokaat ... n'eo ket evit chom pell en e sav . Un deiz a zeuio ma kouezho d'an douar en ur bern dismantroù a vo ur reustl bras evit ar bed  ! " ( 2 )
         " Sell'ta , ez emsonjas en e-unan , ni ivez hon eus bet tri mab , evel Noah ... Met unan hepken 'zo din , en deus chenchet e anv-badez .
Hag e tirollas da c'hoarzhin neuze evel ur foll o envorin c'hoazh Olga , ken fuc'het a-enep d'al lezenn-man "hilastalin " dre ret ma veze , skrijus-kenan d'e veno . ( 3 )


         8 - A-daol-trumm ez addenaouas ar skramm-kontrol , an ardivink-man o lakaat da ziskouez min sart ar mab henan , " John " .
" Salud deoc'h , c'hwi ho-taou , n'emchalit ket  ! Un taol-arnaod 'oa hepken . Netra dreistordinal .
" Lar'ta , mamm  ! Dont a ran 'man d'az kerc'hat , a zamgomzas dezhi dre zindan , ur mousc'hoarzh godisus war e vuzelloù .
" Hanter-kant vloaz out  ! Ur gouel meur 'vo dit da lidan !
" Yaouank out c'hoazh , nevez-flamm-flimin , war a hanval  !
         Dre guzh outan , ha daoust d' "he " mell den , ken ker e fas "play-boy " , da rannan anezho gant un ton frealz , e skrijas Laura gant ar gerioù-se . Sklaset ' oa bet he gwad gant ar spont .
En ' oa , koulskoude , ar bugel he doa karet ar vuian , en desped ma ne oa ket hec'h hini , unan kentoc'h diouzh tu he gwaz .
Bep ar mare , a-hend-all , war zremm ar pabor, e veze dispaket fouge Fred , e engehenter brudet . 
Gant komzoù c'hwek evel e re , ez emsantas Laura spouronet-krenv . Diaes ' oa dezhi da gompren : seizet-marv ' oa hec'h izili , evel ur c'hroc'hen naer he doa breman !


         9 - Pegoulz'ta e sonnfe eurvezh dall an Tonkadur ?
Ken pistigus e teue dezhi en-dro ar goulenn-se hep ehan , evel un naer-vor o seblantout plaouian war he c'hof , ur gloaz bennak dibare ma strive da zerc'hel kuzh , donoc'h-don , en he c'halon .
" Da belec'h eo aet va holl geneilezed  ? , a stagas da sonjal , o vraouac'hin muioc'h c'hoazh .
" Perak e vez kuzhet ouzhomp abegoù ar viruzed-man ken euzhus  ?
         Ne oa ket evit larout pe orin resis ' oa kiriek d'an aon divougus-man . Met , hep sonj dezhi , e parae he sell war doull an avelerezh , mammenn zispis diouti diankadennoù ken disklaer . 


         10 - Ul louzaouenn vat 'oa an alkool .
En em gavout a reas en un davarn wallvrudet .
Kalz re he doa evet a-hend-all , 'vel un toull kozh .
         Ul lec'h e oa , a oa bet choazet a-ratozh kaer evit lidan seurt gouelioù e darempred "tost-tre " .
Ur wech c'hoazh , en doa esaet " he soudard " a lez-vab he dinec'hin . War e sonj , en doa dilezet anezhi aze , hi-hec'h-unan , e-touez un nebeud "tud a vicher " , gourdon ouzh o labour .
Pedet en doa ivez anezhi , 'giz ur prof-souezh , d'e heulian goude war-c'horre , 'vit ma c'hellfe arvestin ouzh "embregadoù-brezel " a-enep tolpadoù "euzhtud wadek " o tilignezan .
Plijet'oa bet gant kement a stad bet graet anezhi .
Aon o doa kalz tud rak John , a sonjas . Hag e frome he c'halon , karantez ha nec'h enni war un dro evitan .
Un emganner spontus e oa , doujet gant an holl , hag a oa deuet da vezan , tamm-ha-tamm , un den a bouez dindan lagad hegredik ha re vadelezhus outan e lez-vamm . Re untuek en e genver e oa bet moarvat , pleget d'e youl ha techet da rein dezhan he spered ha buhez he bugale all , evitan da gaout berzh warno .
         Hervez e zellidoù , ha dre ul labour ken diaes a anaveze an holl "eus an dibab " , e oa deuet ur penn-bras el lu .
Laura , o lubanin "he C'horonal " , skouer un den e kreiz e vrud , arouez ar Gevredigezh mod nevez , he doa sonjet e c'hellfe mont heman bepred war he zu . Ha ne baoueze ket da goulouchal anezhan dre ret , ha da lar' dezhan komzoù flour .
        Ne zisplije ket dezhi , war a gredas , an doare "arvest-etrewezhiat " -man en doa aozet John eviti .
Damvezvet ma veze ar vaouez , bewech , gant nevezentioù a bep seurt !
Evel flouradennoù ar wazhed a lakae birvilh enni , a vroude anezhi gant o friantiz , o drougc'hoantegezh , o dalc'h touellus war he c'horf ...
Ha goude-se , p'he doa lonket pilulennoù mat , hevredurioù , a laka drant an dud ganto goude ar plijadur , e oa torret he naon , he anken ...
        Startaat a reas muioc'h-mui enni ar sonjezon-se diwar-benn an eürusted . Mesket e oa gant hunvreoù kaer , hag e peurechuas sioulaat en a-raok he doanioù diwezhan , beuzet ma oa , breman , e don gwerennoù whisky niverus .


( da vezan kendalc'het )

                                        ___


DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h ( 2 ) - 1992 / 1993 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - E Brezhoneg / Version Bretonne . " Auberive " , Copyright 2006 - Embannet war " NIDIAD " n°16 ( Here 2013 ) .

                                        ___
Notennoù
:
 1 - Geneliezh , 6 , 11 .
 2 - " Ur Breizhad Oc'h Adkavout Breizh " , Pennad 1 ( Tagore ha Diskar ar C'huzh-Heol ) , gant Roparz Hemon , AL LIAMM , 1972 . Skridoù bet savet etre 1923 ha 1929 .

3 - C/f - Deizlevr Yann Kervern III - " D'ur Verc'h Zianav Gevrinus " .
 
                       

Lire la suite

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h / La Troisième Arche / The Third Arch - E Brezhoneg / Version Bretonne ( 1 ) .

5 Août 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 9 )


An Trede Arc'h

da Ray Bradbury


" Kontet eo bet an amzer , hag embrientin a zleomp evit ur veaj hir ... "
Laurence Freeman , " Jezuz , Mestr hon diabarzh "

" Ar Geoded-man , pe ar c'houn anezhi kentoc'h ... Mar kuzh e don he gwaregoù bolzek , a seblante bezan 'vel " Dileuridi " ar Skeud , he begel kevrinus ha ken bev , eman ganti , koulskoude , ur miliad a chaoserioù da nebeutan , a ensoc'h en traezhennoù lonk , heuliad derezioù er stumm taolennoù bras , kerreg silikat ha lignit o valegin er mor-bras maenhenvel , hag a zeu outo d'o freuzan . "
Philippe Le Guillou - " Tour-Meur Lonveigh " , pennad VII , " Diwar zour " .



             1 - Erru 'oa a-us d'ar gêr 'vel ur skeud bras-divent , seurt adsked arc'hlas , ramzel .
Ne oa den ebet e gortoz da se .
Boazet e vezemp , koulskoude , gant ar brezel-se , ouzh gwallreuzioù ar gwazhan , ha , koulz eo din laret , e rankjomp ivez gouzanv anezho .
Ar bloavezhioù dek ha pevar ugent , o dibunad emdouelloù , touelladeg veur ar Beoc'hgarouriezh , hini Unaniezh Europa , hag , evit echuin , diskar , pe zismantr , an Denelezh , bet kemennet pell'zo , hag a lezas ac'hanomp dic'halloud .
Estreget ur c'hwitadenn a reas brud e oa bet " Perestroika " Gorbatschow .
Impalaeriezh zivent ar Rusianed , reuziet a-bezh dindan an diouer , en em gavas damzimanstret , e-pad ma veze freuzet Sina ha rannoù all ar Bed gant un naonegezh zizamant , klenvedoù-red ha krennoù-douar dibardon , kriz ha spontus . 
Ne voe dilenn all ebet , 'vit mab-den , nemet ur stourmadeg vras .
Ur brezel-bed nevez , hag a lakaas tan a-dreuz an holl blanedenn !
Ren an Antekrist e oa ...


         2 - Pa welljod " anezho " o tont , da serr-noz , e oa , 'vit an dud a veve c'hoazh war-c'horre , 'vel ur mell pladenn vetalek , gant livioù ur steredenn splann , pe re ur gouloù-deiz o c'henel , a rikle en oabl dinamm diwezh hon bed ken tenval .
Ur flamm velen-ruz a heulie gant he roud ar voull zidrouz , hag , o vranskellat er goullo , e wintas diamantoù tan dreist-rik an tiez gwastet .



Tarzhan a rae a bep tu , o c'houlaouin anezho gant ur sked livet-flamm , ruz-skarlek .
         Hag e vije bet sonjet en un tan-arvest liesliv o varellan a-grenn an ec'honder gant koroll-man ken marzhus a vein prizius diniver  !


         3 - Kervern kozh hag e wreg 'oa deuet er-maez da sellout outo .
Skleurioù kentan un devezh nevez-flamm a entane ur park leun a houarnachoù pulluc'het .
Dibenn ar goanv e oa ha neoazh , pallennoù delioù gell-alaouret , liv mergl , a ziskouezhe e chome un nebeut gwez kevanaozet e-touez atredoù kirri-tan , frammoù distumm anezho o tivogedin 'vel aspadennoù euzhus ar brezel .
Koulzioù ar bloaz a gemme zoken .
War ur blakenn vetal , gweet a-walc'h , e vefe bet tu da zivinout lizherennoù bennak ur ger damziverket : " Rekourans !... "


         4 - " Ac'hanta ! Petra'zo degouezhet c'hoazh ? , a youc'has ar c'hoziad .
Moarvat o doa gouzanvet kalz endeo .
Gallout he dije Laura , pa baras gant nec'h he sell war zremm he gwaz , lenn ivez e lagadoù Fred garvder an holl vloavezhioù-man a euzh .
A-stlap e krogas o daou zorn an eil en egile .
Kaoutchoug gwevn o manegoù a strakas hag a chourikas gant un trouzig mouget ,  damziverz , dre yudadeg ar c'hwitellerezed , met ivez dre ma lakae o maskloù hag o boutailhoù oksigen da zigreskin tanavded o tivskouarn .
Pell e oa ne c'halled mui ken analin an aer .
Ha da vont er-maez e riskl , e oa ret gant pep hini dougen ur gwiskamant ispisial .
" Mont tre a rankfemp , a lavaras trumm ar vaouez .
" N'o deus kaset kemenn deomp , 'vel boaz , a c'hrozmolas Fred ouzhpenn , o renkan e arm , ur biz atav reudet war an draenenn .
" Iskis eo , ne gavez ket ?
Ar c'hwitellerezed avat , a baouezas hep dale da yudal .


        5 - Pa fellas dezhan sellout ouzh e bost skinwel 'vit gouzout hiroc'h , e verzhas Kervern e oa drouk an degemer , leun a adtrouzioù .
Digresket e oa bet nerzh an dredanerez ur wech muioc'h , hep ma'z ehanas , koulskoude , reizherezh an aer . 
Ne denne ket Laura he daoulagad diwar skramm ar "Bunker " .
Sonjal a rae dezhi n'o dije ket dleet dic'hoantan o ranellder evel-se , ha talan ouzh danjer evel pennoù skanv dalc'het gant mibiliachoù .
        Un deiz , he doa graet he mennozh he gwellan mignonez d'avelin un tamm he fenn dre guzh , evit "gwelout , a zisklerias , da betra , e gwirionez , e tenne ar bed all  " .
Evel un dae he doa displeget ar pezh he doa graet , hep sonjal e vefe bet eviti ur mell fazi . Rak berzhet strizh e oa .
Fougeerion ar polis er c'hontrol , pe re an arme , leun a rogoni , o c'hwezhan bepred en o zrompilh , a gomze alies a-zivout bed an nec'h , pa strive da " lonkan o flougachou " ouzh o estlammerezed ken eeunek , intanvezed digenvez .
Petra all o dije gellet ober paourkaezh maouezed evel-se , bet skoet gant al Loskaberzh , a-enep arsailhoù spontus pared evelto , brezelgar ha leun a vrasoni ?
Ha ne oa ket ur glaoustre dic'hallus evito da stourm ouzh hoalerezh gourel stourmerion ken garv , hag a veze c'hoant dezho , met dianzavet diganto , pa zistroent eus an emgann  "da lakaat an itronezed-se en o seizh plijadur , ha dek ouzhpenn  " !?
Norig , a emc'houlennas , da belec'h e oa aet 'ta diwar-wel ?
Ha Gwenn ?


        6 - Petra kredin eus ar brud direizh-se , mouget buan-tre , a-zivout bevezadur o c'helanoù , tra graet didruez ha war ar prim , gant krouadurioù wadsec'hedik ?
" Seurt sunerezed-wad kreouichennek ! " , a spisae hon gwallgadourion , a ouie c'hwezhan o bruched 'vit en em lakaat da dalvezout .
Ha dre istorioù spouronus , e tanevellent o zrec'h a-enep euzhtud peuzhenvel ouzh prenvedenned , debrerion-tud ma oant , oc'h emblaouian an eil re ar  re all ! 
        Met petra 'weled war-c'horre , kalz skrijusoc'h eget an dic'hoanag , an arvar e-unan ?
Petra'weled e-tal stlejadoù mogedus an hunvreoù diwezhan , bet sebeliet endeo ?
Straedoù freuzet , digenvez ...
Dismantroù nemetken .


( Da vezan kendalc'het )   





DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h / La Troisième Arche ( 1 ) - 1992 / 1993 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved - E Brezhoneg / Version Bretonne - " Auberive " , Copyright 2006 - Embannet war " NIDIAD " n°16 ( Here 2013 ) .

Lire la suite

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù / La Terre de Nos Promesses / The Land of Our Promises , Breton Version / E Brezhoneg ( 3 ) .

25 Janvier 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

images-A-.-Schwarzenbach-2.jpg

AUBERIVE ( 8 )


Douar Hon Promesaoù ( 3 )


E koun Annemarie Schwarzenbach

" Bez laouen ! Sell ouzh al lec'h peurvat , war-du peurbadelezh an amzer-vuhez ! "
Enskrivadur war vez Nebamon , e-pad ren Jehoutimez ( Thoutmosis IV ) .
Pevarzekvet kantved a-raok Jezuz-Krist .

" ... Ar C'houmoul a garan ... Koumoul o tremen ... Du-hont ... Du-hont ... Kaerat koumoul ! "
Charles Baudelaire ( 1821 - 1867 ) , " Spleen Bariz , An Estren " .





                                               5 -  E-pad ur predig amzer , e furchas ar paotr en e envor , en aner .
A-nebeudoù , e oa troet linennoù e zremm da galedin . Glaslivet , zoken , e oa deut houman en diwezh .
Aschenbach ... Schwarzenbach ... Kammvesket e oa bet an holl anvioù-man en e benn , a santas re flak ha goullo , mezevellet ma oa gant son pep hini anezho oc'h en em stekin ennan an eil egile . Da gentan , en doa graet e vennozh kredin en traoù dibunet gant ar veajourez goant , e poent hag en amzer . Ha , mesket ganto ouzhpenn , e oa meur a skeudenn zispis en e spered , koun eus e wallvoazioù gwechall , pa yae da c'haloupat ha da lonkan evel un toull gozh , bep ar mare , da gantren diroll eus engroez un davarn , betek unan all , mogedek , ha leun a vezvierien safarus .
Ken du ha ken diaes m'en doa kavet padout gantan , a-hend-all , e oa bet gwell gantan kuzhat ar gwirvoud-se en e zallentez .
Neuze , en em lezet en doa bet da vont , dousik ha tener , en he c'hichen , gant an hunvre-se ne c'hallfe nepred bravaat e vuhez ken trist .
Daoust ha n'en doa ket livet fals seurt taolennoù diene a-vern , pastezlivadurioù disliv , na oa ket gwir oberennoù anezho , d'e sonj , met a eztaole hepken emdouelloù un arzour dipitet , e re dezhan e-unan ?
Nag a bet gwech , war lez ar stêr Hudson , e oa bet gwelet o stalian evel-se e vinvioù labour , hep kompren mat , na gildroennoù ar wazh-vor , na reuzc'hoarioù grevus a zegouezhe diwar he dro .
Ne oa , dioutan , nemet un arvest plijus , ha n'en doa ket graet ur from bennak d'e galon .
War e anzav , ne oa ket bet war selaou ar mordrouz damvouget , n'en doa ket taolet pled a-walc'h , ivez , ouzh islonkoù ar mor , ouzh e glemmoù guzh . A-gent , ne rae van ebet evit klevout kan boemus ar vorverc'hed , hedro evel an avel , o doa strewet kement a skoselloù , abaoe marv Sibylle , war hent rust ha diaes e donkadur . ( 1 )
                                " Pehini Roll ? " , a fellas dezhan goulenn diganti , o tieubin trumm , da gentan holl , diouzh gwask karantezus he divrec'h , en-dro d'e zivskoaz .
Ha padal , taget ma oa bet gant ar vezh , an dispi , en doa dirollet da ouelan , oc'h aspedin anezhi , didrouz e selloù , da devel mik .
" N'on ket Roll ! , a garmas warni a-benn ar fin , fuc'h ennan , o vont krenn war he ger .
                                Ken poanius war e envor , ec'h adsavas gorrek dibun an traoù-se , evel ma vije deuet war-wel en-dro , a-wechoù , war c'horre lor an dour , un tamm pense aet d'ar strad .
N'eo ket ret d'ar voraerien dizeorian , a-benn ma vefe digoret un hent-mor nevez evit al listri kollet ?

  undefined                              

                                ... " Roll Dagorn  " a oa anv an den-se , a seblante dezhan ken droch ha ken reuz war un dro . Tarzhet e oa bet a-uc'h dremmwel inizi e wallchans , evel ur sterenn zu , a dra sur .
Kavout a reas e oa , marteze , ur vargodenn stultennus anezhan , bet distaolet he neuzioù fall en ur melezour , ha , tra iskis , pa selle outan e-unan , e c'helle kredin e welout ivez . 
Piv'ta e oa hini-se , e gwirionez , anez un doubl amspis , seurt breur gevell dezhan , troet e furlukin , hag a ouie c'hoari gwelloc'h egetan , bezet pe vezet , gant e hoalerezh ? Ne oa nemet un hanval anezhan , gwall ludresadenn gentoc'h , a zoare gantan , met dishenvel-tre ivez . Meur a abeg evit ma vefe bet ankounac'haet buan digantan , ha skarzhet kuit memes mod , goude , eus e vuhez !
Pebezh gwall zen dister ! , 'vel diwelus , a sonjas . Berzh a rae eus pep tra , pep darvoud , war a seblante . Ur fentc'hoarier a rae goap ouzoc'h , pa raec'h kazeg dre greiz ar porzh ! Anat e oa deut dezhan , kement-se e oa !
Ur paotr " war-raok  " , gwisket kran atav , sart evel pemp gwenneg , evel ma vez lavaret , kaerat pabor ha mestr war an dans ! Evit brasan plijadur ar maouezed , neketa ?
Nemet ... M'edo o paouez derc'hel sonj anezhan , pa oa deut araozan eus Breizh , evit sizhun gentan ar vakansoù ... Koun diresis ...
Hag en doa e welet , zoken ? Ya , un tremeniad ... 
Dre hanterouriezh Virjinia , en doa graet anaoudegezh gantan e-doug ar fest-noz .
Ha ken hanval outan e oa ar gwaz , diouzh feson , " ma vije bet sonjet e oant breudeur " , evel m'he doa embannet , neuze , an dimezell dramor , etre farsal ha c'hoari ...


                                6 - " ... Me eo Yann , Yann Kervern ! , a vouskomzas dezhi , mouget e vouezh , drouklivet e zremm , o hanvalout bezan skuizh-divi goude bout bet gwelet gantan betek re liv ar gevier war gomzoù e garedig .
Derc'hel a rae sonj , c'hoazh , eus he " fromesaoù " , eus he fokoù entanet , pa oa bet ret dezhan mont en-dro e kêr hepzi , re bell " diouzh e wrez " .
" ... Ha joa m'eus ouzhit  , emezan c'hoazh , hantersimudet ha mantret .
                                Da nebeutan , e oa deut a-benn da vont war he c'haoz , ha da anzav outi e boan-galon vras , goude keit all amzer a zidrouz .
Met n'hellas ket distagan ur ger ouzhpenn .
                                Tavet-mik he doa Virjinia , sabatuet-naet .
" Yann , Roll ... N'ouzon ket re vat ken , a valbouzas , diaes he spered . Dastum he sonjoù a ranke ober , ha ne oa ket hep poanian , hervez ...
" ... Marv-mik eo an holl draoù-se , e laras goude chom souezhet ha dilavar ur pennadig .
" En ur bed all eman Venezia , ho menezioù ... Ul labous trist oc'h-c'hwi ! Pegen dishenvel diouzh Roll ! Kompren a rit ? Daw eo deomp kenderc'hel da vont war-raok , mont pelloc'h eget an dremmwel ...
" Weitergehn , bis zum Horizont ! , emezi en alamaneg ( 2 ) .
" Mantret on , me ho ped d'am c'hredin ... Re ziwezhat oc'h erruet ... Mezh eo ganin , a laras c'hoazh dezhan en ur dermal un tamm .
" Ha , te 'oar , a guzulikas dezhan e pleg e skouarn , n'eus den ebet a c'hellfe , ur c'houlzig berr zoken , gounit kalon unan all evit en em unanin ganti . " ( 3 )
Nervus , he doa entanet ur sigaretenn all . Klask a rae c'hoazh rein dezhan displegadennoù gwirhenvel . Met liv an diskred , hag an desped , siwazh , a lugerne en e zaoulagad .
" ... Kaer 'zo din , biken ne garin ac'hanoc'h ! , a zispakas neuze war un ton reut evit e argas en diwezh , dismegans ha yended en he mouezh , rak n'he doa kavet diskoulm all ebet ken .
" Nann , tamm ebet , anat eo ! , a zisoc'has-hi , ' vel feuket-krenn . 
                                Kounnaret e oa bet tamm-ha-tamm .
Hag e kredas en anzav , evel heug a oa breman en he selloù glebeit gant an daeloù , deut garv outan a-greiz-holl :
" N'on ket eveldoc'h !... Biken ne vin !... Kompren a rit ?
Biken
! ...


                                7 - E-pad pell e tassonas he
c'homzoù diwezhan en e empenn terzhiennet .
Steuziet e oa pa zihunas an tremeniad e termenva aerborzh Kennedy .
                                En-dro dezhan , tud pres warno , a rede a bep tu , oc'h en em vountan an eil egile .
Ur frailh 'oa bepred en e galon , mouezh divent an Denelezh , a gleve evel hini ar mor , ha ne oa ket evit kompren .
                                Du-hont , dre greiz an engroez , div blac'h a zalc'he kloz an eil d'eben , kazel-ha-kazel .
Unan anezho a zivize gant he mignonez , pokat a rae dezhi , ha feuls ha tomm e voe o fokoù , e-pad ur pennadig . Daoust ha Marieke e oa ?
Kredin a reas merzout en diabell he minc'hoarzh war he dremm skedus , pe hini Sibylle . ( 4 )
                                Van a reas , neuze , da lakaat ar pezh en doa klevet en arvar . Ha komzet he doa diwar e benn , tuchantik , pe diwar-benn egile all , paour-kaezh marc'h lu , a sonjas ?
Diaes e vefe chom ur vuhez-pad war varteze ...
E holl vuhez a seblantas dezhan bezan breman ur gwall drell-lagad .
" Pell on bet o c'hortoz ac'hanout , a valbouzas koulskoude c'hoazh , krignet gant an dic'hoanag , brevet gant ar glac'har war e azezenn . 
                                Ken mennet e oa da vont davet e garantez vras , ha gallout tec'hel kuit ganti ... 'trezek ar c'hribennoù !


ECHU

                                 ___



DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h
) - 8 - Douar Hon Promesaoù ( 3 ) - Kerzu 2001 / Du 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 348 , C'hwevrer 2005 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .

                                 ___

 Notennoù :
1 - C/f : " Al Lizher  " ( Deizlevr , Envorennoù , II )

2 - Kanaouenn ar ganerez Milva : " Weitergehn " , in CD " Artisti " , BMG / ARIOLA , emb. 2001 . Alle Rechte vorbehalten .
3 - " Tod in Persien " ( Marv e Persia ) , gant Annemarie Schwarzenbach , 1935 .

4 - " 7 a Viz Gwengolo " ( Deizlevr , Envorennoù , III )

images-A-.Schwarzenbach-3.jpg

" ... E karantez emaon , hag ar stered a ya gant o hent , a-zioc'h din ; c'hwezhan a ra an avel diouzh ar mor , ha kas a ra ar c'houmoul pelloc'h , bleud-bleunv ganti , ha koabrennoù laboused , moged bigi bras ;
bevan a ran evel an douar , hag an douar 'zo strujus ; ha mervel a ran , hag an avel 'ya en he roud , a-zioc'h din ... "
Annemarie Schwarzenbach - " Flucht Nach Oben " ( War Dec'h 'trezek ar C'hribennoù ) , 1933 .

                              
                              

                             CAKPQNKD-copie-1.jpg

Lire la suite
Publicité

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù / La Terre de Nos Promesses / The Land of Our Promises , Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .

17 Janvier 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 8 )



Douar Hon Promesaoù
( 2 )

ghirlandata.jpg
e koun Annemarie Schwarzenbach


" Bez laouen ! Sell ouzh al lec'h peurvat , war-du peurbadelezh an amzer-vuhez ! "
Enskrivadur war vez Nebamon , e-pad ren Jehoutimez ( Thoutmosis IV ) , pevarzekvet kantved a-raok Jezuz-Krist .

" ... Ar c'houmoul a garan ... Koumoul o tremen ... Du-hont ... Du-hont ... Kaerat koumoul ! "
Charles Baudelaire - " Spleen Bariz " , An Estren .



                                               


                                      3
- Hiziv , ne oa ket re leun-barr ar c'harr-nij .
Ouesk ec'h azezas ar vaouez yaouank en e gichen , gant he divhar moan hag hir .
Da gentan penn , he doa goulennet outan an dreizhadez resisadurioù diwar-benn ul levrig all a oa en e gichen , gant ur merk-perc'henn boemus peget ouzh ar golo , a daolenne ur bompinell e raksal vras an " Danieli  " ( 1 ) .
Ha , tra iskis , e tenne hounnezh dezhi , gant he pennad blev hir , gell-kistin , hag he fezhioù-dilhad giz 1900 , pe a-gent , e doare Burne-Jones , pe Rossetti ( 2 ) .
Ne ouie ket e oa deuet un den troet war al livouriezh , daoust ma oa re nebeut anavezet e zoare livan , re " figuratif " , e gwirionez , hag a c'hiz kozh , evel ma c'hoapae barnerien bennak a Vro-C'hall diwar e goust .
                                Ken prederiet ma oa  gant e " Envorennoù ( dezhan e-unan ) eus Buhez ar Baradoz  " ( kollet ) , ha ken fromet gant ur seurt gaerenn hoalus , na glevas nemet a-vommoù he c'homzoù diwezhan ( 3 ) .
" ... Hag henvel e vefec'h ouzh haroz " Marv e Venezia  " ? ( 4 )
Gustav Von Aschenbach , gant ober un enklask start war " ar Gened Peurbad " , war hec'h eeunded splann , a gavas dezhan en dije , diwar strivan , dizoloet hentoù serzh " Ar Spered " ...
Met e souezhomp dirazi atav , " ar C'haerder-se " , ur gwir samm
" , a huanadas goude un tamm ehan .  
Hag e pare he selloù flour , evel re luziet un Aelez fall , war e zaoulagad .  
" C'hoari a ra he mestr !... " 
                                Petra'ta a c'helle talvezout ster ar gerioù-se , a seblante kouezhet eus an Nenvoù ?
Ha pe zen grouet a chomfe ken yen hag en , hep gwanded , daoulinet e-tal e Zoueez ken diziraez ?
Santout a reas neuze analenn domm he genou , met ne oa ket tu dezhan bezan sederaet ganti .
Raktal , e oa chomet evel seizet dirazi , kridiennoù niverus o teraouin da hejan anezhan , er c'hontrol .
" ... Pell amzer , 'm eus bevet e Venezia , hag en Alamagn , e München ... "  
Evel ul loen gouez gloazet e komze breman , feulsted kuzh ennan , a-nez rein amzer dezhan da eilgerian dezhi .
" ... D'ar mare-se , e labouren evit un ti-embann sonerezh klasel ... Bepred war an hent , ur seurt beajourez-genwerzh ... Goût a-walc'h a rez , un deiz en Europa , un deiz all er Stadoù Unanet ... "  
" Ken skuizh on , breman ...
" ... Hent a ran davet va bro genidik , va repu ... " ( 5 ) 
" Un oberenn Mahler eo , e ziwezhan , ha , d'am sonj , e hini gaeran , marteze ?... " 
                                War a hanvale dezhan , e yae war habaskaat un tamm , evel ar mor dindan , ken nes ha ken pell war un dro , ma ne vez ket atav meizet kounnar anezhan , gwelet adalek ur c'harr-nij , pa strink an eon gwenn e kuzh d'ar veajourien ziseblant ...
Ha daoust hag-en n'he doa ket , eveltan , flouret e zorn gant he bizied hir evel re ur voemerez ?
" ... Ken brav ha m'eo da skridoù , a gendalc'has c'hoazh gant ur minc'hoarzh hegarat , o teal anezhan gant karantez .
" Lâr din-me 'ta , a c'houlennas-hi , da c'houde , aonik tamm-pe-damm :
" Pelec'h 'man " An Draonienn Evurus ,

  Ya , Douar Hon Promesaoù ? " ( 6 )


                                4 - Penaos intent kevrin he C'hened , avat , a sonjas-en diwezhatoc'h , en e greizon , e keit ma oa o komz ?
Ha ne oa ket ur wech c'hoazh " dindan gazel-ge " gant ar plac'h-se , ur rouzardenn , chomet ken sev evitan , atav ?
Kenkoulz ha teoget , evel diagent , gant an hevelep c'hoarzadennoù diganti , gant son he mouezh ken dibar , un tammig " a-vaez bro " , ha ken dudius ivez ha ma oa gwechall ?
En desped da gement-se , daoust ma hanvale e amezegez bezan tener ha darev d'e servij , e klemme an den en ur chaokat dibaouez e ivinoù , hag e sonjoù du evel an noz .
" Forzh pegen lemm ma spered , forzh pegen krenv ma galloud-labour , ne dalvezint nepred da netra ! , a huanade , drastet gant ar boan .
" Morse ne vo fromet ganin ! Biken !
" Ha penaos e vefen karet ganti ? Penaos ? , a sonjas , o tifronkan , pa gavas dezhan distanan e galon , diarvar diwar-benn kement-se , da nebeutan .
" Ha me , joa am bo outi ? Da viken ?...
O , you're in my heart , Virginia ... ( 7 ) Ennon e chomi !
                                Ken koant ha yaouank e seblante dezhan , c'hoazh , en oad-flamm , skedus !
Brav " dre natur " , ha gwiroc'h eget ar poltredoù anezhi bet graet gantan a-leizh , awenet gant envorennoù yaouankiz , pe luc'hskeudennoù kozh , holl destenioù , re bell a-raok , eus herradoù re verr , an eil gant egile . 
                                ... N'en doa skrivet hogozig netra , a sonjas un tammig war-lerc'h , morse .
" Netraigoù " hepken , marteze , o doa diskouezhet e oa ur paotr yaouank , neuze , birvilh ennan , hag o klask e hent ; lizheroù karantez , barzhonegoù entanet , " hep penn na lost " , evit e garedig .
" Disterachoù " , evit mont berr , a gave breman ken droch , gant e yended oad-gour . Na mui ma maez !
                                " Dansal a ouzoc'h ober c'hoazh ? , a c'houlennas outi , hep gortoz ur gwir respont , ha war un ton digas-tre , war a hanvale ,
diseblant ivez en he c'henver .
" Dont a ra da sonj deoc'h eus an abardaez-fest hud-se ... en Alpoù , a gredan ? , a reas van da c'houlennata outi , divergont .
" Ho teiz-ha-bloaz e oa , neketa ?
                                " Hama , a eilgerias dezhan , etre daou vennozh . Keid-all 'zo , 'vat !
" ... Ya , Pell mat 'zo ! , a adlavaras , evel prederiet ...
                                Hag he souezhadenn , 'vel un tangwall enaouet en oabl glas , a lakaas he daoulagad pers da skedin muioc'h c'hoazh war e re .
Pa baras start he selloù warnan , ne c'hellas ket herzel ouzh o c'hrenv hag o splannder , ken voemet e oa bet ganto !
" Gouzout 'walc'h 'rez , a laras neuze ar brinsez , o tivorfilan gant boked bleunioù he c'hened , yaouank e oamp d'ar poent-se .
                                Galloud a c'halled gwelout , neuze , e oa a baouez anavezout nerzh ur wir garantez , a-benn ar fin , ken splann hag heol an nevez-amzer !
Ha , goude ur pennad , en un taol krenn , he doa laket he jod , hep sonj , stok ouzh tal he mignon .
Derc'hel a rae start e vrec'h .
Ha neuze , oc'h haketal , from ha douster en he mouezh :
" N'em eus ankounac'haet netra eus hor pokoù entanet , p'en em vriatet e voemp , hon-daou ... Eus hor baleadenn hir , da c'houde , en noz steredennet , dre ar geriadenn vorgousket dindan an erc'h ... Hollgaerad abardaevezh !
" Darbet e oa bet din kouezhan , sonj 'peus !
Kredin a reas gantan e oa eürus gant e herrded , kement ha ma gendalc'he-hi gant he fistilh .
" ... Nag hor buhez , deomp-ni hon-daou , e Pariz ! Hon nozvezhioù diroll e Montparnasse !
Tostaet e oa , breman , muioc'h-mui . Derc'hel a rae klosoc'h dezhan .
" Ha te ? Gant da vicher skrivagner ?
E New-York emaout o chom , breman ?
Pegen iskis , kêr va mamm eo ... Gouzout a rez , Roll , em eus bet c'hoant , meur a wech , da skrivan dit
.
Ne ouien ket ken da chomlec'h , avat !...
                                E berr amzer , e oa deut ar fulennig da vezan drant evel ul labous .
Ne vije ket bet gouest un den d'ober dezhi tevel .


( Da Vezan Kendalc'het )


                                 ___



DAN AR WERN - Auberive ( Trede kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù ( 2 ) - Kerzu 2001 / Du 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 348 , e C'hwrevrer 2005 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .

                                 ___
 
 Notennoù :

1 -
An " Danieli " ,  ostaleri vrudet Venezia .
2 - Sir Edward Burne-Jones ( 1833 - 1898 ) , ha Dante Gabriel Rossetti ( 1828 - 1882 ) , livourien aroueziel saoz , izili eus " Pre-Raphaelite Brotherhood " .
3 - " Envorennoù eus Buhez ar Baradoz " ( Souvenirs de la Vie du Paradis , 1946 ) , oberenn Georges Duhamel ( 1884 - 1966 ) , skrivagner gall , ezel eus an Akademiezh Bro-C'hall .
4 - " Marv e Venezia " ( Der Tod in Venedig ) , 1913 , danevell Thomas Mann ( 1875 - 1955 ) , skrivagner alamanek , Priz Nobel 1929 . 
5 - " Ich wandle nach der Heimat , meiner Stätte " , pozioù eus " Das Lied von der Erde , der Abschied " ( Kan an Douar , Kimiad ) , 1912 , gant Gustav Mahler ( 1860 - 1911 ) , muziker aostriat .
6 - " Das Glücklische Tal " ( An Draonienn Evurus ) , Mortgarten , 1940 , hag " Alle Wege sind Offen " ( Pelec'h eman Douar An Promesaoù ? ) , dezrevell ur veaj en Afganistan gant Ella Maillart , 1939 - 1940 , oberennoù Annemarie Schwarzenbach ( 1908 - 1942 ) , skrivagnerez suisat .
7 - " Virginia " , barzhoneg Dan Ar Wern ( Auberive , 6 )

Taolenn : " Ghirlandata " ( 1873 ) , gant Dante Gabriel Rossetti .


Lire la suite

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù / La Terre de Nos Promesses / The Land of Our Promises , Breton Version / E Brezhoneg ( 1 ) .

8 Janvier 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

undefined

 

AUBERIVE ( 8 )


Douar Hon Promesaoù ( 1 )

e koun Annemarie Schwarzenbach


" Bez laouen ! Sell ouzh al lec'h peurvat , war-du peurbadelezh an amzer-vuhez ! "
Enskrivadur war vez Nebamon , e-pad ren Jehoutimez ( Thoutmosis IV ) , pevarzekvet kantved a-raok Jezuz-Krist .

" ... Ar c'houmoul a garan ... Koumoul o tremen ... Du-hont ... Du-hont ...
      Kaerat koumoul
! "
Charles Baudelaire - " Spleen Pariz " , An Estren .


aut13-AM-Scwharzenbach-1.jpg
                                                

                                      1
-  ... Dre lukanig al lestr , lanvad ar c'houmoul roz ha louet a varellas ec'honder bras-divent ar meurvor atlantel , ken tenval e-unan , gant takadoù aour an heol o tispakan tamm-ha-tamm a uc'h an dremmwel .
Krog e oa an deiz da c'houlaouin , ha ret an noz , war un dro , da rein buhez da gened un devezh dibar evel hini distro ur veajourez hirgortozet .
Ur souezh vras e oa bet , pa welas anezhi o tont davetan ...
                                " Iskis e kavan ... ho kwelet o lenn an danevell-se ...  , emezi en ur valbouzat ken diaes .
"... Din-me ivez e plij kalz , e kendalc'has neuze , goude ur predig-amzer a zidrouz ...
Ar goantenn a seblantas diabafin , da c'houde , hag e komzas re vuan , evel ma vije bet c'hoant dezhi da guzhat he fromm . 
... Carson he doa ur geneilez vat dezhi , dont a ra da sonj din , Annemarie Schwarzenbach he anv ...
                                - Un " amourouzez " kentoc'h , a droc'has , dinerzhet , e vouezh , lentik ha ruz e zremm gant ar vezh , " hag a veze laret diouti , war am eus klevet , edo o vale war an douar-man he fas vrav a aelez digonfort " . ( 1 ) Ur vaouez a vije bet lavaret diwar he fenn e oa ur fulenn a blac'h , ma vije bet ur paotr , hervez an Achantour , Tomaz Mann .
                                Ruzian a reas he divougenn ivez , pa glevas e gomzoù diwezhan .
Diaes 'oa lakaet he spered , e gwirionez , en abeg m'he doa , re vuan , a sonjas , gant komzennoù birvidik a-leizh , diskuliet he c'halon dezhan , marteze .
" ... Lennet 'm eus an dra-se , me ivez , a anzavas , nec'het , a-benn ur predig amzer .
He mouezhig sklintin , deuet gwan ha faezhet , a glaske breman c'hoarzhin .
Dasorc'hin a reas gorrek en e spered , koulskoude , dreist e c'hlac'har ,
tan o yaouankiz gwall zibreder , o lakaat ennan , war-lerc'h , skeudennoù rik hag envorennoù dech a zibune d'an daoulamm !
Anavezet en doa anezhi , a-benn ar fin !
Ar from a gemeras , en ivez , o lakaat ur gridienn da redek dre e gorf ... 


                                 2 - Sonjal a reas en amzer ma oa chomet ganti , e Kernevez , o skian asamblez war erc'h o doa graet gantan o " Menez Hud " ( 2 ) , a-us d'ar " C'haeran Koumoul  " ( 3 ) , evel breman ...
Dalc'het en doa he c'homzoù sart , a zassonne c'hoazh en e envor :
" Virjinia Richmond eo va anv ... Din da c'houzout , ez omp Iwerzhoniz , pe Gembreiz a orin ... Met , diouzh va zud , e red ivez gwad gall en hor gwazhied ! " 
Buan-buan , a sonjas dezhan , ken bev ha lemm e tiskouezhe bezan he spered !
                                 Ha goude-se , evit rein brud d'he diagentiezh , e oa aet a-herr war-draon , evel un tenn , gant an diribin ...
Chomet e oa simudet gant he c'hoarzh , hini edo o paouez klevout a-nevez , ken sklintin , hag e doa graet un tammig goap outan .
" Oro , sé Do Bheatha 'Bhaile ! " ( 4 )  
Gant fent , he doa kroget da vouskanan ur ganaouenn gozh ouezelek . 
" Mile failte romhat ... Thuas ar an ard ! Sa speir ... ( 5 )
Hag , evel boaz , en doa gouzanvet mil boan evit heulian anezhi !
                                 Diaes e kave mirout outan a chom difrom ha dic'hoarzh , a-wechoù , pa sonje enni hag en deizioù-se ken plijus e amzer-dremenet ...  


( Da Vezan Kendalc'het )


                                  ___

Notennoù :

1 -
Lavaroù Roger Martin Du Gard , bet meneget e-barzh levr Josyane Savigneau , " Carson McCullers , Ur Galon a Blac'h Yaouank " ( C. McCullers , Un Coeur de Jeune Fille ) , Stock , 1995 .
2 - " Ar Menez Hud " ( Der Zauberberg ) , 1924 , gant Thomas Mann , Priz Nobel 1929 .
3 - " Spleen Pariz , An Estren " ( Le Spleen de Paris , L'Etranger ) , gant Charles Baudelaire , Librairie Générale Française , 1972 , 1998 .
4 - Kanaouenn iwerzhonek hengounel .
     " Oro , sé Do Bheatha 'Bhaile ! = Salud dit , ra vezi deuet-mat ez kêr dit-te !
5 - " Mile failte romhat ... Thuas ar an ard ! Sa speir... Gerioù gouezelek = Mil degemer dit ... War an uhel !... En oabl ...

                                  ___


DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù ( 1 ) - Kerzu 2001 / Du 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 348 ,  e C'hwrever 2005 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .                      

                                                       undefined

Lire la suite
<< < 1 2 3 4 5 > >>